Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kaer

Stummioù :

beau

  • 🔗 Se... Se a zo kaer dija.

    [se se zo kɛːʁ ˈdeʒa]

    C'est déjà beau.

    [pouvoir continuer à se débrouiller malgré son âge]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 kaer eo an iliav aze

    [kɛ:r ɛ n'iʎɛw 'ahɛ]

    le lière est beau là

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se a oa un dra gaer

    [ze wa ən drɑ: gɛ:r]

    c'était une belle chose [objet utile]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ... a oa un dra gaer

    [wa ndrɑ: gɛ:r]

    ... c'était une belle chose [belle action]

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met boñ, ne oant ket tout reoù gaer evel-se, hoñ zo unan vrav hañ !

    [wɑ̃ɲ cə tud rew gɛ:r və'se - ...]

    mais bon, ce n'étaient pas toutes de belles [blagues à tabac] comme ça, ça c'est une belle hein !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

bien

  • 👂 🔗 Met pa 'ma gwelet penaos e vije laket reoù ha ne ouient ket kaer da vont d'an tableau...

    Mè pé ma gwélet penoz vijé lake réw a ouiènt ke kèr (de) von te tableau.

    Mais quand j'avais vu qu'on envoyait ceux qui ne savaient pas bien au tableau...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me ne gomprenen ket kaer, met anfin...

    Mé gomprénèn ke kèr, mèd añfin...

    Moi je ne comprenais pas bien, mais enfin...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ...eo kaer d'ober ar pezh a ran

    [ɛ kɛ:r 'do:bər pe:z rɑ̃]

    ...c'est beau [bien] de faire ce que je fais

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

beaucoup

  • 👂 🔗 Ne gleve ket ha ne blije ket dezhañ kaer mont war an hent gant an trakteur ivez.

    Glèwé ket, a blijé ke déañ kèr mon war 'n èn gan trakteur ie.

    Il n'entendait pas, et il n'aimait pas beaucoup aller sur la route avec le tracteur.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ne deuont ket kaer 'ba 'r jardin

    [dɛɲ cə kɛ:r bah ʒɛɲ]

    ils ne viennent pas beaucoup dans le jardin [chats]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

très

  • 🔗 bezañ oa reoù avañset-kaer ha darn all glas evel-se

    [be wa rew avɑ̃:sə kɛr a dɑrn ɑl wa glɑ:z vəse]

    il y en avait certaines de très avancées et d'autres vertes comme ça

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 darev-kaer

    [dɑrw'kɛ:r]

    très mûr

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oa ket laket traoù mat-kaer da gentañ

    [wa kə 'lɑkət trɛw mat'kɛ:r də 'gentɑ̃]

    on n'avait pas mis de choses [matériaux, produits] très bonnes au début

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se ne oa ket mat d'ober kaer ivez

    [ze wa kə mɑ:d do:r kɛ:r 'ije]

    ça ce n'était pas très bon à faire non plus

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 unan zo kaeroc'h evit egile, miz du ha miz kerdu ya, kaeroc'h du unan evit egile

    [yn zo 'kɛ:ɹɔh wid e'gi:le miz dy: a mis 'kɛɹdy ja 'kɛ:ɹɔh dy: yn wid e'gi:le]

    un est plus que l'autre, le mois de novembre et le mois de décembre oui, un est plus noir que l'autre

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

trop

  • 👂 🔗 ne blije ket ar jeu din kaer

    ['bi:ʒɛ kə ʒœ: dĩ kɛ:r]

    je n'aimais pas trop ce truc

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me a oar... petore liv kaer

    [me wɑ:r pe'tɛje liw kɛ:r]

    je ne sais pas trop... de quelle couleur

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne gomprenan ket da ger kaer

    [gɔ̃'pre:nɑ̃ kəd də gi:r kɛ:r]

    je ne comprends pas trop ton mot

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ ne oa ket a-du gant ar person kaer met añfin...

    [hẽ̞: wa kə dy: gɑ̃n 'pɛrsɔ̃n kɛ:r mɛ ɑ̃fin]

    il n'était pas trop du côté du curé mais enfin...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'ma ket c'hoant kaer

    [ma kə hwãn kɛr]

    je ne voulais pas trop, je n'avais pas très envie

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'onn ket deus pelec'h int kaer

    [nɔ̃ kəd dəs ple̞h iɲ kɛ:r]

    je ne sais pas trop d'où ils sont

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'meus ket... 'ma ket sellet kaer dioutañ

    [møs kə ma kə 'zɛlə kɛ:r djɔ̃tɑ̃]

    je n'ai pas... je ne l'avais pas trop regardé

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Amañ zo ur regennad 'hat, ne oaran ket kaer piv int.

    ['ãmã zo ə ʁi'ɟɛnət hat – wa'ʁãkə 'kɛːʁ 'piw iŋ]

    Là il y en a une rangée, je ne sais pas trop qui c'est.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 met n'houlont ket kaer gwelet anezhañ

    [mɛ nu'lɛɲ kə kɛ:ʁ 'gwɛ:lə neɑ̃]

    mais ils ne veulent pas trop le voir

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hoñ den ebet ne ouie kaer e oad

    [hɔ̃: den'bed 'wi:e kɛ:ʁ i nwɑt]

    elle, personne ne savait trop son âge

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ a oa un tamm bihan... n'onn ket petra kaer

    [hẽ̞: wa tɑ̃m 'bi:ən nɔ̃ kə pʁa kɛ:ʁ]

    ça c'était un petit peu... je ne sais pas trop

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'meus ket gwelet se kaer ivez

    [møs kə 'gwɛ:lə se kɛ:ʁ ije]

    je n'ai pas trop vu ça aussi

    Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'onn ket kat da lâret kaer

    [nɔ̃ kə kɑt tə lɑ:ɹ kɛ:ɹ]

    je ne peux pas trop dire

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'onn ket petra kaer a lârez

    [nɔ̃ kə prɑ: kɛ:r 'lɑ:rɛs]

    je ne sais pas trop ce que tu dis

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'onn ket petra e veze lâret kaer deus se hañ

    [nɔ̃ kə prɑ viʒe lɑ:rə kɛ:r døs se ɑ̃]

    je ne sais pas trop comment on appelait ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 lâret e vije dit-te pas mont kaer da-unan kwa

    ['lɑ:ɹə viʒe dit:e pas mɔ̃n kɛ:ɹ də'hy:n kwa]

    on te disait de ne pas trop aller tout seul quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

tout à fait

  • 👂 🔗 'dije ket lonket kaer anezhañ, ne veze ket aet e-barzh euh...

    [diʒe kə 'lɔ̃ŋkə kɛr neɑ̃ viʒe kəd ɛd bɑrz ə]

    elle ne l'avait pas avalé tout à fait, il n'était pas allé dedans euh... [serpent]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi