Klask
« person »
Frazennoù kavet : 170
-
👂 🔗 ba ar porzh e oa ivez, ur skabell evel-se, ya, Porzh Trozoul, eu... un rocher, ur roc'h... ya, e vije graet se deusontañ, Skabell ar Person... a vije... ya !
[... - ... – ja - ˌpɔꝛstxoˈzuˑl - ... - ... - ... – ja - ˌskabe̞laˈpɛꝛsõn - ... – ja]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Skabell ar Belleg, pe ar Pers... ar Person 'meus aon...
[ˌskabe̞laꝛˈbe̞le̞k - ... - ...]
Trebeurden - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 1. Kernean ! 2. Kernean ! ya 1. ya ! daou Gernean zo ? 2. daou... 1. n'eus ket ? 2. daou... an tad hag ar mab, non ? 1. non ! non... 2. ar memes menaj eo ? 1. n'eo ket ! 2. ah, nann ? met ar Person... Person zo e Kernean, hag ar mab zo petore anv... 1. en Kernean, Kernean emaint ! 2. ah, ya...
1. [kɛꝛˈneˑən] 2. [kɛꝛˈneˑən - ja] 1. [ja - ... gɛꝛˈneˑən ...] 2. [...] 1. [...] 2. [... - ... - ...] 1. [... - ...] 2. [...] 1. [...] 2. [... - ... ˈpɛꝛsõn - ... - kɛꝛˈneˑən - ...] 1. [... kɛꝛˈneˑən - kɛꝛˈneˑən ...] 2. [a ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If ar C'hwerv, ganet e 1936 e Sant-Ke-Perroz, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Sant-Ke-Perroz / Sant-Ke-Perroz.
– Marie-Antoinette ar Park, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Bulien / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
👂 🔗 met ma oa aet da Vear eo gras da... person... Tonkedeg koura ! eñ 'neva graet tout kwa
[... ˈveˑəɻ ... - ... - tõŋˈkeˑde̞k ... - ...]
mais s'il était allé à Bear c'est grâce au... curé... de Tonkedeg quoi ! il avait fait tout quoi [pistonner]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Un deiz... o vont, gwelet a rit, o vont da gaout ar person ha lâret dezhañ : « Oh, aotrou person ! Oh, me zo klañv ! Oh, me zo klañv ! » « Oh, eme an aotrou person, ma out klañv, n'eo ket... n'eo ket me zo kap da soagnal ac'hanout neuze ! o vont da gaout ar medesin, emezañ. » « Ya, me zo klañv, klañv aze gant ar c'hoant da... da dimeziñ, emezañ. » « Ah ! Oh ?! Ar c'hoant da dimeziñ ? » « Ya, aotrou person, me a oar a-walc'h eo c'hwi eo a ra tout an eurejoù ha... e organizit tout an traoù se kwa. » « Oh ! Ma 'teus c'hoant da dimeziñ... Ya, met pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ neuze 'ta ? »
[...]
Un jour... [il était] allé, voyez-vous, allé voir le curé et il avait dit : « Oh, monsieur le curé ! Oh, je suis malade ! Oh, je suis malade ! » « Oh, dit monsieur le curé, si tu es malade, ce n'est pas... ce n'est pas moi qui peux te soigner alors ! [c'est] en allant chez le médecin, dit-il » « Oui, moi je suis malade, malade de l'envie de... de me marier, dit-il » « Ah ! Oh ?! L'envie de se marier ? » « Oui, monsieur le curé, je sais parfaitement que c'est vous qui organisez tous les mariages et... et vous organisez toutes ces choses-là quoi » « Oh ! Si tu veux te marier... Oui, mais quand veux-tu te marier ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 « Oh met se a depand deus pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ. Ma 'teus c'hoant da dimeziñ abred eu... da seizh beure 'vo... 'vo ket nemet hanter-kant lur kwa ! » « Ah... hanter-kant lur, met da seizh eur beure... oh ! se zo re abred memes tra evit ober un eured kwa ! » « Ha nav eur, nav eur e vo... e vo kant lur neuze kwa ! Ha... » « Ya, met me 'meus c'hoant da gaout un eured... kaer memes tra... » « Ya met ma... ma 'teus c'hoant e vije sonet ar c'hleier hag an harmonium ha kantikoù ha tout eu... Neuze e vo daou c'hant lur emezañ. » « Oh... mat eo ar jeu neuze ! 'na lâret d'ar person. Mat eo ar jeu ! Daou c'hant lur, mat ar jeu ! »
[...]
« Oh mais ça dépend de quand tu veux te marier. Si tu veux te marier de bonne heure euh... à sept heures du matin ce ne sera... ce ne sera que cinquante francs ! » « Ah... cinquante francs, mais à sept heures du matin... oh ! ça c'est trop tôt pour faire un mariage quand même quoi ! » « Et neuf heures, neuf heures ce sera... ce sera cent francs alors quoi ! Et... » « Oui, mais moi je veux un mariage... beau quand même... » « Oui mais si... si tu veux que les cloches soient sonnées et l'harmonium et des cantiques et tout euh... Alors ce sera deux cent francs, dit-il. » « Oh... marché conclu ! qu'il avait dit au curé. Marché conclu ! Deux cent francs, marché conclu ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag eñ o vont d'ar bourk kwa. O vont da bourk Langoad. Eñ oc'h arriout 'ba ar bourk. « Oh ! Ar bourk zo trankil amañ 'vat ! (e vije an deiz ?) met gwir eo n'eus ket kalz a dud, n'eus ket deut kalz a dud ». Hag eñ o vont d'an iliz. Den ebet 'ba an iliz ivez. Oh ! Eñ oc'h arriout e-tal da... e-tal d'an aotel aze. Hag e oa laket div gadoar, div gadoar d'arriout war an daoulin ha div gadoar da vont en e goaze. 'Wele ket den ebet ha 'wele... 'gave ket ar person. Ya met un tamm avañs 'na, 'oa ket dek eur hanter c'hoazh kwa ! E oa dek eur ugent pe dek eur... apeupre kwa.
[...]
Et il s'en était allé au bourg. Allant au bourg de Langoad. Il arriva au bourg. « Oh ! Mais le bourg est calme ici ! (C'était le jour ?) mais c'est vrai qu'il n'y a pas grand monde, pas grand monde n'est venu ». Et il s'en alla à l'église. Personne à l'église non plus. Oh ! Il arriva en face de... en face de l'autel là. Et on avait mis deux chaises, deux chaises pour se mettre à genou et deux chaises pour s'assoir. Il ne voyait personne et il ne voyait... il ne trouvait pas le curé. Oui mais il avait un peu d'avance, il n'était pas encore dix heures et demi quoi ! Il était dix heures vingt ou dix heures... à peu près quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Oh ! Hag eñ o vont da welet pelec'h emañ ar person. Eñ o vont d'ar sekretiri kwa, o kaout ar person aze... o lenn e... e bréviaire aze. « Ah ! Bonjour Fañch ! Penaos emañ da damm kont ? » « Oh, mat kwa... Ale ! Kalm eo ar bourk amañ 'vat ! Kalm eo an iliz, n'eus den ebet amañ neuze ? » « Nann ! Ha pelec'h emañ da... da fiancée emezañ ? » « Ma fiancée ?! Oh, aotrou person, 'ba ar briz 'teus goullet ganin, me a soñje eo te a organize tout an traoù-se ! »
[...]
Oh ! Et il alla voir où était le curé. Il alla à la sacristie quoi, et trouva le curé là... en train de lire son... son bréviaire là. « Ah ! Bonjour François ! Comment vas-tu ? » « Oh, bien quoi... Allez ! Mais le bourg est calme ici ! L'église est calme, il n'y a personne ici alors ? » « Non ! Et où se trouve ta... ta fiancée, dit-il ? » « Ma fiancée ?! Oh, monsieur le curé, au prix que vous m'avez demandé, je croyais que c'est vous qui organisiez toutes ces choses-là ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag eñ o vont da Lokenvel gant e... gant e chauffeur kwa ! Hag eñ oc'h arriout en iliz aze. Bet e oa 'ba ar prespitoar gant ar person ha... eñ o vont da... lâret an oferenn da... da iliz Lokenvel kwa ! Eñ oc'h arriout douzh an iliz aze : « Oh ! amañ zo un iliz ha... hag a zo bihan 'vat !
[...]
Et il se rendit à Lokenvel avec son... avec son chauffeur quoi ! Et il arriva à l'église là. Il avait été au presbytère avec le curé et... il alla... dire la messe à... à l'église de Lokenvel quoi ! Il arriva de l'église là : « Oh ! Ici il y a une bien petite église »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Oh, la la ! ya met... eme person Lokenvel, met amañ zo un tamm parrouz vihan. Neuze n'eus ket ur bern monae e-mesk an dud, an dud zo eu... An dud zo paour a-walc'h dre amañ ha neuze... Met an iliz, ma antreit e-barzh, zo... kaer memes tra kar... gwelet a ri labourioù da... Tout ar poutrelles neuze zo skultet ha tout kwa !
[...]
Oh, là, là ! Oui mais... dit le curé de Lokenvel, mais ici il y a une toute petite paroisse. Les gens n'ont pas beaucoup d'argent, les gens sont euh... Les gens sont assez pauvres par ici et donc... Mais l'église, si vous entrez dedans, est... belle quand même car... vous voyez les travaux... toutes les poutrelles sont sculptées et tout quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha laket un toullad boutailhadoù chistr bouchet dezhañ 'ba e... e-kichen dezhañ aze. Ha i da... se a oa miz eu... fin miz Mae aze. An amzer a oa kaer hag orajuz a-walc'h an deiz an interamant ivez kwa. Ha kaset... Fransoa-Mari ma 'teus c'hoant, d'an iliz ivez kwa. Iñstallet e bez 'ba... a-dal d'an aotel aze. Ha... komañset eu... ar person d'ober... da lâret an oferenn ha tout.
[...]
Et on lui avait mis plusieurs bouteilles de cidre bouché dans son... à côté de lui là. Et ils avaient... ça c'était au mois euh... à la fin du mois de mai là. Le temps était beau et assez orageux le jour de l'enterrement aussi quoi. Et on avait amené... François-Marie si tu veux, à l'église quoi. Son cercueil [avait été] installé dans... en face de l'autel là. Et... le curé avait eu... commencé à faire... à dire la messe et tout.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag a-greiz-tout, feiz, ur pennad goude e oa... arri e oa avañset mat an oferenn kwa. Hag a-greiz-tout, ur voutailhad chistr eu... « Paouf ! » Oh ! an aotrou person... Hag a-benn ul lajad goude, an oferenn a avañse kwa ! Eñ o welet eu... chistr o komañs sortial douzh eu... ar bez kwa. Ha ruilhal war... war an douar, war... war ar pave 'ba an iliz aze kwa. Hag e oa ar person... o fachañ neuze : « Ale ! Trawalc'h evel-se hein ! Deut eo da vrammat 'ba ma di, piset 'neus 'ba ma iliz, 'neus ket nemet mont da gaoc'hat lec'h all kwa ! »
[...]
Et subitement, ma foi, un moment après que... la messe était bien avancée quoi. Et soudainement, une bouteille de cidre euh... « Pan ! » Oh ! Le curé... Et un moment plus tard, la messe avançait quoi ! Il vit euh... du cidre qui commençait à sortir du euh... du cercueil quoi. Et qui coulait sur... sur le sol, sur... sur le pavé dans l'église là quoi. Et le curé... s'était fâché alors : « Allez ! Assez comme ça hein ! Il est venu péter dans ma maison, il a pissé dans mon église, il n'a qu'à aller chier ailleurs quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 'Na lâret : « Dam, me a arrio da welet ac'hanoc'h, eme... eme an aotrou... evit an deizioù aze kwa ! » « Ah, ya ! eme an aotrou person, gallout a rit dont ». 'Na preparet merenn dezhañ kwa. Ha... graet an tro d'ar prespitoar ha graet e oa un dro 'ba bourk. Bet e oant o welet an iliz ha tout kwa. Ha debret o verenn gante kwa.
[...]
Il avait dit : « Dame, je viendrai vous voir, dit... dit lé prélat... un de ces jours là quoi ! » « ah, oui ! dit monsieur le curé, vous pouvez venir ». Il lui avait préparé son déjeuner quoi. Et... ils avaient fait le tour du presbytère et ils avaient fait un tour dans le bourg. Ils avaient été voir l'église et tout quoi. Et ils avaient déjeuné quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 « Oh ! eme an eskob, oh ! xxx ( ?) hag eu... relegoù amañ ! amañ zo relegoù ! ». Hag e oa o komz douzh boutailhoù kwa. « Oh ! eme an eskob, 'rit ket gwad fall ! N'int ket marvet hep bezañ gwelet ar person... »
[...]
« Oh ! dit l'évêque, oh ! xxx ( ?) et euh... que de cadavres ici ! ici il y a des cadavres ! ». Et il parlait des bouteilles [vides] quoi. « Oh ! dit l'évêque, ne vous inquiétez pas ! Elles ne sont pas mortes sans voir le curé... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 war an hent bihan, Komanant ar Person
[... - ko̞mɑ̃nˈpɛɹsõn]
Koatreven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 ha Komanant ar Person zo un tamm bihan pelloc'h, war an tu all, à gauche ! e-kichen... e-kreiz-etre hent Perroz hag ar bourk, Komanant ar Person
[a ko̞mɑ̃nˈpɛɹsõn ... - ... - ... - ... pɛˈɹoˑz ... - ko̞mɑ̃nˈpɛɹsõn]
Koatreven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 ah, nann ! ar prespitor zo amañ, ar prespitor bremañ... zo graet ar maeri e-barzh, ha goude e oa graet un tamm ti bihan d'ar person goude, nann, nann ! Keraniliz zo aze... e-traoñ ar bourk aze
[... - ... - ... - ... - ... - ... - kɛꝛˈniˑlis ... - ...]
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
🔗 Ar person a oa desket.
Pèrson-n wa diskeut.
[pɛʁsõn wa diskət]
Le curé était instruit.
Gant : Roje Pariskoad, ganet e 1924 e Louergad, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e ??? / Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Ar person a oa savant.
Pèrson-n wa savan-n.
[pɛʁsõn wa savãn]
Le curé était instruit.
Gant : Roje Pariskoad, ganet e 1924 e Louergad, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e ??? / Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Person a oa e-barzh a-raok met eu... ar Poull Fank ya
[... - ˌpulˈvɑ̃ŋˤ ja]
Ploulec'h
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Yakob, ganet e 1932 e Plouilio, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Plouared / Ploulec'h.Dastumer : Tangi (2023-08-23)