Klask
« kat »
Frazennoù kavet : 645
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33
-
🔗 1. O treuziñ an hent, evuruzamant, 'oa arri mann ebet. Met neuze e oa ba an touflez en tu all ! Hag ar velomoteur warnañ hag ar c'harg dour war e c'henoù. Aet gant ar c'hleuz. Ha manet xxx ( ?) dindan. xxx ( ?) e oa bet en em lazhet, o kas ur *silo... une tonne d'eau war-lerc'h ur velomoteur. 'Oa ket kat da stourm. Ha chomet bah... hag o freinañ, xxx ( ?) ebet. 2. Ha neuze deus traoñ e blije dezhañ mont ivez. 1. 'Na ket piñset a-walc'h ! Ale, partiet e oa ! Ma vije arri un oto 'da riñset anezhañ.
[...]
1. En traversant la route, heureusement, il ne s'était rien passé. Mais alors il était dans le fossé de l'autre côté ! Et le vélomoteur sur lui et le chargement d'eau culbuté. Il avait tapé le talus. Et il était resté xxx ( ?) en-dessous. xxx ( ?) il se serait tué, en ramenant un silo... une tonne d'eau derrière son vélomoteur. Il ne pouvait pas résister. Et il était resté dans... et en freinant, aucun xxx ( ?). 2. Et il aimait partir du bas aussi. 1. Il n'avait pas assez pincé ! Allez, il était parti ! Si une voiture était arrivée elle l'aurait fauché.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 1. Da Draezhtraou e blije dezhañ mont e-kerzh an hañv ivez. Aze e oa... aze 'nea bet chañs, prest a-walc'h e oa chomet ! 2. Aze 'na bet chañs, aze 'na bet chañs... 1. Aze e oa bet kem... kemeret gant eu... un ton dour. Hag 'oa ket kat d'en em depatouilhañ, 'ouie ket neuial. 2. Ah, ya ! 'ouie ket neuial.
[...]
1. Il aimait bien aller à Traezhtraou aussi l'été. Là il y avait... là il avait eu de la chance, il avait failli y rester ! 2. Là il avait eu de la chance, là il avait eu de la chance... 1. Là il avait été pr... pris avec euh... une tonne à eau. Et il n'arrivait pas se dépatouiller, il ne savait pas nager. 2. Ah, oui ! Il ne savait pas nager.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 Maer Rospez a oa aet, da c'hommandantur Lannuon, e-lec'h e oa... chef bras an Alman. Ya... petra... 'oa ket ba ar patriot. Oc'h esa reiñ dezhañ da gompren. Feiz... arri e oa kavet un interprète kat da gaozeal dionte. A-benn ar fin e oa bet liberet. Ken buan all e vije kaset d'an Almagn pe e oa bet lazhet. Ya. Kemeret evit ur pat... unan hag a oa ba ar patrioted. Ya, des soupçons 'na warnañ. Gallet 'na dimeziñ ! Memestra, paotr ! (Bezañ zo ?) un afer hañ ! Ac'hanta, ya. Me 'meus soñj 'vat. Ya 'vat !
[...]
Le maire de Rospez était allé, à la kommandantur de Lannuon, là où était... le grand chef des Allemands. Oui... quoi... il n'était pas dans les patriotes. Il [maire] essayait de lui faire comprendre. Ma foi... on avait trouvé un interprète capable de s'adresser à eux. Finalement il avait été libéré. Aussi vite il était envoyé en Allemagne ou tué. Oui. Pris pour un pat... quelqu'un qui était dans les patriotes. Oui, des soupçons pesaient sur lui. Il avait pu se marier ! Quand même, mon gars ! C'était une sacrée affaire hein ! Eh bien oui. Je me souviens. Mais oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. pemzek vloaz eo yaouankoc'h eviton, ha me 'oaran ket pet vloaz 'meus 2. naontek vloaz eo yaouankoc'h eviton, se n'eo ket sañset... 1. ha te zo c'hwec'h vloaz koshoc'h eviton 2. kozh c'hoazh eu... 1. met aze e ran kaozioù ! 2. hoñ... hoñ a oa kat da gonduiñ c'hoazh
[...]
1. elle est quinze ans plus jeune que moi, et moi je ne sais pas quel âge j'ai 2. elle est dix-neuf ans plus jeune que moi, ça en principe ce n'est pas... 1. et toi tu es six ans plus âgé que moi 2. vieux encore euh... 1. mais là je dis des bêtises ! 2. elle... elle est encore capable de conduire
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 war an deiz a gonduan ervat hañ ! en noz on... on kat d'ober ivez met pas re bell, 'meus ket c'hoant... nann, nann... ha neuze pase ac'hanta... pase e vez... e vez deut eu... gweturioù all oc'h arriout e-fas evel-se ac'hanta eo start eu...
[peˈse]
le jour je conduis très bien hein ! la nuit je suis... je peux faire aussi mais pas trop loin, je ne veux pas... non, non... et alors passé eh bien... passé c'est... d'autres voitures viennent... arrivent en face comme ça eh bien c'est difficile euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Nouel Rolland, ganet e 1939 e Koatreven, o chom e Lanvilin, tud bet ganet e Langoad / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 met, eh ! n'on ket... n'on ket kat da chom pell ganit peogwir zo tud ganin just !
[...]
mais, eh ! je ne peux... je ne peux pas rester longtemps avec toi puisque j'ai du monde juste [au téléphone] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona an Nedeleg (Razaved), ganet e 1936 e Ploubêr, o chom e Rospez, marvet e 2025, tud bet ganet e Ploubêr / Ploulec'h.
Bet tremenet he yaouankiz en Brelevenez ; deut da chom da Rospez en 1958Dastumer : Tangi (2024-01-03)
-
👂 🔗 1. Pa vije bet ur bugel bepred 'vije ket kat an nen d'ober tout an traoù diouzhtu. – 2. Oh geo 'vat, me 'c'horoe, pa oan arri er gêr deus ar maternité, me 'c'horoe diouzhtu. – 1. 'Ta goroet an deiz-se ? – 2. Ya mac'hat 'ha. – 1. Oh me marteze 'ma graet ivez, me 'oaran ket. 'Meus ket soñj. – 2. Geo.
1. Après avoir eu un enfant en tout cas, on n'était pas capable de tout faire tout de suite. – 2. Oh si alors, moi je trayais, quand j'étais revenu de la maternité, je trayais tout de suite. – 1. Tu avais trait ce jour-là ? – 2. Oui, bien sûr. – 1. Oh, moi aussi peut-être, je ne sais pas. Je ne me rappelle plus. – 2. Si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal (2011-09-02)
-
👂 🔗 Met 'blij ket din lakat anezhi noz. Oh nann, aze ec'h out kat da derañjiñ an dud tout. Anfin… A-wechoù 'lakan anezhi tamm bihan. 'Vezer ket bet gwech ebet, pa 'meus bet laket anezhi, 'lavaret din da serriñ anezhi… Amañ 'vez kalm an traoù, [?] peurvuiañ. Pep hini en e loch.
Je n'aime pas la mettre le soir [allumer la télé]. Oh non, là tu peux déranger tout le monde. Enfin… Parfois je la mets un petit peu. On n'est jamais venu, quand je l'ai mise, me dire de l'éteindre… Ici c'est calme en général. Chacun dans sa chambre.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal (2013-01-13)
-
👂 🔗 eh ! n'omp ket kat da lâret dit nemet ar pezh a oaromp hañ !
[...]
eh ! nous ne pouvons te dire que ce que nous savons hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Nikol an Davai (ar Chapalan), ganet e 1945 e Pleuzal, tud bet ganet e Prad / Lezardrev.Dastumer : Tangi (2023-10-28)
-
👂 🔗 na vez ket graet konfiañs en dud ken ivez kwa, feiz, marteze n'eus ket moaien d'ober ivez kwa, peneogwir ma ve roet re a arc'hant dezhe, ma ve... ya, ma vent ket kat da rambourz, o gle kwa, se... gle zo aezet d'ober met paeañ zo un afer all kwa
[...]
on ne fait plus confiance aux gens non plus quoi, ma foi, peut-être qu'il n'y a plus moyen de le faire non plus, puisque si on leur donne trop d'argent, s'ils... oui, s'ils ne peuvent pas rembourser, leurs dettes quoi, ça... c'est facile de faire des dettes mais payer c'est une autre paire de manches quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 hag an ouvrierien... an devezherien 'dea... 'dea... prenet, darn a oa kat d'ober kwa, a 'dea prenet tammoù douaroù evel-se, ya, Kerskoac'h, ha se zo kaoz e oa Kerskoac'h Izelañ ha Kerskoac'h Uhelañ
[... - ... - ... - ... - ... - ... – ja - kɛꝛˈskwaˑ - ... kɛꝛˌskwaˑ iˈze̞lɑ̃ a kɛꝛˌskwaˑ yˈe̞lɑ̃]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 ha 'ma lâret d'an noter « me zo... 'meus graet daou goañv, emezon-me, 'rin ket tri ! me n'on ket kat da sevel ar viñs eu... emezon-me, ken ha... eu... 'h an da... 'h an da vatisañ, 'h an da c'houll ur permi da batisañ 'ba ar Roc'h » « n'out ket o vont da batisañ memes tra ! emezañ, peogwir 'teus lokaterien, ha... int yaouankoc'h evitout ! eh, ben, 'teus ket nemet reiñ koñje... dezhe, emezañ, pa vo fin o feurm, 2, 3... eu... ouai, 3, 6, 9 »
[...]
et j'avais dit au notaire « moi je suis... j'ai fait deux hivers, dis-je, je n'en ferai pas trois ! moi je ne peux plus monter l'escalier euh... dis-je, et... euh... je vais... je vais bâtir, je vais demander un permis pour bâtir à ar Roc'h » « tu ne vas quand même pas construire ! dit-il, puisque tu as des locataires, et... ils sont plus jeunes que toi ! eh, ben, tu n'as qu'à leur... donner congé, dit-il, quand leur location se terminera, 2, 3... euh... ouai, 3, 6, 9 »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michela Mordelez, ganet e 1937 e Peurid, o chom e ar Roc'h, tud bet ganet e Peurid / Koadaskorn.
Aet da chom da Drogeri da 27 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-10-04)
-
👂 🔗 bon, an hini... Traougeri... n'eo ket Jean-Jacques egile, e oa debordet, an hini... 'oa ket kat da respont ac'hanon, re foulet e oa, ha laket ur rendez-vous din dilun, da... unnek eur hanter
[... - ... - tɹ̥ɔwˈge̞ˑɻi - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michela Mordelez, ganet e 1937 e Peurid, o chom e ar Roc'h, tud bet ganet e Peurid / Koadaskorn.
Aet da chom da Drogeri da 27 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-10-04)
-
👂 🔗 1. apeupre n'eus ket miz zo 'mamp gwelet anezhañ, un ourz... 2. oh, ben, 'teus ket ezhomm da dikrial an dud evel-se, eh, oh ! oh ! oh ! 1. 'oan ket kap da gomz ivez, peogwir e oa un ourz 'oan ket kat da gaozeal 2. un ourz ! marteze... 1. un ourz ! 2. oh !
[...]
1. à peu près, cela ne fait pas un mois depuis que nous l'avons vu, un ours... 2. oh, ben, tu n'as pas besoin de critiquer les gens comme ça, eh, oh ! oh ! oh ! 1. je ne pouvais pas parler non plus, puisque c'était un ours, je ne pouvais pas parler non plus 2. un ours ! peut-être... 1. un ours ! 2. oh !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 me 'meus ur mab bihan zo tre... ar mab bihan ac'hann zo eu... tremen daou c'hant ennañ, n'eo ket kat d'ober... da... d'ober ar c'hard deu... evel 'teus-te graet, ha koulskoude, gwelet a rit, 'neus ur vicher start a-walc'h peogwir eo ambulancier
[...]
moi j'ai un petit-fils qui fait... notre petit-fils fait euh... plus de deux cent kilos, il ne peut pas faire... faire le quart de... comme tu as fait toi, et pourtant, voyez-vous, il a un métier assez difficile vu qu'il est ambulancier
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 1. hag an hini 'neus prenet ar Groaz an Teojer bremañ, Sébille, neso... an hini nesañ da... d'an ti 2. ah... adplasañ anezhi ? 1. laket anezhi, hag antouret anezhi brav bremañ ! ar Groaz an Teojer, gwelet a ri, cheñchet plas dezhi deus tregont metr kwa, ar Groaz an Teojer, « teojer », n'on ket kat da gompren petra a sinifi se, ar Groaz an Teojer !
1. [... ˌgɻwaˑsteˈoˑʒəɻ ... - ... - ... - ... - ...] 2. [...] 1. [... - ... - ˌgɻwaˑsteˈoˑʒəɻ - ... - ... - ˌgɻwaˑsteˈoˑʒəɻ - ... - ... - ˌgɻwaˑsteˈoˑʒəɻ]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 hag ur breur-kaer 'meus... hennezh zo deus Karaez, ha n'on ket kat d'ober kaoz gantañ
[ˈkaɻhe̞]
et j'ai un beau-frère... il est de Karaez, et je ne peux pas faire une discussion avec lui [en breton]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 Ha feiz, e oan aet gant ma fodad soub, 'dea preparet ma mamm din, evit an hini gozh-se a oa en he gwele, na kat da fiñval. 'Oa ket kat da fiñval. Hag a... ha ni, d'ar c'houlz-se, e vije machinet hom fenn dimp, gant le Chaperon Rouge. Le Petit Chaperon R... Ha 'ma se c'hoazh en em fenn, boñ ! Lâret e oa din 'zo ket nemet antren ha xxx ( ?).
[...]
Et ma foi, j'étais allée avec mon pot de soupe, que ma mère m'avait préparé, pour cette vieille qui était dans son lit, et ne pouvait bouger. Elle ne pouvait pas bouger. Et... et nous, à cette époque-là, on nous retournait la tête, avec le Chaperon Rouge. Le Petit Chaperon R... Et j'avais encore ça en tête, bon ! On m'avait dit qu'il n'y avait qu'à entrer et xxx ( ?).
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Gwazh ar Gailher ! ah... Gwazh ar Gwailher... ah, damen ! me a anavez ar ger-se met n'on ket kat da lâret dit pelec'h e oa !
[ˌgwaˑzəˈgajɛɻ - ... - ˌgwaˑzəˈgajɛɻ - ... - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, marvet e 2026, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 aze zo ur c'hra... fidam ! hoñ zo reut ! an hini zo kat da sevel honnezh e bisikled 'vat paotr ! n'eo ket brein hañ !
[...]
là il y a une côte... bon sang ! elle est raide ! celui qui est capable de la monter à bicyclette mon vieux ! il n'est pas pourri hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33