An hengounioù dre gomz > Ar siviliteoù > Saludiñ > Goulenn penaos emañ kont gant unan all
evit goull penaos e vez kont gante
[wi gu:l pə’nɔ ve kɔ̃n gɑ̃ntɛ]
pour demander comment elles vont
Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)
amañ e oar penaos e vez kont amañ bemdez
['ãmã wɑ:r pə'no ve kõn 'ãmã 'bãwnde]
ici elle sait comment ça se passe tous les jours
Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)
ha penaos oa bet kont ?
[a pə'nõ wa be kõn]
et qu'est-ce qui s'était passé ?
Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)
ha penaos eo e gont ?
[a pə'no:z ɛ i gɔ̃n]
et comment va-t-il ?
Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)
mont mat a raent ?
[mõn ma:d rɛɲ]
ils allaient bien ?
Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)
penaos emañ he c'hont ?
[pə’no:z mɑ̃ i ɦɔ̃n]
comment va-t-elle ?
Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)
ezhomm 'dez da c'hoût penaos e vez kont kwa
[e:m de də hu:t pə'nɔ̃ ve kɔ̃n kwa]
elle a besoin de savoir comment ça va quoi
Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)
e vije moaien da welet penaos e vije kont evel-se
[viʒe ’mojən də ’wɛ:lət pə’nɔ̃ viʒe kɔ̃n və’se]
il était possible de voir comment ça se passait [là-bas]
Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)
penaos emañ ? penaos eo ?
[pə'no mɑ̃ pə'no hɛ]
comment elle est ? comment elle est [dans quel état est-elle] ?
Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ derc'hen a ra e grog Manu ? 'meus ket gwelet anezhañ pell zo
[dɛrh ra e grɔ:g many møs kə 'gwɛ:lə neɑ̃ pɛl zo]
il va bien Manu ? je ne l'ai pas vu depuis longtemps
Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)
'meus ket goulet gant Yvette penaos e oa kont gant an div all
[møs kə ’gu:lət kãn i’vɛt pə wa kõn gãn diw al]
je n'ai pas demandé à Yvette comment vont les deux autres
Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)
ma zintin ac'h a mat ?
[mə 'zintin ha mɑ:t]
ma tante va bien ?
Jañ-If Bihan, 1946, Lannuon (dastumet gant Tangi)
▶ derc'hel a ra he jeu ?
[ˈdɛɹhɛl ɹa i ˈʒœˑ]
elle va bien ?
Remond ar Bras, 1934, Louergad (Sant Eler) (dastumet gant Tangi)