Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

stank

Stummioù :

étang

  • 🔗 lec'h e vez traoù war ar stank e vez lâret e vezont boued kanig

    [le̞h ve trɛw war stɑ̃ŋk ve lɑ:r vɛɲ bwet 'kɑ̃:nik]

    là où il y a des choses sur l'étang, on dit que c'est de la nourriture de canard

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

serré

  • 👂 🔗 reoù vihan stank stank

    [rew 'vijən stɑ̃ŋk stɑ̃ŋk]

    de petites très serrées [rapprochées, lentilles d'eau]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

lavoir

  • 🔗 ar stank-kannañ

    [stɑ̃ŋk 'kɑ̃nɑ̃]

    le lavoir

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 E deue ar gannerez da gannañ. Neuze e deue ar gannerez da gannañ. Da gannañ. Ya. Ha ec'h ae da gannañ ba... e-tal ar stank.

    [de gã'neʁəs tə 'gãnã – nœhe de gã'neʁəs tə 'gãnã – də 'gãnã ja – a he də 'gãnã bah – tal 'stãŋk]

    La lavandière venait laver le linge. Elle allait laver dans... à côté du lavoir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Nann, n'eus ket bet kouezhet hini ebet anezhe 'ba ar stank.

    [nãn nøs kə be ’kwe̞t ’hini be ’nɛː bah ’stãŋk]

    Non, aucun d'entre eux n'était tombé dans le lavoir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

nombreux

  • 🔗 1. ma dad a oa Florentin e anv 2. ah ya ! (T. : 'oa ket 'meur hañ !) 1. nann 2. 'vez ket laket se kalz ken hañ ! 1. nann nann nann ! 'vez ket laket, geo 'vat ! n'eus ket pell, 'ma gwelet 'ba Pederneg e oa c'hoazh, ya, oh ! hiniennoù a vez hañ ! a-wechoù e welan 'ba an tele, aze e welan Florentin c'hoazh 2. unan bennaket a vez gwelet met pas... n'int... n'int ket stank kwa hein ! 1. n'int ket stank met... bezañ zo anvioù evel-se, Riwal 'vez ket kalz ivez, Riwal 'vez ket gwelet kalz ivez

    1. [mə ˈdɑːd wa ... i ˈhɑ̃ːno] 2. [a ja] 1. [nɑ̃n] 2. [ˌvekə ˈlɑkə ze kɑls ˈken ɑ̃] 1. [nɑ̃nɑ̃nɑ̃n - ˌvekə ˈlɑkət - ge̞w a - ˌnøskə ˈpe̞l - ma ˈgwe̞ːləd ba peˈdɛɹnɛg wa hwas - ja - o hiˈɲeno ve ɑ̃ - ˈweːʒo ˈwe̞ːlɑ̃ ban ˈteːle - ˈɑe ˈwe̞ːlɑ̃ ... hwas] 2. [yn bəˈnɑkə ve ˈgwe̞ːlə mɛ pas - niɲ ˌniɲcə stɑ̃ŋk kwa ɛ̃] 1. [ˌniɲcə ˈstɑ̃ŋk mɛ - ˈbeːɑ̃ zo ɑ̃ˈnojo vəˈse - riˈwɑl ˌvekə ˈkɑlz ˌie - riˈwɑl ˌvekə ˈgwe̞lə ˈkɑlz ˌie]

    1. mon père s'appelait Florentin 2. ah oui ! (T. : il n'y en avait guère hein !) 1. non 2. on ne donne plus ça hein [comme prénom] ! 1. non non non ! on ne donne plus ça, mais si ! il y n'y a pas longtemps, j'avais vu à Pederneg qu'il y en avait encore, oui, oh ! il y en a quelques uns hein ! parfois je vois à la télé, là je vois Florentin encore 2. on en voit quelques uns mais pas... ils ne sont... ils ne sont pas nombreux quoi hein ! 1. ils ne sont pas nombreux mais... il y a des noms comme ça, des Riwal il n'y en a pas beaucoup non plus, on ne voit pas beaucoup de Riwal

    Gant :
    Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Tangi

bassin

  • 👂 🔗 'ba serten menajoù e oa eu... evel du-mañ e oa dour hag e oa « ur stank-eog » a veze graet diouti hag aet e oa da foutr kwa a-benn neuze, añfin, bepred e oa an amplasamant, hoñ a oa muriet eno ha...

    [ba 'sɛʁtən me'nɑ:ʒo wa ə wɛl dymɑ̃ wa du:ɹ a wa stɑ̃ŋ'go:g viʒe gwɛt tɔ̃ti ag ɛ wa də fut kwa bɛn 'nœ:he mɛ ɑ̃fin 'bopə wa nɑ̃pla'sɑ̃mɑ̃n hɔ̃: wa 'my:ɹjəd 'e:no a]

    dans certaines fermes il y avait euh... comme chez moi il y avait de l'eau et « un bassin de rouissage » qu'on l'appelait et il était hors d'état quoi pour alors, enfin, toujours est-il qu'il y avait l'emplacement, il était emmuré là et...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi