Brezhoneg Bro-Vear

Boñjour deoc'h ! Amañ e vo kavet tammoù brezhoneg dastumet digant tud o deus desket ar yezh war barlenn o mamm e Bro-Vear (Bro-Dreger).

Geriadur
Temoù
Yezhadur
Dielloù
Klask
Forum
Blog

Voir le site en français (vous pouvez à tout moment changer de langue grâce au lien en haut à droite)

Evit kas ur postel dimp : hentdon@gmail.com

« Si je n'hésite pas à donner le breton parlé en exemple, c'est en raison de l'excellence de sa syntaxe et de sa richesse en tournures originales, spirituelles et pittoresques. Sur le plan grammatical et stylistique, il doit en vérité constituer la base solide de la langue écrite. » 
Jules Gros

Petra nevez ?

30-11-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
An Eviaz
Kemper-Gwezhenneg
Kerfod
Plourivoù

22-10-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Ar C'houerc'had
Plistin
Plouared
Ploubêr
Tremael

16-09-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Lokmikael
Plistin
Tredraezh

21-08-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Hengoad
Koadaskorn
Koatreven
Planiel
Pleuveur-Gaoter
Plistin
Poulldouran
Sant-Laorañs
Tredarzeg

13-07-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Beurleudi
Kerborzh
Koadaskorn
Peurid
Pleuveur-Gaoter

22-06-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Kamlez
Plouilio
Tredraezh

05-05-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Plouared
Plouzelambr
Prad

29-04-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Koadaskorn
Lezardrev
Planiel
Plouared
Plouzelambr

14-04-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Lanvaeleg
Lezardrev

17-03-2024
Div ganaouenn gant Rozali an Herve deus Tremael.

01-03-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Ploulec'h
Plounerin

20-02-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Lanvaodez
Planiel
Pleuveur-Gaoter

21-01-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Pleuvihan

04-01-2024
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Beurleudi
Hengoad
Pleuzal
Tredarzeg

03-01-2024
Istoarioù berr Jañ Jelard deus Pleuvihan.

06-12-2023
Frazennoù hag enrolladennoù nevez (anvioù-lec'h) :
Lanvaodez
Pleuvihan
Pleuzal

Ur c'hrennlâr pe un dro-lâr :

Evel-se vez kont pa vez leun gof vez ront.

[ve ɛ ve kõt pa ve lœn gof ve ʁõn]

C'est comme ça, quand le ventre est plein il est rond.

Daniel Bihan, 1950, Bear

Gwelet unan all

Pennad-stur

Pelec'h emañ Bear ?War al lec'hienn-mañ e kavfet ar brezhoneg, evel e vez kaozeet 'ba Bear hag un tamm bihan pelloc'h. Drezi 'meump c'hoant d'enoriñ daou sort tud. Da gentañ ar vrezhonegerien a vevomp en ho mesk bemdez, ar reoù 'neuint desket brezhoneg war barlenn o mamm hag a derc'h herie-an-deiz war o yezh. Da eil, tout ar rummadoù Bretoned 'neuint bevet e-pad kantvedoù 'ba ar yezh-se, ha 'deuint stummet anezhi an eil reoù war-lerc'h ar reoù all.

Ar brezhoneg-se, degouezhet dimp a-dreuz an amzer, a oa kat da gomz deus tout gwechall. Yezh an dud diwar ar maez e oa evel-just, met ordinal eo bet ivez yezh tud desket. Deus ar renkadoù izellañ d'ar reoù uhellañ, ar gevredigezh en he fezh 'neus implijet al langaj-se e-pad kantvedoù. An deiz-a-herie avat e welomp anezhañ o koazhañ e-mesk an dud.

Pa gomzer deus langajoù o vont da vervel evel-henn, n'eus tonkadur ebet. Ar yezhoù-se n'emañ ket skrivet o flanedenn neblec'h ebet. Gwalleur hon yezh eo bet en em gavout war dachenn ur Stad ha 'deus graet deus an unyezhegezh ur relijion, deus talek ar rouantelezh betek ar Republik.

Dre an avani ec'h eo bet lakeet a-viskoazh ar brezhoneg a-gostez ec'h a prim war baouraat. Galleg-tout eo arru an traoù 'ba ar gevredigezh, ha dre-se e vez kollet un toullad mat a c'herioù. Ne lavar ket an nen e soñj ken aezet ha ken pizh evel a-raok.

Koulskoude avat, ne vanka ket bezañ dallet gant ar gerioù gallek bet kemeret e-leizh : ar yezh a vez implijet c'hoazh en-dro dimp zo deus ar c'hentañ. Ne vanka ket ivez ankouaat emañ spered ar yezh gant ar vrezhonegerien a-vihannik. O brezhoneg, brezhoneg ar vro, a renker lakat da skwer, evit an distagadur hag ar stumm da sevel frazennoù da gentañ.

A-drek al lec'hienn-se zo tri faotr yaouank deus Bear ha 'neuint savet ur gevredigezh, Hent Don hec'h anv, evit derc'hen ar brezhoneg bev 'ba ar sekteur, ha dastum kement tra zo tout diwar e benn. Ar pezh 'deus c'hoant ec'h eo serriñ ar muiañ a draoù ma c'hallont evit anavezout anezhañ ervat. War gement dachenn zo e vo labouret : geriaoueg, ereadur, yezhadur, distagadur, hengoun dre-gomz.

En Breizh-Izel e kaver bremañ daou vrezhoneg stok-ha-stok, unan standard desket ha kaozeet gant ar vrezhonegerien nevez, hag egile all bet desket 'ba ar familhoù. Kavout a reomp eo pec'hed kaout un touflez evel-se, gant re nebeud a darempredoù etreze. Ar stourm evit ar brezhoneg 'neus ket gallet ober ar pezh eo deut a-benn an Euskariz d'ober : derc'hen ar rannyezhoù en ur gas war-raok ur yezh standard. C'hwitet 'neus dam d'a-bep-seurt traoù, da gentañ peogwir ne vez ket desket brezhoneg er gêr abaoe ur pennad. Met soñjal a ra dimp zo traoù a-dreuz en Emsav ivez.

Dre al labour-se e fell dimp adstagañ chadenn ar yezh, kuit d'ankouaat ha da goll langaj hon zud hag hon zud-kozh. Derc'hen brezhoneg hon bro bev kwida. Diwar ur brezhoneg gwriziennet evel-se e c'haller pinvidikaat hardizh gant ur yezh standard.

Evit ar pezh a sell deus ar charre zo a-wechoù en-dro d'ar skritur e kavomp anezhañ didalvez-libr. Skrivañ en peurunvan gant liv hon rannyezh warnañ, ha kaozeal brezhoneg ar bobl, n'eo ket ken spontus-se dimp, ma derc'h an nen kement-mañ en e spered : ur yezh a vez kaozeet a-raok bezañ skrivet ; desket e renk bezañ dre glevet a-raok dre-skrid.

Evit saovetaat hon glad eo graet al lec'hienn-mañ. E-se e vo kavet e-barzh ar brezhoneg evel ma vez kaozeet herie-an-deiz gant tud ar vro. En tu-hont da se avat e fell dimp ober diouti un oustilh, evitomp da gentañ, met ivez evit kement den troet war brezhoneg Bro-Dreger. Hemañ, ma c'hoanta tostaat e vrezhoneg deus hini ar c'horn-mañ, a gavo boued amañ. Yezhoniezh zo evel-just, met ar stourm n'emañ ket pell war he lerc'h. Dam da se 'meump laket al lec'hienn en div yezh.

Kalz amzer a dremenomp gant al labour-se, ha 'meus aon e vo ezhomm bloavezhioù evit kas anezhañ d'ar penn. Amzer dimp skrivañ war an urzhiataer an enrolladennoù, dibab, kargañ se war al lec'hienn… en ur derc'hen da vont da welet brezhonegerien. Goude ma n'omp ket yezhourien pe glaskourien ec'h esaomp bezañ ar siriusañ ma c'hallomp. Se zo kaoz ac'hanta ec'h implijomp an International Phonetic Alphabet. Ober ervat an diskrivadennoù hag an troidigezhioù a c'hoantaomp, met anzav a reomp ec'h omp barrek d'ober fotennoù. Kontant-kaer e vefomp ma 'h arri unan bennak da distrompañ ac'hanomp.

Plijadur deoc'h war hon lec'hienn !

Trugarez vras da dout an dud 'neuint degemeret ac'hanomp hag a derc'h d'ober. Mersi dezhe evit o fasianted.

Tangi