Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
fidedoulle
Gwelet an tem Fidambie !
Stummioù :
nom d'un chien
-
👂 🔗 Ur bannac'h all ha ur bannac'h all ha ur bannac'h all, met ur bannac'h all pa vezer partiet evel se koura, fidedoulle avat, ha e vez graet... 'h eve hep gouzout dezhañ.
Bañh all a bañh all a bañh all, mè bannah all pé vèr partiet vesé koura, fidedoullé hat, a vé gwèt... évé èp koût téañ.
Un verre et un verre et un verre, mais un autre verre quand on est parti comme ça... Il buvait sans s'en rendre compte.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha peogwir, ma 'nez ezhomm an nen sikour, fidedoulle, zo ur sonetenn ha n'eus ket nemet son anezhi, ha diouzhtu 'h arrio unan bennak.
A pegur, ma né émm ’n nén jikour, fidedoullé, zo e zonêtenn, a n’eus ke mè zon nèi, a dustu ’h aio un bénnak.
Et parce que... Si on a besoin d'aide, il y a une sonnette, et il suffit de sonner, et quelqu'un arrivera immédiatement.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kar pa vije d'ober tremen e bord ar c'hleuz, fidedoulle avat, e groge... un tamm koad e-barzh, e-barzh... deus ur wezenn bennak, pe un dra bennak, e vije ur brank un tamm bihan pelloc'h, ha hennezh a groge e-barzh an appareil.
Ka pa vijé d'or trémèn bord hleñ, fidedoullé hat, grogé... tamm koat bars, bah... deus wéenn bénnak, pé 'n dra bénnak, vijé brank tamm bien pèlloh, a heñ grogé bah 'n appareil.
Car quand il devait passer au bord du talus, nom d'un chien, un bout de bois d'un arbre s'accrochait... Il y avait une branche un peu plus loin, et elle s'accrochait dans son appareil [auditif].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal