Klask
« oar »
Frazennoù kavet : 271
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14
-
🔗 1. hag e oa e Servel e chom met bremañ 'neus gwerzhet e di, bremañ eo deut da chom da Blouilio, oui 2. met 'oar ket brezhoneg mat, a-greiz e vez en brezhoneg ec'h a en galleg
1. [... ˈzeɻwəl ... - ... bluˈijo - ...] 2. [... - ...]
1. et il habitait à Servel mais maintenant il a vendu sa maison, maintenant il est venu habiter à Plouilio, oui 2. mais il ne sait pas bien le breton, alors qu'il parle en breton il passe au français
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jañ ar Meur, ganet e 1938 e Servel, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Tredraezh.
gwaz Marcelle al Louedeg
– Marcelle al Louedeg, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Plouilio / Plouilio.Dastumer : Tangi (2024-07-08)
-
👂 🔗 Arriet e oa just evel 'nea... evel e oa o c'hortoz. E oa graet dezhañ aretiñ, evit tapout e arc'hant. Hag eñ da lâret dezhe : « Ah, emezañ ! kulit ma kerit, emezañ, kar me, emezañ, a oar en em difenn ! emezañ ». 'Deent ket kredet, pa oant tri evit unan. Petra... e oant kapapl kwa ! Ha feiz, eñ o tapout e n'onn petra, « vlaou ! » war benn d'an hini kentañ. A-hervez 'nea tapet anezhañ a-drek e benn aze evel-se. An daou all 'oant ket chomet da c'hortoz o zro hañ ! E oant aet a-raok.
[...]
Cela arriva exactement comme il l'avai... comme il s'y attendait. On l'avait arrêté, pour lui prendre son argent. Et il leur avait rétorqué : « Ah, dit-il ! reculez si vous voulez, dit-il, car moi, dit-il, je sais me défendre ! dit-il ». Ils n'avaient pas obtempéré, étant donné qu'ils étaient trois contre un. Quoi... ils étaient costauds quoi ! Et ma foi, il saisit son je ne sais quoi, « vlan ! » sur la tête du premier. A ce qu'il parait il l'avait atteint derrière la tête là comme ça. Les deux autres n'étaient pas restés attendre leur tour hein ! Ils étaient partis.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 n'onn ket dre benaos... 'nea graet konesañs gant honnezh, met homañ bremañ, n'eo ket drol, a oar pevar langaj, ah, ben ya ! aze emañ en un otel en Perroz o... eo evel réceptionniste kwa ! resevañ n'onn petra, an estrañjourien surtout kwa ! voilà ! peneogwir... ar galleg a ouie, boñ... penegwir, he zad... a ouie an n'onn petra, penaos eu... a ouie saoz, a ouie alman, ya ! ya, he zad-kozh deus an tu-se a ouie alman
[pe̞ˈɾoˑz]
je ne sais comment... il avait fait connaissance avec elle, mais elle maintenant, ce n'est pas étonnant, sait quatre langues, ah, ben oui ! là elle est dans un hôtel à Perroz en train de... elle est comme réceptionniste quoi ! recevoir je ne sais qui, les étrangers surtout quoi ! voilà ! puisque... elle savait le français, bon... puisque, son père... savait je ne sais quoi, comment euh... savait l'anglais, savait l'allemand, oui ! oui, son grand-père de ce côté-là savait l'allemand
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 xxx ( ?) e oan o tennañ pataz ti Francis, hag e oa... e oa... e oa unan hag a oa... a ouie brezhoneg ivez, tail... piker-min e oa, hag e oa o sikour ac'hanon da dennañ patatez peogwir e oa en-kichen, « te, Job, a oar brezhoneg aze ? me zo sur, emezañ... » peogwir ma... ma... ma mamm-gaer a oa deus Brengwiler, « petra e la... petra eo Brengwiler en brezhoneg, emezañ ? » « ah, se, emezon-me, nann... » « goude xxx ( ?) ac'hanout, emezañ » « n'on ket da lâret, nann... » « Place du Marché, » ha goude 'meus bet klevet gant unan bennaket all c'hoazh e oa... e oa se, mais... ça correspond pas, emezon-me, 'gorrespond ket ! Place du Marché met ya, Plasenn ar Marc'had pe...
[bɾɛ̃ŋˈgwiˑlɛɻ - bɾɛ̃ŋˈgwiˑlɛɻ]
Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 Lost ar Stank, oui mais... aze... geo ! me a oar pelec'h emañ met...
[ˌlo̞zəˈstɑ̃ŋˤ - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 1. Lucienne Le Flanchec ya... ar Boutilho ! 2. ya 1. 'peus ket se ? met hoñ 'oar ket brezhoneg 2. ar Boutilh... ar Boutilho ya
1. [... - buˈtijo] 2. [ja] 1. [... - ...] 2. [buˈtij - buˈtijo ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Terez Derrien, ganet e 1938 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Plouared.
Deut da chom da Bleuveur-Bodou da 24 vloaz.
– Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 a-hend-all eu... ar Charreter... 'meus gwelet... 'teus lakeet... ar Park Bras, aze zo graet eu... oh ! dek ti, me 'oar...
[... - əʃaˈʁete̞ꝛ ... - ... - ... - əˌpaꝛgˈbɣaˑs - ... - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 eo ! me... me a oar ivez met 'meus ket soñj ivez bremañ... ar breur... ar breur... ar breur a anavezan, a oa antrepreneur, antrepreneur... sevel tier ha tout aze evel-se, ya ! petore anv bremañ ? ah, la, la !
[ˌɑ̃txəˈpxeˑnœꝛ]
si ! moi... moi je sais aussi mais je ne me souviens pas non plus maintenant... le frère... le frère... je le connais le frère, il était entrepreneur, entrepreneur... construire des maisons et tout là, oui ! quel nom maintenant ? ah, là, là !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Aogust an Olier, ganet e 1941 e Plouilio, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Tonkedeg / Plouilio.Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 ya, piv a oa 'ba Gwazh ar Silio ? klevet a-walc'h 'meus xxx ( ?)... geo 'vat ! me a oar se, c'hoazh e oant deut da chom d'ar bourk, 'ba ar plas-se, e-lec'h emañ... Amede ar Moal d'ar c'houlz-se, Gwazh ar Silio-se, ale ! Leon Kerguntuilh ! bremañ e deu da soñj din, eñ a oa o chom ennañ, bet o chom ennañ kwa met... eñ a oa... ar menaj-se, diaes peogwir eñ a oa... eñ a oa douar-tout (oh !) a-grap ha neuze 'ba ar c'hoajeier ha traoù, oh, ya 'vat !
[ja - ... ˌgwaziˈliˑo - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌgwaziˈliˑo ... - ... - ... kɛꝛˈgytyj - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ar Vilin Baper a oa chomet en he sav, ha hoñ a oa... ha bremañ... peogwir (Claude ?) zo marv kwa, bremañ eo achu, met betek neuze, betek eu... me a oar pegeit zo abaoe eo marv hennezh, daouzek pe drizek bloaz zo, oh, ya ! keit-se zo arri, ha bremañ Louisette zo marv ivez
[əˌviˑlinˈbapəɹ ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - .. - ... - ... - ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Un deiz... o vont, gwelet a rit, o vont da gaout ar person ha lâret dezhañ : « Oh, aotrou person ! Oh, me zo klañv ! Oh, me zo klañv ! » « Oh, eme an aotrou person, ma out klañv, n'eo ket... n'eo ket me zo kap da soagnal ac'hanout neuze ! o vont da gaout ar medesin, emezañ. » « Ya, me zo klañv, klañv aze gant ar c'hoant da... da dimeziñ, emezañ. » « Ah ! Oh ?! Ar c'hoant da dimeziñ ? » « Ya, aotrou person, me a oar a-walc'h eo c'hwi eo a ra tout an eurejoù ha... e organizit tout an traoù se kwa. » « Oh ! Ma 'teus c'hoant da dimeziñ... Ya, met pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ neuze 'ta ? »
[...]
Un jour... [il était] allé, voyez-vous, allé voir le curé et il avait dit : « Oh, monsieur le curé ! Oh, je suis malade ! Oh, je suis malade ! » « Oh, dit monsieur le curé, si tu es malade, ce n'est pas... ce n'est pas moi qui peux te soigner alors ! [c'est] en allant chez le médecin, dit-il » « Oui, moi je suis malade, malade de l'envie de... de me marier, dit-il » « Ah ! Oh ?! L'envie de se marier ? » « Oui, monsieur le curé, je sais parfaitement que c'est vous qui organisez tous les mariages et... et vous organisez toutes ces choses-là quoi » « Oh ! Si tu veux te marier... Oui, mais quand veux-tu te marier ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 Roger a oar.
Rojé war.
[ʁoʒe waʁ]
Roger sait.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Te a oar ? 'Ba ar skol 'ta desket ?
Té oar ? Bar skol ta diskeut ?
[te waʁ] [baʁ skol ta diskət]
Tu sais ? Tu as appris à l'école ? (à nager)
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 H an da goull gant unan bennak hag a oar.
An de goul gan-n u meunag a war.
[ã də gul gãn ymønag a waʁ]
Je vais demander à quelqu'un qui sait.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hennezh a oar kalz ivez sur a-walc'h, Servel surtoud ! moarvat !
[... - ˈzeɹwəl ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
👂 🔗 Kroajo an Tri Ferson, pe me a oar petra a vez graet deus se
[ˌkɹwaˑʒo tɹi ˈvɛꝛsõn ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
🔗 Marteze e oar.
Matézé oar.
[mateze waʁ]
Peut-être qu'il sait.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Me a oar.
Me oar.
[me waʁ]
Je sais.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Ma oar.
Ma oar.
[ma waʁ]
S'il sait.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Ar re-se a oar en em difenn war ar prizioù.
Ré zé war non-n divèn war brijo.
[ʁe ze waʁ nõn divɛn waʁ bʁiʒo]
Ils savent se défendre sur les prix.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien