Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

krampouezh

Stummioù :

crêpes

  • 👂 🔗 Ha neuze e vije graet krampouezh. Ya. Heu, a-blasoù e vije graet Meurzh ha Gwener.

  • 👂 🔗 Ah, holen ya. Ah ya, holen ya. Nemet ha c’hoant e vije d’ober krampouezh sukret, neuze e vije laket sukr. Sukr poultr.

  • 👂 🔗 Met a-hend-all evit ober krampouezh, Maman ’nea ur pezh billig plat, ha honnezh a vije pozet war an trebez, hag aze e vije graet tan dindan goude.

  • 👂 🔗 Oh Maman a rae krampouezh mat.

  • 👂 🔗 X, me a raio krampouezh emberr. Ah mat eo neuze, e degasin koad dit.

  • 👂 🔗 Hennezh a oa kat da vourrañ krampouezh avat.