Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
tu
Stummioù :
côté
-
👂 🔗 1. Ha e oa daouzek kraou, ya, nann... 2. C'hwec'h e pep tu. 1. C'hwec'h e pep tu.
1. A oa dowzek krow, ya… Nann. 2. Hwèh pop tu. 1. Hwèh pop tu.
1. Il y avait douze crèches, oui, non... 2. Six de chaque côté. 1. Six de chaque côtés.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Sklisenn, ar machin hir aze. Ha e vije boutet dindan, ha honnezh a vije degaset en-dro neuze goude neuze, abalamour dezhi da boazhat e-barzh an tu all.
Skliñsenn, machin hir ahé. A vijé boutet dinan, a hoñ vijé dièse ’ndro neuhé goudé neuhé, bañw tèi de boahat bah ’n tu all.
La spatule, le machin long là. Et on la mettait dessous, et on la retournait [la crêpe], pour qu'elle cuise de l'autre côté.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Hebiou an tu a-raok e vije graet tan e-barzh.
Bur tu rok vijé gwèt tan bars.
On y faisait [mettait] du feu par le côté de devant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kazi ordin e vije, e lakae he zan tro-ha-zro evel se, ha e-barzh ar c'hreiz 'h arrie un tamm deus pep tu, ha evel se ne vije ket rostet ar c'hreiz bepred kement, ma 'nije boutet anezhe tout e-barzh ar c'hreiz e vije bet rostet kreiz ar grampouezhenn.
Karjé ordin vijé... laké i zan tro-a-zo vesé, a bah hrèis ’h aié ’n tamm deus pop tu, a vesé vijé ke rostet hrèis bopet kémèn. Ma nijé boutet nè toud bah hrèis vijé bé rostet krèiz grampouenn.
Elle mettait presque toujours son feu tout autour comme ça, et un peu [de chaleur] arriver au milieu de chaque côté, et comme ça le milieu ne cramait pas. Si elle les avait toutes mises [les petites bûches] au milieu, le milieu des crêpes aurait été cramé.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 hag e vije ul lost logodenn 'ba e c'henou ha neuze div, unan pep tu, hag e vijent o hejañ o lost, hag al logod 'ba e c'henou, hennezh zo dirankon, ret e vije gwelet ! ar reoù all a chete a-wechoù
[a viʒe ə lɔst lo’go:n ba ni ’he:no a ’nœhe diw yn pop ty: a viʒɛɲ ’hi:ʒɑ̃ o lɔst ag ə ’lo:gəd ba ni ’he:no hẽ̞:s so di’rɑ̃ŋkɔ̃n rɛd viʒe gwɛl rew ’ʃetɛ ’we:ʒo]
il y avait une queue de souris dans sa bouche et alors deux, une de chaque côté, et elles remuaient la queue, et les souris dans la bouche, celui-là est un zouave [il fait des bêtises pour se faire remarquer], il fallait voir ! les autres vomissaient parfois
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma ne dapont ket da stokañ o daouarn, unan e pep tu d'ar wezenn kua
[ma 'dɑpɛɲ kə də 'stɔkɑ̃ o 'dɑwən yn pop ty: də 'weən kya]
s'ils n'arrivent pas à se toucher les mains, un de chaque côté de l'arbre quoi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eu... eu... n'int ket eu... un tu, un tu eu... a vez darev hag an tu all a chom kalet, met... met nann parce... peogwir n'eus ket bet trawalc'h a glav hañ ! xxx ( ?), ar saladen zo kalet evel n'onn ket petra, n'int ket mat hañ ! ar saladen hañ ! ar sa... ar saladen serre zo ar reoù wellañ peogwir e vezont... vezont... vezont... arozet ha laket ur bern engrais hag ur bern traoù dezhe ha neuze 'vez ket xxx ( ?)
[ə ə ˈniɲ cəd ə - ən ˈtyː - ən ˈtyː ə ve ˈdɑʁw a nty ˈɑl ʃo̞m ˈkɑːlət - mɛ mɛ nɑ̃n pas - pu ˈnøs kə be ˌtʁwɑχ ˈglɑw ɑ̃ - ? - zaˈlɑːn zo ˈkɑːlət we̞l ˈnɔ̃ kə pʁa - ˈniɲ cə ˈmɑːd ɑ̃ zaˈlɑːn ɑ̃ - za zaˈlɑːn sɛʁ zo ʁew ˈwe̞lɑ̃ pəˈguːʁ ve̞ɲ ve̞ɲ ve̞ɲ - aˈʁoːzə a ˈlɑkə bɛʁn ˈɑ̃ŋgʁɛ a bɛʁn ˈtʁɛw de̞ a ˈ nœhe ˈve kə ?]
euh... euh... elles ne sont pas [figues] euh... un côté... un côté euh... est mûr et l'autre côté reste dur, mais... mais non parce... parce qu'il n'y a pas eu assez de pluie hein ! xxx ( ?), les salades sont dures comme je ne sais quoi, elles ne sont pas bonnes hein ! les salades hein ! les sa... salades de serre sont les meilleures puisqu'elles sont... sont... sont... arrosées et on leur met de l'engrais et beaucoup de choses et alors ce n'est pas xxx ( ?) :
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur rinier a-bep-tu zo, Ar Yeodi amañ
[ə 'riɲɛr bop'ty: zo 'jɛwdi 'ɑ̃mɑ̃]
il y a une rivière de chaque côté, Ar Yeodi ici
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Ma a gouezhfe e tu d'e di quoi.
[ma ˈgwefe ty di diː kwa]
S'il tombait vers ça maison quoi.
[l'arbre]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 memes tu gant Palakret
['moməs ty: gɑ̃n pa'lɑkət]
du même côté que le Palakret
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 tu Plounez 'h eo, n'eo ket ?
[ty plu'ne:z hɛ nɛ kə]
il est du côté de Plounez, non ?
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
🔗 tu ar chapel
[ty: 'ʃɑpəl]
[celui] du côté de la chapelle
Gant : Jerar Tili, ganet e 1947 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aze ne oa ti ebet tu ebet
['ɑhe wa ti: bet ty: bet]
là il n'y avait aucune maison d'aucun côté
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tu Bodlezan n'anavezen ket
[ty: bo'leən nɑ̃n'veɛn kət]
du côté de Bodlezan je ne connaissais pas
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 an daou du
an-n dowdu
[ãn dow dy]
les deux côtés
Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 cheñchomp tu gouez dezhe
['ʃɛ̃ʃɔ̃m ty: gwes tɛ:]
changeons de côté comme ils disent
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evit an deizioù emañ da skol ? 'debrez ket les figues ? debr anezhe tout hardi 'vat ! mat int hañ ! enfin, me a gav anezhe mat poazh hañ ! parce que kriz eu... n'int ket darev a-walc'h, un tu anezhe ac'hanta... un tu anezhe eu... 'darev ket han-se, me a oar ! n'eus ket bet trawalc'h a heol, n'eus ket bet trawalc'h a dour eu... ah oui ! n'eus ket bet trawalc'h a glav eu... e miz mae, e miz mae sañset zo glav bemdez, bemdez zo re, ha... eu... bep daou devezh zo re nebeut, n'eus ket bet takenn ebet
[win ˈdejo mɑ̃ də ˈskoːl ˌie - de̞ˈbes kə ... - de̞b ne̞ ˈtud ˌhɑʁdi ha - ˈmɑːd iɲ ɑ̃ - ɑ̃fɛ̃ me gɑːv ne̞ ˌmɑˑt ˈpwɑχ ɑ̃ - paskə ˌkʁiˑ ə - ˈniɲ cə ˌdɑʁw əˈwɑh - ən ˈtyː ne̞ ˈhɑ̃nta - ən ˈtyː ne̞ ə daˈʁɛw kət ɑ̃ˈse - me ˈwɑːʁ - ˈnøs kə be tʁwɑχ ˈhɛwɔl - ˈnøs kə be tʁwɑχ ˈduːʁ ə - a wi - ˈnøs kə be tʁwɑχ ˈglɑw ə miz ˈmɛ - miz ˈmɛ ˈsɑ̃sət so ˌglɑw ˈbo̞mde - ˈbo̞mde zo ʁe - a ə - bo̞b ˌdo̞w ˈdewəs so ʁe ˈnœːbət - ˈnøs kø be ˈtɑkən bet]
ces jours-ci c'est l'école [la reprise] ? tu ne manges pas les figues ? mange-les toutes donc ! elles sont bonnes hein ! enfin, moi je les trouve bonnes cuites hein ! parce que crues euh... elles ne sont pas assez mûres, étant donné qu'un de leur côté eh bien... un de leur côté euh... ne mûrit pas, je n'en sais rien ! il n'y a pas eu assez de soleil, il n'y a pas eu assez d'eau euh... ah oui ! il n'y a pas eu assez de pluie euh... au mois de mai, au mois de mai il pleut tous les jours normalement, tous les jours c'est trop, tous les deux jours c'est trop peu, il n'y a pas eu une seule goutte
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
sens
-
🔗 war an tu fall
[warn 'ty: vɑl]
dans le mauvais sens
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 war an tu mat
[war ty: mɑ:t]
dans le bon sens
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ne welez ket 'ma ket laket anezhañ en tu-mat
[a 'wɛ:lɛs kəd ma kə 'lɑkə neɑ̃ ty'mɑ:t]
et tu ne vois pas que je ne l'avais pas mis dans le bon sens
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ret e vez laket anezhañ war an tu 'h eo sañset avañs... da vont war-raok
[rɛd ve 'lɑkə neɑ̃ warn ty: hɛ 'sɑ̃səd 'ɑ:vɑ̃s də vɔ̃n wa'ro:k]
il faut la mettre dans le sens où elle est sensée avancer... pour avancer
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
façon
-
👂 🔗 pep sekteur 'neus e... e damm... tu da lâret an traoù kwa
[po̞p 'sɛktəʁ nœz i i tɑ̃m ty: də 'lɑ:ʁəd ən tɾɛw kwa]
chaque secteur a sa... sa façon de dire les choses quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
moyen
-
👂 🔗 ne veze ket d'ober kavet an tu da... da lakat anezhe 'ba ar fagodenn kwa
[viʒe kə do:r kɑ: nty: də də ’lɑkə nɛ: bah va’gɔ:n kwa]
il n'y a pas besoin de trouver le moyen de les mettre dans le fagot quoi [bois droit]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 peogwir ne gavan ket tu ebet
[pə’gu:r 'gɑ:vɑ̃ ty bet]
puisque je ne trouve pas le moyen
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a ! n'eus ket tu d'ober se
[a ’nœskə ’ty do̞:ʁ ze]
ah ! il n'y pas moyen de faire ça
suggéré par l'interrogateur
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket kavet tu ebet
[møs kə kɑ:t ty: bet]
je n'ai pas trouvé le moyen
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket kavet tu ebet da vont euh...
[møs kə kɑ:t ty: bet də vɔ̃n ə]
je n'ai pas trouvé le moyen d'aller euh...
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket kavet an tu da dresañ ma velo
[møs kə kɑ:t ty: də 'drɛsɑ̃ mə 've:lo]
je n'ai pas trouvé le moyen de réparer mon vélo
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ben ya, ur wech tapet an tu, an hini 'neus... hoñ, hoñ 'na tapet ar plañ da vezañ eno
[bɛ̃ ja weʃ 'tɑpə nty: n:i nøs 'tɑpə hɔ̃: hɔ̃: na 'tɑpə plɑ̃: də 've:ɑ̃ 'e:no]
ben oui, une fois trouvé le plan, celui qui a... elle, elle avait trouvé le bon plan d'être là-bas [épervier attrapant les pigeons sur leur trajet]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba ar c'hoad aze e vez koad reizh kwa, e-kichen 'ba... 'ba ar gwezioù (?) derv aze e vezont tort ha gweet deus partout, met lakat... e renke lakat anezhe eeun da lakat anezhe 'ba ar fagod hañ, met tapout a raen an tu d'ober met n'ez ket ken prim, e-kichen 'ba... ma 'h ez 'ba ar c'hoad d'ober, evel koad Roc'h Huon ha Koad eu... Kerjeslvestr ha tout...
[bah hwɑt ’ɑhe ve kwɑd re:s kwa ’kiʃən bah bah ’gwẽjo dɛrw ’ɑe vɛɲ tɔrd a ’gweɛt dəs par’tut mɛ ’lɑkə ’rɛŋkɛ ’lɑkə nɛ: ɛwn də ’lɑkə nɛ: bah ’vɑ:gɔd ɑ̃ mɛ ’tɑpə rɛn ty: do:r mɛd nɛs kə ˈkenpxym - ... - ... - ... ˌkwad ɣɔˈhyˑɔ̃n ... - ke̞ꝛˈʒelvəs ...]
dans le bois là il y a du bois droit [régulier] quoi, alors que dans... dans les chênes là ils sont tordus et tordus de partout, mais mettre... on devait les redresser pour les mettre dans le fagot hein, mais je trouvais le moyen pour faire, mais tu n'allais pas aussi vite, alors que dans... si tu vas faire dans un bois, comme le bois de Roc'h Huon ou le bois... de Kerjelvestr et tout...
??? Bear-Sant-Norvez / Bear-Trezelan
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
technique
-
👂 🔗 pa welez reoù a-wechoù oc'h ober demonstrasionoù, les battages ha traoù, kalz anezhe 'deus ket tu ebet
[pə ’wɛ:lɛz ʁew ’we:ʒo ho̞:ʁ ˌdemɔ̃stɾa’sjɔ̃:no lɛ bataʒ a tɾɛw kɑlz nɛ: døs kə ty bet]
quand tu vois certains parfois faire des démonstrations, les battages et tout, beaucoup d'entre eux n'ont pas du tout la technique
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi