Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
tro
Gwelet an temoù Ober un dro, Tro, An dro ha Bep tro
Stummioù :
tour
-
👂 🔗 Ya, un tamm tro e oamp aet d'ober d'ar bourk, ha neuze e oamp aet da dañsal e-barzh ar sal... e-barzh an alez voulloù, ha an ostaleri.
Ya, tamm tro oam èt t’or de bourk, a neuhé oam èt te dañsel bah zal... bah ’n alé voulo, a ’n ostaléri.
Oui, nous étions allés faire un petit tour au bourg, et ensuite nous étions allés danser dans la salle... dans l'allée de boules et au café.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 aze... aze 'h arrie ur bern... bern tud, a-wechoù e renke pep hini gortoz e dro
['ɑ:he 'ɑ:he 'ɑje bɛɹn bɛɹn tyt 'we:ʒo 'ɹɛŋke po'pi:ni 'gɔɹtoz i dɾo:]
là... là plein... plein de monde arrivait, parfois chacun devait attendre son tour
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bremañ emañ o zro
[bɔmɑ̃ mɑ̃ o zro:]
maintenant c'est leur tour
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
moment
-
👂 🔗 Sur a-walc'h goude neuze eo an hini e oa bet an trakteur... war an dro-se, kar n'eo ket lavaret 'mije konduet un trakteur a-raok kement se ivez.
Zur wah goudé neuhé 'h è 'n ni oa bé 'n trakteur war 'n dro-zé, kar né ke lâret mijé konduet trakteur rok kémé sé ie.
C'est probablement à ce moment qu'on a eu le tracteur, car ce n'est pas dit que j'aie conduit le tracteur avant tant que ça.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
fois
-
👂 🔗 'Na lavaret din, me eo gwelloc'h din emezañ gwelet ac'hanout o vont da Lannuon, evit mont, evit chom e-barzh ar gêr emezañ, an dro-mañ emezañ, kar n'out ket ken yaouank ken. Feiz nann avat emezon-me, n'on ket ken yaouank ken, sur gouez dit avat . Ha evel se... Ah, n'eo ket emezañ, trankiloc'h e vin emezañ o welet... Se a oa fasil hañ, ne oan ket ar memes oad ken na mann ebet, d'akouchiñ ha tout se, anfin...
Na lât tin, mé ’h è wèlloh tin méañ gwéled anout von te Lannuon, wit mont... wit chom bah gêr, méañ, ’n dro-mañ méañ, ka n’ou ke kén yowañk kén. Fé nann hat moñmé, n’on ke kén yowañk kén, zur gwéch tit hat. A vesé... A, n’è ket, méañ, trankiloh vin méañ wélet... Zé oa vasil añ, oan ke momes noat kén na mann bét, d’akouchiñ a tout sé, añfin...
Il m'avait dit : je préfère te voir aller [accoucher] à Lannion que de rester à la maison cette fois-ci, car tu n'es plus aussi jeune. Non, dis-je, je ne suis plus aussi jeune, comme tu dis. Et comme ça... Ah, c'est pas pour dire, dit-il, je serais plus tranquille. C'était évident, je n'avais plus le même âge, pour accoucher et tout...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
autour
-
👂 🔗 ha ma vezen tro Lannuon
[a ma viʒɛn tro lɑ̃'nyən]
et si j'étais autour de Lannuon
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 tro da Bariz aze tu bennak
[tro: də 'bɑriz 'ɑhe ty: bə'nɑ:k]
vers Paris là quelquepart
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me n'onn ket hag-eñ n'eo ket deus... tro da Trezelan pe tu bennak evel-se
[me nɔ̃ kəd a'gɛ̃ nɛ kə døs tro də tre'ze:lən pe ty: mə'nɑk vəse]
je ne sais pas s'il n'est pas de... des environs de Trezelan ou quelque part comme ça
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
vers
-
👂 🔗 tro fin... fin ar bloaz
[tʁo fʁin fin'blɑ:]
vers la fin... la fin de l'année
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
virage
Gwelet an tem An dro-bleg
-
👂 🔗 gant troioù krak aze
[gɑ̃n 'tʁojo kʁɑk 'ɑ:he]
avec des virages serrés là
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi