Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
bepred
Gwelet an tem Bepred
Stummioù :
en tout cas
-
👂 🔗 Bepred e roan un tamm dit da vont d'ar gêr ganit bremañ-souden, ha me a vano an tamm all ganin, ha evel-se...
Boped roan eun tamm dit te vont te gêr bezom, ha mé vano ’n tamm all genin, ha vêl-sé...
En tout cas, je te donne un morceau pour aller à la maison (= chez toi), et moi il restera l'autre morceau avec moi (= je garderai l'autre morceau), et comme ça...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Abalamour da betra ne lakaez ket anezhi e-barzh ar c'hlas certificat, peogwir e-barzh ar Gouent e oa ur c'hlas certificat ivez, ha evel se bepred 'no he certificat.
Bañm bera lakès ke nei bah hlas certificat, pegur bah Gouen oa hlas certificat ie, a vesé bopet no i certificat.
Pourquoi tu ne la mets pas dans la classe de certificat, parce qu'il y avait une classe de certificat au Bon Sauveur aussi, et comme ça elle aura son certificat.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Nann, 'h an d'ober ur bannac'h kafe bepred. Met se n'ampicha ket ac'hanomp da gaozeal bepred.
Nann, 'h an d'or bañh kafé bopet. Mè zé n'ampicha ked añm (de) gozéel bopet.
Non, je vais faire du café en tout cas. Mais ça ne nous empêche pas da parler.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'Mamp renket prenañ anezhañ bepred, a-raok e oa fin Goumikel diwar hennezh quoi, evel se 'meump renket gortoz daou vloaz bepred a-raok kaout ar menaj.
Mam rènket boñ prénañ néañ bopet, rok oa fin Goumikèl diwar heñs quoi, vesé meum rènket gotos dow la bopet, rok kawt ménach.
Nous avons dû l'acheter, avant que ne se termine la Saint-Michel, et donc nous avons dû attendre deux ans avant d'avoir la ferme.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Evel se bepred 'neus derc'het an ti propr bepred keit e... E-pad ur pennad mat quoi.
Ve-sé bopet neuz dèrhed 'n ti prop bopet, kèit… Pad pènnad mat quoi.
Comme ça, en tout cas, elle a maintenu la maison en état tant que... Pendant un moment.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma 'mije d'ober mont en tu bennaket, ac'hanta e renken mont d'ar gêr da c'horo bepred, ma vije d'ober retorn e vije retornet goude, met goro saout a vije d'ober bepred hañ.
Ma mijé d’or mon tu bénnaket, hanta rènkèn mon te gêr de horo bopet, ma vijé d’or rétorn vijé rétornet goudé, mè goro zowt vijé d’or boped añ.
Quand je devais aller quelque part, eh bien il fallait que j'aille à la maison traire en tout cas, s'il fallait que je revienne ensuite, je revenais, mais en tout cas il fallait traire les vaches.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Jestu... jestikuliñ e ra bepred !
[ˈʒɛsty ʒɛstiˈkyli ʁa ˈbopət]
Elle gesticule en tout cas !
[elle s’agite autour de lui en réaction à ce qu’il dit]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Me pa oa o terc'hen menaj ma ezhomm etre seizh eur hag eizh bepred.
[me pe wa ˈtɛhɛn ˈmenaʃ ma eːm tʁe ˈsɛjzəʁ a ˈɛjzəʁ ˈbopət]
Moi quand je tenais la ferme j'avais besoin [de dormir] entre sept et huit heures en tout cas.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Pe gwechall marteze nebeutoc'h met bremañ a-wezhioù arri se bepred ya.
[pe ˈgweʒal maˈtee nəˈbœtoχ mɛ ˈbomɑ̃ ˈweʒo aj ze ˈbopət ja]
Peut-être que ça arrivait moins souvent autrefois mais maintenant ça arrive en tout cas oui.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Graet a zo un tamm bepred.
[gɛt zo tɑ̃m ˈbopət]
On a fait un bout en tout cas, on a avancé.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
toujours
-
👂 🔗 Kit bepred da gomañs e-barzh heu... e-barzh ar park, me zo arri bremañ-souden ivez.
Kêt bopet de gomañs bah eu... bah park, mé zo ai bomzom ie.
Allez-y toujours commencer dans le champ. J'arrive tout à l'heure aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 bepred 'ma ket gallet derc'hen mat dezhe, aet e oant kuit paotr
['bopəd ma kə 'gɑləd 'dɛrhɛn mɑt tɛ: ɑ̃ ɛd wɑ̃ɲ kwit pot]
toujours est-il que je n'avais pas pu les tenir hein, elles étaient parties mon gars [couleuvres]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Bepred arri traoù evel-se a-wezhioù, arri e ra se a-wezhioù gwech ha gwech all.
[ˈbopəd aj tʁɛw vəˈsɛ ˈweʒo aj ʁa ze ˈweʒo gweʒaˈgweʒal]
Ça arrive encore parfois, ça arrive de temps en temps. [intoxications]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
quand même
-
🔗 goude e oa bet klañv bepred
['gu:de wa be klɑ: 'bopət]
après [son vaccin] elle avait été malade toujours [quand même]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kaout poan ha mervel bepred kwa
[kɑ:t pwɑ̃:n a 'merwəl 'bopət kwa]
souffrir et mourir quand même quoi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gortoz, 'h an da lakat un tamm bihan ouzhpenn ivez bepred
[’gɔrto hɑ̃ də ’lɑkə tɑ̃m ’bijən spɛn ije ’bopət]
attends, je vais lui mettre un petit peu plus [d'eau] aussi quand même
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ken fall evel eo an amzer ha bepred ec'h a er-maez
[ˈkenval wɛl hɛ ’nɑ̃mzər a ’bopəd ha me̞:s]
le temps est tellement mauvais et il va quand même dehors
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
toujours est-il
-
🔗 bepred zo
['bopə so]
toujours est-il qu'il y en a
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bepred e reont
['bopə rɛɲ]
toujours est-il qu'ils le font
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi