Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
c'hoazh
Stummioù :
encore
-
👂 🔗 Debr un tamm c'hoazh alese. 'To ket ken ?
Dèb tamm c'hoas lésé. To ke kén ?
Manges-en encore un peu. Tu n'en veux plus ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? 'To ket ken ? (Nann nann. Debret 'meus re dija.) Ya. Me 'meus graet ivez. Frank ivez.
Bé to tamm c'hoas ? Bé to tamm c'hoas ? To ket kén ? (…) Ya. Mé meus gwèt ie. Vrang ie.
Tu en veux encore un morceau ? Tu n'en veux plus ? (Non, j'en ai trop mangé déjà.) Oui. Moi aussi. Beaucoup aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Me 'meus soñj, feiz, ma vamm-gaer a oa aze c'hoazh hañ, ha 'mijemp, 'meump triwec'h buoc'h da c'horo gant an dorn.
Mé meus choñch, fé, me vamm-gèr oa ahé hoaz añ, a mijèm, meum triwèh buh te horo gan dorn.
Je me souviens, ma mère était encore là, et nous avions dix-huit vaches à traire à la main.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Daon, pitoiapl a gavan anezhi. Heu, ma kerez, 'ma ket bet ar blazioù-se santet c'hoazh.
Daon, pitoyab gavan nèi. Eu, ma kéez, ma ke bét (a) blajo-zé sante c’hoa.
Dame, je la trouve vraiment très bonne. Heu, si tu veux, je n'avais pas senti ces goûts-là encore (= je n'avais jamais goûté ça).
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa oan er gêr da bevarzek vloaz ne oa ket trakteur c'hoazh peogwir e vije kaset ar gazeg... 'meus soñj 'h ae an nen da dremen an hou da... war ar patatez.
Pé oan gêr de barzek la oa ke trakteur hoas pegur vijé kaset gazek, meus choñj ’h ê ’n nên de drémen ’n ou de... war patates.
Quand je suis restée à la maison à quatorze, il n'y avait pas encore de tracteur, puisqu'on conduisait la jument. Je me rappelle qu'on allait passer la houe sur les pommes de terre.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha ne oamp ket arri e-barzh ar bourk c'hoazh, ha e oa ur c'hamion a-drek, pa oan o tont er-maez gant ma saout, deut e oant er-maez tout eüruzamant, ha e oa ar c'hamion war-lerc'h, feut feut feut feut feut feut, n'arete ket un tamm.
A oam ked ai bah bourk hoas, a oa hamion drék, pé oan ton mês, gan me zowt, deud oant mês tout, évuruzaman, a oa hamion war-lèrh, feut feut feut feut feut feut, n’arété ked en tamm.
Nous n'étions pas encore arrivés au bourg, et il y avait un camion derrière, quand j'étais en train de sortir mes vaches, heureusement elles étaient toutes sorties, et le camion était derrière, tut tut tut tut, il n'arrêtait pas un instant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ac'hanta c'hoazh goude e vije saout war an hent alies, ac'hanta 'neus ket bet an nen aksidanchoù na mann ebet evel se.
Hanta, hoas goudé vijé zowt war ’n èn alies, hanta neus ke béd ’n én aksideñcho na mann bét vesé.
Bien que les vaches étaient souvent sur la route, eh bien on n'a pas eu d'accidents ni rien comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Feiz, darn anezhe a oa re yaouank c'hoazh da vont da labourat ma kerez, da-heul ar baotred a-hend-all d'ar park ha tout an traoù-se, ha evel se feiz e vijent rekouret kaout plas evel se, d'ober un tamm a dout quoi.
Fé, darn nè oa ré yowank hoas de von de labouret ma kées, de heul botet hèndall de park a tou ’n trèw-sé. A vesé fé vijènt rikouret kaout plas vesé, d’or un tamm dout quoi.
Ma foi, certains étaient encore trop jeunes pour aller travailler, si tu veux, en compagnie des hommes aux champs et tout, et alors ça les arrangeait d'avoir une place [un emploi] comme ça, à faire un peu de tout.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Traoù aezet c'hoazh ya !
[tʁɛw ˈe̞zə hwɑs ja]
Encore des choses pratiques oui !
[ironique, dit au sujet des ralentisseurs]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 marteze c'hoazh
[maˈtee hwɑs]
peut-être aussi
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 C'hoazh a lârez !
[χwɑs ˈlɑʁɛs]
Encore tu trouves à dire ! [litt. « encore tu dis »]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 E Pederneg ne oaran ket neuint kourant c'hoazh n'on ket sur neuint kourant c'hoazh e Pederneg.
[peˈdɛʁnɛk wɑˈʁɑ̃ kə nɛjn ˈkuʁɑ̃n hwɑs ˈnɔ̃ː kə zyʁ nɛjn ˈkuʁɑ̃n hwɑs peˈdɛʁnɛk]
À Perderneg je ne sais pas [si] ils ont du courant, je ne suis pas sûr qu'ils aient du courant à Perderneg.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Petra eo se c'hoazh ?
[pʁa ɛ ze wɑːs]
Qu'est-ce que c'est que ça encore ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ar chokola a blij dezhi c'hoazh.
[ʃoˈkola bliʃ dɛj hwas]
Elle aime le chocolat aussi, le chocolat a du succès avec elle.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ret e vo ledanaat an norejoù c'hoazh !
[ʁɛt vo leˈdɑ̃nɑːd noˈʁeːʒo hwɑs]
Il faudra encore élargir les portes !
[humoristique, dit suite au fait qu'une petite à la démarche mal assurée ait buté contre le cadre, malgré le fait que les portes eurent déjà été élargies]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Oh ma Doue c'hoazh hañ ! (J : Petra a zo ?) Mann ebet !
[oː maː ˈdue hwɑz ɑ̃] [mɑ̃n bet]
Oh mon Dieu encore hein ! (J : Qu'est-ce qu'il y a ?) Rien !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Kreñvoc'h eo bet evit ar pezh (?) a oa... a oa anonset c'hoazh.
['krẽɔχ ɛ be wit pe wa wa aˈnɔ̃sə hwɑs]
[Le vent a soufflé] encore plus fort que ce qui avait été annoncé.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 En-dro eizh eur a sav apeupre met se n'eo ket ken diwezhat se c'hoazh. (T : N'eo ket nann nann nann.) Pa vezer en retred hañ, normalamant !
[dʁo ˈe̞zəʁ zɑv apəˈpʁɛ mɛ ze ˈnɛ kə ken diwɛː se hwɑs – pe vɛːʁ ˈʁətʁɛt ɑ̃ normaˈlɑ̃mɑ̃n]
Je me lève autour de huit heures mais ça n'est pas encore si tard que ça. (T : Oui ça n'est pas tard.) Quand on est en retraite hein, normalement !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Bet neus naviget c'hoazh hañ ?
[be nø naˈvigə hwɑːz ɑ̃]
Il a pas mal voyagé aussi hein ? [litt. "navigué"]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Kar domaj eo dihuniñ anezhe c'hoazh quoi hañ. Unan bihan evel-se nez ezhomm da gousket. (T. : Ya.) Adkargañ e baterioù... (T. : Ya avat ma e neus ezhomm...) D'ober las goude ! (T. : Teir eur e neus ezhomm hañ.) D'ober las goude !
[kɑ ˈdomaʃ ɛ diˈvyni nɛː wɑːs kwa ɑ̃ yn ˈbiən vəˈsɛ ne eːm gouskət – atˈkaʁgɑ̃ i baˈtʁijo - ˈdobəʁ lɑːs ˈgude – ˈdobəʁ lɑːs ˈgude]
Car c'est dommage de devoir les réveiller. Un petit comme ça a besoin de dormir. (T : Oui.) Recharger ses batteries... (T : Oui s'il a besoin... ) Pour chahuter, semer la pagaille ensuite ! (T : Il a besoin de trois heures hein.) Pour chahuter après !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Eñ a gaoze brezhoneg c'hoazh ?
[ẽː ˈgoze bʁeˈzɔ̃ːnək hwɑːs]
Il parle breton aussi ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 (T : C'hwec'h ha pevar ugent.) Ah ya komañs kontañ c'hoazh hañ. (T : Ya.)
[a jaː ˈkomɑ̃s ˈkɔ̃tɑ̃ wɑːs]
T : 86 ans.) Ah oui ça commence à compter aussi hein. (T : Oui.)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 petra 'h a da vezañ desket dimp c'hoazh emeze ?
[prɑ: hɑ də 'veɑ̃ 'diskət tim hwɑs mɛ:]
qu'est-ce qu'on va encore nous apprendre, disent-ils ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Kontrefet ! a-wezhioù a vez kontrefed, arri a ra se c'hoazh ar rodoù a zo fall met ar moteur a zo mat.
[kɔ̃təˈfɛt ˈweʒo ve kɔ̃təˈfɛt aj ʁa ze wɑh ˈʁoʒo zo vɑl a ˈmotəʁ zo mɑːd]
C'est le contraire [de ce que je voulais dire] ! il arrive aussi que ça soit l'inverse parfois, les roues [les jambes] sont en mauvais état mais pas le moteur [le cœur] tient bon.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 N'eo ket brein c'hoazh, kalet eo ya.
[ˈnɛ kə bʁɛjn hwɑs ˈkɑːləd ɛ ja]
Il n'est pas encore pourri, il est dur oui. [bois d'une vieille charpente]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 C'hoazh teus evit pell ?
[hwɑs tøs wi pɛl]
Tu en as encore pour longtemps ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ezhomm a zo gouloù c'hoazh ? Teñval eo ?
[eːm zo ˈgoːlo hwɑs ˈtɛwəl ɛ]
Il y a encore besoin de la lumière ? Vous trouvez qu'il fait sombre ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Riagad se n'eus ket kalz avat. Ne ma ket klevet an anv-se gwech ebet c'hoazh.
[ʁiagat ze ˈnøs kə kɑls ha ˈma kə ˈklɛwə nɑ̃ː se ˈgweʃə be wɑs]
Il n'y a pas beaucoup de Riagad. Je n'avais jamais entendu ce prénom là auparavant.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Moaien a vez lâret se c'hoazh ya.
[ˈmojən ve lɑːʁ ze hwɑs ja]
Il y a moyen, possibilité de dire ça aussi oui.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 n'eo ket tremenet c'hoazh
[nɛ kə tre'me:nə hwɑ]
elle n'est pas encore passée
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha c'hoazh bremañ, labourat mena... labourat 'ba ar menaj n'eo ket...
[a hwɑ 'bʁemɑ̃ la'bu:ʁə 'me:nə la'bu:ʁə bah 'me:nəʃ nɛ kət]
et encore maintenant, travailler ferm... travailler à la ferme ce n'est pas...
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
plus (en –)
-
👂 🔗 1. Ha evel se 'meump renket goude, heu, goude bezañ prenet ur menaj bihan 'meump renket prenañ e-lec'h e oamp c'hoazh, war ar marc'had. Ah beñ ya. Nim 'meump komañset par prenañ traoù hañ. 2. Ya. 'Pa desket prenañ.
1. A vesé meum rènket goudé, eu… goudé béañ préned e ménach pïen meum rènket prénañ lèh oam hoas, war marhat. A beñ ya, nim meum komañset par prénañ trèw añ. 2. Ya. Pa disket prénañ.
1. Et ainsi nous avons dû, heu... après avoir acheté une petite ferme, nous avons aussi dû acheter là où nous étions, par-dessus le marché. Oui, nous avons commencé par acheter des choses. 2. Oui. Vous aviez appris à acheter.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 C'hoazh 'h aent podoù ha tout, a gav din, gant al laitier, n'aent ket ?
hoas 'h ènt, poujo a tout, gaf tin, gan laitier, n'ènt ket ?
Et encore, le laitier emportait tous les pots, non ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 An daou-ugent kentañ 'meump gounezet ervat, bien, ar reoù war-lerc'h, ac'hanta, ne oa ket gounezet kalz tra, ha neuze 'meump graet unan all c'hoazh, ha ar re-se bepred 'meump ket gounezet tamm ebet
’N dow-ugen kéntañ meum gonéet vat, bieñ, réw war-lèrh, hanta, oa ke gonéet kales tra, a neuhé meum gwè ’n all hoas, a ré-sé bopet, meum ke gonéet tamm bét.
Les quarante premiers [porcs], nous avons bien gagné, bien, les suivants, eh bien, nous n'avons pas gagné grand chose, et alors nous avons encore fait un essai, et ceux-là, nous n'avons rien gagné.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
déjà
-
👂 🔗 ne vez ket graet kalz ken met bepred 'meus gwelet ober c'hoazh
[ve kə gwɛt kɑls ken mɛd 'bopəd møz 'gwɛ:ləd o:r hwɑs]
on ne fait plus beaucoup mais toujours est-il que j'ai déjà vu faire
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa ket bet war ar journal c'hoazh ?
[wa kə be war 'ʒurnal hwɑs]
il n'avait pas déjà été sur le journal ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 c'hoazh on bet
[hwɑs ɔ̃ bet]
j'ai déjà été
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur wezh eo bet c'hoazh
[ə weʒ ɛ be hwɑs]
il est déjà venu une fois
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bet eo c'hoazh
[bed ɛ hwɑs]
il a déjà été
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ma bet lâret se dit c'hoazh
[ma be 'lɑ:rə se dit hwɑs]
je t'avais déjà dit ça
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir bremañ 'h eo kont evel-se hag a-raok, gwechall e oa c'hoazh
[py'gy:r bomɑ̃ hɛ kɔ̃n və'se a ro:g gwe'ʒɑl wa hwɑs]
puisque maintenant c'est comme ça et avant, autrefois c'était déjà
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 bet eo c'hoazh ?
[bed ɛ hwɑs]
il a déjà été [dans le journal] ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bezañ zo levrioù evel-se c'hoazh
['beɑ̃ zo le’ve:rjo və’se hwas]
il existe déjà des livres comme cela
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 c'hoazh 'neus bet graet 'vat
[hwɑs nəz be gwɛt hɑ]
elle a déjà fait ça
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket da bevar bloaz e oaront tout an traoù c'hoazh
[nɛ kə də 'bɛwar blɑ: 'wɑ:rɔ̃n tun trɛw hwɑs]
ce n'est pas à quatre ans qu'ils savent tout encore [déjà]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet on o welet anezhi c'hoazh met
[bed ɔ̃ wɛl nɛj hwɑ mɛ]
j'ai déjà été la voir mais
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met me a soñj din 'meus bet gwelet ac'hanoc'h tu bennaket c'hoazh
[mɛ me ʒɔ̃:ʒ dĩ møz be 'gwɛ:ləd ɔx ty bə'nɑkə hwɑs]
mais je crois vous avoir déjà vu quelque part
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi