Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

esaeañ

Stummioù :

essayer

  • 👂 🔗 Ret e vo din esa ober unan da welet ivez.

    Réd vo din êsa or un de wèlet ie.

    Il faudra que j'essaie d'en faire un aussi pour voir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha me a vije n'onn ket pegeit oc'h esa deskiñ un tamm bihan, ha evel se, ptt, ha e oan diskourajet quoi.

    A mé vijé n’onn ke pégèit ’h ésa diskiñ tamm bïen, a vesé, ptt, a oan diskourajet quoi.

    Et moi je passais je ne sais combien de temps à essayer d'en apprendre un peu, et du coup, j'étais découragé quoi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'H ae al laezh e-barzh e vanchoù. Ya, met neuze e vez graet da esa ampich anezhañ da vont ivez

    ’H ê lêz bah i veñcho. Ya, mè neuhé vé gwèt te hésa ampich néañ de von ie.

    Le lait rentrait dans ses manches. Oui mais alors on essaie [il faut essayer] de l'en empêcher aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Daon, moaien esa, emezon-me, zo bepred.

    Dañwn, mwoien esa moñmé zo bopet.

    Dame, on peut toujours essayer, dis-je.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ar reoù all a vije... 'h esae mont a-wezhioù da dineizhañ un neizh pig pe un tamm bennaket aze

    [rew ɑl viʒe hɛ’sɑɛ mɔ̃n ’we:ʒo diz’ni:ʒɑ̃ ne:s pik pe dɑ̃m mə’nɑkəd ’ɑhɛ]

    les autres étaient... essayaient parfois d'aller dénicher un nid de pie ou quelque chose là

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'h an da esae

    [hɑ̃ də ˈhe̞se̞]

    je vais essayer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 esae

    ['hɛsɛ]

    essayer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 esaeet 'meus, esaeet 'meus ober krampouezh, esaeet 'meus eu... dresañ da vragoù, esaeet 'meus labourat

    [he̞ˈse̞ːɛt møs - he̞ˈse̞ːɛd møz o̞ːʁ ˈkʁɑ̃mpus - he̞ˈse̞ːɛd møz ə ˈdʁesɑ̃ tə ˈvʁɑːgo - he̞ˈse̞ːɛd møz laˈbuːʁət]

    j'ai essayé, j'ai essayé de faire des crêpes, j'ai essayé euh... de réparer ton pantalon, j'ai essayé de travailler

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'dea... an Almanted 'dea desidet 'h eo... kaout l'autonomie de la Bretagne, 'h esaent kaout l'autonomie de la Bretagne... e vije bet inkorporet ar Vretoned 'ba o... 'ba o... met... a ya ! 'da ket reusiset, evurusamant

    [dea nal'mɑ̃ntəd dea de'si:də he̞ - kɑ:d ... - he̞'sɑ:ɛɲ kɑ:d ... - viʒe bed ɛ̃kɔɹ'po̞:ɹəd ə vɹœ'tɔ̃:nəd bah o - bah o - mɛ a ja - da kə ɹey'sisət evyry'zãmãn]

    ils avaient... les Allemands avaient décidé que c'est... d'avoir l'autonomie de la Bretagne ils essayaient d'avoir l'autonomie de la Bretagne... les Bretons auraient été incorporés dans leur... dans leur... mais... ah oui ! ils n'avaient pas réussi, heureusement

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha fidedoue ! derc'hen a raent tostaat ac'hanomp, e lâre dimp eu... « 'dalv ket ar boan dac'h esa en em echapiñ emezañ, arri omp 'ba Brest, arri omp partout emezañ, 'dalv ket ar boan dac'h esa en em echapiñ », ha fidedoue neuze ! derc'hen a raent da degas... degas ac'hanomp... etrenek eu... Paris un tamm, aze e gerzhemp aze !

    [a fidə’du:n - ’dɛrh ɹɛɲ tɔsˌtɑ:d ’ɑ̃m - ’lɑ:ɹɛ nim ə - dɑl kə bwɑ̃:n dah ’hɛsa nɔ̃n e’ʃɑpĩ meɑ̃ - ɑj ɔ̃m bah bɹɛst ɑj ɔ̃m paɹ’tut meɑ̃ - dɑl kə bwɑ̃:n dah ’hɛsa nɔ̃n e’ʃɑpĩ - a fidə’du:e ’nœ:he - ’dɛɹh ɹɛɲ djɛs dɛs ’ɑ̃:nɔ̃m - ’tɹɛnɛk ə - ’pɑ:ɹis tɑ̃m - 'ɑ:hɛ 'gɛɹzɛm 'a:hɛ]

    et nom de dieu ! ils continuaient e nous rapprocher, il nous disait euh... « ce n'est pas la peine d'essayer de vous échapper, disait-il, nous sommes arrivés à Brest, nous sommes arrivés partout, disait-il, ce n'est pas la peine d'essayer de s'échapper », et bon sang alors ! ils continuaient de nous diriger... nous diriger vers euh... Paris un peu, là nous marchions là

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ec'h esai cheñch skol ?

    [hɛ'sai ʃɛ̃:ʃ sko:l]

    tu essaieras de changer d'école ?

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me 'meus ket esaet

    [me møs kə hɛ’sɑ:t]

    moi je n'ai pas essayé

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me 'ma esaet ober ivez

    [me ma hɛ’sɑ:d ’o:bər ie]

    j'avais essayé de faire aussi

    Gant : Marivon ar Bihan, ganet e 1947 e Bear, o chom e Charentes.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Philippe 'nea esaet...

    [filip nea hɛ’sɑ:d]

    Philippe avait essayé de...

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... 'deus esaeet

    [døz ɛ'sɛɛt]

    ... ont essayé

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne dalv ket ar boan din esae... evit esae gonit euh... euh... nebeud a dra, me a c'haloupo goude oc'h esae kaout chokolad

    [dɑ:l kə bwɑ̃:n dĩ 'hɛsɛ wid 'hɛʃɛ 'gɔ̃:nid ə ə ˌnœbə'drɑ: me hɑ'lupo 'gu:de 'hɛʃɛ kɑ:d ʃokola]

    ça n'est pas la peine pour moi d'essayer... pour essayer de gagner euh... euh... peu de chose, je courrai après à essayer d'avoir du chocolat

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met oc'h esae debriñ emañ

    [mɛ 'hɛʃə 'di:bĩ mɑ̃]

    mais il essaye de manger

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... 'na esaet ampich se

    [na hɛ’sa: ’hɑ̃mpiʒ ze]

    ... avait essayé d'empêcher ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'h an da 'h esa kousket

    [hã də 'hɛsa 'kuskət]

    je vais essayer de dormir

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 arc'hoazh 'h esain kousket

    [ar’hwas hɛ’saĩ ’kuskət]

    demain j'essaierai de dormir

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me 'h esaee ober

    [me hɛ'saɛ o:r]

    j'essayais de faire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 nann, hemañ n'esa ket ober

    [nãn ’hemã ’hɛsa kəd o:r]

    non, celui-ci n'essaye pas de faire

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 neuze eñ, esa a ra deskiñ brezhoneg ivez kwa

    ['nœhe hẽ: 'hɛsa ra 'diski bre'zõ:nəg ie kwa]

    alors lui, il essaye d'apprendre le breton aussi quoi

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 esa

    ['hɛsa]

    essayer

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 esa torriñ anezhañ 'ta !

    ['hɛsa 'tɔri 'neɑ̃ ta]

    essaye donc de le casser !

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 A-wechoù 'nije boutet an nen anezhañ diwar ampich un tamm bihan neuze, ha feiz e gomañse da grial, ha neuze feiz... e vije goulennet gantañ : Petra 'peus graet dezhañ aze ? Mann ebet avat. Met peogwir e oa oc'h esa ampich ac'hanon d'ober ar pezh 'ma ezhomm d'ober.

    [’we̞ʒo niʒe ’butə ’nen ’neã diwaʁ ’hãmpiʃ tãm’biən nœhe – a fe go’mãse də ’gʁiəl a nœhe fe – viʒe ’guːlə ’gãntã – ’pʁa pøs ’gwɛt ’teã ahe – mãn’bet hat – mɛ pə’gyːʁ wa ’hesa ’hãmpiʃ ãõ ’dɔʁ ’pes ma ’eːm ’dɔːʁ]

    Parfois on le repoussait un peu parce qu'il gênait, et il commençait à crier. Et alors on nous demandait : Qu'est-ce que vous lui avez fait ? Mais rien du tout. Mais puisqu'il essayait de m'empêcher de faire ce que j'avais à faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 adesae

    [hɑt’he̞se̞]

    essayer de nouveau

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze 'mamp kerzhet neuze, e-pad pet devezh 'meus-me kerzhet neuze ? le vingt-deux mai e oan tapet, le dix mai e oa añvahiset, daouzek devezh, daouzek devezh kerzhet te ! noz-deiz ! oc'h esa en em echapiñ deus... ya ! ya ! ya !

    ['ahɛ mɑ̃m 'kɛɹzəd 'nœhe - pad ped 'dewəs møs me 'kɛɹzəd 'nœhe - wɑ̃n 'tɑpət - wa ɑ̃va'isət - 'do̞wzəg 'dewəs kwa ma - 'do̞wzək 'dewəs 'kɛɹzət te nɔ̃z'de: - 'hɛsa nɔ̃n e'ʃɑpĩ dəz - ja ja ja]

    là nous avions marché alors, pendant combien de jours j'ai marché ? le vingt-deux mai j'étais capturé, le dix mai c'était envahis, douze journées, douze journées de marche pardi ! nuit et jour ! essayant de s'échapper de... oui ! oui ! oui !

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag evel-se e rez... se 'rey ket bern uoù warnañ bepred, ma 'vez ket 'met un tamm bihan evel-se, a-hend-all an u-se a ra bern, re, ha lakat tri 'ba ar saladier ha... lakat anezhe en omeletenn, un omeletenn, ha lakat un tamm war pep hini evel-se, 'to ket 'met esae, evel-se, da welet

    [a viˈse̞ ʁe̞z - ze ˈʁɛj cə bɛʁn ˈyːo ˈwɑʁnɑ̃ ˈbopət - ma ˈve kə ˈlɑkə mɛ tɑ̃m ˈbiːən viˈse̞ - hɛnˌdɑl ˈnyse ʁa bɛʁn - ʁe - a ˈlɑkət tʁi ba salaˈdje a - ˈlɑkə ne̞ ɑ̃ o̞mˈlɛtən - no̞mˈlɛtən - a ˈlɑkə tɑ̃m waʁ po̞ˈpiːni viˈse̞ - ˈto kə mɛ ˈhe̞se̞ - viˈse̞ - də ˈwe̞ːlət]

    et comme ça tu fais... ça, ça ne fera pas beaucoup d'oeufs dessus toujours [la crêpe], s'il n'y a qu'un tout petit peu comme ça, autrement cet œuf-là ça fait beaucoup, trop, et mettre trois dans le saladier et... les mettre en omelette, une omelette, et mettre un peu sur chacune comme ça, tu n'auras qu'à essayer, comme ça, pour voir

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi