Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

divontañ

Stummioù :

démonter

  • 👂 🔗 ne oant ket chomet pell hañ parce que... divontet e oa o barakennoù, me n'onn ket pelec'h e oant bet aet

    [wɑ̃ɲ cə ’ʃomə pɛl ɑ̃ pɑskœ di’vɔ̃tə wa o ˌbara’keno me nɔ̃ kə ple̞ wɑ̃ɲ bed ɛt]

    ils n'étaient pas restés longtemps hein parce que... leurs baraques avaient été démontées, je ne sais pas où ils étaient allés

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a oa kat da divontañ an horloj din diouzhtu

    [hẽ̞: wa kɑt di'vɔ̃ntɑ̃ 'nɔrlɔʒ dĩn dy'sty]

    il était capable de me démonter l'horloge tout de suite

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi