Klask
« war-raok »
Frazennoù kavet : 129
-
🔗 ni zo o vont war-raok
ni-m zo fon-n wa rok
[nim zo fõn wa ʁok]
nous partons, nous allons
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 mont war-raok
mon-n wa rok
[mõn wa ʁok]
partir
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Notre-Dame des Vertus, Bertu, elle est arrivée à l'église, et c'était une... hoñ a oa ur statu, hag a oa 'ba... Kelo Mat, 'ba Langoad, hag eu... pa oa dreset ar chapel, eh ben eu... 'na lâret an hini gozh, me n'onn ket penaos 'da xxx ( ?), « ma... ma... ma 'neus ket c'hoant 'h aje a-raok diouzhin, eu... n'aje ket an oto war-raok »
[... - ˈbɛꝛty - ... - ... - ... - ... - ˌke̞loˈmaˑd - bah lɑ̃nˈgwat - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Notre-Dame des Vertus, Bertu, elle est arrivée à l'église, et c'était une... c'était une statue, et elle était à... Kelo Mat, à Langoad, et euh... quand la chapelle fut rénovée, eh ben euh... la vieille avait dit, moi je ne sais comment elle avait xxx ( ?), « si... si... si elle ne me veut pas me quitter [la statue], euh... la voiture ne démarrera pas »
Mantallod / Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Margerid ar C'hampion, ganet e 1938 e Peurid, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Kervaria / Prad.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
👂 🔗 ma goullet ha 'na lâret din « il suffit... », nann ! 'na lâret din, « il ne faut pas y penser, ha mont war-raok », emezañ
[...]
je lui avais demandé et il m'avait dit « il suffit... », non ! il m'avait dit, « il ne faut pas y penser, et avancer », qu'il dit [ennuis de santé]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ar C'hra Gozh, honnezh zo... honnezh zo en tu-mañ neuze, n'eo ket en tu all, ar C'hra Gozh zo pa vezer 'ba ar bourk, e derc'hez da vont, e derc'hez da vont war-raok ha e derc'hez da vont 'ba ar c'hra, aze emañ ar C'hra Gozh, ha eñ a arri 'ba Hengoad
[ˌhɹɑˑˈgoˑs - ... - ... - ˌhɹɑˑˈgoˑs ... - ... - ... ˌhɹɑˑˈgoˑs - ... ˈhe̞ngwat]
Pouldouran
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig ar C'hallenneg, ganet e 1931 e Pouldouran, o chom e Pouldouran, tud bet ganet e Langoad / Bear.Dastumer : Tangi (2023-06-24)
-
👂 🔗 ma vije erc'h pe glav pe n'eus forzh petra, ale ! war-raok ! pou ! pa ! pa ! pa ! pa ! pa ! pa vezer ket o kas anezhe gant an oto... betek... betek ar porzh
[ma viʒe ˈɛɹx pe ˈglɑw pe nə ˌfɔɹs ˈpɹɑ - aˈleː - waˈɹo̞ˑk - pu pa pa pa pa pa - pa ˌvɛɹ kə ˈkɑs ˌne̞ gɑ̃n ˈnoto - ˌbekə ˌbekə ˈpɔɹs]
s'il y avait de la neige ou de la pluie ou n'importe quoi, allez ! en avant ! pou ! pa ! pa ! pa ! pa ! pa ! quand on ne les emmène pas en voiture... jusque... jusqu'à la cour
Gant : Ived Gwilhou, ganet e 1935, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Plouizi / Langonned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 mont a ra eñ war-raok, ya ?
[ˈmɔ̃n ɹa ˌhẽ waˌɹo̞ˑk - ˌjɑ]
lui il fonctionne, oui [enregistreur] ?
Gant : If Briand, ganet e 1931 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ 'h a war-raok
[ˌhẽ ha waˈɹo̞ˑk]
il fonctionne [stylo]
Gant : If Briand, ganet e 1931 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aet e oa ar boched war-raok met ma vreudeur a oa e-mesk ar gwinizh, koachet evel-se war o c'hof peogwir 'oa ket bet troc'het ar gwinizh c'hoazh
[ˈɛd wa ˈbɔʃə waˈꝛo̞ˑk mɛ mə ˈvɣœːdəꝛ wa ˌmesk ə ˈgwinis - ˈkwɑʃə ve̞ˌse̞ waɹ o ˈhoːf py ˌwɑ kə ˈtɾo̞hə ˈgwinis ˌhwɑs]
les boches étaient partis mais mes frères étaient dans les blés, cachés comme ça à plat-ventre puisque le blé n'avait pas encore été coupé
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... e oan oc'h arat gant ma Boney, arri tost d'ar penn, ha... hag e-mesk an drez ha partiet war-draoñ, a-hont 'ba an hent, neuze e oa deut an alar er-maez te ! e oan en em sav war ar freñ, dis... savet en em sav 'ba ar freñ, feiz ha... bremañ-souden emezon-me marteze (akwito ?) pa oa arri 'ba an hent, pevar metr, met damen e vo ! pa oa arri 'ba... e rojoù a-raok 'ba an toufle e oa sac'het, ha 'ma santet anezhañ o vont, ha 'ma graet... saute-mouton dreist ar volant, hag an echapamant... eñ 'na un echapamant hir, ha neuze a-benn-bouzell 'ba an hent, kignet ma daouarn tout eu... hag ar pennoù-daoulin, a-benn-bouzell e oan kouezhet ha... ruilhet betek an touflez en tu all ha « vlengel dengel deng ! » war ma lerc'h, 'oan ket deut d'ar gêr da lâret d'hom dad, e oan aet d'ar menaj all neuze, ha tri... deut tri ganin, 'mamp adlaket anezhañ war e rojoù, hag e oan aet da... da di ar marichal diouzhtu da... da dresañ ar volant hag an echapamant, a oa pleget, mont a rae war-raok !
[wɑ̃n ˈhɑːɹə gɑ̃n mə ˈboːni - ˌɑj ˈto̞st tə ˈpe̞n - a a ˌmesk ən ˈdɾeːs a parˈtiˑəd waɹˌdɹo̞w - ˌɑˑɔ̃n bah ˈnɛn - ˌnœˑe wa ˌdœd ˈnɑːləɹ ˌme̞ːs te - wɑ̃n nɔ̃n ˈzɑˑ waɹ ˈfɹɛ̃ - dis - ˈzɑwəd əm ˈzɑˑ bah ˈfɹɛ̃ - ˈfeˑ ə - bəˌzɔ̃m ˈmɔ̃me̞ maˈtehe haˈkwito pə wa ˌɑj bah ˈnɛn - ˌpɛˈwɑɹ mɛt - mɛd ˌdɑ̃mən vo - pə wa ˌɑj bah - i ˌɹoˑʒo ˈɹo̞ˑg ban ˈtufle wa ˈzɑhət - a ma ˈzɑ̃ntəd ˌneˑɑ̃ ˈvɔ̃n - a ma ˌgwɛt - ... dɹɛjst ə ˈvoːlən - ag ˌneʃaˈpɑ̃mɑ̃n - ˌhẽˑ na ˌneʃaˌpɑ̃mɑ̃n ˈhiːɹ - a ˌnœˑe be̞nˈbuˑəl ba ˈnɛn - ˈkiɲə mə ˈdɑwən ˌtud ə - a ˌbe̞no ˈdo̞wlin - be̞nˈbuˑəl wɑ̃n ˈkweˑd a - ˈɹyjəd ˌbekə ˈtufle ntyˈɑl a ˌvlœ̃ŋgəl ˌdœ̃ŋgəl ˌdœ̃ŋg waɹ mə ˈlɛɹx - ˌwɑ̃ŋ kə ˌdœt tə ˈge̞ːɹ də ˈlɑːɹəd dɔ̃m ˈdɑːt - wɑ̃n ˌɛt tə ˌmeˑnəʒ ˈɑl ˌnœhe - a ˈtɹi - ˌdœt ˈtɹi gəˌnĩ - mɑ̃m hadˈlɑkə ˌneˑɑ̃ waɹ i ˈɹoːʒo - a wɑ̃n ˌɛt tə - də di maˈɹiʃəl dyˈsty də - də ˈdɹesɑ̃ ˈvoːlən a ˌneʃaˈpɑ̃mɑ̃n - wa ˈpleːgət - ˌmɔ̃n ɹe waˈɹo̞ˑk] JD
... j'étais en train de labourer avec le Poney, j'étais arrivé près du bout, et... et parmi les ronces et il a descendu, là-bas sur la route, alors la charrue était sortie pardi ! j'étais debout sur le frein, dé... debout sur le frein, ma foi et... tout à l'heure dis-je peut-être qu'il (parviendra ?) puisqu'il était arrivé sur la route, quatre mètres, mais damnation ! quand il arriva dans... ses roues de devant dans le fossé il s'est bloqué, et je l'avais senti partir, et j'avais fait... saute-mouton par-dessus le volant, et l'échappement... il avait un long échappement, et alors j'ai culbuté sur la route, je me suis tout écorché les mains euh... et les genoux, j'étais tombé à la renverse et... j'avais roulé jusqu'au fossé de l'autre côté et « blong ! bling ! » derrière moi, je n'étais pas allé à la maison le dire à notre père, j'étais allé à une autre ferme alors, et trois... trois étaient venus avec moi, nous l'avions remis sur ses roues, et j'étais allé... chez le forgeron tout de suite pour... pour réparer le volant et l'échappement, qui était plié, il fonctionnait !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Aze e oa darn ha a oa nec'het gant... « Ha daoust ha petra a sinifi se ? » Ha neuze aze e oa manet ur voull... evel ur voull dan ma kerez, e oa... ha honnezh a vije gwelet mont war-raok, ha feiz a-benn ar fin e oa aretet tu bennak quoi. Ha honnezh a oa en em distribuet eno. Heñ a oa... moged moarvat war-lerc'h an avion à réaction, moarvat, sur a-walc'h. Met bezañ a oa darn : « Daoust ha petra a sinifi se ? Daoust ha petra zo d'arriet ? Ha daoust... » Met ar re-se a vane, reoù... teir gwech, prest a-walc'h, tevoc'h evit an hini zo aze bremañ, ar varrenn zo aze quoi, ha e vijent div# oh ya, div wech teir gwech a-wechoù e vijent, ur varr# ken tev se quoi. Bep e dremene an avion feiz e vane ur varrenn war-lerc'h.
Il y en avait qui s'inquiétait à cause de... « Qu'est-ce que ça peut bien signifier ? » Et alors il restait une boule... comme une boule de feu, si tu veux... et on la voyait avancer, et à la fin elle s'arrêtait à un endroit. Et là elle se répartissait [= se dissipait]. C'était... de la fumée, probablement, après l'avion à réaction. Mais il y en avait [qui disait] : « Qu'est-ce que ça peut bien signifier ? Qu'est-ce qui va bien pouvoir se passer ? Qu'est-ce que... » Mais elles restaient, presque trois fois plus larges que celle qui est là maintenant, la traînée qui est là, et elles étaient deux... oh oui, parfois deux ou trois fois aussi large. À mesure que passait l'avion, il laissait une traînée derrière lui.
À propos des premiers avions qui passaient dans le ciel.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 eben a lâran dit aze, ar Gindi aze eu... n'a ket eu... honnezh zo ur rinier, lâret e vez ur rinier feneant kwa, n'a ket war-raok
[i'be:n 'lɑ:ʁɑ̃ did 'ɑ:he ə 'gindi 'ɑ:he ə na kəd ə hɔ̃:s so ə 'ʁiɲəɹ lɑʁ ve ə 'ʁiɲəɹ fe'ne:ən kwa na kə waɹ'ɹok]
l'autre dont je te parle là, le Gindi là euh... elle ne va pas... c'est une rivière, on dit que c'est une rivière fainéante quoi, elle n'avance pas
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eus ket d'ober degas an orolaj war-dreñv hañ, war-raok
[nøs kə do̞:ʁ djɛs no'ʁo:ləʃ waʁ'dɾẽ̞: ɑ̃ wa'ʁok]
il ne faut pas retarder l'horloge hein, [il faut] l'avancer
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lakat ur vazh emezon-me hag un tamm sac'h ha mont war-raok da glask an aluzon evel e vez lâret kwa, n'eus ket a voaien emezon-me da c'hoari 'ba xxx (?)-mañ, pa welez tout da boan o vont kuit koura
[’lɑkə vɑ:z mɔ̃me a tɑ̃m zɑx a mɔ̃n wa’ɹok də glɑsk ə na’ly:zən wɛl ve lɑ:t kwa nøs kə ’vojən mɔ̃me də hwɑj ba ndɾɛɲ mɑ̃ pə ’we̞:les tud də bwɑ̃:n vɔ̃n kwit kuɾa]
mettre un bâton dis-je et un petit sac et partir faire l'aumône comme on dit quoi, il n'y a pas moyen dis-je de faire du profit dans ces conditions ( ?), quand tu vois toute ta peine partir quoi
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gouent Bear, hennezh ac'h a war-raok bepred 'vat
['gu:ən 'be:aɹ hẽ̞:s a wa'ɹok 'bopəd a]
le couvent de Bear, celui-là tourne [fonctionne] toujours hein
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 En em debrouilh a rae an dud. Peotramant e vije staget ar gazeg. Deus karr... deus ar wetur ha mat ha war-raok.
Les gens se débrouillaient. Ou bien on attachait la jument à la charrette et c'est tout et en avant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 unan bennaket a vije laket kreistre ar reoù gozh a-raok hag ar reoù all a vije skoet a-dreñv, ha war-raok ! ruilh !
[yn bə'nɑkəd viʒe 'lɑkət 'kɹɛjstɾe ɹew'go:s ɹo:g a ɹew al viʒe 'sko:ə dɾẽ̞: a wa'ɹo:g ɹyʎ]
on en mettait un [enfant] entre deux anciens à l'avant et les autres étaient jetés à l'arrière, et avant [dans la voiture] ! roule !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 xxx (?) anezhi, poupigiñ anezhi ha neuze... neuze e deue war-raok, a-hend-all, mann d'ober, ah ya, hoñ a oa... hoñ a oa horrol
[? nɛj pu’pi:ɟĩ nɛj a ’nœ:he ’nœ:e de wa’ɹo:k hɛn’dɑl mɑ̃n do̞:ɹ a ja hɔ̃: wa hɔ̃: wa ’ɔɹɔl]
la xxx (?), la cajoler et alors... alors elle avançait, sinon, rien à faire, ah oui, elle était... elle était terrible
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aze e veze un tamm aret ha neuze e oant aet war-raok
[’ɑ:he viʒe gwɛt tɑ̃m ’ɑ:ɾɛt a ’nœ:e wɑ̃ɲ ɛd waɹ’ɹo:k]
là on faisait un petit arrêt et alors ils étaient partis
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hemañ zo war-dreñv hag egile zo war-raok
['hemɑ̃ zo war'drẽ: ag e'gi:le zo wa'ro:k]
celui-ci est avancé et l'autre est reculé [murs]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi