Klask
« soñjet »
Frazennoù kavet : 62
-
👂 🔗 aze 'meus un anecdote, ha... an hini a garo a soñjo ar pezh e karo, un devezh e oa lâret dimp ober taolplê, e oa... ar garde des sceaux da dont da debriñ e goan, ha me 'meus soñjet « petra zo kaoz emañ hennezh o tiwall... kelornioù ? »
[...]
là j'ai une anecdote, et... celui qui veut pensera ce qu'il voudra, un jour on nous avait dit de faire attention, il y avait... le garde des sceaux qui venait dîner, et moi j'ai pensé « pourquoi garde-t-il... des seaux celui-là ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 met... met... abaoe... abaoe on yaouank, abaoe e oan plac'h bihan, plac'h bihan, n'aen ket d'ar skol c'hoazh, 'ma gwelet oc'h arriout du-mañ, ur chirurjian deus Lannuon war gein e gazeg, ha 'meus soñj... c'hoazh 'meus lâret diouin ma-unan, « me a rey se ivez », ha tout ma buhez 'meus soñjet ober se, met 'meus ket gallet ober
[laˈnyˑõn]
mais... mais... depuis... depuis que je suis jeune, depuis que je suis petite fille, petite fille, je n'allais pas encore à l'école, j'avais vu arriver chez moi, un chirurgien de Lannuon à dos de cheval, et je me souviens... encore que je me suis dit, « moi je ferai ça aussi », et toute ma vie j'ai pensé faire ça, mais je n'ai pas pu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 Kroaz Dour an Naou Dour, ha gwechall e oa ur groaz aze, ha zo kaset en penn all, d'an hent-se, aze e oa Kroaz Dour an Naou Dour, Dour an Naou Dour, soñjet 'meus, petra zo kaoz Dour an Naou Dour ? met, pa oan yaouank, 'h aen aze, ah, me 'h ae da vesa ar saout hañ ! ha... 'h aen... e blije din mont 'ba an henchoù da vesa ar saout
[kɹ̥wazˌduˑɻəˈnɔwduɻ - ... - ... - ... kɹ̥wazˌduˑɻəˈnɔwduɻ - ˌduˑɻəˈnɔwduɻ - ... - ... ˌduˑɻəˈnɔwduɻ - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 ah, ben ya ! Kergoualc'h ya, Kergoualc'h... Kerkoualc'h 'meus... 'meus soñjet, 'meus... m'eus bet soñj dionte ivez 'vat !
[... - ˌkɛꝛˈguˑalꭗ ja - ˌkɛꝛˈguˑalx - ˌkɛꝛˈkuˑalꭗ ... - ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If an Damani, ganet e 1927 e Servel, o chom e Trebeurden (EHPAD), marvet e 2023, tud bet ganet e Brelevenez / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
🔗 mije ket soñjet
mi jé ket jonh-oet
[mi ʒe kø ʒõhœt]
je n'aurais pas pensé.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Heñ 'na klevet lavaret 'oa aet reoù all, ha feiz 'na soñjet ober evelte.
Il avait entendu dire que d'autres y étaient allés, et il avait décidé de faire comme eux.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal (2012-02-12)
-
👂 🔗 'Meus ket soñjet esplikañ dit, peogwir 'vefe ret din ober eveltout ma vijen aet d'ober ivez.
Je n'ai pas pensé t'expliquer, parce que j'aurais dû faire comme toi si je l'avais fait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal (2013-10-06)
-
🔗 Soñjet meus ganin.
Jons meus geuni.
[ʒõs møs gøni]
J'ai pensé, j'ai cru.
??? Douteux
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 nann ! 'vije ket bet soñjet 'nije bet graet traoù evel-se
[...]
non ! nous n'aurions pas pu imaginer qu'il eut pu faire des choses comme ça [crimes]
Gant : Ived Nikolaz (Moriz), ganet e 1935 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi (2023-08-24)
-
👂 🔗 met goude pa oa marv ma dad eu... eu... droed 'mamp da viret daou devezh-arat douar, ha feurmiñ ar peurrest, ha 'meump feurmet anezhe d'ur menajer tal-kichen aze, met petra a rin deus daou devezh-arat douar ? ha 'ma soñjet eu... kemer deñved hag abaoe 'meus deñved ! ha feiz, evel-se, boñ... oh ! 'c'honezan ket eu... 'vez ket gonezet hañ ! met añfin, kement ha en em okupiñ ha miret... c'hoant 'meus da viret eu... douar gant an ti, an deiz ma vo gwerzhet an ti-mañ e vo douar da-heul
[...]
mais après quand mon père était mort euh... euh... nous avions droit de garder un hectare de terres, et louer le reste, et nous les avons loué à l'agriculteur à côté là, mais que ferai-je d'un hectare de terres ? et j'avais pensé euh... prendre des moutons et depuis j'ai des moutons ! et ma foi, comme ça, bon... oh ! je ne gagne pas euh... ça ne gagne pas hein ! mais enfin, tant qu'à s'occuper un peu et garder... j'ai envie de garder euh... du terrain avec la maison, le jour où cette maison-ci sera vendue, il y aura du terrain avec
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 met skoet e vije din war ma bizied abalamour eu... goût a raen ar galleg met pouf ! galleg gant brezhoneg... soñjet kwa, hag evel-se e vije skoet warnon, nann ! e vije lâret din eu... mont da... lenn eu... ar pezh 'ma skrivet en galleg evit laket ar reoù all da c'hoarzhin diouzhin kwa, ah geo ! ah ya, ya, ya ! ha graet evit ar reoù all... d'ar reoù all ivez, ar memes tra, ha me 'ma k... me... me a oa... me zo bet feuket gant se hein ! o welet eu... kemer goap deus ar reoù ha... ha 'oant ket kat da... bezañ stummet, ha... pe... desket mat 'ba ar bre... 'ba ar brezh... 'ba ar galleg kwa, ah ya ! pe... pe amañ, 'ba ar skol publik, pe 'ba... 'ba... gant ar seurezed, ar memes tra ivez, katechism, ar memes tra hein ! boutañ evit euh... kemer goap deus ar reoù 'oant ket kat da... a oa... chomet war-lerc'h hag eu... evit eu... lakat ar reoù all da c'hoarzhin, se... se... se 'na feuket ac'hanon, spontus
[mɛ ˈskoˑəd viʒe ˌdĩ waɹ ma biˈziˑəd ˌblɑ̃m ə - ˌguˑd ə ɹɛn ˈgɑlɛk mɛ puf - ˈgɑlɛg gɑ̃n bɹe̞ˈzɔ̃ːnək - ˌʒɔ̃ːʒət kwa - a vəˌse viʒe ˌskoə waɹnɔ̃ - ˌnɑ̃n - viʒe ˌlɑˑɹ tĩ ə - ˌmɔ̃n də ˈle̞n ə - ˌpez ma ˈskɹiːvə ˈgɑlɛg vit ˌlɑˑɹe ˌɹeˈwɑl də ˈhwɛɹzin diˌwĩ kwa - a ˌge̞w - a ˌjɑ ˌjɑ jˌɑ - a ˌgɹɛt vit ɹeˈwɑl - də ɹeˈwɑl ˌiˑe - mɔ̃sˈtɹɑ - a me ˌmɑ k - ˌme - ˌme wa - me zo ˌbe ˈfœkəd gɑ̃n ˌze ɛ̃ - ˈwe̞ˑlə ə - ˈkemɛɹ ˈgwɑˑb dœz ˌɹew a - a ˌwɑ̃ɲ kə ˌkɑt tə ˈbeˑɑ̃ ˈstuməd ˈmɑːd - a pe - ˈdiskəd ˈmɑːd ba bɹe̞ ba bɹe̞ˈz bah ˈgɑlɛk kwa - a ˌjɑ - pe pe ˈɑ̃mɑ̃ - bah ˌskoˑl ˈpublik - pe ba ba - gɑ̃n sœˈɹeːzəd ˌmɔ̃məsˈtɹɑ ˌiˑe - kataˌʃism - ˌmɔ̃məsˈtɹɑ ɛ̃ - ˈbutɑ̃ wit ə - ˈkemɛɹ ˈgwɑˑb də ˌɹew ˈwɛɲ kə ˌkɑt ta - wa - ˌʃo̞me̞ waɹˈlɛɹx ag ə - wit ə ˌlɑkə ˌɹeˈwɑl də ˈhwɛɹzin - ˌze ˌze ˌze na ˈfœkəd ˈɑ̃ːnɔ̃ - ˈspɔ̃tys]
mais on me tapait sur les doigts afin que... je savais le français mais pouf ! du français avec du français... pensé quoi, et donc on me frappait, non ! on me disait euh... d'aller... lire euh... ce que j'avais écrit en français pour que les autres rient de moi quoi, ah si ! ah oui, oui, oui ! et ça concernait les autres... les autres aussi, la même chose, et moi je n'av... moi... moi j'étais... moi ça m'a choqué hein ! de voir euh... se gausser de ceux qui... qui n'étaient pas capables... d'être compétents, et... ou... bien instruits en bre... en bret... en français quoi, ah oui ! que ce soit... que ce soit ici, à l'école publique, ou à... à... avec les bonnes soeurs, pareil aussi, le catéchisme, pareil hein ! faire en sorte que euh... se gausser de ceux qui n'étaient pas capables de... étaient... avaient du retard et euh... pour eu... faire rire les autres, ça... ça... ça ça m'avait choqué, terriblement
Gant : Padrig an Andrev, ganet e 1959, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Chapel Nevez / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oan krennardenn 'meus ket bet soñjet 'ba traoù evel-se
[pə wɑ̃n kɹe̞ˈnɑɹdən ˌmøs kə ˌbe ˈʒɔ̃ˑʒə ba ˈtɹɛw vəˌze]
quand j'étais adolescente je ne pensais pas à des choses comme ça
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar vuhez a dremen fonnus, hag eu... 'meus bet soñjet, un dro bennak ma 'mez amzer eu... e vijen bet en em lakeet eu... da... da... da deskiñ brezhoneg, welloc'h evit e ran
[ə ˈvyːe ˈdɾemen ˈvɔ̃nys - ag ə - møz be ˈʒɔ̃ːʒət - ən ˈdɾoː məˈnɑːg ma me ˈɑ̃mzəɹ ə - viʃe̞n be nɔ̃n laˈkeˑəd ə - də də - də ˈdiskĩ bɾe̞ˈzɔ̃ːnək - ˈwe̞lɔx wid ə ɹɑ̃]
la vie passe vite, et euh... j'ai pensé, un jour si j'ai le temps euh... je me serais mis euh... à... à... à apprendre le breton, mieux que je ne fais
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oan arriet da livrañ ar paotr-saout bepred hag e oa lâret din... 'oa ket kaer-kaer ar jeu hañ ! gwelet 'ma tan war an oaled, an traoù war an daol, añfin ! 'meus ket lâret penaos e oa ur plac'h... a oa... a oa... 'oa ket un tiegezh abominapl met añfin ! evel-se e oa, 'ba penn an daol e oa tout eu... ar c'houverchoù hag ar vesel 'oa ket graet ivez moarvat, e oa lâret din mont er penn all, ha neuze e oa (un torchenn, un torchenn xxx ?), « azezit en ho koaze bremañ, gwelet a ran 'peus... ur gotilhon sklaer aze emezi », soñjet 'ma se, « fidamdoue ! me, emezon-me, n'in ket ken gant gotilhennoù sklaer evel-se, emezon-me, d'ober ul labour... ar vicher 'h on oc'h ober », « me 'h a d'ober kafe, emezi », hag e oa graet kafe war an oaled
[... - ... kɛꝛ ˌkɛˑꝛ ˈʒœˑ ɑ̃ - ... - ... - ... - ˌwa kə ntiˈeˑgɛz aboˈmiˑnab ... - ... - ... - goˌtiʎɔ̃n ˈskle̞ˑꝛ ... - ... - ... gotiˌʎeno ˈskle̞ˑꝛ - ... - ...]
et toujours est-il que j'étais venue livrer cette clôture électrique et on m'avait dit... ce n'étaient pas des conditions de vie terribles ! j'avais vu le feu sur l'âtre, les choses sur la table, enfin ! je n'ai pas dit que c'était... c'était... c'était... ce n'était pas un gros ménage mais enfin ! c'était comme ça, au bout de la table il y avait tout eu... les couverts et la vaisselle n'était pas faite non plus, on m'avait dit d'aller à l'autre bout, et alors il y avait (un coussin, un coussin xxx ?), « asseyez-vous maintenant, je vois que vous avez... un cotillon clair là qu'elle me dit », je m'étais dit ça, « nom d'un chien ! moi, dis-je, je n'irai plus en cotillon clair comme ça, dis-je, faire un travail... le métier que je fais », « moi je vais faire du café, dit-elle », et on avait fait du café sur l'âtre
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag un devezh, un devezh e oa arri e vamm da gerc'hat anezhañ amañ, ha hennezh 'gerzhe ket, ha 'na 19 mois, ha me 'ma soñjet « a-benn ar fin, daon ! hemañ 'gerzho ket james ! », hennezh zo ti an noter, « hemañ 'gerzho ket james ar machin-mañ ! », ha koant e oa, digourdi e oa met 'gerzhe ket, ha 'ma laket anezhañ harp 'ba eu... 'ba eu... ar salle aze, harp machin... harp an daol vihan, hag e oan o kaozeal gant e vamm evel-se, ha 'ma lâret d'e vamm, « daon ! Thomas n'emañ ket amañ ken ! pelec'h eo aet ? », hag e oa hennezh er penn all o c'hoari ha 'gerzhe ket a-raok, n'eus ket vis 'ba ar sort-se ? geus !
[a ˈndewəs - ˈndewəz wa ˌɑj i ˈvɑ̃m də ˈgɛhɛd ˌneˑɑ̃ ˌɑ̃mɑ̃ - a ˌhẽˑz gɛꝛˈze kət - a na ... - a ˈme ma ˌʒɔ̃ˑʒə ˌbe̞n ˈfiːn dɑ̃w ˈhemɑ̃ gɛꝛˈzo kə ˈʒɑ̃məs - ˈhẽˑs so ti ˈnotəꝛ - ˈhemɑ̃ gɛꝛˈzo kə ˈʒɑ̃məz ə ˈmɑʃin mɑ̃ - a ˈkwɑ̃n wa - diˈguꝛdi wa mɛ gɛꝛˈze kət - a ma ˈlɑkə ˌneˑɑ̃ ˈhɑꝛp bah ə - bah ə ˈsɑl ˌɑhe̞ - ˈhɑꝛp maˌʃiˑn - ˈhɑꝛb ˌdoˑl ˈviˑən - a wɑ̃n koˈzeˑəl gɑ̃n i ˈvɑ̃m ve̞ˌse̞ - a ˌme ˈlɑˑɹ ti ˈvɑ̃m - dɑ̃w ... ˌmɑ̃ kəd ˈɑ̃mɑ̃ ˌken - ˌple̞x e̞ ˈe̞t - a wa ˈhẽˑs ˌpe̞nˈɑl ˌhwɑj a gɛꝛˈze kə ˌꝛo̞ˑk - ˌnøs kə ˈvis ba ˈsɔꝛse - gœs]
et un jour, un jour sa mère était venue le chercher ici, et lui ne marchait pas, et il avait 19 mois, et moi j'avais pensé « pour finir, dame ! lui ne marchera jamais ! », c'est lui qui est chez le notaire, « lui ne marchera jamais ce petit machin ! », et il était mignon, il était dégourdi mais il ne marchait pas, et je l'avais mis en appui dans euh... dans euh... la salle là, en appui au machin... en appui à la petite table, et j'étais en train de parler à sa mère comme ça, et j'avais dit à sa mère, « dame ! Thomas n'est plus ici ! où est-il allé ? », et lui était à l'autre bout en train de jouer et il ne marchait pas avant, ils n'ont pas de vice ces machins-là ? si !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. daon ! peneogwir en em gavent klañv, hag eu... 'oares ket petra a c'hoarie dezhe, me 'meus soñj amañ bepred, pa oa arri se, gwelet a rez, distaget ar saout, da vont 'ba ar park, ha... pa oa kistion dezhi da vont e-maez ar c'hraou, prest da gouezhañ, ha pa weles 'ba ar park e oa kouezhet, 'ma soñjet « ah fidedoue 'vat paotr ! », pa eo ar wech kentañ dit da welet hein ! e soñjez « homañ zo foutu sur 'vat ! » 2. terzhienn al laezh a raent 1. terzhienn al laezh ya, ya, diwar ar peuriñ, ya, diwar an temz ya, ya, ya
1. [dɑ̃w pynyˌgyˑɹ nɔ̃n ˈgɑːvɛɲ ˈklɑ̃ˑ - ag ə waˌɹe̞s kə ˌpɹɑ ˈhwɑje ˈde̞ - ˌme møs ˌʃɔ̃ˑʒ ˈɑ̃mɑ̃ ˈbopə - pe wa ˌɑj ze - ˌgwe̞ˑl ə ɹe̞s - disˈtɑːgəd ə ˈzo̞wt - də ˌvɔ̃n bah ˈpɑɹk - a - pə wa kisˈtiˑɔ̃n ˌdɛj də ˌvɔ̃n ˈme̞ːz ə ˈhɹo̞w - ˌpɹest tə ˈgweˑɑ̃ - a pə ˌwe̞ˑle̞z bah ˈpɑɹg wa ˈkwet - ma ˌʒɔ̃ˑʒə a fidəˈduˑe po̞t - pe e̞w ə ˌweʃ ˈkentɑ̃ did də ˈwe̞ˑləd ɛ̃ - ˌʒɔ̃ˑʒe̞s ˈhomɑ̃ zo ˈfuty ˌzyˑɹ hat] 2. [ˌdɛɹjɛn ˈlɛːz ɹɛɲ] 1. [ˌdɛɹjɛn ˈlɛːz ja - ja - diwaɹ ˈpœˑĩ - ja - diwaɹ ˈntɛmz ja - ja ja]
1. dame ! puisqu'elles tombaient malades [vaches], et euh... tu ne savais pas ce qui leur arrivait, moi je me souviens toujours, quand ça c'était arrivé, vois-tu, ayant détaché les vaches, pour aller au champ, et... quand il avait été question pour elle de sortir de l'étable, elle avait failli tomber, et quand tu voyais dans le champ qu'elle était tombée, j'avais pensé « ah bon sang mon gars ! », puisque c'est la première fois que tu le vois hein ! tu penses « celle-ci est foutue sûrement ! » 2. la fièvre du lait qu'elles faisaient 1. la fièvre du lait oui, oui, à cause du pâturage, oui, à cause de l'engrais oui, oui, oui
Gant :
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo, stokañ a raen ma gwele met peogwir 'oan ket kat d'alumiñ gouloù ha 'oan ket kat da vont en em sav, ya ! ha 'ma uzet talon ma zroad, war ma revr aze, enfin... xxx ( ?), hag e oan o terc'hen da... ruzañ oc'h esa kaout... fred da vont da ma... ma sav da vont 'ba ma gwele, ma 'soñjet « ret din mont d'am gwele peogwir 'meus kollet ma... sinema amañ », neuze e oa arri Benoit er gêr, pa 'na fin e devezh, 'na goullet ganin « petra 'h out oc'h ober war an douar aze ? » « ah, 'oaran ket ! » 'ma lâret dezhañ, « kontant e vijen da c'houvezet ! », hag eñ o kregiñ en ennon ha lakat ac'hanon en em gwele, met me 'ma soñjet e oa hennezh ur (vleusadenn ?)
[ge̞ - ˈstokɑ̃ ɹɛn mə ˈgweːle mɛ py ˌwɑ̃n kə ˌkɑd daˈlymĩ ˈgoːlo a ˌwɑ̃n kat tə ˌvɔ̃n nəm ˈzɑˑ - ˌjɑ - a ma ˈyːzət ˌtɑˑlɔ̃n mə ˈzwɑːt - waɹ mə ˈɹɛːɹ ˌɑhe̞ - ɑ̃fɛ̃ - ? - a wɑ̃n ˈtɛhɛn də - ˈɹyːzɑ̃ ˈhɛsa ˈkɑːd - ˈfɹɛt tə ˌvɔ̃n də mə - mə ˈzɑˑ də ˌvɔ̃n ba mə ˈgweːle - ma ˈʒɔ̃ˑʒə ˌɹɛd ˈdĩ ˌmɔ̃n dəm ˈgweːle pyˌgyˑɹ møs ˈko̞lə mə sineˌma ˈɑ̃mɑ̃ - ˌnœˑe wa ˌɑj ... ˈge̞ːɹ - pe na ˈfiːn i ˈdewəs - na ˈgulə kɑ̃ˈnĩ ˌpɹɑ hud ˌo̞ˑɹ waɹ ˈnduˑaɹ ˌɑhe̞ - a waˌɹɑ̃ kə ma ˈlɑˑt ˌteˑɑ̃ - ˈkɔ̃tɑ̃n ˌviˑʒɛn də huˈveˑɛt - a ˌẽ ˈkɹiːgĩ ˈnenɔ̃ a ˈlɑkəd ɑ̃w nəm ˈgweːle - mɛ ˌme ma ˌʒɔ̃ˑʒə wa ˈhẽˑz ə vlœˈsɑːn]
si, je touchais mon lit mais puisque je ne pouvais pas allumer la lumière et que je ne pouvais pas me mettre debout, oui ! et j'avais usé le talon de mon pied, sur mon cul là, enfin... xxx ( ?), et je continuais de... de me traîner pour essayer d'avoir... (prise ?) pour me... me lever pour aller dans mon lit, j'avais pensé « il faut que j'aille dans mon lit parce que j'ai perdu mon... cinéma [mes repères] ici », alors Benoit était arrivé à la maison, puisqu'il avait fini sa journée, il m'avait demandé « que fais-tu par terre là ? » « ah, je ne sais pas ! » que je lui avais dit, « je serais contente de le savoir ! », et lui de me saisir et de me mettre dans mon lit, mais moi j'avais pensé que c'était une (perte de tension ?)
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oar, me 'ma votet warnañ bepred, ha 'ma soñjet « fidamdoue ! aze zo ur bern... a-enep da hennezh tout, tout e oant a-enep dezhañ, evit lakat santier Gwilhou e-barzh, eñ 'oa ger ebet evitañ, Jañ 'oa ger ebet evitañ, jentil, hag e wreg zo jentil ivez
[ˌme ˈwɑːɹ - ˈme ma ˈvotə ˌwaꝛnɑ̃ ˈbopət - a ma ˈʒɔ̃ːʒət - fidɑ̃mˈduˑe - ˌɑhe zo ˈbɛꝛn - ˈenət tə ˈhẽˑs ˌtut - ˈtud wɑ̃ɲ ˈenət ˌteˑɑ̃ - vi ˈlɑkə ˌsɛ̃tʲəɹ ˈgwiju ˈbɑꝛs - ˈhẽ wa ˈgiːꝛ be ˌvitɑ̃ - ˈʒɑ̃ wa ˈgiːꝛ be ˌvitɑ̃ - ˈʒɛntil - a i ˈweˑk so ˈʒɛntil ˌiˑe]
je sais, moi j'avais voté pour lui toujours, et moi j'avais pensé « bon sang ! là il y en a plein... tous contre lui, ils étaient tous contre lui, pour faire élire l'équipe de Guillou, il n'y avait jamais de tension avec lui, il n'y avait jamais de tension avec Jean, gentil, et sa femme est gentille aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eh ! pa lârez se, « mont a ra mat an traoù ? » « oh ya 'vat ! emezon-me », 'ma lâret-me da unan ur wech, ha me o sellet... me o sellet war-draoñ, « ya, ya ! hag e-krec'h ivez ! », ha... ha 'neuint soñjet, « hemañ zo maout 'vat »
[ɛ - pe ˌlɑˑɹe̞s se - ˌmɔ̃n ɹa ˈmɑˑt ˌtɾo̞w - o ja ha ˈmɔ̃me̞ ma ˌlɑˑɹ me də ˈyˑn ˌweʃ - a me ˈsɛləd me ˈsɛlə waɹˌdɹo̞w - ja ja - a ˈkwex ˌiˑe - a a nœɲ ˈʃɔ̃ːʒət - ˌhemɑ̃ zo ˈmo̞wt ha]
eh ! puisque tu dis ça, « ça va bien ? » « oh mais oui ! dis-je », que j'avais dit à un une fois, et moi de regarder... moi de regarder vers le bas, « oui, oui ! et en haut aussi ! », et... et ils ont pensé, « celui-ci est un loustic »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kervoku ya ! Kervoku, oh ! 'mije ket... 'mije ket soñjet tout...
[kɛꝛˈvoky ... - kɛꝛˈvoky ...]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Fomel, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Plouilio / Plouzelambr.Dastumer : Tangi