Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

paotr

Stummioù :

garçon

  • 👂 🔗 Ya, pa oa ganet, an deiz e oa ganet, 'na lavaret din, me emezañ zo o vont da lavaret da X, emezañ, ne ra ket mann ebet dit gwelet ac'hanon o vont alese emezañ herie, lavaret da X penaos 'meus bet ur paotr bihan ivez.

    Ya, pé oa ganet, ’n dé oa ganet, na lât tin, mé méañ zo von te lât te X, méañ, ra ke mann bét tit gwéled añw vont lésé méañ héié, lât te X penoz meus bé pot pien ié.

    Oui, quand il est né, le jour où il est né, il m'avait dit : Moi, dit-il, je vais dire à X, ça ne t'embête pas de me voir partir d'ici aujourd'hui, pour dire à X que j'ai eu un garçon aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha goude neuze e oa bet ur paotr, ha hennezh a oa deus Koadaskorn.

    A goudé neuhé oa bet pot, a heñ oa deus Koadaskorn.

    Et ensuite alors, il y a eu un homme, qui était de Coatascorn.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 bremañ n'a ket ar baotred da glask an neizhoù ken, geo ?

    [brəmã na kəd ə 'bɔtət tə glask 'ne:ʒo ken gɛw]

    maintenant les garçons ne vont plus chercher les nids, si ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Park Kongar a zo unan ma faotr.

    [paʁk ˈkɔ̃gaʁ zo yn mə voːt]

    Il y en a un qui s'appelle Park Kongar mon gars.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

gars

  • 👂 🔗 paotred ar mor aze a oare deus ar pesk... deus ar c'hokich ha deus tout

    ['potə mo:r 'ɑhɛ 'wɑ:rɛ dəs pesk dəs 'hokiʃ a dəs tut]

    les gars de la côte là savaient selon les poiss... selon les coquillages et tout [prévoir le temps]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bepred 'ma ket gallet derc'hen mat dezhe, aet e oant kuit paotr

    ['bopəd ma kə 'gɑləd 'dɛrhɛn mɑt tɛ: ɑ̃ ɛd wɑ̃ɲ kwit pot]

    toujours est-il que je n'avais pas pu les tenir hein, elles étaient parties mon gars [couleuvres]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 paotr ar gwez-peupli

    [pod gwẽ̞ 'pœpli]

    le gars au peuplier [surnom de quelqu'un qui grimpait aux peupliers]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

homme

  • 👂 🔗 Pa 'ma goulennet mont da labourat e oan kaset da labourat d'ar park, gant ar baotred. Da vinetenniñ ha un tamm a bep sort.

    Pé ma goule mon te labouret oan kaset te labouret de park, gan botet. De vinètènniñ a tamm bop sort.

    Quand j'avais demandé à aller travailler, on m'avait mise à travailler au champ, avec les hommes. À biner et un peu de tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Nann nann, e-barzh seier gant ar baotred quoi.

    Nann, nann, bah zèier gan botet quoi.

    Non, dans des sacs, par les hommes.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met a-benn neuze e oa arri klakenn ma faotr, eñ a oa bet er bourk evel just goude merenn ha un tamm a bep sort. Ha moarvat 'na arri evet un toullad bannac'hoù hag a bep sort.

    Mè bènn neuhé oa ai klakenn ma vot, heñ oa bé bourk vèl just, goudé mèrn a tamm bop sort. A mac’hat na ai évet toullet bannaho a bop sort.

    Mais pour alors, mon homme était devenu bavard. Il était passé au bourg bien sûr, après le déjeûner, et il avait sûrement bu pas mal de coups.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Feiz, darn anezhe a oa re yaouank c'hoazh da vont da labourat ma kerez, da-heul ar baotred a-hend-all d'ar park ha tout an traoù-se, ha evel se feiz e vijent rekouret kaout plas evel se, d'ober un tamm a dout quoi.

    Fé, darn nè oa ré yowank hoas de von de labouret ma kées, de heul botet hèndall de park a tou ’n trèw-sé. A vesé fé vijènt rikouret kaout plas vesé, d’or un tamm dout quoi.

    Ma foi, certains étaient encore trop jeunes pour aller travailler, si tu veux, en compagnie des hommes aux champs et tout, et alors ça les arrangeait d'avoir une place [un emploi] comme ça, à faire un peu de tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

fils

  • 👂 🔗 hag-eñ 'h out kat... hag-eñ 'teus eu... an droed war... hag-eñ 'teus da... da droed war da... da baotred ?

    [gẽ hut kat gẽ tøs ə - ə dʁœt waʁ - gẽ tøs tə tə dʁœt waʁ tə tə 'bo̞tət]

    est-ce que tu es capable... est-ce que tu as l'autorité sur... est-ce que tu as l'autorité sur tes fils ?

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

amateur

  • 🔗 n'out ket paotr kafe ?

    [nut kə pɔt'kɑfe]

    tu n'es pas amateur de café ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket paotr ar c'hafe

    [ne kə pɔd a 'hafe]

    il ne raffole pas de café, il n'est pas amateur de café

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Daniel eo paotr ar jistr

    [’danjɛl ɛ pɔd jist]

    Daniel est amateur de cidre

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Te zo paotr kafe.

    Te zo pot kafé.

    [te zo pot kafe]

    Tu aimes le café.

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Jean-Yves zo paotr ar velo.

    Jean Yves zo pot vélo.

    [ʒã yv zo pot velo]

    Jean Yves aime faire du vélo.

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 Ar Born, hag eñ a oa paotr an amann hag an uoù d'ar c'houlz-se

    [bɔʁn ag ẽ̞: wa po̞d na'mɑ̃n a 'ny:o də 'huls:e]

    Le Borgne, et lui c'était le professionnel des œufs et du beurre à cette époque-là

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi