Klask
« dreid »
Frazennoù kavet : 62
-
👂 🔗 war-dreid ! ya, ya ! pa... oa... ar mor izel kwa, a dremenes deus ar C'hastell, ha... ha... mont a reomp da glask meskl, e-barzh beg Miliev du-hont, aze e oa un... penaos eu... ur pasaj a oa... 'oa ket... gwall... ledan, met... dañjurus e oa peneogwir ar... ar reier a oa... e oant eeun, ma gouezhes 'ba an dour aze, 'pa mann da gregiñ e-barzh hag an dud a gouezhe aze a chome e-barzh hañ !
[... - ja ja - ... - ... - ... - ... aꝛˈhaste̞l – a – a - ... - ... ˈmiʎɛw ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Komanant an Ermid ? oh, met hennezh zo 'ba... 'ba an dou#... 'ba ar mor ! goude Ker#... en-dro da Kerared, pas pell hañ ! met justamant ! hennezh zo pelloc'h evit Kerared, da vont 'ba ar mor, zo kazi evel un enezenn, ah, ya ! kazi... kazi... tost un enezenn, troc'het e vez gant ar mor hañ ! met moaien zo da vont war... war-dreid, war-droad, met pas eu... pas pa vo mor
[ko̞ˌmɑ̃nˈnɛꝛmit - ... - ... - ... kɛˈʁaˑt̚ - ... - ... - ... kɛˈʁaˑt - ... - ... – a ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Priel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
🔗 ruzañ e dreid
ruzan i drèyt
[ʁyzã i dʁɛjt]
traîner des pieds
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 kerzhet war bizied e dreid
kèrzèt wa bizieut i drèytch
[kɛʁzɛt wa biziət i dʁɛjtʃ]
marcher sur la pointe des pieds
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ya, deus Trezelan 'h aemp, war hom dreid, 'oa ket otoioù hein !
[ˌwaꝛ mõm ˈdʁe̞jc]
oui, nous allions à Trezelan [à l'école], à pied, il n'y avait pas de voitures hein !
Gant : Ived Nikolaz (Moriz), ganet e 1935 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi (2023-08-24)
-
👂 🔗 oh ! dec'h e oan bet oc'h evañ kafe, e-ti ur gamaradez din, ha feiz... e oant aet war ma dreid, brav e oa pa oan o vont, met a-benn... « me zo o vont da gas ac'hanout d'ar gêr » « 'ri ket 'vat, emezon-me », oh ! « biskoazh 'meus gwelet ken fall all », emezon-me, feiz, ar paiplu 'dalveze ket ar boan leskel anezhañ peogwir a-hend-all 'nije bet... ha yen ! ha yen !
[...]
oh ! hier j'avais été boire un café, chez une amie à moi, et ma foi... j'étais allée à pied, il faisait beau en allant, mais quand... « moi je vais te ramener à la maison » « ah, non ! dis-je », oh ! « jamais je n'ai vu [un temps] aussi mauvais », dis-je, ma foi, ça ne servait à rien de laisser le parapluie parce que sinon il aurait été [emporté]... et froid ! et froid !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 feiz, bremañ eo... c'hoar Odette ma c'hamaradez, n'emañ ket pell, war ma dreid e oan aet, ha feiz neuze « moi j... me... me zo o vont da gas ac'hanout d'ar gêr » « ah, en anv Doue 'ri ket 'vat, emezon-me ! » biskoazh 'mo bet kemend-all a riv ! ha avel ! avel ! « bremañ-souden, emezon-me, e bartiin gant an avel, emezon-me », ma faiplu 'ma renket serriñ anezhañ 'vat peogwir... ha neuze kazi ur c'hlizhenn !
[...]
ma foi, maintenant c'est... la sœur d'Odette ma copine, elle n'est pas loin, j'étais allée à pied, et ma foi alors « moi j... moi... moi je vais te ramener chez toi » « ah, au nom de Dieu non, dis-je ! » jamais je n'ai eu aussi froid ! et du vent ! du vent ! « tout à l'heure, dis-je, je m'envolerai avec le vent, dis-je », j'avais dû fermer mon parapluie parce que... et alors presque une bruine !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ma ket bet nemet unan, ha eo gant ma genitervez 'ma bet anezhi, hoñ 'na leun, hoñ... hoñ... hoñ neuze 'oa ket 'ba hom renk tamm ebet, ha fidedoulle 'na roet unan din-me, met me o c'hoari gantañ ivez, e oan aet da dommañ e dreid dezhañ, ha kroget an tan en ennañ ! non de diou ! ha devet ma boupig, ha sell aze ! oh, e lâran dit-te ! ya, ya, hañ ! truez 'ma bet dezhañ ivez 'vat !
[... - ... - ... - ˌhɔ̃ ˈwɑ kə bah ɔ̃m ˌɣɛŋˤ ˈtɑ̃m bet - ... - ... - ... - ...]
je n'en avais eu qu'une [poupée pour jouer], et c'est avec ma cousine que je l'avais eu, elle en avait plein, elle... elle... elle alors n'était pas du tout de notre rang social, et sapristi ! elle m'en avait donné une, mais moi de jouer avec aussi, et j'étais allée lui chauffer les pieds, et le feu avait pris dedans ! non de diou ! et mon bébé avait brûlé, et voilà ! oh, je te dis ! oui, oui, hein, j'en avais eu pitié !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ba an enezenn du-hont, 'damp ur park, hag e oa greet ganimp... une course ivez, hag e vije graet kours gantañ, ha... hag eu... saut en longueur ha saut en lon... en hauteur, tout ! tout e raemp anezhe, hag e oa... e oa ur biskourz du-mañ, ur biskourz, unan gant ul lost hir o treniañ... betek an traoñ, evel... evel... evel e vez 'ba... 'ba... 'ba ar c'hoursoù kezeg aze, ac'hanta, hag ar patron 'h ae... 'h ae war gein ar gazeg, ha me 'h ae war ma dreid, hag e heuilhen, ar biskourz 'oa ket kap da... da bakañ ac'hanon
[ə bisˈkuɹs]
et dans l'île là-bas, nous avions un champ, qui était entretenu par nous... une course aussi, et on faisait une course avec lui, et... et euh... du saut en longueur et du saut en long.... en hauteur, tout ! nous les faisions tous, et il y avait un (cheval de course ?) chez moi, (un cheval de course ?), un avec une longue queue qui trainait... jusq'en bas, comme... comme... comme c'est dans... dans... dans les courses de chevaux là, eh bien, et le patron allait... allait à dos de cheval, et moi je courais à pied, et je suivais, le (cheval de course ?) n'était pas capable... de me battre
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Peotramant, ma... ma 'h ez da-unan, pa... pa gomañs ar mor arriet dindan... dindan da dreid, betek... betek da... hanter da divhar, ma savez da droad re vuan, ma rez chiboud n'out ket kap da sevel ken. Ar c'hou... ar... ar mare a gas ac'hanout... au large. Hag e renkez reiñ an dorn an eil d'an all. Faire la chaîne a vije graet duzh se.
[...]
Ou sinon, si... si tu vas tout seul, quand... quand la mer commence à arriver sous... sous tes pieds, jusqu'à... jusqu'à... la moitié de tes jambes, si tu lèves ton pied trop vite, si tu tombes tu ne peux plus te lever. Le cou... la... la marée t'emporte... au large. Et tu dois donner la main, les uns les autres. Faire la chaîne qu'on appelait ça.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 bemdez, keit ha 'h an d'an Arvor war ma dreid aze, e welez... e welez trakterien gant pejoù remork, o vont... o vont da-gaout an Enez Maodez, 'deusont parkoù istr du-hont
[ˈnaꝛvoꝛ - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
tous les jours, lorsque je vais à an Arvor à pied là, tu vois... tu vois des tracteurs avec d'énormes remorques, allant... allant vers an Enez Maodez, ils ont des parcs à huîtres là-bas
Pleuvihan / Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 gwelet 'teus ar c'hi-mañ ? ya, an touristed zo arri, zo arri aze, an deiz a-raok dec'h, a oa o vale 'ba... 'ba an hent aze bremañ, ha int deut da gaozeal ganin, da gaozeal ganin, ha eo aet hemañ, en o sa... en e sav, e-kichen ar plac'h, ha 'neus goullet ar plac'h ganin, « petra emañ o c'houll ? un tamm sukr ? » « n'emañ ket, emezon-me, emañ o c'houll gant... kemer e dreid, da dañsal » ha... hag a dañs ! sell... sell... sell emañ... emañ o c'houll ganin dañsal, dañsal aze, ha... ha... ha... tout... tout an dud a dremen aze, 'h a en e sav, 'h a en o savioù, doute ha... hag a c'houll... a c'houll gante dañsal, ha tout e dañsont gantañ, hemañ... hemañ a oa da ma merc'h, bremañ zo marv... pevar... pevar miz zo aze
[...]
tu as vu ce chien-ci ? oui, les touristes qui sont arrivés, qui sont arrivés là, avant-hier, qui se promenaient sur... sur la route là maintenant, et ils sont venus me parler, me parler, et lui est allé, s'est mis deb... debout, à côté de la femme, et la femme m'a demandé, « qu'est-il en train de demander ? un morceau de sucre ? » « non, dis-je, il demande... qu'on lui prenne les pattes, pour danser » et... et il danse ! tiens... tiens... tiens il est... il demande à danser, danser là, et... et... et... tous... tous les gens qui passent là, il se met debout, il se met debout, contre eux et... et il demande... il leur demande de danser, et tous le font danser, lui... lui était à ma fille, maintenant qu'elle est morte... cela fait... cela fait quatre mois là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Armand Meudal a oa mevel, a oa mevel, 'h ae da welet ar verc'h, hag ar... hag ar mevel a... hag ar mevel all, 'h ae da welet ar wreg, ha... ha Louis Riou, a oa kavet beuzet 'ba... 'bar ar c'hardenn xxx ( ?) Ti ar Gambr Holen, Ti ar Gambr Holen, ar menaj en traoñ, e oa ur fantan 'ba... 'ba ur c'hardenn, ur c'hardenn vihan... a dremenent war... war o... war-dreid. E oa kavet beuzet 'ba... 'ba ar fantan. Ha eo... ha eo... an daou mevel-se, a 'na beuzet anezhañ, 'na... 'na... a glee bezañ beuzet anezhañ, 'ba ar fantan, Ti ar Gambr Holen, a oa e traoñ... e traoñ da daou bark Kervel
[ˌtigɑ̃mˈhoˑlən - ˌtigɑ̃mˈhoˑlən - ˌtigɑ̃mˈhoˑlən - kɛꝛˈve̞ˑl]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ha mont bemdez d'an Arvor, war ma dreid, keit ha bezañ debret ma merenn, war... war... war... war bez ma merc'h, zo marv pevar miz zo, an hini goshañ doute
[... ˈnaɹvoˑɹ - ... - ... - ... - ... - ...]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 nim ac'h ae... hebiou... hebiou Kerle... hebiou Kerlev aze ivez, met se a depand ! pa 'h ae an nen war e dreid n'ae ket hebiou Kerlev ! neuze 'h ae hebiou... Kerbruno a oa amañ 'ba Kemper
[... - ... - ... - ... ˌke̞ɹˈle̞ˑw ... - ... - ... ˌke̞ɹˈle̞ˑw - ke̞ɹˈbɹyˑno ... ˈkempəɹ]
Kemper-Gwezhenneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Konan, ganet e 1931 e Kemper, o chom e Kemper, tud bet ganet e Pleuzal / Kemper.Dastumer : Tangi (2023-08-08)
-
👂 🔗 ha ma zad-kozh ac'h ae d'ar skol... de... deus Gwarveno war... war e dreid, gant botoù-koad
[... - ... - ... gwaꝛˈveˑno ... - ...]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Polez, ganet e 1936 e Plistin, o chom e Plistin, marvet e 2025, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-07-10)
-
👂 🔗 Saozon ha... ha Pempoull... tud deus Pempoull, protestanted Pempoull, 'oant ket so... 'oant ket genaoueg ivez, pa 'nant gwelet e oa... 'nant laket, me n'onn ket petra, da difenn... d'ampich anezhe da dremen aze, e oant aet dre an Enez Vaodez, 'welez ket pelec'h emañ an Enez Vaodez ivez ? pelloc'h, pelloc'h ya, e vezer kap da vont... pa vez... ur marevezh bras out kap da vont war da dreid hañ ! hag evel-se 'nant diskennet tout... 'barzh an Enez Maodez
[... - a pɛ̃ˈpul - ... pɛ̃ˈpul - ... pɛ̃ˈpul - ... - ... - ... - ... ˌneˑnəz ˈvo̞ˑde - ... ˌneˑnəz ˈvo̞ˑde ... - ... - ... - ... - maˌɣewəz ˈbɣɑˑz ... - ...]
Lanvaodez - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fañch Gwilhou, ganet e 1942 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ujen Salpin a deue da labourat da Grec'h Hello, keit hag e oan... 'ma pemp pe c'hwec'h vloaz, war e dreid
[ˌyˑʒɛn ˈzɑlpin ... gɣe̞χ ˈhe̞lo ... - ... - ...]
Eugène salpin venait travailler à Crec'h Hello, tant que j'étais... j'avais cinq ou six ans, à pied
Tredarzeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Louis an Arzul, ganet e 1936 e Tredarzeg, o chom e Tredarzeg, tud bet ganet e Tredarzeg / Kerborzh.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. Landreger 2. Landreger, Tréguier 1. ya 2. pardon Landreger 1. ah ya ! eñ a oa ur pardon gwechall 2. 'h ae an dud... 'h an dud war o dreid 1. ya, kalz ! ha dont d'ar gêr war o zreid 2. deus pell hañ !
1. [lɑ̃nˈdɹeːgəɹ] 2. [lɑ̃nˈdɹeːgəɹ - ...] 1. [ja] 2. [ˌpaˑn lɑ̃nˈdɹeːgəɹ] 1. [a ja - hẽ wa ˈpɑɹdɔ̃n gweˈʒɑl] 2. [he̞ ˈdyt - he̞ ˈdyd waʁ o ˈdʁɛjc ˈbekə ˈdyˑɔ̃n] 1. [ja kals - a dɔ̃n də ˈge̞ːɹ waɹ o ˈzɹɛjc] 2. [dəs ˈpɛl ɑ̃]
1. Landreger 2. Landreger, Tréguier 1. oui 2. le pardon de Landreger 1. ah oui ! ça c'était un pardon autrefois 2. les gens allaient... les gens allaient à pied jusque là-bas 1. oui, beaucoup ! et revenir à la maison à pied 2. de loin hein !
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Sant Herve, peogwir e oa dall e-unan hañ ! ya, hag e deue gant e azen deus Bear eu... war e dreid amañ, amañ da lâret an oferenn kwa
[zɑ̃n ˈhɛɹve py wa ˈdɑl iˌhyˑn ɑ̃ - ˈjɑ - a de̞ gɑ̃n i ˈɑːzən dœz ˈbeˑaɹ ə - waɹ i ˈdɹɛjd ˌɑ̃mɑ̃ - ˌɑ̃mɑ̃ də ˈlɑːɹə noˈvɛɹn kwa]
Saint Hervé, puisqu'il était aveugle lui-même hein ! oui, et il venait avec son âne de Bear euh... à pied ici, ici pour dire la messe quoi
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi