Klask
« operet »
Frazennoù kavet : 26
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 ale ! ha c'hoant 'ma da vezañ operet hañ ! a-hen... a-hend-all 'mije ket bet baleet a-benn ar fin, met ma... ma... ma dud e oant spesial hañ ! (T. : a-c'hiz-kozh un tamm bihan marteze ?) da vat ! da vat !
[...]
allez ! et je voulais être opérée hein ! autre... autrement je n'aurais pas marché pour finir, mais mes... mes... mes parents étaient spéciaux un peu hein ! (T. : attardés un petit peu ?) complètement ! complètement !
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 eu... soi-disant, ma dad... met ma dad ne... 'gaozee ket, 'oa ket den da... 'da ur gintervez deus tu e mamm-gaer deus e... deus tu e lezvamm, a oa bet operet n'onn ket pet gwech deus he hañch, me a oar petra, ha 'oa ket servijet da vann ebet, met gwechall e oa tuberculose des os
[ˈlezwɑ̃m]
euh... soi-disant, mon père... mais mon père ne... ne parlait pas, il n'était pas homme à... il avait une cousine du côté de sa belle-mère, de da... du côté de sa belle-mère, qui avait été opérée je ne sais combien de fois de sa hanche, je ne sais quoi, et ça n'avait servi à rien, mais autrefois il y avait la tuberculose des os
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 pemp sizhun 'ma gortozet, « bon, mat eo ! » ale, aet e oan, n'eus mann ebet, « bon, ale ! deuit da... operiñ neuze ! », hag eu... e oa o prepariñ ac'hanon evit bezañ operet, hag an iñfirmierez o tont da lâret din « ben vous ne serez pas opérée demain... »
[pe̞mˈsyˑn]
j'avais attendu cinq semaines, « bon, c'est bon ! » allez, j'étais allée, il n'y a rien [analyse], « bon, allez ! venez pour... opérer alors ! », et euh... on me préparait pour être opérée, et l'infirmière de venir me voir pour me dire « ben vous ne serez pas opérée demain... »
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 ha 'oarit ket petra zo arri ganin ? añfin, nebeud a dra, n'eo ket... mann... mann a-dreuz ebet, met eu... operet on bet douzh ul lagad, nevez zo, hag e oan bet o welet an anesthésiste ivez a-raok... a-raok bezañ operet, ha hi o welet Eviaz a oa war ma feuilhenn, « met me 'meus prenet un ti en Eviaz » emezi, « ah, bon ?! hag... n'eo ket re da c'houll ganac'h pelec'h neuze ? » ha hi da lâret din eo Kerizel e oa, hag un ti brav zo aze sañset, me n'onn ket bet james e-barzh met... hag un tour zo eno, n'onn ket... pe... un tour, n'onn ket pe... pe evit... evit... ar c'houlmed gwechall pe... pe evit petra eo ?
et vous ne savez pas ce qui m ‘est arrivé ? enfin, pas grand chose, ce n’est pas... rien... rien de grave, mais euh... j’ai été opérée d’un oeil, récemment, et j’avais été voir l’anesthésiste aussi avant... avant de me faire opérer, et elle de remarquer an Eviaz sur ma feuille, « mais moi j’ai acheté ne maison à an Eviaz » qu’elle dit, « ah, bon ?! et... ce n’est pas trop vous demander où alors ? » et elle de me dire que c’était à Kerizel, et il y a une belle maison là en principe, moi je n’y ai jamais été mais... et il y a une tour là-bas, je ne sais pas... si... une tour, je ne sais pas si... si c’est pour... pour... les pigeons autrefois ou... ou pour quoi c’était ?
an Eviaz
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 hag e oan operet ar merc'her, met goude eu... e oan bet eu... 'ma ket c'hoant da dihuniñ deus klevet anezhe met... me 'oaran ket, 'oaran mann ebet, 'ma ket c'hoant da dihuniñ goude, dihunet e oan bepred peogwir 'h on aze
[a wɑ̃n oˈpeːɹəd ˈmɛhɛɹ - mɛ ˌguˑde ə - wɑ̃n ˌbet ə - ˌma kə ˈhwɑ̃n də diˈvyːnĩ døs ˈklɛwə ˌne̞ˑ mɛ - ˈme waˌɹɑ̃ kət - ˈwɑˑɹɑ̃ ˈmɑ̃n bet - ˌma kə ˈhwɑ̃n də diˈvyːnĩ ˌguˑde - diˈvyːnə wɑ̃n ˈbopə pyˌgyˑɹ hɔ̃ ˌɑhe̞]
et j'avais été opérée le mercredi, mais après euh... j'étais allée euh... je ne voulais pas me réveiller à ce qu'ils m'ont dit mais... moi je ne sais pas, je ne sais rien, je n'avais pas envie de me réveiller après, toujours est-il que je m'étais réveillée puisque je suis là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude, se... se a oa ar yaou d'an noz, hag a reoù a vez o serriñ poubel da evañ kafe bep gwener amañ, hag e oant arri aze ha 'ma poan ma brec'h met me a soñje ganin eo ur vloñsadenn eo an hini a oa, hag e oan chomet ar gwener, hag ar sadorn e oan aet d'ar medesin, hag e oa torret ma skoaz, hag on bet operet deus ma skoaz aze
[a ˌguˑde - ˈze ˈze wa ˈjɔw də ˈnɔ̃ːs - a ˌɹew ve ˈsɛĩ puˈbɛl də ˈheːvɑ̃ ˈkɑfe bob ˈgweːnəɹ ˌɑ̃mɑ̃ - a wɑ̃ɲ ˌɑj ˈɑhe a ma ˈpwɑ̃ːn mə ˈbɹex mɛ ˌme ˈʒɔ̃ːʒe gəˈnĩ he̞ vlɔ̃ˈsɑːn e̞ ˌnˑi wa - a wɑ̃n ˌʃo̞mə ˈgweːnəɹ - a ˈzɑːn wɑ̃n ˌɛd də mœˈdœsin - a wa ˈto̞ɹəd mə ˈskwɑˑ - a ɔ̃ ˌbed oˈpeːɹəd døs mə ˈskwɑˑ ˌɑˑe]
et après, ça... ça c'était le jeudi soir, et ceux qui ramassent les poubelles [viennent] boire le café tous les vendredi ici, et ils étaient arrivés là et j'avais mal au bras mais moi je pensais que c'était un bleu, et j'étais restée le vendredi, et le samedi j'étais allée au médecin, et mon épaule était cassée, et j'ai été opérée là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e Roazhon e oa bet operet, bloaz zo, e estomag, aet e oa da lakat un anneau gastrique, hag e oa cancéreux, tennet e estomag dezhañ
[ˈɹɑ̃wɔ̃n wa oˈpeːɹɛt - ˈblɑ so - i ɛsˈtomək - ˌɛd wa də ˈlɑkə ... a wa ... - ˌtɛn i ɛsˈtoməg ˌdeˑɑ̃]
il avait été opéré à Roazhon, il y a un an, de l'estomac, il avait été mettre un anneau gastrique, et c'était cancéreux, on lui a enlevé son estomac
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hoñ zo digourdi, Jeannette hañ ? koulskoude eo bet operet deus he c'halon n'onn ket petra
[ˌhɔ̃ zo diˈguɹdi ʒaˈnɛd ɑ̃ - kusˈkuːde e̞ bed oˈpeːɹəd dəz i ˈhɑːlɔ̃n nɔ̃ kə ˈpɹɑ]
elle est dégourdie [physiquement], Jeannette hein ? pourtant elle a été opérée du coeur je ne sais quoi
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba Lannuon, e oa bet operet deus an amygdales, pe 'ba sant Brieg, met d'ar c'houlz-se ne oa mann ebet da... da... d'ar c'houlz-se ne oa mann ebet da wellaat ar sort-se, ne oa ket antibiotiques, ne oa ket mann ebet d'ar c'houlz-se, eo marv eu... dek devezh goude e oa arri er gêr
[ba lɑ̃ˈnyːɔ̃n - wa bet oˈpeːʁəd dəz namiˈdal - pe ba ˌzɑ̃nˈbʁiːək - mɛ də ˈhulsːe wa ˈmɑ̃n bed də də - də ˈhulsːe wa ˈmɑ̃n bed də we̞ˌlɑˑt ˈsɔʁse - wa kəd ... wa kə ˈmɑ̃n bed də ˈhulsːe - he̞ ˈmɑʁw ə - deg ˈdewəz ˈguːde wa ɑj ˈge̞ːʁ]
à Lannuon, il avait été opéré des amygdales, ou à Sant Brieg, mais à cette époque-là il n'y avait rien pour... pour... à cette époque-là il n'y avait rien pour... pour... à cette époque-là il n'y avait rien pour guérir ce truc-là, il n'y avait pas d'antibiotiques, il n'y avait rien à cette époque-là, il est mort euh... dix jours après être revenu à la maison
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. pa oan bet operet deus ma moteur amañ 2. ah ya ? 1. ya
1. [pe wɑ̃n ˌbed oˈpeːɹəd døz mə ˈmotəɹ ˌɑ̃mɑ̃] 2. [a ˌjɑ] 1. [ˌjɑ]
1. quand j'avais été opérée de mon moteur ici [coeur] 2. ah oui ? 1. oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.
– If Hamon, ganet e 1946 e Ploueg, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 (T. : penaos emañ e gont ?) o met operet eo kua !
[o mɛ o’pe:ʁəd e̞ ’ky:a]
(T. : comment va-t-il ?) oh ! mais il a été opéré quoi !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 te a vo operet ha goude e vi wazh
[te vo o'pe:ɹəd a 'gu:de vi wɑ:s]
tu seras opéré et après tu auras des séquelles
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar batronez zo nevez-operet deus he benn-daoulin
[ba'tʁɔ̃:nəs so ˌnewe o'pe:ʁəd dəz i bɛn'do̞wlin]
la patronne [femme] s'est récemment faite opérée du genou
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa ket renket kas ar medesin warnon, ha koulskoude zo bet tremenet ur radio warnon pa oan bet operet deus an appendicite aze
[wa kə ’ʁɛŋkə kɑs mœ’dœsin waʁnɔ̃ a kus’ku:de zo bet tɾe’me:nəd ɾa’di:o waʁnɔ̃ pa wɑ̃n bed o’pe:ʁəd dez napɛ̃di’sid ’ɑ:he]
on n'avait pas dû m'envoyer le médecin, et pourtant on m'avait fait une radio quand j'avais été opéré de l'appendicite là
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 operet deus e heñchoù
[o’pe:ʁəd dəz i ’hɛ̃ʃo]
opéré des hanches
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 peogwir oan bet operet teir peder gwezh en ur dek vloaz
[py wɑ̃n bed o'pe:rət tɛ:r 'pe:dɛr gweʃ bwe nɔ̃n deg lɑ:]
puisque j'avais été opéré trois quatre fois depuis... en dix ans
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ma ket gouvezet diouzhtu, peogwir n'houlle ket e vije lâret, 'ba Sant Brieg e oa (T. : ha chomet e oa pell 'ba an ospital ?) o 'oa ket ! met bezañ e oa bet operet de la prostate a-raok, bremañ zo dek vloaz pe evel-se
[ma kə gu’ve:əd dy’sty - pə’gu:ʁ nu’le̞kə ’viʃe ’lɑ:ʁət - ba zɑ̃n’bʁi:ɛg wa - o ’wakə mɛ ’be wa bed o̞’pe:ʁəd ... ʁo̞k - ’bœmɑ̃ zo ’degla pe vi’se]
je n'avais pas su tout de suite, puisqu'il ne voulait pas que cela se dise, il était à Sant Brieg (T. : et il était resté longtemps à l'hôpital ?) oh non ! mais il avait été opéré de la prostate avant, il y a dix ans ou quelque chose comme ça
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ 'na bet operet ur gazeg da Yves
[ẽ: na bed o'pe:rəd ə 'gɑ:zək tə ni:f]
il avait opéré une jument [un cheval] à Yves
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa oan bet operet da ma c'hein aze e oan aet da Lannuon
[pe wɑ̃n bed o'pe:rɛt tə mə hɛɲ 'ɑhe wɑ̃n ɛt tə lɑ̃'nyɔ̃n]
quand j'avais été opéré de mon dos là j'étais allé à Lannion
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 bet eo operet aze
[bed ɛ o'pe:rəd 'ɑhe]
elle a été opérée là
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2