Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kustum

Stummioù :

habitude

  • 🔗 kustum 'meump d'evañ kafe adtommaet

    ['kystym mœm 'de:vɑ̃ 'kɑ:fe ha't:omət]

    nous avons l'habitude de boire du café réchauffé

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hennezh zo kustum bezañ skoet kuit

    [hẽ:s so 'kystym 'beɑ̃ 'skoə kwit]

    celui-là a l'habitude d'être jeté, balancé [chat]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 1. ya, me zo bet... 2. ya, ya ! 1. kustum da glevet hennezh, da glevet... pas klevet hennezh, da glevet bugale oc'h ober trouz, dec'h e oa reoù hag a rae trouz ivez, reoù... Stéphanie, garmat a raent ! 2. ah, ya ! 1. met xxx ( ?) ha... trouz 2. ya, bugale... ar re-se zo arri bras ya met, pa vez arri... 1. ya, o c'haloupat e oant aze

    [me møs bet 'kystym də 'glɛwə hẽ:s - deh wa rew a rɛ tru:z ie - ha'lɔ̃mpəd wɛɲ]

    1. oui, moi j'ai eu... 2. oui, oui ! 1. l'habitude de l'entendre, d'entendre... pas de l'entendre lui, d'entendre des enfants faire du bruit, hier il y en avait qui faisaient du bruit aussi, ceux de... Stéphanie, ils pleuraient ! 2. ah, oui ! 1. mais xxx ( ?) et... du bruit 2. oui, des enfants... oui mais ceux-là sont devenus grands, quand on arrive... 1. oui, ils couraient là

    Gant :
    Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
    Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se a oa ar c'hustum kwa d'ar c'houlz-se, ar c'hustum

    [ze wa ə ’hystym kwa də ’huls:e ə ’hystym]

    ça c'était l'habitude à l'époque, l'habitude

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

habitué

  • 👂 🔗 hennezh zo kustum deus traoù evel-se

    [hẽ̞:s so ’kystym dəs tɾɛw vi’se]

    celui-là est habitué à ça

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar re-se a oa kustum an eil deus egile

    ['reze wa 'kystym nɛʎ dəz e'gi:le]

    ceux-là étaient habitués l'un à l'autre

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an aneval 'nije... kustum dioutañ, a diwalle deus e brobrieter

    [nɑ̃'ne:vəl niʒe 'kystym dɔ̃ntɑ̃ di'wɑlɛ dəz i ˌproprie'tər]

    le cheval qui avait... habitué à lui faisait attention à son propriétaire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne oamp ket kustum deus « Edern »

    [wãm kə 'kystym døz 'edɛrn]

    nous n'étions pas habitué à « Edern »

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 arru eo kustum bremañ

    [aj ɛ 'kystym 'bremɑ̃]

    il est habitué maintenant

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 te zo kustum deus se moarvat ?

    [te zo 'kystym døs se ma'hɑt]

    tu es habitué à ça sans doute ?

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ni zo kustum, met a-hent-all ne oaromp ket pe e reomp mat pe betra...

    [nim zo 'kystym mɛ 'hɛndal 'warãm kə pe rãm ma:d pe bra]

    nous sommes habitués, met autrement nous ne savons pas si nous faisons bien ou quoi

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha hemañ ne oa ket gwall gustum c'hoazh

    [a 'hemɑ̃ wa kə gwɛl 'gystym hwɑs]

    et celui-ci n'était pas encore très habitué

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ur wech kustum kwa

    [ə weʃ 'kystym kwa]

    une fois habitué quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi