Klask
« lesket »
Frazennoù kavet : 100
-
🔗 Ya 'vat ! Me 'ma ket kontell ebet. Ha 'ma laeret an hini ar skolaer. Me 'ma hini ebet ! Ha 'na ket kavet al laer. Me a oa al laer ! Me 'ma laeret anezhi. Ya 'vat ! E gontell dezhañ. Hoñ a oa ur gontell vrav, paotr ! E oa lemm hag e oa un tirbouchon war... me 'ma kontell ebet ha yaouank 'te, krennard. Me 'ma c'hoant da gaout ur gontell ivez xxx ( ?) ha feiz, ba ar gêr, e vije lesket kontilli, deus ar skol n'ae ket.
[...]
Mais oui ! Moi je n'avais aucun couteau. Et j'avais volé celui du maître. Moi je n'en avais pas ! Et il n'avait pas trouvé le voleur. C'était moi le voleur ! Je l'avais volé. Mais oui ! Son couteau à lui. Ca c'était un beau couteau, mon gars ! Il était aiguisé et il y avait un tirebouchon sur... moi je n'avais pas de couteau et [j'étais] jeune, pardi ! adolescent. Moi je voulais avoir un couteau aussi xxx ( ?) et ma foi, à la maison, on laissait les couteaux, [de l'école, il n'allait pas ?].
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 « Attention, emezañ, il ne me reste plus que huit minutes. Cinq minutes ! emezañ, il va aller en... emezañ, en... prison ! » 'Oan ket en em denoñset. (An deiz e oa ?), e gontell a oa aet ganin d'ar gêr, 'ma lesket anezhi er gêr goude. Hoñ a oa ur gontell vrav hañ ! Me 'ma laeret anezhi ! Hag an deiz war-lerc'h ar beure 'nea adkomañset gant ar chanson-se adarre.
[...]
« Attention, disait-il, il ne me reste plus que huit minutes. Cinq minutes ! disait-il, il va aller en... qu'il disait, en... prison ! » Je ne m'étais pas dénoncé. (C'était le jour ?), j'avais emporté son couteau à la maison, je l'avais laissé chez moi après. C'était un beau couteau hein ! Moi je l'avais volé ! Et le lendemain matin il avait recommencé sa chanson de nouveau.
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Hag e oan xxx (div wech 'vat ! ?). Ha 'ma lesket digor goude. Hag ar skolaer an deiz war-lerc'h ar beure o lâret : « Qui a volé mon couteau dans la cave ? Je sais qui c'est ! Je...». Hag e oa derc'het da fiksañ tout... fikset ac'hanon. Fikset ar reoù all. Me o derc'hel penn dezhañ. Met 'oare ket e oa-me muioc'h evit unan all. Ar reoù all nec'het anezhe tout kazi.
[...]
Et j'étais xxx (deux fois ! ?). Et j'avais laissé ouvert après. Et le maître le lendemain matin de dire : « Qui a volé mon couteau dans la cave ? Je sais qui c'est ! Je... ». Et il n'avait pas cessé de nous fixer tous... il m'avait fixé. Il avait fixé les autres. Moi je lui avais tenu tête. Mais il ne savait pas que c'était moi plus qu'un autre. Les autres [étaient] tous inquiets pratiquement.
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ar Boched 'na graet kalz, ba ar batrioted 'oant ket, met kemeret e oant evel patrioted, e oa arri an Almanted, tapet anezhe, kaset anezhe da Grec'h Lagadurien ! unan a oa Jañ Dagorn e anv bepred, ya, 'meus ket anavezet nemet... derc'het 'meus soñj, lakat anezhe e-pign ! gant krigi ! hag... hag amarret o-daou war-dreñv, ha lâret « distokit deus ar re-seoù », 'na lâret ar Boched, (vis kreñv en e c'horf ?), ya, den 'na stoket, 'dant lesket anezhe da vizeriñ ken e oant marvet, e oant bet eizhtez ! en-pign, ya, e oant marvet gant krigi met bepred... ya, ba Krec'h Lagadurien ya, 'meus aon e oa laket tri e-pign, gant an Almanted
[ˌkɹ̥e̞ɣlagaˈdyˑɻjən - ˌkɹ̥e̞ɣlagaˈdyˑɻjən]
les Boches avaient fait beaucoup [d'exécutions], ils n'étaient pas dans les patriotes, mais ils avaient été pris comme patriotes, les Allemands étaient arrivés, [ils] les avaient attrapé, emmené à Krec'h Lagadurien ! un s'appelait Jean Dagorn toujours, oui, je n'ai connu que... je me souviens, [ils] les avaient suspendu ! avec des crochets ! et... et [ils] les avaient attachés par derrière, et [ils avaient] dit « écartez-vous d'eux ! », que les Boches avaient dit, (il était en furie ?), oui, personne n'avait touché, ils les avaient laissé souffrir jusqu'à ce qu'ils décèdent, ils avaient été huit jours ! suspendus, oui, ils étaient morts en raison des crochets mais toujours est-il... oui, à Krec'h Lagadurien oui, je crois qu'ils étaient trois suspendus, par les Allemands
Pleuveur-Bodou
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 na prenet hennezh gant an ti bras-se, pa 'na lesket e bouchiri, eñ a rae pate ha neuze... xxx ( ?) ha traoù, añfin, bremañ... añfin, n'eus mann ebet ken, Momo Guéguen 'na ket gallet derc'hen an taol aze, bistro 'na ivez sañset peogwir e oa... 'na laket ur bistro e-barzh met... da gentañ e vije tud, goude 'vije den ebet ken
[...]
il avait acheté celui-là [terrain] avec cette grande maison-là, quand il avait laissé sa boucherie, il faisait des pâtés et aussi... xxx ( ?) et tout, enfin, maintenant... enfin, il n'y a plus rien, Momo Guéguen n'avait pas réussi à tenir le coup là, il avait un bistro aussi en principe puisqu'il y avait... il avait installé un bistro dedans mais... au début il y avait du monde, après il n'y avait plus personne
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 Traouiz ya, c'est là que mes parents... o doa prenet... un ti bihan, quand ils... pa... pa o deus lesket o... o komanant, o ferm alors
[txɔˈwiˑs - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Pleudel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Monig Janin (Kario), o chom e Plouha, tud bet ganet e Skiñvieg / ar Merzher.Dastumer : Tangi (2026-02-26)
-
👂 🔗 welez ket Krec'h Bizien ? nann ? pe Crec'h Bizien, 'welez ket... aze... aze eu... aze e oa tud ma... ma mamm-gozh a oa alese, ni... ya, met justamant ! aze zo... un alterkasion, eu... Krec'h Bizien... a zo en brezhoneg, ma zad-kozh a oa o chom e Krec'h Birien, an ti zo deut... c'hoazh, bon, bremañ, ur c'hoar din 'deus heritet anezhañ, ha bremañ eo marv teir sizhun zo aze pe miz... goude eo bet heritet 'deus lesket an ti un tamm en abandon met eu...
[... ˌkxe̞xpiˈʁiˑe̞n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - .. .- ... - ... - ˌkxe̞xpiˈʁiˑe̞n - ... - ... ˌkxe̞xpiˈʁiˑe̞n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 amañ e oa... Kerwilzig, met goude eo bet laeret an anv dimp, hag unan a oa koñseilherez aze 'dea lâret din, 'glejen ket bet lesket laerezh an anv, e oa laket... eo laket d'ober ur... ur ru amañ ma kerez, e-krec'h, an hent, a glejen bet kaset eu... bet o welet ar maer, bet kaset ul lizher rekomandet da lâret dezhañ 'oan ket dakor, ha 'ma ket... oh, d'ar c'houlz-se e oan en aktivite ! 'oan ket okupet gant traoù evel-se, gwelet a rez, hag e vijes... e vijes okupet gant da venaj hag a-wechoù evel-henn hag evel-hont...
[... - kɛꝛˈwilzik]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ma... ma vreur z... a oa en... pa 'nea... lesket Roperzh Huon, gant e vab, eu... e oa deut en retred, just... just 'ba... 'ba krec'h eu... al Loser, e-krec'h al Loser
[... - ... - ... - ... - ... ˌɾopɛꝛˈsyˑõn - ... - ... - ... - ... - ... - əˈlosəɹ - ... ˈlosəɾ]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Albert ar C'hoadig, ganet e 1928 e Tonkedeg, o chom e Sant-Eganton, tud bet ganet e ??? / Kemperven.Dastumer : Tangi (2024-05-10)
-
👂 🔗 me a blij din mont da welet ar moc'h en traoñ, met goude, ma deuomp war hom giz, e vez lesket hom oto da krec'h, aze eo stenn hañ !
[...]
moi j'aime bien aller voir les cochons en bas, mais après, quand nous revenons sur nos pas, on laisse notre voiture en haut, là c'est dur hein [côte à monter] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 mije lesket anezhañ 'ba... ar chenil, da pihanañ e vije peoc'h !
[da piˈɑ̃nɑ̃]
je l'aurais laissé dans... le chenil, au moins on aurait eu la paix !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jermen Raoul (Konan), ganet e 1931 e Plouared, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e vije lesket d'ober... ur bern labour a vije peogwir e vije lesket ar c'horz pataz hag eu... e oa « an abondance » ivez, aze e oa arriet un druilhad... un druilhad loened, un druilhad loened ur bloavezh, c'hwi 'peus soñj ! un druilhad loened « doryphores », ha « doryphores » a oa... aze e oa daou sort dioute, ha war « an abondance », se a oa... se a oa pataz ar moc'h kwa ! e oamp o tennañ ar c'horz diwarne, ar re-seoù a vije tennet tard neuze, tard neuze
[... - ... - ... ˈlɛskɛd ˌhɔꝛs paˈtɑˑs ... - ... - ... ˈndʁyjət ˌdʁyjəd ˈlwẽ̞ˑnət - ˌdʁyjəd ˈlwẽ̞ˑnəd ˈblɑwəs - ... - ... - wɑ̃m ˈtɛnə ˈhɔꝛz diˈwaꝛne̞ - ... - ...]
et après on laissait faire... il y avait beaucoup de travail puisqu'on laissait les fanes de pommes de terre et euh... il y avait de l' « abondance » [variété de patates] aussi, là une nuée était arrivée... une nuée d'insectes, une nuée d'insecte une année, vous vous souvenez ! une nuée d'insectes « doryphores », et « les doryphores » étaient... il y en avait deux sortes, et sur l' « abondance », ça c'était... ça c'était des patates à cochons quoi ! nous étions en train d'enlever les fanes dessus, celles-là on les tiraient tard alors, tard alors
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feiz, Teo Peru, deus Plouared, a fournise leueioù bihan din, leueioù bihan hag a vije prenet eu... unan, div, teir, peder... da... d'ober... d'ober onnerezed, hag e gave din reoù... reoù peder sizhun, pemp sizhun, ha lesket anezhe en o c'hraou
[fe - ˌteˑo ˈpɛˑɣy ... - ... - ... - a ˈgɑˑve ˌdĩ ˈɣeˑo - ˈɣeˑo ˈpeˑdɛʁˌzyˑn - ˈpɛm ˌsyˑn - ...]
ma foi, Théo Péru, de Plouared, me fournissait des veaux, des veaux qu'on achetait euh... une, deux, trois, quatre... pour... pour faire... pour faire des génisses, et il me trouvait des... des [veaux] de quatre semaines, cinq semaines, et on les laissait dans l'étable
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. al Lann Duran ! 2. Lann Duran ! 1. ya 2. voilà ! 1. ya 2. Lann Duran ya 1. ya, ha se zo... a vez lesket da gouezhañ, ya, ya, ya ! Lann Duran, ya 'vat ! aze zo un hent hag a dap Keraodi, deus Lann Duran hag ar re-seoù
1. [əˌlɑ̃nˈdyˑɾən] 2. [ˌlɑ̃nˈdyˑɣən] 1. [ja] 2. [...] 1 [ja] 2. [ˌlɑ̃nˈdyˑɣən ja] 1. [ja - ... - ... - ja - ja - ja - ˌlɑ̃nˈdyˑɣən - ... - ... ke̞ˈɾoˑdi - ... ˌlɑ̃nˈdyˑɾən ...]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi (2023-07-11)
-
👂 🔗 1. ar Vilin Vor a oa ivez 'ba... Tredarzeg, ya, ya ! 2. oh, ya ! hoñ n'eus ket lâret sell ! 1. ya ! Milin Vor ya 2. honnezh 'meusomp lesket a-gostez
1. [ˌviˑlin ˈvoˑɹ ... - tɹeˈdɑɹzək - ja ja] 2. [o ja - ...] 1. [ja - ˌmiˑlin ˈvoˑɹ ja] 2. [...]
Tredarzeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Louis an Arzul, ganet e 1936 e Tredarzeg, o chom e Tredarzeg, tud bet ganet e Tredarzeg / Kerborzh.
– Fernande ar Bever, ganet e 1935 e Kerborzh, o chom e Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an Anglizien zo c'hwilien ivez, ar reoù a oa bet dre amañ o vont da brenañ tout an traoù, ha goude int aet kwit ha lesket ar stal war o lerc'h
[ə nɑ̃ˈgliːʒən zo ˈhwiːljən ˌiˑe - ɹew wa ˌbed dɛɹ ˈɑ̃mɑ̃ ˈfɔ̃n də ˈbɹeːnə ˈtun ˌtɾɛw - a ˈguːde hiɲ ɛt ˈtut kwit a ˈlɛskə ˈstɑːl waɹ o ˈlɛɹx]
les Anglais sont des loustics aussi, ceux qui étaient venus par ici allant tout acheter, et après ils sont partis et laissé tout le bazar derrière eux
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met bet e oa ur c'houlz, bet e oa ur momed, pell zo zo hañ ! hag e oa... laket pañkardennoù... da lakat an anvioù, da lakat Gwerun eu... ya, Koad Gwerun, tout, evel-se e gave an dud o flas, lec'h... lec'h 'nez ezhomm da vont, met goude e oa bet lesket se a-gostez
[mɛ ˌbed wa ˈhuls - ˌbed wa ˈmo̞mət - pɛl ˈzo zo ˌɑ̃ - a wa - ˌlɑkə pɑ̃kaɹˈdeno - də ˌlɑkə nɑ̃ˈnojo - də ˌlɑkə gɹwɛˈɹyːn ə - ja - ˌgwɑt kwɛˈɹyˑn ˌtut - viˌse̞ ˈgɑːve̞ ˈndyt o ˈvlɑs ˌle̞x - ˌle̞x ne ˌem də ˌvɔ̃n - mɛ ˌguˑde wa be ˈlɛskə ˌze ˈgo̞ste]
mais il y a eu une époque, il y a eu un moment, cela fait longtemps hein ! et on avait... mis des panneaux... pour mettre les noms, pour mettre Gwerun euh... oui, Koad Gwerun, tous, comme ça les gens trouvaient leur endroit, là... là où on a besoin d'aller, mais après cela avait été abandonné
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met feiz, aet eo a-raok ha lesket e draoù war-e-lerc'h, n'eomp ket nemet gant un tamm... c'hwec'h plan... planken a-raokañ, pa vez laket unan 'ba ar foñs ha daou... hag unan war-benn ha mat ! n'eomp ket tout nemet evel-se, kaer e vefomp 'ba... kaout ur bern... leve
[mɛ ˌfe - ˌe̞d e̞ ˌɹo̞ˑg a ˈlɛskəd i ˈdɾɛw waꝛ i ˈlɛx - ˌnɑ̃m kə ˌmɛ gɑ̃n ˌtɑ̃m - hwɛx ˈplɑ̃ŋ - ˈplɑ̃ŋkən ˌɹo̞kɑ̃ - pe ve ˈlɑkə ˈyˑn ba ˈvɔ̃ˑz a ˈdɔw - a ˈyˑn waꝛˈbe̞n a ˈmɑːt - ˌne̞m kə ˈtud ˌmɛ vəˌse̞ - ˈkɛːꝛ vɔ̃m ba - ˌkɑˑd ˌbɛꝛn - ˈlœːve]
mais ma foi, il est décédé et il a laissé son patrimoine derrière lui, nous ne partons qu'avec un peu... six plan... planches, puisqu'on en met une au fond et deux... et une sur le dessus et ça suffit ! nous ne partons que comme ça, nous aurons beau être... avoir beaucoup de... biens
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze, unan 'na prenet anezhañ, ha n'eo ket bet biskoazh e-barzh o chom, ha lesket anezhañ, hag-eñ... hag-eñ e oa ul loñjerenn vihan vrav aze, oh la la ! un hectare à peu près dioutañ, a-hervez 'meus klevet lâret emañ da werzhañ hag e oa gwerzhet, ya 'vat ! ha lesket... lesket anezhañ en ruin ivez xxx ( ?), bezañ gwerzhet anezhañ diouzhtu neuze ! n'eo ket bezañ lesket anezhañ evel-se memestra !
[ˌɑhe - ˌyˑn na ˈpɾeːnə ˌneˑɑ̃ - a ˌne̞ kə be ˈbiskwaz ˌbaɹs ˈʃo̞m a ˈlɛskə ˌneˑɑ̃ aˌgẽ ˌgẽ wa ə lɔ̃ˌʒɛˑɹən ˌviˑən ˈvɹɑw ˌɑhe - o la la - ... djɔ̃tɑ̃ - ˈhɛɹwe møs ˈklɛwə ˌlɑˑɹ mɑ̃ də ˈwɛɹzɑ̃ a wa ˈgwɛɹzət - ja ha - a ˈlɛskə ˈlɛskə ˌneˑɑ̃ ˈɹɥin ˌiˑe - ? ˌbeˑɑ̃ ˈgwɛɹzə ˌneˑɑ̃ dyˈstyˑ ˌnœhe - ˌne̞ kə ˌbeˑɑ̃ ˈlɛskə ˌneˑɑ̃ vəˈse mo̞sˈtɾɑˑ]
là, un avait acheté [la maison], et il n'a jamais habité dedans, et il l'a laissée, alors que... alors que c'était une jolie petite longère là, oh la la ! avec un hectare à peu près, à ce qu'il parait j'ai entendu dire qu'elle est en vente et qu'elle était vendue, mais oui ! et laissée... il l'a laissée en ruines aussi xxx ( ?), il aurait dû la vendre tout de suite alors ! pas la laisser comme ça quand même !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze, lec'h... lec'h... lec'h out bet aze, ya, eñ... hennezh eo ma mab-kaer, Saliou, ya, ya, ya, ha setu me 'ma lesket ar menaj gante, neuze 'meump savet un ti nevez en soixante-cinq, 'meump savet anezhañ da ma zud-kaer ivez da vont en retred
[ˌɑhe - le̞x le̞x le̞x hud ˌbed ˈɑhe - ja - ˌhẽˑ - ˌhẽˑs e̞ mə ˌmɑpˈkɛːɹ - zaˈliˑu - ja - ja - ja - a ˈsetə me ma ˈlɛskə ˈmeːnaʃ kɑ̃te̞ - ˌnœhe mœm ˈzɑwə ˌnti ˈnewe ... mœm ˈzɑwə ˌneˑɑ̃ də mə ˌzytˈkɛːɹ ˌiˑe də ˌvɔ̃n ɹəˈtɹɛt - a se̞l ˌɑhe]
là, là... là... là où tu as été, oui, il... lui c'est mon beau-fils, Saliou, oui, oui, oui, et voilà moi je leur avais laissé la ferme, alors nous avons construit une nouvelle maison en soixante-cinq, nous l'avons construite pour mes beaux-parents aussi pour aller en retraite
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi