Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
brav
Stummioù :
beau
-
👂 🔗 Ha brav e vez ar re-se hañ. Brav e vezont goude evel-se ivez.
A braw vé ré-hé añ. Braw vènt goudé vé-sé ie.
Et ceux-là sont beaux aussi. Ils sont beaux comme ça aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Aze 'teus un asied brav da lakat ar seurt-se avat. Ret eo din tapout unan all abalamour din da reiñ anezhañ dit avat.
Ahé teus ’n asiet braw de lakat sort-sé ha. Réd è din tab un all bañw tin da rèiñ néañ dit hat.
Tu as là une belle assiette pour mettre ça. Il faut qu'en j'en prenne une autre pour te la (re)donner.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ar reoù gozh a lâre « evit ar bloaz e vo ur bloaz brav, sec'h ha ne vo ket avel »
[rew'go:z lɑrɛ wid blɑ: vo blɑ: brɑw zeh a vo kəd 'ɑwəl]
les anciens disaient « cette année il y aura une année belle, sèche et il n'y aura pas de vent » [quand les nids de pies étaient très hauts]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da welet int brav ha 'ba 'r c'hreiz int brein
[də 'wɛ:lə hiɲ brɑw a bah hrɛjz iɲ brɛɲ]
elles sont belles à voir [en apparence] et au milieu elles sont pourries
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an aval-pin, pa veze serret e veze lâret e veze seblant glav, pa veze digor neuze e veze lâret e veze brav
[ˌnɑwəl’pi:n pe viʒe ’zɛrəd viʒe ’lɑ:rəd viʒe ’ze:blən glɑw pe viʒe ’diɔr ’nœhe viʒe ’lɑ:rəd viʒe brɑw]
la pomme de pin, quand elle était fermée, on disait que c'était un signe de pluie, quand elle était ouverte, alors on disait qu'il ferait beau
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Oh jad (?) hañ oh ya hañ tamm brav, tamm brav, sur a-walc'h.
[o ʒɑːd ɑ̃ o ja tɑ̃m bʁɑw tɑ̃m bɾɑw zyˈwɑʁh]
(?) oh oui une bonne partie, sans doute.
[litt. « un beau morceau »]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 (Ur bannac'h glav a zo bet.) Ur bannac'h bihan ya, anons e reont hañ, anons e reont a-benn arc'hoazh hag an deiz war-lerc'h a rafe (?) glav. (Ah ya ?) Ha goude fin sizhun brav adarre. Met dec'h a oa anonset glav hag a oa chomet brav gwelet a rez.
[bɔh ˈpiən ja aˈnɔ̃s ʁɛɲ ɑ̃ aˈnɔ̃s ʁɛɲ bɛn aˈwɑs a de wa lɛʁh ˈʁafe glɑw – a ˈgude fin zyn bɾɑːw ˈɑe mɛ deχ wa aˈnɔ̃sə glɑw a wa ˈʃomə bɾɑw gwɛs]
(Il y a eu un peu de pluie.) Un peu de pluie oui, ils annoncent hein, ils annoncent de la pluie pour demain et après demain. Et après en fin de semaine [ils annoncent] beau de nouveau. Mais hier ils ont annoncé de la pluie et il a fait beau tu vois.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 brav-kaer
[braw kɛ:r]
magnifique
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 brav eo minapl
[braw e ’minap]
c'est superbe, magnifique, splendide
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 abominapl oa brav
[abo’mi:nab wa brɑw]
c'était incroyablement beau [spectacle]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha pitoiapl oa brav
[a pi’tojəb wa brɑw ɑ̃]
et c'était extrêmement beau [spectacle]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 brav-kaer
[brɑw'kɛ:r]
très beau [spectacle]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me 'ma kavet se spontus-brav
[me mɑ kɑ: se ’spɔ̃ntyz brɑw]
j'avais trouvé ça superbe, magnifique
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koulskoude aze an hini eo ar bravañ
[kus'ku:de 'ɑhɛ n:i ɛ 'nbrɑwɑ̃]
pourtant c'est là que c'est le plus beau
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne veze ket brav
[viʒe kə brɑw]
ce n'était pas beau [femme qui siffle]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
grand
-
👂 🔗 1. Anfin, an hini deus du-mañ a oa a vent vrav. 2. Ne oa ket bihan bihan.
Añfin, 'n ni deus tu-mañ oa vèn vraw. Oa ke bïen bïen.
Enfin, le nôtre était de grande taille. Il n'était pas tout petit.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
bien
-
👂 🔗 Ne oa ket brav bezañ e-kichen ar skol evel se, evel se e vije gouvezet pegoulz e vije e pinijenn peogwir me a ouie pegoulz e finise ar skol ordin.
Oa ke braw béañ kichen te skol vesé, vesé vijé gouvéet pégoulz vijé pinijenn, pégwir mé ouié pegouls finisé skol ordin.
Ce n'était pas bien d'être à côté de l'école comme ça, [car] comme ça on [les parents] savaient quand on [les enfants] était punis. Parce que moi je savais à quelle heure finissait l'école chaque jour.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met feiz, avat, chomet e oa ma gochon bihan bev. Ah ya ! Laket ur pañsamant dezhañ war-benn ha tout, graet se brav, comme il faut.
Mè fé hat, chome oa me gochon bien béw. A ya ! Lake pañsaman déañ war-bènn a tout, gwèt sé braw, comme il faut.
Mais mon petit cochon avait survécu. Ah oui ! [J'avais] mis un pansement dessus et tout, fait ça bien, comme il faut.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ya, met ken brav e vije dezhi o vale evel 'ba ar park ivez
[ja mɛ kenˌbɣaw ˌviʒe ˌdɛj ˈvɑˑle wɛl bah parg ie]
oui, mais ce serait aussi bien qu'elle aille se promener que [de rester] dans le champ aussi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... 'h eo brav dit !
[hɛ brɑw dit]
... tu es verni !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hag e oa brav dezhi aze
[a wa braw dɛj 'ahe]
et elle était bien là, elle se plaisait
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket brav dezhe
[wa kə brɑw dɛ:]
ils n'étaient pas bien [pas fiers lors du combat ou d'avoir fuis]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ni a oa brav dimp ivez
[nim wa brɑw dim 'ije]
nous étions bien aussi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha hemañ eo brav dezhañ du-hont ivez
['hemɑ̃ ɛ brɑw 'deɑ̃ 'dyən ie]
celui-ci [enfant] il est bien là-bas aussi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne vez ket brav dezhe
[ve kə brɑw dɛ:]
ils ne sont pas bien [ne se plaisent pas]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ bravañ ma 'h eo din amañ
['bœmɑ̃ 'bɾɑwɑ̃ mɑ hɛ dĩ 'ɑ̃mɑ̃]
maintenant qu'est-ce que je suis bien ici
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
agréable
-
👂 🔗 E-barzh ar solier, me a lavar dit, a-wezhioù ne vije ket brav mont e-barzh ar solier ordin hañ. Ne vije ket brav ordin mont e-barzh ar solier.
Bah zoier, mé lâr dit, (a)wêjo vijé ke braw mon bah zoier ordin añ. Vijé ke braw ordin mon bah zoier.
Dans le grenier, je te dis, ce n'était pas toujours agréable d'aller dans le grenier.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-hend-all eo brav bezañ amañ ivez. An hini n'en em gavo ket mat amañ, n'onn ket pelec'h en em gavo mat.
Hèndall 'h eo braw béañ amañ ie. 'N ni non gavo ke mad amañ, n'onn ke plèh non gavo mat.
Sinon c'est bien d'être ici. Celui qui ne se plait pas ici, je ne sais pas où il se plaira.
Futur utilisé pour marquer l'habitude.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 n'eo ket brav esae telefoniñ
[ne kə brɑw 'hɛ:sɛ tele'fɔni]
ce n'est pas agréable [amusant] d'essayer de téléphoner
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e veze bravoc'h dezhi 'ba he ...
[viʃe 'brɑwɔh tɛj ba i]
elle serait mieux dans sa [salle à manger]...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket ken brav-se bezañ er foyer
[ne kə ken braw ze ’beã ’fwaje]
c'est pas si bien, agréable que ça d'être au foyer
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 brav eo dezhi peogwir ne vez ket lâret dezhi petra d'ober
[brɑw ɛ dɛj py ve kə 'lɑ:rɛt tɛj pra do:r]
elle a de la chance puisqu'on ne lui dit pas quoi faire
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket ken brav-se dezhe ivez
[wa kə ken brɑw ze dɛ: 'ije]
ce n'était pas si agréable que ça pour eux non plus
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un tamm mat bravoc'h dit evit bezañ 'ba 'h... 'ba 'h an ti hañ
[tɑ̃’mɑd ’brɑwɔh dit wid ’beɑ̃ bah ban ti: ɑ̃]
bien plus agréable pour toi que d'être dans... dans la maison
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh eo ar bravañ
[hẽ:z ɛ 'nbrɑwɑ̃]
c'est ça le plus agréable [comme séjour de vacance]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 te eo brav dit
[te ɛ brɑw dit]
tu es privilégié
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket brav esae telefoniñ
[nɛ kə brɑw 'hɛsɛ tele'fɔni]
ce n'est pas agréable [amusant] d'essayer de téléphoner
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar vizit kentañ 'namp tremenet 'h eo gant ur major français e oa, hag evit ober goap deus ma c'henoù 'nea lâret, « il faut manger des biscottes », deja 'oa ket brav kazi... pelec'h e vijen aet da gerc'ha... glask biscottes ?
[ə ’vi:zit ’kentɑ̃ nɑ̃m tɾe’me:nə he̞ gɑ̃n ’mɑ:ʒɔɹ ’fɹɑ̃sɛ wa - ag ə wid o̞:ɹ gwɑb dəs mə ’he:no ’nea lɑ:ɹt - deʒɑ wɑ kə bɾɑw ’kɑ:he - ple̞h ’vi:ʒɛn ɛt tə ’gɛha glask bis’kɔt]
la première visite que nous avions passée c'est avec un major français que c'était, et pour ce foutre de ma gueule il avait dit « il faut manger des biscottes », déjà les conditions étaient difficiles quasiment... où aurais-je été cherch... chercher des biscottes ?
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
intéressant
-
🔗 bravoc'h eo evit ar pezh 'teus lâret din
['brɑwɔh ɛ wit pe:s tøz 'lɑ:rət tĩ]
c'est plus beau [intéressant] que ce que tu m'as dit
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e kaven bravoc'h sellet deus ...
['gɑ:vɛn 'brɑwɔh sɛl døz mɑtʃ]
je trouvais plus beau [plus intéressant, plus sympa] de voir ...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi