Klask
« pezhioù »
Frazennoù kavet : 97
-
🔗 Pezhioù flokonioù erc'h zo graet.
Pézo flokon-nyo èrc'h zo gwèt.
[pezo flokõnjo eʁx zo gwɛt]
Il y a eu de gros flocons de neige.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 n'out ket kat da gompren, solut... kreñv e oa 'vat ! met... inkroia... treuziñ kêr Gwengamp o tont deus... o tont deus Saint-Péver-se, e oa... e oa mezuret eu... e gargoù traoù, feiz, e oa un trakteur, neuze e oa ur plato... leun a pezhioù bilhoù, ha neuze e vije laket un diaoul a-drek c'hoazh, hag e oa... an hini... an hini hirañ a vije... ha ponerañ a vije laket dindan an diaoul
[... - ... - ... - ... ˈgwɛjɔ̃m ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
tu ne peux pas comprendre, [il était] solide... mais il était fort ! mais... incroya... traverser la ville de Gwengamp venant de... venant de ce Saint-Péver-là, on avait... on avait mesuré euh... ses chargements [de bois], ma foi, il y avait un tracteur, il y avait aussi un plateau... plein de grosses billes, et alors on mettait aussi un diable en plus derrière, et c'était... le plus... le plus long était... et le plus lourd on le mettait sous le diable
Gant : Jan Boujed, ganet e 1931 e Beurleudi, o chom e Bear, tud bet ganet e Beurleudi / Beurleudi.
Gwreg FikamoDastumer : Tangi
-
👂 🔗 darc'hañ pezhioù gwez en traoñ ivez, hag e oa aet da gouezhal war jardin... war jardin un aotrou bennaket
[... - ... ˈʒɛꝛdin - ... ˈʒɛꝛdin ... ˈnɔwtɣu ...]
abattre de très gros arbres aussi, qui étaient tombés sur le jardin... sur le jardin d'un monsieur quelconque
Gant : Jan Boujed, ganet e 1931 e Beurleudi, o chom e Bear, tud bet ganet e Beurleudi / Beurleudi.
Gwreg FikamoDastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha 'ma lâret dezhe « a-benn... a-benn... a-benn e vefont arri duzh an Uhelañ amañ, diwar Gwazh an Uhelañ, ben... 'neusont c'hoazh... un hanter eur vat, a-raok arriout war... war an E... war an ti, 'ba an ti, en Enez Maodez. Ha keit ha... keit ha... keit ha... eu... e oant o tont duzh an... duzh an Uhelañ, lec'h... pa oa vid ar wazh. Pa oa tre ar wazh. D'an Enez Maodez. Ar mor 'na diskennet tremen ur c'hilometr, a-dreñv an enez, lec'h 'h aemp-ni d'ormela bemdez. Ha... ha 'damp... ha 'damp... ar gerreg, pezhioù gerreg, hag e oa kleuz dindan peogwir 'h aemp... 'h aemp dindan... da dreiñ mein, evit... evit kavet ormel. Evit kavet ormel. Ha... ha 'mamp koachet an daou Amerikan, 'ba an (derre ?), 'ba an (derre ?).
[nyˈœlˑɑ̃ - ˌgwaznyˈœlˑɑ̃ - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Et moi je leur avais dit « lorsque... lorsque... lorsqu'ils arriveront de an Uhelañ à ici, venant de Gwazh an Uhelañ, ben... ils ont encore... une bonne demi-heure, avant d'arriver sur... sur an E... à la maison, dans la maison, en Enez Maodez. Et tant que... tant que... tant que... euh... ils venaient de... de an Uhelañ, là... puisque le chenal était vide. Puisque la mer était basse dans le chenal. Vers an Enez Maodez. La mer avait baissé de plus d'un kilomètre, derrière l'île, là où nous allions pêcher les ormeaux. Et... et nous avions... et nous avions... les rochers, de gros rochers, et c'était creux en-dessous puisque nous allions... nous allions dessous... pour tourner les pierres, pour... pour trouver des ormeaux. Pour trouver des ormeaux. Et... et nous avions cachés les deux Américains, dans le (rocher ?), dans le (rocher ?).
Lanvaodez - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
🔗 pezhioù kefiadoù
[ˌpeˑʒo keˈvjɑːdo]
de grosses touffes [ravenelle]
Gant : Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Kervolkin, a-hont evel-se, a-hont e oa kistin bourdel gwechall 2. ya 3. ya, gwez kistin bourdel 1. kistin bourdel 'ba an antre, pezhioù reoù vras aze
1. [kɛɹˈvokin - ˌɑˑɔ̃n viˌse ˌɑˑɔ̃n wa ˌkistin ˈbuɹdəl gweˈʒɑl] 2. [ˌjɑ] 3. [ˌjɑ - gwẽ ˌkistin ˈbuɹdəl] 1. [ˌkistin ˈbuɹdəl bah ˈnɑ̃tɹe - ˌpeˑʒo ˌɹew ˈvɹɑːz ˌɑhe̞]
1. Kervolkin, là-bas comme ça, là-bas il y avait des marrons autrefois 2. oui 3. oui, des marronniers 1. des marronniers dans l'entrée, de très gros là
Gant :
– Emil an Alan, ganet e 1937 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
– Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
– Frañsoa Briand, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag a-raok e vije kazi... prest a-walc'h e vije unan 'ba pep park kwa, un torkad merien bras aze, pezhioù reoù du
[a ˌɹo̞g viʒe a ˌkɑhe - ˌpɹest əˈwɑx viʒe yn bah pop ˈpɑɹk kwa - ˌtɔɹkə ˌmɛɹjɛn ˈbɹɑːz ˌɑhe - ˌpeˑʒo ɹew ˈdyˑ]
et avant il y avait presque... il y en avait pratiquement une dans chaque champ quoi, une fourmilière de grandes fourmis là, des grosses noires
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha... ha pell zo 'ma ket gwelet ar re... ar reoù vihan du, hag ar re-se zo gwashoc'h c'hoazh bepred, hag ar re-se 'vezont ket pell o produiñ hein ! une saloperie, ya ! ar reoù all zo les rats d'égout hein ! pezhioù traoù griz aze, me 'meus reoù du ha pas gros hein ! met daonet e vo ma ene ! produiñ a reont 'vat !
[a a ˌpɛl zo ˌma kə ˌgwe̞ˑlə ˌɹe ˌɹew ˈviˑən ˈdyˑ - a ˌɹeˑe zo ˈwɑsɔx ˌhwɑz ˈbopət - a ˌɹeˑe ˌvɛɲ cə ˈpɛl pɹoˈdyˑĩ ɛ̃ - ... - ˌjɑ - ˌɹeˈwɑl zo ... ɛ̃ - ˌpeˑʒo tɹɛw ˈgɹiːz ˌɑˑe - ˌme møz ɹew ˈdyˑ a pas ˈgɹoˑs ɛ̃ - mɛ ˈdɑ̃wnəd vo ma ˈiːne pɹoˈdyˑĩ ɹɛɲ ha]
et... et depuis longtemps je n'avais pas vu les... des petits noirs [rats], et ceux-là sont pires encore toujours, et ceux-là ne sont pas longs à se reproduire hein ! une saloperie, oui ! les autres ce sont les rats d'égout hein ! de gros machins gris là, moi j'ai des noirs et pas gros hein ! mais que damnée soit mon âme ! ils se reproduisent !
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met me 'meus bet gwelet pezhioù, piesoù kwa, teatr, teatr gant ar vugale, reoù... reoù... 'ba Kawan pe n'onn ket pelec'h, ha kazi 'gomprenen ket kalz tra paotr ! 'gomprenen ket kement-se, ha 'oan ket ma-unan hañ !
[mɛ ˌme mɔz be ˌgwe̞ˑlət ˈpeːʒo - ˈpjɛso kwa - teˌat - teˌat gɑ̃n vyˈgɑːle - ˌɹew ˌɹew - ba ˈkɑwɑ̃n pe waˌɹɑ̃ kə ˈple̞x - a ˌkɑhe gɔ̃pɹeˌnɛŋ kə ˌkɑlz ˈtɹɑˑ po̞t - gɔ̃pɹeˌnɛŋ kə keˈmese - a ˌwɑ̃n kə məˈhœˑn ɑ̃]
mais moi j'ai eu l'occasion de voir des pièces, des pièces quoi, de théâtre, du théâtre avec des enfants, des... des... à Kawan où je ne sais où, et quasiment je ne comprenais pas grand chose mon gars ! je ne comprenais pas tant que ça, et je n'étais pas tout seul hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall e vije lâret ur surprizenn pa vez... pa vez... paeet an traoù 'ba... 'ba... 'ba ar c'hoñversoù gwechall, e vije pezhioù surprizennoù
[gweˈʒɑl viʒe ˌlɑˑɹ ə syɹˈpɹiːzən pe ve - pe ve - ˈpɛˑɛ ˈntɾɛw bah bah - ba hɔ̃ˈvɛɹʃo gweˈʒɑl - viʒe ˌpeˑʒo syɹpɹiˈzeno]
autrefois on disait une surprise quand il y a... quand c'est... payé les choses dans... dans... dans les comemerces autrefois, il y avait de grosses surprises
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha da gentañ a oa monte-pailles, ha neuze e vije Louis ar Bourr ha Fañch Koatantieg, oh ! ni... ni a rae pezhioù tournioù, oh la la la ! ni a vije o tornañ paotr, c'hoariet e vije las e-pad teir sizhun, labourat a raemp, non de diou ! kazi... graet e vije... ni a dape tomm hañ !
[a ˌɹewˈgentɑ̃ wa ... - a ˈnœhe wa lwi ˈbuɹ a vɛ̃ʃ ˌkwatɑ̃nˈtiːək - o ˈnim - ˈnim ɹe ˌpeːʒo tuɹˈniˑo - o la la la - nim viʒe ˈtɔɹnɑ̃ po̞t - ˈhwɑj viʒe ˈlɑs pad tɛɹ ˈzyːn - laˈbuˑɹ ə ɹɛm - ... - ˈkahe gwɛd viʒe - nim ˌdɑpɛ to̞m ɑ̃]
et les premiers c'étaient des monte-pailles, et aussi il y avait Louis Le Bour et François Coatantiec, oh ! nous... nous faisions de grosses tournées, oh la la la ! nous battions mon gars ! on faisait la fête pendant trois semaines, nous travaillions, nom de dieu ! presque... on faisait... nous attrapions chaud hein !
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 louzaouiñ an ed, bremañ e vezont (tisoc'h ?), prest a-walc'h e vez arri mat da dornañ e vezont o louzaouiñ anezhe bepred, fongicide, eñ zo un ampoezon, oc'h ampoezoniñ ar greun ha tout eu... ha se 'gleje ket bezañ graet hañ ! dezerbiñ anezhe a-raok, d'accord, gant sort-pe-sort met... ha n'onn ket pet gwech e dremenont, teir peder gwech, « oh ! kaer eo an ed (didremp ?), pezhioù roudoù trakteurien memes, mac'hañ anezhe-tout eu... ingal zo ! mais non mais euh... evit rekoltiñ petra ouzhpenn ? n'onn ket hag-eñ n'afe ket priz ar louzoù outre kwa
[luˌzuˑĩ ˈneːt - ˌbɹœmɑ̃ vɛɲ ˈtizɔx - ˌpɹest əˈwɑx ve ˌɑj ˈmɑːt tə ˈdɔɹnɑ̃ vɛɲ luˌzuˑĩ ˈne̞ ˌbopət - ... - ˌhẽ zo nɑ̃mˈpweːzɔ̃n - hɑ̃mpweˈzɔ̃ːnĩ ˈgɹœːn a ˌtut ə - a ˌze gleˌʃe kə ˌbe ˈgɛd ɑ̃ - deˈzɛɹbĩ ˈne̞ ˌɹo̞ˑg daˌkɔɹ gɑ̃n ˌsɔɹtpeˈsɔɹt mɛ - a ˌnɔ̃ kə ˌpet kweʃ dɹeˈmeːnɛɲ - ˈtɛːɹ peˈde̞ꝛgweʃ - o ˈkɛːɹ e̞ ˈneːd ˌdidɹɛm - ˌpeˑʒo ˈɹuːʒo tɹakˈtœːɹjən ˌmɛməz - ˈmɑhɑ̃ ne̞ ˌtud ə - ˈiŋgal zo - mɛ nɔ̃ mɛ ə - wid ɹeˈkɔltĩ ˌpɹɑ ˈspe̞n - ˌnɔ̃ kə ˌgẽ ˌnafe ˌnpɹiˑz ə ˈluːzo ˈutɾe kwa]
traiter le blé, maintenant ils sont xxx ( ?), quand il est pratiquement bon à battre ils le traite quand même, fongicide, ça c'est un poison, qui empoisonne les grains et tout euh... et ça ne devrait pas être fait hein ! le désherber avant, d'accord, avec telle ou telle sorte mais... et je ne sais combien de fois ils passent, trois quatre fois, « oh ! le blé est beau xxx ( ?), de même les grosses roues des tracteurs, elles l'écrase complètement euh... peu importe ! mais non mais euh... pour récolter quoi en plus ? je ne sais pas si le prix des produits ne se rajoute pas en plus quoi
???
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oa ket bras bras, e-kichen ar Roc'h Huon neuze ti Jagin, eu... aze e oa saout, pezhioù saout ha koleed ha... hag ec'h arrie an dud da degas o buoc'h d'ar c'hole aze, ya ! sell aze hañ !
[ˌwɑ kə ˈbɹɑˑz ˌbɹɑˑz - ˌkiʃən ˌɹɔˈxyˑɔ̃n ˌnœhe̞ ti ˈʒɑːgin - ə - ˌɑhe̞ wa ˈzo̞wt - ˌpeˑʒo ˈzo̞wd a kwɛˈleˑət a - a ˌhɑje ˈndyt tə ˌde̞s o ˈbyx tə ˈhwɛːle ˌɑhe̞ - ˌjɑ - sɛl ˌɑhe̞ ɑ̃]
ce n'était pas très grand, en comparaison de ar Roc'h Huon alors chez Jaguin, euh... là il y avait des vaches, de grosses vaches et des taureaux et... et les gens venaient amener leur vache au taureau là, oui ! voilà hein !
Bear-Gwenezhan
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant pezhioù dent dezhi
[gɑ̃n ˌpeˑʒo ˈdɛn de̞j]
ayant de grosses dents [scie]
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ac'hanta, aze emañ Milin Donant, da droc'hañ koad, bremañ moarvat, me n'onn ket pe int aet en retred pe betra, 'oaran ket met... ar c'hoad zo bilhoù koad, pezhioù bilhoù gwez troc'het aze
[ˌhɑ̃nta - ˌɑhe̞ mɑ̃ ˌmiˑn ˈdɔ̃ˑnən - ˌdɹo̞hə ˈkwɑt - ˌbo̞mɑ̃ maˌhɑt me ˌnɔ̃ kə pe ˌhɛɲ ɛd ɹœˌtɹɛt pe ˌbɹɑˑ - waˌɹɑ̃ kə mɛ - ə ˈhwɑt so ˌbijo ˈkwɑt - ˌpeˑʒo ˌbijo ˈgwẽˑ ˌtɹo̞həd ˌɑhe̞]
eh bien, c'est là que se trouve Milin Donant, pour couper le bois [scierie], maintenant sans doute, moi je ne sais pas s'ils sont partis en retraite ou quoi, je ne sais pas mais... le bois, il y a de grosses billes de bois, de grosses billes d'arbres coupés là
Bear-Gwenezhan
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ar Pont Rouz zo en traoñ amañ, aze zo un ti ivez hag e oa ur menaj, e oa ur menaj ivez, aze an hini a oa kavet istr, oc'h ober ur puñs, oh istr ! pezhioù traoù tev aze !
[ja ˌpɔ̃nˈɹuːs so ˈntɾo̞w ˌɑ̃mɑ̃ - ˌɑhe̞ zo ˈnti ˌiˑe a wa ˈmeːnəʒ - wa ˈmeːnəʒ ˌiˑe - ˌɑhe̞ ˌnˑi wa ˌkɑˑd ˈist - ˌho̞ˑɹ ˈpỹːs - o ˈist - ˌpeˑʒo ˌtɾɛw ˈtew ˌɑhe̞]
oui, ar Pont Rouz est en bas ici, là il y a une maison aussi et il y avait une ferme, il y avait une ferme aussi, c'est là qu'on avait trouvé des huîtres, en faisant un puits, oh des huîtres ! des très grosses là !
Kemperven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Gwerorvan a vez lâret, Gwerorvan, ya, Gwerorvan 2. ya, Gwerorvan ya 1. ya, Gwerorvan eo, ya, eñ a oa... 2. eno e oa ur pezh eu... 'peus ket bet klevet komz deus... 1. ... unan deus plasoù bras 'ba Louergad gwechall ivez, Gwerovan, eno zo pezhioù lojeiz mein aze, gwelet a rez, hag eu... n'onn pesort a oa ivez, gwelet a rez 2. eñ a oa genre manwarien 1. daon ya ! ya, ya ! ah ya, ya ! 2. ur pezh laouer, met vein e oa, met honnezh a oa aet da Lannvolon
1. [gwe̞ˈɹo̞ˑɹən ve ˌlɑːɹət - gwe̞ˈɹo̞ˑɹən - ja gwe̞ˈɹo̞ˑɹən] 2. [ja gwe̞ˈɹo̞ˑɹən ja] 1. [ja - gwe̞ˈɹo̞ˑɹən he̞ - ja - ˌhẽˑ wa] 2. [ˌeˑno wa ˌpeˑs ə - pøs kə be ˌklɛwə ˈkɔ̃ms tœs] 1. [ ˈyˑn dœs ˌplɑso ˈbɹɑːz bah luˈɛɹgad gweˈʒɑl ˌiˑe - gwe̞ˈɹo̞ˑɹən - ˌeˑno zo ˌpeˑʒo loˌʒɛjz ˈmɛɲ ˌɑhe gwe̞ˑz - ag ə - nɔ̃m ˈsɔɹd wa ˌiˑe ˌgwe̞ˑl ə ɹe̞s] 2. [ˌhẽˑ wa ʒɑ̃ɹ maˈnwɑˑɹjən] 1. [dɑ̃ ja ja ja - a ja ja] 2. [ə ˌpeˑs ˈluˑaɹ - mɛ ˈvɛɲ wa - mɛ ˌhɔ̃ˑs so ˌɛd dɛ ...]
1. Gwerorvan qu'on dit, Gwerorvan, oui, Gwerorvan 2. oui, Gwerorvan oui 1. oui, Gwerorvan que c'est, oui, ça c'était... 2. là-bas il y avait une grosse euh... vous n'avez pas entendu parler de... 1. ... une des grandes fermes de Louergad autrefois aussi, Gwerovan, là-bas il y a de grands logis en pierre là, vois-tu, et euh... je ne sais pas ce qu'il y avait aussi, vois-tu 2. ça c'était un genre de manoir 1. dame oui ! oui, oui ! ah oui, oui ! 2. une grosse auge, mais en pierres, mais celle-là avait été transportée à Lannvolon
Louergad
Gant :
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pezhioù tachennoù ed
['pe:ʒo ta'ʃeno e:t]
de grandes parcelles de blé
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pezhioù flokonioù
['pe:ʒo flo'kɔ̃ɲo]
de gros flocons
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Nann feiz, mann 'met deus gwelet peseurt uhelder 'deuint aze par rapport din, e oar an nen a-walc'h ne oant ket pezhioù, pezhioù, pezhioù krevier quoi.
Non ma foi, rien qu'à voir leur hauteur par rapport à moi, on sait bien que ce n'était pas des grandes crèches.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal