Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
grand
bras
Gwelet an tem Bezañ bras
-
🔗 Bras-abominapl.
Vraiment très grand, extrêmement grand.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, eñ a oa lorc'h ennañ o tont gant honnezh met moarvat ne oa ket re sur diontañ bepred ivez kar bepred e oa ur mekanik bras a-walc'h, al lieuz evel se quoi.
Ya, eñ oa lorh nênnañ ton gan hoñs, mè mahad oa ke ré sur diontañ ie, ka boped oa mékenik braz wah, lieuz vesé quoi.
Oui, il était fier en arrivant avec elle [la lieuse], mais il n'était probablement pas trop sûr de lui non plus, car c'était quand même une assez grande machine, la lieuse comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ar re-se a oa remorkoù ar memes tra evel e vez bremañ ivez, met ne oant ket ken bras.
Ré-hé oa reumorkcho mostra vèl vé brémañ ie, mè oant ke kén bras.
C'était des remorques comme il y en a aujourd'hui aussi, mais elles n'étaient pas aussi grandes.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 D'ar c'houlz-se e oa ar memes tra ivez ma kerez, met ne oant ket ken bras.
De houls-sé oa mostra ie ma kées, mè oant ke kén bras.
À cette époque, c'était pareil aussi, si tu veux, mais elles n'étaient pas aussi grandes.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Oh ya, bezañ e oa tud hañ, oh ya. Oh ya, ur bern tud a oa. E-barzh ar c'hrañj e oa, e-barzh ar Veuzit. E-barzh ar c'hrañj vras...
O ya, béañ oa tut añ, o ya. O ya, bèrn tud oa. Bah hreñch oa bah Veuzit. Bah hreñch vras...
Oh oui, il y avait du monde. Il y avait beaucoup de monde. C'était dans la grange au Veuzit. Dans la grande grange.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Unan bras mat aze ?
[yn bɾɑːs mat ˈɑe]
Un très grand là ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 an neizh pik zo bras
[ne:z pic so bra:s]
le nid de pie est grand
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 brasañ pesk zo 'ba ar mor bras, gant ur berv zo poazh
[’brɑsɑ̃ pesk so bah mo:r brɑ:s gɑ̃n ə bɛrw zo pwɑh]
le plus grand poisson qu'il y a dans l'océan, avec un [seul] bouillon est cuit
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.
[ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]
Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 A-hend-all amañ zo ur park hag e zo branolenn bras e anv hañ, branolenn bras.
[hɛndal ɑ̃mɑ̃ zo paʁk a zo ˈbʁɑ̃nɔ̃n bʁɑːs i ˈɑ̃no ɑ̃ ˈbʁɑ̃nɔ̃n bʁɑːs]
Sinon ici il y a un champ là son nom c'est branolenn braz.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ne teus ket se war da listenn ? branolenn bras.
[ˈtøs kə ze waʁ tə ˈlistən ˈbʁɑ̃nɔ̃n bʁɑːs]
Il n'y a pas ça sur ta liste ? branolenn bras.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Market eo branonenn bras aze ? Ya ?
[ˈmaʁkəd ɛ bʁɑ̃ˈnɔ̃nən bʁɑːz ˈɑe ja]
Cest marqué « branonenn braz » là ? Oui ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 skrivet bras-mat
['skrivət braz'mat]
écrit très grand
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Hañval deus ar ganig met brasoc'h eo.
[ˈhɑ̃vəl døs gãˈnitʲən mɛ ˈbʁasoχ ɛ]
Qui ressemble au canard mais elle est plus grande. [l'oie]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 bras-kaer
[bʁas'kɛ:ʁ]
très grand
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
pezh
Gwelet an tem Ar pezhioù
-
🔗 ur pezh gwezenn
[pe:z 'gweən]
un très grand arbre
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Aze zo ur pezh grañj hir hir quoi. Aze e oa plas quoi.
Ahé zo e pés kreñch hir hir quoi. Ahé oa plas quoi.
Là il y avait une grande grange toute en longueur. Là il y avait de la place.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ar bik a ra ur pezh neizh gant koad
[ə bic ra pe:z e:z gãn kwat]
la pie fait un grand nid avec du bois
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Beñ, war ar billig. Ur pezh billig, du-mañ e oa ur pezh hini avat. Ya.
Beñ, war billik. Pês pillik, du-mañ oa pês hini ha. Ya.
Ben, sur la galetière. Une grande galetière, chez moi il y avait une grande galetière.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn neuze e oant aet d'ar bourk. E-barzh bourk Pederneg, fas da Super U aze, gouzout a oarez zo ur pezh menaj aze, beñ aze, aze int bet ivez.
Bènn neuhé oant wèt te bourk. Bah bourk Pédèrnek, vas te Super U ahé. Goûd e oarès so péz ménaj ahé, beñ ahé, ahé int béd ie.
Pour alors ils s'étaient installés au bourg. Au bourg de Pédernec, en face de Super U, tu sais, il y a une grande ferme là, ils sont allés là aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha ar menaj bihan 'na e barkoù e-kichen hom re, e-kichen hom re, ha evel se 'meump avantage da brenañ anezhañ ivez... Peogwir ne oa ket 'met dispenn ar c'hleuzioù ha e vez, e vez... Ha e oa graet pezhioù parkoù gante goude ha evel se...
A ménach pïen na i barko kichen hom ré, kichen om ré, a vesé meum avantage de brénañ néañ ie… Pegur oa ke mè dispènn hleuñio, a vé, vé… A oa gwèt péjo parko gantè goudé, a vesé…
Et les champs de la petite ferme étaient près des nôtres, et donc ça nous avantageait de l'acheter. Puisqu'il suffisait d'abattre les talus... Et on en avait fait des grands champs ensuite...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha 'meus soñj, pa oant... a-raok e oant aet e-barzh la salle de traite e vije ret reiñ boued dezhe, neuze e vije karget ur pezh vetailherenn, heu, ur vetailherenn heu... maiz...
A meus choñj, pé oant… rog oant èt ba la salle de traite, vijé rét rèi bwét tè, neuhé vijé karged péz vétaiêrenn, eu… vétaiêrenn eu… mais.
Et je me souviens, avant qu'elles aillent à la salle de traite, on leur donnait à manger; Alors on chargeait une grande bétaillère avec du maïs.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz neuze e oa merenn, e oamp aet da verenn, ha e oa taolioù e-barzh... ne oa ket hangar ebet e-barzh ar Veuzit, met ur pezh grañj hir, e-barzh honnezh, ha neuze e oa un deltenn. Une tente. Un deltenn.
A fé, neuhé oa mèrnn, oam èt te vèrnn, a oa toio bah... oa ked añgar bét bah Veuzit, mêd er pés kleñch hir, bah hoñs, a neuhé oa ’n dèltenn. Une tente. ’N dèltenn.
Et alors il y avait le repas de midi, on était allé manger le repas de midi dans... Il n'y avait pas de hangar au Veuzit, mais une grande et longue grange, dans cette grange, et sinon il y avait une tente.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Beñ, abalamour e oa c'hoant d'ober unan e Trezelan, ha ne ouient ket pelec'h ober anezhañ quoi. Ha du-mañ, e-barzh ar Veuzit e oa ur pezh grañj, hir, ya.
Beñ, bañw oa hoan t'or un Trézélan, a ouièn ke plèh or néañ quoi. A du-mañ, bah Veuzit oa e pés kreñch, hir, ya.
Ben, parce que des gens voulaient faire en faire un [un fest-noz] à Trézélan, et ils ne savaient pas où le faire. Et chez moi, au Veuzit, il y avait une grande grange, en longeur, oui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Ur pezh efrontet !
[peːs iˈfʁɔ̃tət]
Une effrontée !
[dit au sujet d’une politicienne]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Hola ! debriñ a ra ur pezh tamm en un taol evel-se ?
[ˈhola ˈdibi ʁa peːs tɑ̃m nɔ̃n tol vəˈsɛ]
Eh ben ! il mange un gros morceau comme ça en une fois ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
brav
-
👂 🔗 1. Anfin, an hini deus du-mañ a oa a vent vrav. 2. Ne oa ket bihan bihan.
Añfin, 'n ni deus tu-mañ oa vèn vraw. Oa ke bïen bïen.
Enfin, le nôtre était de grande taille. Il n'était pas tout petit.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
hir
Gwelet an tem Hir (padelezh)
-
👂 🔗 Ha ar familh zo hir, ha evel-se feiz, se a greske quoi. Oh ya, tremen daou c'hant a oa.
A famil zo hir, a vesé fé, zé grèské quoi. O ya, strémèn dow han oa.
Et la famille est grande, et comme ça, ça augmentait [le nombre de personnes à inviter]. Oh oui, il y en avait plus de deux-cents.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal