Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

tortis

Stummioù :

corde

  • 🔗 an tortis

    ['ntɔrtis]

    la corde

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gant tortisoù ha neuze...

    [gɑ̃n tɔr’tiso a ’nœhe]

    avec des cordes et aussi...

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hennezh zo war ar c'harr ivez... da stardañ an tortis war... diwar ar garg, 'teus un... 'teus un all traouilh, unan e pep penn, e stardez ar penn a-raok hag e stardez ar penn a-dreñv, gant ur vazh houarn

    [hẽ̞:s so war hɑr ije də 'stɑrdɑ̃ 'tɔrtiz war diwar gɑrg tøz ən tøz ən ɑl 'trɑwiʎ yn pop pɛn 'stɑrdɛs pɛnə'rog a 'stɑrdɛs pɛn'drẽ: gɑ̃n va'suarn]

    celui-là est sur la charrette aussi... pour serrer la corde sur... sur la charge, tu as un... tu as un autre treuil, un de chaque côté, tu serres l'avant et tu serres l'arrière, avec une barre en fer

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 An tortis a vije sachet warnañ. An tortis ya. Ya, heñ a oa tev, tevoc'h evit ur gordenn.

    [n'tɔʁtis viʒe 'jɛʃəd 'waʁnã – n'tɔʁtis ja – ja 'hẽː wa 'tew 'tewɔh wid 'gɔʁdən]

    C'est sur la grosse corde qu'on tirait. La grosse corde, oui. Elle était épaisse, plus épaisse qu'une corde [normale].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 tortis

    tortis

    [toʁtis]

    grosse corde pour attacher la paille ou le foin à la charrette

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 tortisoù

    tortiso

    [toʁtiso]

    des grosses cordes

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien