Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

aretiñ

Stummioù :

arrêter (s'–)

  • 👂 🔗 Ha neuze ar gazeg a-wezhioù 'h arete, petra a c'hoari da homañ, a-wezhioù e vije lavaret, homañ a aret.

    A neuhé gazek (a)wêjo 'h arété, pra hoai de homañ, (a)wêjo vijé lâret, homañ arèt.

    Et alors parfois la jument s'arrêtait. Il disait : « Qu'est-ce qu'il lui arrive à celle-ci ? Elle s'arrête. »

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze, a-benn ar fin, 'na komprenet, pa arete ar gazeg, moarvat 'h eo me a huche abalamour da... abalamour 'ma ket patatez ken. Ha neuze, a-benn ar fin 'na komprenet, ha neuze, ha neuze e selle quoi, moarvat 'ma ket patatez ken.

    A neuzé , bènn fin, na komprénet, pé arété gazek, mahat ’h è mé huché bañw te... bañw ma ke patates kén. A neuhé, bènn fin, na komprénet, a neuzé, a neuzé sèllé quoi, mahat ma ke patates kén.

    Et alors, à la fin, il avait compris. Quand la jument s'arrêtait, [c'était] sûrement [parce que] je criais pour... parce que je n'avais plus de pommes de terre. Et alors, à la fin, il avait compris, et il regardait, [car] je n'avait probablement plus de pommes de terre.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha ne oamp ket arri e-barzh ar bourk c'hoazh, ha e oa ur c'hamion a-drek, pa oan o tont er-maez gant ma saout, deut e oant er-maez tout eüruzamant, ha e oa ar c'hamion war-lerc'h, feut feut feut feut feut feut, n'arete ket un tamm.

    A oam ked ai bah bourk hoas, a oa hamion drék, pé oan ton mês, gan me zowt, deud oant mês tout, évuruzaman, a oa hamion war-lèrh, feut feut feut feut feut feut, n’arété ked en tamm.

    Nous n'étions pas encore arrivés au bourg, et il y avait un camion derrière, quand j'étais en train de sortir mes vaches, heureusement elles étaient toutes sorties, et le camion était derrière, tut tut tut tut, il n'arrêtait pas un instant.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ar gwechoù diwezhañ on bet aretet evit lâret bonjour da glianted kozh e-giz-se, kamaradoù kozh

    [’we:ʒo di’weɑ̃ hɔ̃ bed a’retəd wid ’lɑ:ʁə bɔ̃’ʒu:ʁ də kli’ɑ̃tə ko:s gis:e ˌkɑ̃mə’ʁɑ:do ko:s]

    les dernières fois que je me suis arrêté pour dire bonjour à d'anciens clients comme ça, des vieux amis

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eo ket aretet, a-wechoù ec'h aret ganin met...

    [nɛ kəd a’ɾetət ’we:ʒo ’hɑ:ɾɛt kə’nĩ mɛ]

    il ne s'est pas arrêté, parfois il s'arrête me voir mais...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 alies ec'h arri, añfin alies, evit an amzer ec'h aret un oto bennak, ma vezan 'ba ma jardin aze

    [a’liɛs hɑj ɑ̃fin aliɛz wi ’nɑ̃mzər ’hɑ:ʁɛt ’noto bə’nɑ:k ma ve:n bah mə ʒɛɲ ’ɑhe]

    souvent arrive, enfin, souvent, de temps en temps une voiture s'arrête, si je suis dans mon jardin là

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an oto zo aretet

    [’noto zo a’retət]

    la voiture [s'] est arrêtée

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'areta ket

    [na'rɛta kət]

    il n'arrête pas

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha neuze e oa aretet da vutunat

    [a ’nøhe wa a’retət tə də vy’ty:nət]

    et alors il s'était arrêté [de travailler] pour fumer

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-wechoù e welan reoù aze 'ba ar bourk aze hag eu... ec'h aretont ganin

    [’we:ʒo ’we̞:lɑ̃ ʁew ’ɑ:he bah buʁg ’ɑ:he ag ə a’ʁetɛɲ gə’nĩ]

    parfois j'en vois certains là dans le bourg là et euh... ils s'arrêtent me parler

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 dec'h 'h on bet e pardon Gwengamp, Saint Loup, ya, 'oan ket bet james alors, 'ma kavet eu... Mari Bras eu... an hini a dremen aze, ha... 'ma kavet anezhi 'ba ar Barier Ruz, disadorn, ha 'h eo aretet da c'houll ganin « tiens, tu ne veux pas venir demain voir le défilé à Guingamp ? », neuze 'h omp partiet da un eur hanter, oh ! a-benn peder eur e oan er gêr

    [deχ hɔ̃ be ˈpɑːn ˌgwɛɲɔ̃m - ... - ja - ˈwɑ̃ŋ kə be ˈʒɑ̃məz aˈlɔʁ - ma kɑːd ə ˌmaˑʁi ˈbʁɑːz ə - nːi ˈdʁemen ˈɑhe̞ - a - ma kɑːd nɛj - dea gwe̞ld ɑ̃w ba ˌbajɛʁ ˈʁyː - deˈsɑːdən a he̞ aˈɣe̞tət də hul gəˈnĩ - ... - ˈnœhe hɔ̃m paʁˈtiːəd də ˈnœʁ ˈɑ̃ntəʁ - o be̞n peˈdeːɣəꝛ wɑ̃n ˈge̞ːʁ]

    hier j'ai été au pardon de Gwengamp, Saint Loup, oui, je n'étais jamais allée alors, j'avais trouvé euh... Marie Le Bras euh... celle qui passe là, je l'avais trouvée à la Barrière Rouge, samedi, et elle s'est arrêtée pour me demander « tiens, tu ne veux pas venir demain voir le défilé à Guingamp ? », alors nous sommes parties à une heure et demie, oh ! pour quatre heures j'étais à la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aretet omp e-barzh

    [a’retɛd ɔ̃m bars]

    nous nous sommes arrêtés chez lui

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

arrêter

  • 🔗 aretiñ

    [a'rɛti]

    arrêter

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bremañ-souden ec'h an d'aretiñ

    [bə'zɔ̃m hɑ̃ da'rɛtĩ]

    tout à l'heure je vais arrêter

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 goude 'neus aretet d'ober

    [’gu:de nøz a’retəd do:r]

    après il a arrêté de le faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aret da voutañ warnon ivez 'ta !

    [’ɑ:rɛt tə ’vutɑ̃ warnɔ̃ jə tɑ]

    arrête de me pousser aussi donc !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aretit kar kaozeal a rit gwelloc'h eviton-me !

    [a'rɛtət kɑr ko'zeəl rɛt wɛlɔh wi'tɔ̃ me]

    arrêtez car vous parlez mieux que moi [breton] !

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi