Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
diaes
Gwelet an temoù An dud diaes ha Ar vugale fur
Stummioù :
difficile
-
👂 🔗 Met bezañ zo traoù evel-se ha zo simpl d'ober ma kerez, heu, n'int ket diaes d'ober tamm ebet, ha ne vefe ket soñjet biken pegen aezet e vijent d'ober.
Mé béañ zo trèw vé-sé a zo zim t’or ma kées, eu, n’int ke diaès t’or tamm bét, a véfé ket joñjet biken pégen ézet vijènt d’or.
Mais il y a des choses qui sont simples à faire, si tu veux, elles ne sont pas difficiles à faire du tout, et on n'imaginerait jamais à quel point elles sont faciles à faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met hini ebet ne oa bet evel an hini 'ma graet, ha a oa un troc'h a-dreuz hag unan all... hag unan all a-hed e-barzh ar sañs all. Eñ a oa diaesoc'h d'ober met deut e oa e-barzh bepred.
Mè hini béd oa bé vèl ’n ni ma gwèt, a oa ’n troh dreus ag un all... ah un all hêt bah sañz all. Eñ oa dièsoh t’or, mè deu oa bars bopet.
Mais aucun n'était comme celui dont je m'étais occupée, qui avait un coupure en travers, et une autre tout droit dans l'autre sens. Celui-ci était plus difficile [à soigner], mais il avait guéri.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Beñ, degaset e vije traoù dit ha 'ta des comptes-rendus pe un dra bennaket d'ober, met ul levr 'ma, ha evel se 'mije kopiet warnañ, ne oa ket diaes d'ober. Met anfin, bepred 'mije graet... bepred e raen anezhe quoi...
Beñ, dièse(t) vijé trèw dit a ta des comptes-rendus pé 'n dra bennaket t'or, mè léver ma, a vesé mijé kopiet warnañ, oa ket diaes t'or. Mèd añfin, bopet mijé gwèt... boped rèn nè quoi...
Ben, on t'envoyait des choses et tu avais des comptes-rendus ou quelque chose comme ça à faire. Mais j'avais un livre et du coup je copiais dessus, ce n'était pas difficile. Mais enfin, je le faisais en tout cas... Je les faisais en tout cas...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 koulskoude n'eo ket diaes da euh... troc'hañ anezhe met ret eo dit euh... dirañsañ (?) anezhe, aze ma ne droc'hez ket nemet a-rez ar wezenn 'teus ezhomm da dennañ anezhi gant an trañch peotramant n'a ket deus an douar, ha neuze 'tez peoc'h, neuze an iliavenn ne sava ket war ar wezenn
[kus’ku:de nɛ kə ’diɛs tə ə: ’trohə nɛ: mɛ rɛd ɛ did ə di’rɑsə nɛ: ’ɑe ma ’drohɛs kə mɛ ə rɛz ’weən tøz e:m da dɛn nɛj gɑ̃n ən tɾɛ̃jʃ pe’tɑ̃mɑ̃n nɑ kəd dez ən ’duar a ’nœe te pœh ’nœhe ni’ʎɛwən ’zɑ:va kəd war ’werən]
pourtant ce n'est pas difficile de euh... les couper mais tu dois euh... les arracher (?), là si tu ne fais que les couper au ras du sol, il te faut les arracher avec la houe ou sinon elle ne part pas de la terre, et alors tu as la paix, alors le lierre ne monte pas sur l'arbre
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 Dija e oa... a kavo diaes pa ne vo ket e vamm-gozh aze marteze.
[ˈdiʒa wa ˈkavo ˈdiəs pe ˈvo ki vɑ̃m goːz ˈɑe maˈtee]
Déjà qu'il va trouver dur quand sa grand-mère ne sera plus là.
[avec lui à l’école]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 diaes eo
['diɛz ɛ]
c'est difficile
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket diaes 'vat !
[wa kə 'diɛs hɑ]
ce n'était pas difficile !
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 An aer diaes neus.
[nɛʁ ˈdiəs nøs]
Elle a l'air dur. [dit d'une vis difficile à enlever, peut se dire d'un enfant grincheux]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 kaout diaes
kad dieus
[kad 'diəs]
trouver dur émotionnellement
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 ne oa ket diaes dezhi bezañ telefonet din herie
[wa kə 'diɛs tɛj beɑ̃ ˌtele'fɔ:nət tĩ 'hɛje]
ce n'était pas difficile pour elle de m'avoir téléphoné aujourd'hui
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh nann ! 'oa ket o vont da lâret mann ebet, si j'avais... ma 'mije goullet gant... a-raok goull gant Edern, ma 'mije goullet ganit ober, da sellet dioutañ, met peogwir e oa... e oa diaes d'ober, 'oan ket o vont da c'houll ganit !
[o nɑ̃n - wa kə fɔ̃n də ˈlɑːʁə ˈmɑ̃n bet - ... ma ˈmiʒe ˈgulə gɑ̃n - ʁo̞g gul gɑ̃n eˈdɛʁn ? ma ˈmiʒe ˈgulə gəˈnid ˈo̞ːbəʁ - də ˈzɛləd dɔ̃ntɑ̃ mɛ pu wa wa ˈdiːe̞z ˈdo̞ːbəʁ - ˈwɑ̃ŋ kə vɔ̃n də hul gəˈnit]
oh non ! elle n'allait pas rien dire, si j'avais... si j'avais demandé à... avant de demander à Edern, si je t'avais demander de faire, de le regarder [plafonnier], mais puisque c'était... c'était difficile à faire, je n'allais pas te demander !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi