Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
calmer (se –)
trankilaat
-
👂 🔗 pe trankilaat
[pe ˌtrɑ̃ŋki'lɑ:t]
ou se calmer
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
dousaat
-
🔗 dousaet eo deoc'h
[du'sɑ:d e dɑh]
vous êtes calmés [sur le plan des sorties]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn teir eur all amañ e tousao dezhañ
[bɛn tɛ:rər ɑl 'ɑ̃mɑ̃ du'sɑo deɑ̃]
d'ici trois autres heures il se calmera [de fatigue]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ec'h a prim, ec'h a prim, met dousaat a rey dezhañ
[ha pʁym ha pʁym mɛ du'sɑ:d ʁɛj deɑ̃]
il va vite, il va vite, mais il se calmera
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
peoc'h (reiñ –)
-
👂 🔗 neuze e deue ar jañdarmed feiz, da lâret feiz, reiñ peoc'h hag euh... en em arañjet
[’nœe dɛ ʒɑ̃’dɑrmət fe: də ’lɑ:rət fe: ’re̞j̃ pœh ag ə nɔ̃n a’rɛ̃:ʒət]
alors les gendarmes arrivaient, ma foi, pour dire ma foi, de se calmer et euh... s'arranger
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 Dal ha ro peoc'h !
Dal a ro peuh !
[dal a ʁo pœx]
Tiens et tais-toi !
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
distanañ
Gwelet an tem Sioulaat
-
🔗 distanet eo dezhi
[di'stɑ̃:nəd ɛ dɛj]
elle s'est calmée
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 distanañ
[di'stɑ̃:nɑ̃]
se calmer [le temps, passer d'une période chargée à une période plus allégée]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi