Klask
« welet »
Frazennoù kavet : 592
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30
-
🔗 Pa oa aet da welet e loened, peogwir 'na loened-saout ivez. Tout an dud 'nea. Treuziñ hent Keralio a oa d'ober. Aze e oa evel-se, dont deus an tu all. Pant. Aze 'na goullet treuziñ an hent, e oa danjuruz, e oa ezhomm d'ober ur stop. Aze e oa otoioù.
[kɛɻaˈliˑo]
Quand il avait été voir ses bêtes, puisqu'il avait des bovins aussi. Tout le monde en avait. Il fallait traverser la route de Keralio. Là c'était comme ça, pour venir de l'autre côté. De la pente. Là il avait voulu traverser la route, c'était dangereux, il fallait faire un stop. Là il y avait des voitures.
pelec'h ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 Tad Yvon Briand, Yvon, e vab zo ba ar menaj. En retred emañ bremañ. Ha feiz, e oa vont da dimeziñ. E dad a oa o vont da dimeziñ, an deiz-se. Me a oa e skol e Rospez. Hag e oamp... feiz, e oamp aet da welet ivez war... pa vije un eured a-wechoù pe xxx ( ?), e vije skoet pejoù, xxx ( ?) ur pezh bennak.
[...]
Le père d'Yvon Briand, Yvon, son fils est dans la ferme. Il est en retraite maintenant. Et ma foi, il allait se marier. Son père allait se marier, ce jour-là. Moi j'étais à l'école à Rospez. Et nous étions... ma foi, nous étions aller voir aussi sur... quand il y avait une noce parfois ou xxx ( ?), on jetait des pièces, xxx ( ?) une pièce ou deux.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 Aze eo bet an tan ivez, il y a 3 ans maintenant. Ya, dre e wreg 'na kollet he fenn. Hag e oa laket ar friteuse war an tan. E oa aet da vale er-maez. 'Da ket rentet kont. Hag eñ a oa... a oa ba ar (gambr ?) ba an ti. Hag e oa... feiz, e oa hanter-gousket, a-hervez klevet. Unan o tremen dre Kervaria, o tont deus Kervaria da Lannuon. E wele moged o tont er-maez deus an doenn. « Ah, 'h an da welet petra... petra a sinifi se memestra, emezañ. » (Marv ?) an tan.
[...]
Là il y avait eu le feu aussi, il y a 3 ans maintenant. Oui, à cause de sa femme qui avait perdu la tête. Et la friteuse avait été mise sur le feu. Elle était partie se promener dehors. Ils ne s'étaient pas rendus compte. Et lui était... était dans la chambre de la maison. Et il était... ma foi, il était à moitié endormi, à ce qu'il parait. Quelqu'un était passé par Kervaria, venant de Kervaria et allant à Lannuon. Il voyait de la fumée sortir du toit. « Ah, je vais voir ce que... ce que ça signifie quand même, dit-il. » Le feu (éteint ?). Aze eo bet an tan ivez, il y a 3 ans maintenant.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 Hag e oa aet d'ar... d'ar red d'ar c'hambroù. Ne oa ket tud, ne gave den ebet neblec'h ebet. E oa aet d'ar c'hambroù, da welet. Respont ebet. « 'Meus kavet den ebet, emezañ ». xxx ( ?). Den ebet neblec'h ebet. Met e wreg a oa o kerzhet war an hent. Kollet he fenn ganti, ankoueet lakat... lak... kouezhet ar friteuse war an tan ! Hag e oa gelvet ar bomperien. Gallet 'da lazhañ anezhañ. 'Oa ket devet an ti met ar bakote a oa devet. Ya. E oa bet tan.
[...]
Et il était allé en... en courant aux chambres. Il n'y avait pas de gens, il ne trouvait personne nulle part. Il était allé aux chambres, pour voir. Aucune réponse. « Je n'ai trouvé personne, dit-il ». xxx ( ?) Personne nulle part. Mais sa femme marchait sur la route. Elle avait perdu la tête, et oublié de mettre... mett.... la friteuse était tombée sur le feu ! Et les pompiers avaient été appelés. Ils avaient réussi à l'éteindre. La maison n'avait pas brûlé mais l'arrière-cuisine avait brûlé. Oui. Il y avait eu le feu.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ya, ba an ospital, ha pa oan deut er-maez deus an ospital e oa deut ma merc'h da gerc'hat (xxx ?), hag o lâret din... o tont d'ar gêr kwa ! « oh, me zo kontant da vont d'ar gêr 'vat ! ma... mat ha... (bal ?) » ha pa oan arri ba ar gêr, o lâret din « ale ! bremañ 'h an da lakat dit pelec'h omp o vont, deiz... arc'hoazh... zo ur... eu... l'anniversaire de l'un de mes belles-filles, dans le Finistère, et on va... ha 'h eomp-tout da welet le... merc'h-kaer, ba ar Finister, hag e oant aet, tout ! me a oa arri gante, tout !
[...]
oui, à l'hôpital, et quand j'étais sortie de l'hôpital ma fille était venue chercher (xxx ?), et elle me dit... en revenant à la maison ! « oh, moi je suis contente de revenir à la maison ! bi... bien et... (xxx ?) » et quand j'étais arrivée à la maison, elle me dit « allez ! maintenant je vais te dire où nous allons aller, le jour... demain... il y a un... euh... l'anniversaire de l'une de mes belles-filles, dans le Finistère, et on va... et nous allons tous voir la... belle-fille, dans le Finistère, et ils étaient allés, tous ! moi j'étais venue avec eux, tous !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 evuruzamant e oa daou... daou den... (pampez ?), da dont da sevel... hein ! ha dont da... a derc'he da (pont... pontiñ ?), ya, hag e oan-me o vont... o vont d'an oferenn gant unan all, gant ur plac'h all, douzh ar bourk, met honnezh, pa 'da gwelet ar mesk aze, e oa deut da welet emichañs petra a oa... mais... trop tard !
[...]
heureusement qu'il y avait deux... deux personnes... (xxx ?), pour venir me lever... hein ! et venir... qui continuaient de (xxx... xxx ?), oui, et moi je m'apprêtais à aller... aller à la messe avec une autre, avec une autre femme, du bourg, mais elle, quand elle avait vu le remue-ménage là, elle était venue voir évidemment ce qu'il y avait... mais... trop tard !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 an hini bra... an hini brasañ, a oa bet ul lajad hag e deue d'ober xxx ( ?), ha ma... ma vab, ma hini 'h ae da welet an Toull Kozh aze, allait... a blije dezhañ mont da welet anezhañ, met... n'eus ket bet derc'het da dont
[... - ... - ... - ... - ... - ... tulˈkoˑz ... - ...]
Lanleñv
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 an Toull Kozh ! ya, an Toull Kozh, ya, aze e arri tud da welet hennezh !
[tulˈkoˑs - ja - ənˌtulˈkoˑs - ja - ...]
Lanleñv
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Terez Fulub (ar C'halvez), ganet e 1927 e Lanleñv, o chom e Pempoull, tud bet ganet e Lanleñv / Lanleñv.Dastumer : Tangi (2026-08-29)
-
👂 🔗 amañ e arri unan bep sul beure da welet ac'hanon, hag eu... e lâr din eu... « t'as pas fait de feu encore ? » « ben, non ! mais d'ici 5h cet après-midi », hein ?! me 'mez ket tan, machin hein... hag evel-se, hag e vez san... 'santan ket an diferañs, mont a ran er-maez, dont a ran e-barzh, 'oaran ket machin hein ! se zo un abitud hein ! al loened a vez er-maez e-pad ar bloaz, 'o dez ket riv !
[...]
il y en a un qui vient ici tous les dimanches matin me voir, et euh... il me dit euh... « t'as pas fait de feu encore ? » « ben, non ! mais d'ici 5h cet après-midi », hein ?! moi je n'ai pas de feu, machin hein... et ainsi, on sent... je ne sens pas la différence, je sors, je rentre dans la maison, je ne sais pas machin hein ! ça c'est une habitude hein ! les animaux sont dehors toute l'année, ils n'ont pas froid !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 unan doute 'na en em suisidet, 'na ket nemet 49 ans pa 'na en em suisidet, ya, hag eu... egile, egile a oa ur feneant eu... egile 'h ae da welet eu... ti eu... ti ur voisine, daoust hag-eñ 'dihe ket ezhomm komisionoù, douzh ar vilajenn met... met... met se 'oa ket o rol sañset ivez ! machin eu... machin hein ! neuze e arrient... e arrient amañ a-greiz-tout eu... a-wechoù e arrient en-dro kreistez, a-wechoù e arrient goude-merenn, 'da... 'da eur ebet eu... 'da eur ebet d'arriet na mann ebet hein !
[...]
l'un d'eux s'était suicidé, il n'avait que 49 ans quand il s'était suicidé, oui, et euh... l'autre, l'autre était un fainéant euh... l'autre allait voir euh... chez euh... chez une voisine, est-ce qu'elle n'avait pas besoin de courses, du village mais... mais... mais ça ce n'était pas leur rôle en principe non plus ! machin euh... machin hein ! alors ils arrivaient... ils arrivaient ici tout à coup... parfois ils arrivaient vers midi, parfois ils arrivaient l'après-midi, ils n'avaient... ils n'avaient pas d'heure euh... ils n'avaient pas d'heure pour arriver ni rien hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 ha neu... ya, met piv eo... piv 'h i da welet ? aze n'eus den ebet brezhoneg ken !
[...]
et al... oui, oui mais qui c'est... tu iras voir qui ? là il n'y a plus personne [qui parle] breton !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 abaoe tri bloaz eu... xxx ( ?) ket pevar bloaz bremañ... eo marv aze, met e galon... derc'het 'na deus e galon tu comprends, ya, ya, e galon 'na c'hwitet ya, div pe deir gwech sizhun bepred, oh, teir gwech sizhun bepred e arrie da welet ac'hanon, ah, ya ! ya ! ah, ya, ha neuze e vije ur voutailhad win war an daol, tu comprends, hola !
[...]
depuis trois ans euh... (ça ne fait ?) pas quatre ans maintenant... qu'il est mort là, mais son cœur... il avait xxx ( ?) au coeur tu comprends, oui, oui, il avait eu un arrêt cardiaque, deus ou trois fois toujours, oh, il venait me voir trois fois par semaine, ah, oui ! oui ! ah, oui, et alors il y avait une bouteille de vin sur la table, tu comprends, oh là !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 ha Lanserv ? piv 'h ez da welet e Lanserv ? 'teus lâret din ?
[lɑ̃ˈzɛꝛ - ... lɑ̃ˈzɛꝛf - ...]
Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 pa welez se... pa welez se, amañ n'eus ken menaj ebet hein ! n'eu... n'eus ket... n'eus ket nemet Poursod, Poursod eu... Poursod eu... Louis eu... enfin, e vab, met a-hend-all 'ra ket just nemet eu... nemet hariko, hennezh zo ba Toull al Lann, e Toull al Lann n'out ket bet ? nann ? ah, nann... pa... pa xxx ( ?) da welet Toull al Lann ivez, Toull al Lann, ben zo bah machin aze, bah eu... ba an tu all, met 'h ez da Goad Ermid ha da Draou Nez aze
[... - ... - ... - ... ˈpuɻsɔt - ˈpuɻsɔt ə - ˈpuɻsɔd ə - ... - ... - ... - ... - ... tulˈlɑ̃n - tulˈlɑ̃n - ... - ... - ... - ... tulˈlɑ̃n - tulˈlɑ̃n ... - ... - ... - ... gwaˈdɛꝛmit a də dɹɔwˈneˑ ...]
quand tu vois ça... quand tu vois ça, ici il n'y a plus aucune ferme hein ! il n... il n'y a... il n'y a que Poursot, Poursot euh... Poursot euh... Louis euh... enfin, son fils, mais autrement il ne fait que euh... que des haricots, lui est à Toull al Lann, tu n'as pas été à Toull al Lann ? non ? ah, non... quand... quand xxx ( ?) pour voir Toull al Lann aussi, Toull al Lann, ben, c'est dans machin là, dans euh... de l'autre côté, mais tu vas à Koad Ermid et à Traou Nez là
Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 oh, met ma vihe bet bev Daniel, oh ! eñ a anave tout ar c'hartier hein ! eñ a anave eu... anave kalz a draoù hein ! a-hend-all, ma vije bet bev, tu comprends, 'mije telefonet dezhañ, da lâret dezhañ dont da... dont da welet ac'hanomp, kar e wreg ne gaoze ket brezhoneg, nann eu... geo ! douzh an Dannod ! met 'deus ket kaozeet james eu... kom... kompren a ra ma 'tez c'hoant, met n'eo ket eu... 'oar ket brezhoneg eveldomp-ni
[ˈdɑ̃nɔt]
Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 Et ils entend... e glevent eu... ur marc'h eu... un tamm kerc'h marse. En noz zo bet eu... ur seblant hein. Ils ont enten... he deus klevet... ar memes tra evel e rae ma marc'h, ma zad. Ils ont... savet int, tout, da welet. Ils pens... ils croyaient que... que une de leur... unan de leur gazeg a oa... a oa distaget ! 'Oa mann ebet ! Tout a oa deut. Cette nuit-là, ma dad zo marv...
[...]
Et ils entend... ils entendirent euh... un étalon euh... un peu d'avoine sans doute. La nuit il y a eu... un intersigne hein. Ils ont enten... ils ont entendu... la même chose comme faisait son étalon, mon père. Ils ont... ils se sont levés, tous, pour aller voir. Ils pens... ils croyaient que... qu'une de leur... une de leur jument était... était détaché ! Il n'y avait rien ! Ils étaient tous venus. Cette nuit-là, mon père est mort...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 ne deuont ket alies da welet ac'hanon
[...]
ils ne viennent pas souvent me voir
traduction
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 me a deu alies pe alies e deuan amañ hein !? me a blij din dont... dont da welet ac'hanout eu...
[...]
moi je viens souvent ou souvent je viens ici hein !? moi j'aime bien venir... venir te voir euh...
traduction
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 Ar seblant, oui, oui. Ah, les seblant, ça c'est autre chose hein. Ar seblant... diaes eo lâret ar seblant... Ke... Pa oa... pa... pa eo marv ma zad, e oa eu... e oa ma breur-kaer a oa... a oa... a oa justamant ba... ba Kerde... Kerderezian. Ar ferme. Hag o da kezeg. Ha ma zad 'na ur marc'h-sailher. Ha 'h ae da welet e... da... da vale, war-dro... d'ober... d'ober... d'ober e xxx ( ?). Hag e lake e (varc'h ?). 'H ae d'evañ ur chopinad pe xxx ( ?) gant e breur-kaer.
[ˌkɛꝛdeˈʁezjɑ̃n]
L'intersigne, oui, oui. Ah, les intersignes, ça c'est autre chose hein. L'intersigne... c'est difficile de dire ce qu'est un intersigne... Quand... Quand... quand mon père est mort, il y avait euh... il y avait mon beau-frère qui était... était... était justement à... à Kerde... Kerderezian. La ferme. Et ils avaient des chevaux. Et mon père avait un étalon reproducteur. Et il allait voir son... pour... pour se promener, autour... pour faire... pour faire... pour faire son xxx ( ?). Et il mettait son (étalon ?). Il allait boire un coup ou xxx ( ?) avec son beau-frère.
Pleudel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 kaset 'neus ur mel din, ha 'neus laket se kwa, « dont a rin da welet ac'hanout dilun tregont, dilun eizh, dilun... » ar... ar Lun eo... 'nije gleet lâret kwa
[...]
il m'a envoyé un e-mail, et il m'a mis ça quoi, « je viendrai te voir... lundi trente, lundi huit, lundi... » c'est le... le lundi... qu'il aurait dû dire quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi (2024-06-05)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30