Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
aezet
Stummioù :
facile
-
👂 🔗 Du-mañ ne oa ket aezet ar menaj (dre) an avani da se.
Du-mañ oa ked êzet ménach, nañvèin de zé.
Chez nous, la ferme n'était pas commode, à cause de ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-wezhioù en-dro d'al loened ne vez ket aezet ordin ivez hañ, en-dro d'ar saout.
(a)wêjo dro de loènet vé ked èzed ordin ie añ, dro de zowt.
Ce n'est pas toujours facile de s'occuper des bêtes, de s'occuper des vaches.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 N'eo ket se met pa vijent goroet a-wezhioù e vijent o winkal ha o c'hoari. N'eo ket aezet hañ. Nann.
N’è ke sé, mè pé vijènt goroet, (a)wêjo, vijènt winkel a hoari. N’è ked èzed añ.
Ce n'est pas ça, mais quand on les trayait, parfois elles ruaient et gigotaient. Ce n'est pas facile hein. Non.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Aezetoc'h eo soagnal saout evit soagnal moc'h.
Èstoh è sweñgnel zowt wit sweñgnel moh.
C'est plus facile de soigner [s'occuper de] les vaches que de soigner les cochons.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Traoù aezet c'hoazh ya !
[tʁɛw ˈe̞zə hwɑs ja]
Encore des choses pratiques oui !
[ironique, dit au sujet des ralentisseurs]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 aezet-kaer
['ɛzɛt kɛ:r]
très facile
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha pa vez laket un u da gentañ 'h int aezetoc'h da blegañ, 'teus ket bet remarket ? 'teus ket bet laket ? laket... ma vez un u warnañ, war ar grampouezhenn ya, an u da gentañ ha lakat eu... eu... tomat ha jambon ha traoù, e vez pleget un tamm mat aezetoc'h, neuze e vez tev, neuze 'h int tevoc'h dija, dija 'da lâret din, pa vez graet krampouezh sall evel-se e gav aezet, 'h eo ret ober bas tevoc'h un tamm mat, tevoc'h dam dezhe nompas... da... dam dezhe da blegañ, met neuze 'vezont ket ken poazh
[a pa ve ˈlɑkə ˈnyː də ˈgentɑ̃ hiɲ e̞ˈze̞tɔχ də ˈbleːgɑ̃ - tøs kə be ʁœˈmɑʁkət - tøs kə be ˈlɑkət - ˈlɑkət - ma ve ˌnyˑ ˈwaʁnɑ̃ - waʁ gʁɑ̃mˈpwɛn ja - ˈnyː də ˈgentɑ̃ a ˈlɑkəd ə ə - toˈmɑt a ˈʒɑ̃mbɔ̃n a tʁɛw - ve ˈpleːgət tɑ̃ˈmɑd e̞ˈze̞tɔχ - ˈnœːhe ve tʲew - nœː hiɲ ˈtʲewɔχ deˈʒa - deˈʒa da lɑʁt tĩ - pa ve gwe̞t ˌkʁɑ̃mpuzˈzɑl viˈse̞ gav ˈe̞ːze̞t - he̞ ʁe̞d ˈo̞ːbəʁ bɑs ˈtʲewɔχ tɑ̃ˈmɑt - ˈtʲewɔχ dɑ̃m de̞ ˈnɔ̃mpas də - dɑ̃m de̞ də ˈbleːgɑ̃ - mɛ ˈnœːhe ve̞ɲ cə ˈken pwɑχ]
et quand on met un œuf d'abord elles sont plus faciles à plier, tu n'as pas remarqué ? tu n'as pas mis ? mis... s'il y a un oeuf dessus, sur la crêpe oui, l'oeuf en premier et mettre euh... euh... des tomates et du jambon et tout, elle se plie plus facilement, alors elle est épaisse, alors elles sont plus épaisses déjà, elle m'avait dit déjà, quand on fait des crêpes salées comme ça elle trouve facile, il faut faire une pâte bien plus épaisse, plus épaisse afin qu'elles ne... que... pour qu'elles plient, mais alors elles ne sont pas aussi cuites
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket aezet dimp
[ne kəd 'e̞:zɛt tim]
ce n'est pas facile pour nous
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa Jean oa bepred aezetoc'h, da heul Jean 'h ae aezetoc'h
[pe wa ʒã wa 'bopəd 'ɛstɔh - də hœ:l ʒã hɛ 'ɛ:stɔh]
quand il y avait Jean c'était toujours plus facile, elle allait plus facilement à la suite de Jean
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un tamm mat aezetoc'h
[tãmat 'ɛstɔh]
bien plus facile
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aze eo aezetoc'h
['ɑhe ɛ 'ɛstɔh]
là c'est plus facile
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ne veze ket aezet d'ober tout an traoù hañ
[viʒe kəd e̞:z do:r tun trɛw ɑ̃]
ce n'était pas facile de tout faire
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket aezet goût hañ
[nɛ kəd 'ɛ:zɛd gu:d ɑ̃]
ce n'est pas facile de savoir
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kavet 'teus an hent aezet ?
[kɑ:t tøz nɛn 'e̞:zət]
tu as trouvé la route facilement ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ingal eo, ne oa ket aezet mont hañ
['iŋgal ɛ wa kəd 'ɛ:zɛd mɔ̃n ɑ̃]
peu importe, ce n'était pas facile d'y aller hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Se eo an aezetañ.
Zé è nèstan.
[ze ɛ 'nɛstã]
C'est ça le plus facile.
Dastumer : Julien
-
🔗 aezetoc'h
[ɛ'zɛtɔx]
plus facile
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa aezet din-me
[wa 'ɛ:zɛt 'tĩme]
c'était facile pour moi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket aezet goût
[nɛ kəd 'ɛ:zɛ gu:t]
ce n'est pas facile à savoir
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'on ket kat... n'onn ket penaos e gerzhi gant da botoù-koad, n'int... n'int ket aezet da gerzhet hañ
[nɔ̃ kə kɑt tə - nɔ̃ kə pə'nɔ̃:z 'gɛʁzi gɑ̃n tə ˌboto'kwɑt - niɲ niɲ cəd 'ɛ:zɛd də 'gɛʁzəd ɑ̃]
je ne suis pas capable de... je ne sais pas comment tu marcheras avec tes sabots, ils ne sont pas faciles pour marcher hein
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
pratique
-
🔗 a-wezhioù e vez aezet kaout anezhe
['we:ʒo ve 'ɛ:zɛ kɑ: nɛ:]
parfois c'est facile [pratique] de les avoir
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan evel-se a vije aezet din
[yn vi'sɛ viʃe 'ɛ:zɛt tĩ]
un comme me serait pratique [caddy à roulette]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
aise (à l'–)
-
🔗 hag e lâre en em gave aezet
[a 'lɑ:rɛ nɔ̃n 'gɑ:vɛ 'ɛ:zət]
et il disait qu'il se trouvait [sentait] bien
Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.
Dastumer : Tangi
-
🔗 a-hent-all oc'h bet aezet a-walc'h ma kerez
['hɛndal hɔh bed 'ɛ:zəd wɑh ma 'kerɛs]
sinon vous avez été facile [bien accueilli, à l'aise] si tu veux
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tout an dud ne vezont ket... ne vezont ket aezet d'ober se
[tun dyd vɛɲ cəd ə vɛɲ cəd 'ɛ:zɛd do:r ze]
tout le monde n'est pas... n'est pas à l'aise pour faire ça [parler en public]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-kichen... e-kichen pa vezez aezet euh 'ba da zilhad evel e vez lâret euh, forzh pegen nebeud a draoù 'tez
[’kiʃən ’kiʃən pa vɛz ’ɛ:zɛd ə ma də ’ziʎəd wɛl ve ’lɑ:rəd ə fɔɾs ’pe:gɛn ’nœ:bəd dɾɛw te]
alors que... alors que quand tu es à l'aise euh dans tes baskets [litt. dans tes habits] comme on dit euh... qu'importe le peu de choses [de biens] que tu aies
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aezetoc'h e vez an nen er-maez evit... evit n'eo amañ 'ba...
[’ɛstɔh ve nen me̞:z wid wi ne̞ ’ɑ̃mɑ̃ bah]
on est plus à l'aise dehors que... qu'on est ici dans... [la maison]
Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
sympa
-
🔗 If a oa aezetoc'h
[i:v wa 'ɛstɔh]
Yves était plus facile [de caractère]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
facilement
-
👂 🔗 Met arru a raent da louzañ. Aezet. Ya. Ar c'hoef zo gwenn te.
[mɛ 'aj ə ʁɛŋ tə 'luːzã – 'ɛːzət – ja – 'hwef so 'gwɛn te]
Mais elles se salissaient facilement. Oui. Les coiffes sont blanches, bien sûr.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal