Klask
« goullet »
Frazennoù kavet : 95
-
🔗 Pa oa aet da welet e loened, peogwir 'na loened-saout ivez. Tout an dud 'nea. Treuziñ hent Keralio a oa d'ober. Aze e oa evel-se, dont deus an tu all. Pant. Aze 'na goullet treuziñ an hent, e oa danjuruz, e oa ezhomm d'ober ur stop. Aze e oa otoioù.
[kɛɻaˈliˑo]
Quand il avait été voir ses bêtes, puisqu'il avait des bovins aussi. Tout le monde en avait. Il fallait traverser la route de Keralio. Là c'était comme ça, pour venir de l'autre côté. De la pente. Là il avait voulu traverser la route, c'était dangereux, il fallait faire un stop. Là il y avait des voitures.
pelec'h ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 1. ya, ha hoñ a oa ur plac'h kozh, xxx ( ?), marvet he fried, Jañ-Mari Jaouen a vije graet diontañ, ha hi a oa dall, ha... ha 'da goullet gant reoù Collet, hag ar reoù Collet a rae yer hag eu... bern lojeiz et tout ar stal 2. 'da ket a vugale 1. 'da ket a vugale 2. evel-se int 'da kemeret anezhi 1. pa... pa oa marvet, 'da goullet « me, emezi, bremañ 'h a da vezañ oblijet, emezi, da vezañ kaset ba... ba un ti, emezi, en un tu bennaket, emezi, maison de retraite pe ul lec'h all, emezi ; kontant e vefec'h da gemer ac'hanon ? » « ya 'vat ! » 'da... 'nant kemeret anezhi betek e oa marvet gante, e oa dall-mik, ya 'vat ! ya 'vat ! ya 'vat ! hag e oa bet brav dezhi eno, peogwir 'da... 'da c'hoant da chom eno, gante
[...]
1. oui, et elle c'était une femme âgée, xxx ( ?), son époux était décédé, Jean-Marie Jaouen qu'on l'appelait, et elle était aveugle, et... et elle avait demandé aux Collet, et les Collet faisaient des poules et euh... [ils avaient] plein de logis et tout le bazar 2. elle n'avait pas d'enfants 1. elle n'avait pas d'enfants 2. ainsi ils l'avaient prise 1. quand... quand il était décédé, elle avait demandé « moi, dit-elle, maintenant je vais être obligée, dit-elle, d'être envoyée dans... dans une maison, dit-elle, quelque part, dit-elle, une maison de retraite ou un autre endroit, dit-elle ; vous voulez bien me prendre ? » « mais oui ! » elle avait... ils l'avaient prise jusqu'à ce qu'elle décède, elle était totalement aveugle, mais oui ! mais oui ! mais oui ! et elle avait bien là-bas, puisqu'elle... elle avait envie d'y rester, avec eux
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 1. 'ma goullet gantañ, « ha da donton, mont a ra mat ? » « dam, ya met marv eo ! emezañ, n'eus ket keit-se zo, miz zo pe miz hanter zo » « 'ma klevet mann ebet, emezon-me » 2. deus pelec'h 'tije klevet ? 1. hag ur c'hoar d'e vamm zo marvet aze, hoñ a oa kozh ivez, arri eo... hola ! oh, e oa o vont da gaout kant vloaz evit an deizioù, eo marv, hoñ a oa seurez
[...]
1. je lui avais demandé, « et ton oncle, il va bien ? » « dame, oui mais il est mort ! qu'il dit, il n'y a pas si longtemps que ça, il y a un mois ou un mois et demi » « je n'avais rien entendu, dis-je » 2. d'où aurais-tu entendu ? 1. et une sœur de sa mère est décédé là, elle était vieille aussi, elle avait atteint... oh là ! oh, elle allait avoir cent ans ces jours-ci, elle est morte, elle était religieuse
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 o tornañ e oamp paotr, o tornañ e oamp ba ar menaj e-tal-kichen, ha 'na goullet patron ar menaj gantañ « pelec'h e oas bet dec'h ivez ? » Aflred e oa e anv, « hañ ! dec'h e oan bet e pardon ar Ru Servel, emezañ, ur vilajenn ba Servel, pardon ar Ru, e-kichen an uzinioù, « neuze 'ta... bepred 'ta ket gwelet xxx ( ?)... kar a-hervez e oa ur grammenn gaoc'h-saout... war xxx ( ?), oh, oh, oh ! oh, eñ a oa ur c'hwil ! gwelet 'meus a-bep-sort ba... ya... met 'oa ket rezonabl ! eñ 'na ezhomm e vije kerc'het ar jandarmed war e dro, ya 'vat ! deus Trieux e oa boutet er-maez
[... - ... - ... - ... - ˌɻyˑ ˈzeɻwəl ... - ... ˈzeɻwəl - ... ˈɻyˑ - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ja - ... - ... - ...]
nous étions en train de battre mon vieux, nous étions en traind e battre dans la ferme d'à côté, et le patron de la ferme lui avait demandé « où as-tu été hier ? » il s'appelait Alfred, « ah ! j'ai été au pardon de ar Ru Servel, dit-il, un village à Servel, pardon ar Ru, à côté des usines, « donc tu as... toujours est-il que tu n'avais pas vu xxx ( ?)... car ç ce qu'il parait il y avait une couche de bouse de vache... sur xxx ( ?), oh, oh, oh ! oh, lui c'était une vedette ! j'ai vu de tout à... oui... mais il n'était pas raisonnable ! lui il fallait que les gendarmes s'en occupent, mais oui ! il avait été expulsé du [magasin] Trieux
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ma dad a oa goullet gant eu... gant tante Soaz, eu... « te eo... te 'h a d'ober le... daouze... da dek *ar... dek vloaz, zo ur plac'h bihan, Jeanine Crénan, te 'h a da... da dont... pa... pae... marraine da hennezh » « oh, me 'h a da c'horteiñ, emezañ, ken e vo daouzek ! »
[...]
mon père avait été demandé par euh... par tante Françoise, euh... « toi tu es... tu vas faire le ... douze... à dix *ar... dix ans, il y a une petite fille, Jeanine Crénan, tu vas... devenir... pa... par... marraine de celui-là » « oh, moi je vais attendre, dit-il, qu'elle est douze ans ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 hag e oan... 'da goullet ganin evit mont gant an... train, Sant-Brieg a gredan, 'meus ket derc'het soñj, Marie Lariven, an hini 'na oto, da vont da gemer anezhe... da vont da Sant-Brieg
[... - ... - ... - zɑ̃mˈbɹijɛg ... - ... - ... - ... - ... zɑ̃mˈbɹijɛk]
et j'étais... elle m'avait demandé pour aller en... train, à Sant-Brieg je crois, je ne me suis pas souvenu, Marie Lariven, celui qui avait une voiture, pour aller les prendre... pour aller à Sant-Brieg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 an dud zo jentil pa vez goullet un dra bennak gante, int prest da sikour diouzhtu, hañ, ya !
[...]
les gens sont gentils quand on leur demande quelque chose, ils sont prêts à aider tout de suite, ah, oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Terez Fulub (ar C'halvez), ganet e 1927 e Lanleñv, o chom e Pempoull, tud bet ganet e Lanleñv / Lanleñv.Dastumer : Tangi (2026-08-29)
-
👂 🔗 met goullet 'meus ganto evit Kerperdu aze hag eu... 'oant ket sur
[... kɛꝛpɛꝛˈdyˑ ... - ...]
Plua
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsez Favro, ganet e 1948 e Plelin, o chom e Gwengamp, tud bet ganet e Plelin / Plelin.Dastumer : Tangi (2024-11-25)
-
👂 🔗 ma lâret se d'Alain, « met hennezh... » 'ma lâret d'Alain, « eñ 'neus xxx ( ?) ma ve prenet un ti... prenet ar park-se tu comprends, pa 'ri mann gantañ, 'ri mann ebet gantañ ! », met al lokataer 'na goullet ganin eu... 'ma lâret dezhañ « tiens, j'ai eu les... »
[...]
j'avais dit ça à Alain, « mais lui... » que j'avais dit à Alain, « il a xxx ( ?) si on achète une maison... achète ce champ-là tu comprends, puisque tu n'en fera rien, tu n'en feras rien du tout ! », mais le locataire m'avait demandé euh... je lui avais dit « tiens, j'ai eu les... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 me 'meus goullet... 'meus bet an anvioù menajoù Trogeri
[... - ... tɹ̥oˈge̞ˑɻi]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michela Mordelez, ganet e 1937 e Peurid, o chom e ar Roc'h, tud bet ganet e Peurid / Koadaskorn.
Aet da chom da Drogeri da 27 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-10-04)
-
👂 🔗 sekreterez maeri 'ma goullet ni... Trogeri, 'ma goullet ur rendez-vous ganti da vont da welet ar c'hadastr, peogwir me a wele ac'hanoc'h oc'h arriet amañ, ha 'mije bet mann ebet
[... - tɹ̥oˈge̞ˑɻi - ... - ... - ...]
j'avais demandé à la secrétaire de mairie… de Trogeri, je lui avais demandé un rendez-vous pour aller voir le cadastre, puisque je savais que vous veniez [litt. je vous voyais arriver] ici, et je n'aurais rien eu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michela Mordelez, ganet e 1937 e Peurid, o chom e ar Roc'h, tud bet ganet e Peurid / Koadaskorn.
Aet da chom da Drogeri da 27 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-10-04)
-
👂 🔗 ha koulskoude, amañ... eu... zo bet a-bep-sort, hag amañ e oa ur bagad, amañ e oa ur bagad, 'teus ket... 'teus ket goullet ganin pet bugel 'ma ! eizh !
[...]
et pourtant, ici... euh... il y a eu de tout, et ici il y a eu une ribambelle, ici il y a eu une ribambelle, tu n'as pas... tu ne m'as pas demandé combien j'avais d'enfants ! huit !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Albertine Toulouzan, ganet e 1936 e Priel, o chom e Planiel, tud bet ganet e Kamlez / Priel.
Deut en 1956 da Blaniel.Dastumer : Tangi (2023-09-27)
-
👂 🔗 ar vilin... ar vilin-avel, memes tra evel an hini a oa en Dosenn, memes tra, unan ront, unan ront aze, ar Vi... ya, ar Vilin Gozh ya, ya, oh, kazi memes oad 'dea ar re-seoù sur a-walc'h, me 'meus soñj da welet Mil... Milin Grec'h Meur, ha... en Dosenn aze, hag e oa... e oa (ket nemet ?) un antre d'an doenn ken, en he... en he flas, ha petra a oa graet nemet penturiñ anezhi en gwenn, ha me 'ma goullet gant ma zad evel-se, « petra zo kaoz xxx ( ?) penturiñ honnezh e gwenn ? » hag e rae ur mark da... da... da... da... d'ar vartoloded er mor
[... - ... - ... e̞nˈdo̞se̞n - ... - ... - ... - ... - ja - ˌviˑlinˈgoˑz ja - ja - ... - ... - ... - ... - ˌmiˑlin ˌgɣe̞ꭗˈmœˑɻ - ... - e̞nˈdo̞se̞n ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 ma... ma vamm-gozh a lâre Treberden, ha ma... ha ma vamm a lâre Trebeurden, là je vais dire en français hein, parce que je... et... je leur avais demandé... ha 'ma c'houlennet... goullet gant... gant ma... pourquoi elle n'avait pas la même prononciation, et elle me dit « oh, mais nous on ne sait pas, c'est comme ça ! »
[... txeˈbɛɻde̞n - ... - ... txeˈbœɻde̞n]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Roignant, ganet e 1945 e Pariz, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Trebeurden /.Dastumer : Tangi (2024-01-27)
-
👂 🔗 Homañ e oa... ur familh a oa... eu... douzh eu... Minihy-Tréguier kwa. Hag eu... aze e oa ur familh... kalz a vugale, pemp pe c'hwec'h a vugale e oant kwa. Hag ar breur-kaer a oa o chom 'ba Langoad. Ha komañset kemer oad kwa, 'na goullet gant e vreur-kaer : « Ma... ma filhor aze, 'vijes ket kontant da lezel anezhañ da dont da... da labourat du-mañ da sikour ac'hanon ivez, me zo o komañs kemer... kemer oad ha... 'meus kombad d'ober tout ma labourioù ha bezañ skuizh ha... ar paotr yaouank-se... me a baeo anezhañ kwa ! »
[...]
Elle c'était... c'était une famille... euh... de euh... Minihy-Tréguier quoi. Et euh... là il y avait une famille... avec beaucoup d'enfants, ils étaient cinq ou six enfants quoi. Et le beau-frère habitait à Langoad. Et il avait commencé à prendre de l'âge quoi, il avait demandé à son beau-frère : « Mon... mon filleul là, tu ne voudrais pas le laisser venir... travailler chez moi pour m'aider un peu aussi, je commence à prendre... à prendre de l'âge et... j'ai du mal à faire tous mes travaux et j'en suis fatigué et... ce jeune homme-là... moi je le paierai quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Oh ! Hag eñ o vont da welet pelec'h emañ ar person. Eñ o vont d'ar sekretiri kwa, o kaout ar person aze... o lenn e... e bréviaire aze. « Ah ! Bonjour Fañch ! Penaos emañ da damm kont ? » « Oh, mat kwa... Ale ! Kalm eo ar bourk amañ 'vat ! Kalm eo an iliz, n'eus den ebet amañ neuze ? » « Nann ! Ha pelec'h emañ da... da fiancée emezañ ? » « Ma fiancée ?! Oh, aotrou person, 'ba ar briz 'teus goullet ganin, me a soñje eo te a organize tout an traoù-se ! »
[...]
Oh ! Et il alla voir où était le curé. Il alla à la sacristie quoi, et trouva le curé là... en train de lire son... son bréviaire là. « Ah ! Bonjour François ! Comment vas-tu ? » « Oh, bien quoi... Allez ! Mais le bourg est calme ici ! L'église est calme, il n'y a personne ici alors ? » « Non ! Et où se trouve ta... ta fiancée, dit-il ? » « Ma fiancée ?! Oh, monsieur le curé, au prix que vous m'avez demandé, je croyais que c'est vous qui organisiez toutes ces choses-là ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 ha goude neuze emañ ar Merdiou ! xxx ( ?) 'ba ar Merdi, ha neuze emañ eu... ya, ar Merdiou, ya, dre an avani zo... e oa... e vije... oh, n'eus forzh pen#... n'eus forzh piv e oa... tri venaj e-barzh, hag e vije lâret « 'ba ar Merdi », hag e vije goullet « 'ba pehini neuze ? », peogwir e oant tri ar Merdi
[... mɛꝛˈdiˑu - ... ˈmɛꝛdi - ... – ja - mɛꝛˈdiˑu – ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈmɛꝛdi - ... - ... - ... ˈmɛꝛdi]
ar Vinic'hi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
🔗 goull, goullet
goul / gouleut
[gul] / [gulət]
demander
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 goull, goullet
goul / gouleut
[gul] / [gulət]
demander
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ma goullet ha 'na lâret din « il suffit... », nann ! 'na lâret din, « il ne faut pas y penser, ha mont war-raok », emezañ
[...]
je lui avais demandé et il m'avait dit « il suffit... », non ! il m'avait dit, « il ne faut pas y penser, et avancer », qu'il dit [ennuis de santé]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)