Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

moment

tro

Gwelet an temoù Ober un dro, Tro, An dro ha Bep tro

  • 👂 🔗 Sur a-walc'h goude neuze eo an hini e oa bet an trakteur... war an dro-se, kar n'eo ket lavaret 'mije konduet un trakteur a-raok kement se ivez.

    Zur wah goudé neuhé 'h è 'n ni oa bé 'n trakteur war 'n dro-zé, kar né ke lâret mijé konduet trakteur rok kémé sé ie.

    C'est probablement à ce moment qu'on a eu le tracteur, car ce n'est pas dit que j'aie conduit le tracteur avant tant que ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

pennad

Gwelet an tem Ur pennad

  • 👂 🔗 1. Kar ret e vije laoskel anezhe ur pennad neuze e-barzh ar park a-raok serriñ anezhe ivez, n'eo ket ? 2. E-barzh an aer, e-barzh an avel... 1. E-barzh an aer ya. 2. Da sec'hañ gwelloc'h. 1. Da sec'hañ un tamm bihan ya.

    1. Ka réd vijé loske nè pènnet neuhé bah park rok zèrriñ nè ie, n’è ket ? 2. Bah ’n èr, bah ’n awel. 1. Bah ’n èr, ya. 2. De zéhañ wêlloh. 1. De zêhañ tamm bïen ya.

    1. Car il fallait les laisser un moment dans le champ avant de les ramasser, non ? 2. À l'air, dans le vent... 1. À l'air oui. 2. Pour qu'ils sèchent mieux. 1. Pour qu'ils sèchent un peu oui.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Evel se bepred 'neus derc'het an ti propr bepred keit e... E-pad ur pennad mat quoi.

    Ve-sé bopet neuz dèrhed 'n ti prop bopet, kèit… Pad pènnad mat quoi.

    Comme ça, en tout cas, elle a maintenu la maison en état tant que... Pendant un moment.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pegeit e oa bet aze ? Oh, ur pennad mat avat.

    Pégèid oa béd ahé ? O pènnad mat hat.

    Combien de temps y avait-elle passé ? Oh, un bon moment.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya. Betek quatre-vingt quatorze eo chomet e-barzh. Han-se eo chomet ur pennad mat hañ ?

    Ya. Béték quatre-vingt quatorze ’h è chome bars. Ansé ’h è chome pènne mad añ.

    Oui, elle y est restée jusqu'en 94. Par conséquent, elle y est restée un moment hein ?

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya avat, 'meus soñj, pa oan dougerez deus X, feiz, 'ma lavaret da X : Ha feiz emezon-me, an trakteur zo fin eviton bremañ evit ur pennad. Kar se a oa kat da vezañ laket ac'hanon da goll anezhañ quoi.

    Ya hat, meus choñj, pé oan dougêres deus X, fé, ma laat te X : A fé, moñmé, ’n trakteur zo fin witoñ brœmañ wid pènnat. Ka zé oa kat te véañ laked añw de goll néañ quoi.

    Oui, je me rappelle, quand j'étais enceinte de X, j'avais dit à Y : Ma foi, le tracteur c'est fini pour moi pour un moment. Parce que ça c'était susceptible de me faire le perdre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ar re-se a bade ur pennad mat 'ba 'n tan

    [’rehe ’bɑ:dɛ ˌpɛnə’mɑt ba:n tɑ̃:n]

    ceux-là duraient un bon bout de temps dans le feu [morceaux d'étoupes]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

koulz

Gwelet an temoù Ar c'houlz (1) ha Ar c'houlz (2)

  • 👂 🔗 Peogwir da c'houlz Goumikel e vije ret, heu, pa... penaos pa... Penaos e vije lavaret se dit ?

    Pegur de houlz Goumikèl vijé rét eu… pé… penos pé… Penoz vijé lât sé dit.

    Parce qu'au moment de la Saint-Michel, il fallait... Heu, comment je pourrais t'expliquer ça ?

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Arri eo koulz merenn.

    [ˈaj kul mɛʁn]

    C'est l'heure de manger son repas de midi.

    [prononcé plus lentement : [aj e̞ kuls mɛʁn]]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 pabu a veze koulz pardon Gwengamp

    ['pɑ:by viʒe kuls 'pɑrdɔ̃n 'gwɛɲɔ̃m]

    les cerises étaient au moment du pardon de Gwengamp

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Amañ eo koulz adverenn e-pad an deiz !

    [ɑ̃mɑ̃ ɛ kuls haˈvɛʁn pɑːn de]

    Ici c'est l'heure du goûter, du quatre heure toute la journée !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

krogad

Gwelet an tem Ur c'hrogad

  • 🔗 e-pad ur c'hrogad

    [pɑ:d 'hro:gət]

    pendant un moment

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-wechoù e rae un tamm krogad labour bennak moarvat pe...

    [’we:ʒo ʁe tɑ̃m ˌkʁɔ:gə’lɑ:buʁ bə’nɑ:g ma’hɑt pe]

    parfois il faisait quelques moments de travail sans doute ou...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

laziad

Gwelet an tem Ul laziad

  • 🔗 e-pad ul laziad

    [pɑd 'lɑ:ʒət]

    pendant un moment

    Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Oh ya, ker... Ya, ker a-walc'h e vijent, ya, ya, ya. Anfin, se a depant. Laziadoù a vije, a-wechoù e vijent keroc'h, a-wechoù e vijent marc'had-matoc'h, a bep sort.

    [o ja ’keːʁ – ja ’keːʁ wah viʒɛŋ ja ja ja – fin zə ’depãn – la’ʒaːdo viʒe ’we̞ːʒo viʒɛŋ ’keʁɔχ ’we̞ːʒo viʒɛŋ maʁhat’matɔχ bɔp’sɔʁt]

    Oh oui, chères... Oui, elles [les coiffes] étaient assez chères. Enfin, ça dépend. Suivant les moments, parfois elles étaient chères, parfois elles étaient meilleur marché.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh ya, un tamm, un tamm ya, un tamm lajad ya. Met e-kerzh an hañv e vijent laosket pelloc'h.

    [o ja tãm – tãm ja – tãm 'lajəd ja – mɛ kɛʁz ə 'nãː vijɛŋ 'lɔskə 'pɛlɔχ]

    Oh oui, un peu, un petit moment oui. Mais pendant l'été, on les laissait plus longtemps.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 (T. : kerzhal a rez mat ?) ya, ya, a-lajadoù kwa

    [ja ja la'ʒɑ:do kwa]

    (T. : tu marches bien ?) oui, oui, par moment quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

tamm

Gwelet an tem Un tamm zo

  • 🔗 ... o c'hortoz un tamm oa

    ['hɔrtos tãm wa]

    ... attendait depuis un petit moment

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

momed

Gwelet an tem Ar momed

N'eus frazenn ebet c'hoazh.

momant

  • 🔗 Momanchoù vez tamm bihan.

    Momancho vé tan-m bieun.

    [momãʃo ve tãm biən]

    Par moment il y a un peu. [de jeu lors d'une partie de carte]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien