Frazenn n° 82493
-
👂 🔗 Ha... ha me o welet eu... pa oan o vont da... dennañ... d'en em diwiskañ, ur c'hi ! chase, d'ar Gerleved, o tont, hag o vont da gerc'hat ma ganig, hag o tegas anezhañ din. O tegas anezhañ din ha... ha n'anaveze ket ar c'hi ac'hanon ! Ha 'na degaset anezhañ... ha 'na gwelet ma c'hanig... o kouezhiñ, o kouezhiñ 'ba an dour, ha... Bepred e oa ur c'hi mat hañ ! Ha... hag e oa... hag e oa aet... hag e oa deut duzh lec'h e oa, marteze e oa 'ba e... 'ba ur park bennak eu... gant e... gant e dud o chaseal. Ha... hag e oa deut... hag e oa deut... da degas ma gani... ar c'hanig din.
[...]
Et... et moi de voir euh... quand j'allais... ôter... me déshabiller, un chien ! de chasse, [appartenant] aux Kerleau, venant, et allant chercher mon canard, et me l'apportant. Me l'apportant et... et le chien ne me connaissait pas ! Et il l'avait apporté... et il avait vu mon canard... tomber, tomber dans l'eau, et... Toujours est-il que c'était un bon chien hein ! Et... et il était... et il était allé... et il était venu de là où il était, peut-être qu'il était... dans un champ quelconque euh... avec son... avec ses propriétaires en train de chasser. Et... et il était venu... et il était venu... pour me rapporter mon cana... le canard.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)