Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
chaque
pep
-
👂 🔗 1. Ha e oa daouzek kraou, ya, nann... 2. C'hwec'h e pep tu. 1. C'hwec'h e pep tu.
1. A oa dowzek krow, ya… Nann. 2. Hwèh pop tu. 1. Hwèh pop tu.
1. Il y avait douze crèches, oui, non... 2. Six de chaque côté. 1. Six de chaque côtés.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ma ne dapont ket da stokañ o daouarn, unan e pep tu d'ar wezenn kua
[ma 'dɑpɛɲ kə də 'stɔkɑ̃ o 'dɑwən yn pop ty: də 'weən kya]
s'ils n'arrivent pas à se toucher les mains, un de chaque côté de l'arbre quoi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kazi ordin e vije, e lakae he zan tro-ha-zro evel se, ha e-barzh ar c'hreiz 'h arrie un tamm deus pep tu, ha evel se ne vije ket rostet ar c'hreiz bepred kement, ma 'nije boutet anezhe tout e-barzh ar c'hreiz e vije bet rostet kreiz ar grampouezhenn.
Karjé ordin vijé... laké i zan tro-a-zo vesé, a bah hrèis ’h aié ’n tamm deus pop tu, a vesé vijé ke rostet hrèis bopet kémèn. Ma nijé boutet nè toud bah hrèis vijé bé rostet krèiz grampouenn.
Elle mettait presque toujours son feu tout autour comme ça, et un peu [de chaleur] arriver au milieu de chaque côté, et comme ça le milieu ne cramait pas. Si elle les avait toutes mises [les petites bûches] au milieu, le milieu des crêpes aurait été cramé.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
bep
-
👂 🔗 Oh e-barzh ar vro e vije avat kazi bep Sadorn.
O bah vro vijé hat kahé bop saan.
Oh, dans le coin il y en avait presque tous les samedis.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Anfin, peurvuiañ e vije pe un devezh ar sizhun pe daou devezh ar sizhun, ha e vije ar memes tra bep sizhun, quoi. Ya. Eñ a oa an abitud quoi ma kerez.
Añfin, pèrvuañ vijé pé ’n déwes zun pé dow déwes zun, a vijé momes tra bop sun quoi. Ya. Eñ oa ’n abitut quoi ma kées.
Enfin, en général c'était un jour par semaine ou deux jours par semaine, et c'était pareil chaque semaine. Oui, c'était l'habitude, si tu veux.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
kement
Gwelet an temoù Autant, Tellement ha Aussi grand
-
👂 🔗 kement kozh wezenn a gave, ar spern aze, hag e grefe tout an traoù warne
['kemɛn goz 'weən 'gɑ:ve ə spɛrn 'ɑhe a 'grɛfɛ tun trɛw warnɛ]
chaque vieil arbre qu'il trouvait, l'aubépinier là, et il greffait tout dessus
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi