Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

ivez

Stummioù :

aussi

  • 👂 🔗 Ah ya. Sukr zo ivez ya, d'accord, uoù marteze zo ivez ?

    A ya, suk so ie ya, d'accord, uo maté zo ie ?

    Ah oui, il y a aussi du sucre, d'accord. Il y a aussi des œufs peut-être ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha brav e vez ar re-se hañ. Brav e vezont goude evel-se ivez.

    A braw vé ré-hé añ. Braw vènt goudé vé-sé ie.

    Et ceux-là sont beaux aussi. Ils sont beaux comme ça aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? 'To ket ken ? (Nann nann. Debret 'meus re dija.) Ya. Me 'meus graet ivez. Frank ivez.

    Bé to tamm c'hoas ? Bé to tamm c'hoas ? To ket kén ? (…) Ya. Mé meus gwèt ie. Vrang ie.

    Tu en veux encore un morceau ? Tu n'en veux plus ? (Non, j'en ai trop mangé déjà.) Oui. Moi aussi. Beaucoup aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Lavaret 'na ivez, an hini 'na c'hoant da chom er gêr 'na ket 'met goulenn ur paper... gant e dud quoi, ha neuze e oa kap da chom er gêr.

    Lâ na ie, 'n ni na hoan te chom gêr na ke mê goul e paper gan i dut quoi, a neuhe oa kap de chom gêr.

    Elle avait dit aussi que celui qui voulait rester à la maison n'avait qu'à demander un mot à ses parents, et il pouvait rester à la maison.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, me 'ma graet se ivez. Ya met me 'ma c'hoant d'ober.

    Ya, mé ma gwè se ie. Ya mè mé ma hoan t'or.

    Oui, moi j'avais fait ça aussi. Oui mais moi je voulais le faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Konduiñ an trakteur 'ma graet ivez. Peogwir Papa ne gleve ket ha n'houlenne ket mont gant an trakteur er-maez.

    Konduiñ ’n trakteur ma gwèd ie. Pegur Papa glèwè ket, a n’oulè ke mon gan trakteur mès.

    J'ai conduit le tracteur aussi. Parce que Papa n'entendait pas, et il ne voulait pas sortir avec le tracteur.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze un tamm a vije kaset d'ar vilin ivez. Evit ar bara.

    A neuhé ’n tamm vijé kaset te vilin ie. Wid bara.

    Et alors, on en apportait un peu [de farine] au moulin aussi. Pour le pain.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Moc'h a oa ivez. Ya. Ya. Div... Petra a oa, div pe deir wiz, pe evel se, ha neuze moc'h bihan ha...

    Moh oa ie. Ya, ya. Diw… Pra oa, diw pé dèr wis, pé vesé, a neuhé mox pïen ha…

    Il y avait des porcs aussi. Oui, oui. Deux... Qu'est-ce qu'il y avait, deux ou trois truies environ, et des porcelets et...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-benn 'nije roet boued d'ar re-se ha neuze me a oar petra 'nije d'ober, lakat plouz dindan ar saout a vije d'ober ivez ha neuze heu...

    Bènn nijé roe bwét te ré-hé, a neuhé mé oar pra nijé d’ober, lake plous tinan zowt vijé d’or ie, a neuhé eu…

    Pour quand il les avait nourries, et fait tout ce qu'il avait à faire, je ne sais pas, il fallait mettre de la paille sous les vaches aussi et...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kit bepred da gomañs e-barzh heu... e-barzh ar park, me zo arri bremañ-souden ivez.

    Kêt bopet de gomañs bah eu... bah park, mé zo ai bomzom ie.

    Allez-y toujours commencer dans le champ. J'arrive tout à l'heure aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met e vez eizh eur deus noz a-benn 'h arri da c'horo goude deus noz ivez.

    Mè vé eiz eur deuz noz bènn ’h ai de horo goudé deuz noz ie.

    Mais il est huit heures du soir quand il arrive traire aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 me 'meus div pe deir blantenn aze 'ba ar c'hleuz aze ivez

    [me mœz diw pe dɛ:ʁ 'blɑ̃ntən 'ɑe bah hlœ̃: 'ɑhe ije]

    moi j'ai deux ou trois plants [de houx] sur mon talus là aussi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ya sur a-walc'h ivez hañ.

    [ja zyˈwɑʁh iː ɑ̃]

    Oui sans doute aussi hein.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 me ivez

    [me 'ijə]

    moi aussi

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

non plus

  • 👂 🔗 X ne c'horoe ket a-raok ivez keit e oa gant e vamm ivez.

    X horoé ke rog ie, kèit e oa gan i vamm ie.

    X ne trayait pas auparavant non plus, quand il était avec sa mère.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Nann nann, ha ne oa ket hini ebet moarvat, e-barzh plañ da vezañ bet diforc'het ivez, met... ken fonnus all hañ...

    Nann, nann, a oa ke hini bét, mahat, bah plañ de véañ bé divorhed ie, mè... kén vonnuz all añ...

    Non, non, et il n'y en avait aucune, probablement, susceptible d'avorter, mais... Aussi vite hein...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha nann, me ne oaran ket ober se emezañ. Daon, me ne ouien ket ivez da gentañ.

    A nann, mé oaran ked or zé méañ. Dañwn, mé ouièn ked ie de gèntañ.

    Ah non, moi je ne sais pas faire ça, dit-il. Dame, moi non je ne savais pas au début.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 pa vez tomm tomm ne gana ket, pa vo yen ne rey ket ivez

    [pe ve tom tom 'gɑ̃:na kət a pe vo ji:n rɛj kəd 'ijə]

    quand il fait très chaud, elle ne chante pas, et quand il fera [fait] froid, elle ne fera [fait] pas non plus

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi