Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

e-kichen

Stummioù :

côté (à –)

  • 👂 🔗 Ne oa ket brav bezañ e-kichen d'ar skol evel se, evel se e vije gouvezet pegoulz e vije e pinijenn.

    Oa ke braw béañ kichen te skol vesé, vesé vijé gouvéet pégoulz vijé pinijenn.

    Ce n'était pas bien d'être à côté de l'école comme ça, [car] comme ça on [les parents] savaient quand on [les enfants] était punis.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kamaradezed 'da en he gichen ha maleüruzamant he gamaradezed a oa partiet, ha feiz, e oa en em gavet he-unan.

    Kañmaradézet da ni gichen, a maleuruzaman i gañmaradézed oa partiet, a fé, oa non gâd ihun.

    Elle avait des amies à côté de chez elle, et malheureusement ses amies étaient parties, et elle s'était trouvée seule.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha ar menaj bihan 'na e barkoù e-kichen hom re, e-kichen hom re, ha evel se 'meump avantage da brenañ anezhañ ivez... Peogwir ne oa ket 'met dispenn ar c'hleuzioù ha e vez, e vez... Ha e oa graet pezhioù parkoù gante goude ha evel se...

    A ménach pïen na i barko kichen hom ré, kichen om ré, a vesé meum avantage de brénañ néañ ie… Pegur oa ke mè dispènn hleuñio, a vé, vé… A oa gwèt péjo parko gantè goudé, a vesé…

    Et les champs de la petite ferme étaient près des nôtres, et donc ça nous avantageait de l'acheter. Puisqu'il suffisait d'abattre les talus... Et on en avait fait des grands champs ensuite...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz neuze e vije drailhet he c'hoad dezhi berr, degaset dezhi tout en he c'hichen eno hag eno evel se e lake ar pezh a gare tro-ha-zro.

    A fé neuhé vijé drailhet i hoat tèi bèrr, dièset tèi tout ni hichen éno, ag éno vesé laké péz garé tro-a-zo.

    Et alors on lui coupaient des morceaux de bois courts, on les lui apportait, et comme ça elle mettait ce qu'elle voulait [ce dont elle avaient besoin] tout autour.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Beñ, ma vije labouret e bord ar c'hleuz pe un dra bennaket, feiz, ma 'h arrue un tamm koad e-kichen, hennezh a gase anezhañ gantañ quoi,

    Beñ, ma vijé labouret bord hleñ pé ’n dra bénnaket, fé, ma ’h aie ’n tamm koad kichen, heñ gasé néañ gantañ quoi.

    Ben, si on travaillait près du talus ou quelque chose, ma foi, si un bout de bois arrivait à côté, lui il l'emmenait avec lui [le bout de bois s'accrochait].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 geo, amañ e-kichen zo unan aze, hag a zo daou c'hant vloaz marteze

    [gɛw 'ɑ̃mɑ̃ 'kiʃən zo yn 'ɑhe a zo dɔw hɑ̃n lɑ: ma'tee]

    si, ici à côté, il y en a un [arbre] là, qui a deux cent ans peut-être

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 unan a oa kichen-ma-c'hichen aze

    [yn wa kiʃənma'giʃən 'ɑhe]

    il y en avait un à côté de moi là

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e-kichen ar vagazin Leclerc

    ['kiʃən va'gɑ:ʒin lø'klɛr]

    à côté du magasin Leclerc

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deus e-kichen aze

    [dəs ’kiʃən ’ɑe]

    d'à côté là [ils viennent]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Kastell Pik oa e-kichen ivez

    [ˌkɑstəl'pic wa 'kiʃən 'ije]

    Kastell Pik était à côté aussi

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e-kichen du-se e vez gwelet ar sort-se

    [’kiʃɛn ’dyhe ve ’gwɛ:lə sɔrse]

    à côté de chez toi on voit des comme ça

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ zo bern merc'hed kozh en e gichen

    [hẽ: zo bɛrn 'mɛrhɛt ko:z ni 'giʃən]

    il a plein de vieilles femmes à côté de lui

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'ma bet amzer da dapout ur guvetenn evit kaout em c'hichen

    [ma bed 'ɑ̃mzər də 'dɑpɛd gy'vɛtən wit kɑ:d mə 'giʃən]

    j'avais eu le temps de prendre une cuvette pour l'avoir près de moi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag evel-se e oan tremenet e-kichen

    [ɑ vi'se wɑ̃n tre'me:nə 'nkiʃən]

    et comme ça j'étais passé à côté [guerre d'Indochine]

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tremen tal-e-gichen

    ['tremɛn tal i 'giʃən]

    passer à côté de lui

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tremen tal-da-gichen

    [’tremɛn tɑl də ’giʃən]

    passer à côté de toi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Lâre se evel-se, e oa bihan ar frañs e-kichen ar broioù all.

    [ˈlaʁɛ ze vəˈsɛ wa ˈbiən vʁɑ̃ːs ˈkiʃən ˈbʁojo al]

    Il disait ça comme ça, que la France était petite par rapport aux autres pays. [sur la carte du monde]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Oa bihan ar frañs e-kichen reoù all, broioù all.

    [wa ˈbiən vʁɑ̃ːs ˈkiʃən ʁɛw al ˈbʁojo al]

    La France était petite [pour lui] par rapport aux autres, aux autres pays. [quand il voyait la carte du monde]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 e-kichen

    kicheu-n

    [kiʃən]

    à côté

    Gant : plac'h, o chom e Bear.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 kerzh en ez koazez ma gichen.

    Kès neus skwazé me gicheun.

    [kɛs nøs skwaze mə giʃən]

    Viens t'asseoir à côté de moi.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 me ec'h ey en ez kichen ?

    [me hɛj nəs 'kiʃən]

    moi je vais à côté de toi ?

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met aze d'ar c'houlz-se e deue d'ar marc'had gant unan deus e-kichen

    [mɛ ’ɑ:he də ’huls:e de də ’mɑɹhat kɑ̃n yn dəs ’kiʃən]

    mais là à cette époque-là, elle venait avec un d'à côté

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 neuze e deue ar skolaer en em... en em c'hichen da gorijañ ma c'haier ha bep eu... bep fotenn, « klek ! klek ! »

    [’nœ:he de sko’lɛ:ɹ nəm nəm ’hiʃən də go’ʁi:ʒɑ̃ mə ’hɑjəɹ a bob ə bop ’fotən klɛk klɛk]

    alors l'instituteur venait auprès... auprès de moi pour corriger mon cahier et à chaque eu... chaque faute, « clac ! clac ! » [claques]

    Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag e oan bet en e gichen hag e oa kement ha me

    [a wãn bet ni ’giʃən a wa ’kemən a me]

    j'avais été à côté de lui et il était aussi grand que moi

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

alors que

  • 👂 🔗 E-kichen a-hend-all e douchen evit tri.

    Kichen hèndall douchèn wit tri.

    Alors que sinon je touchais [les aides familiales] pour trois.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. 'Tije ur vatezh pe unan bennaket ordin. 2. Ur vatezh, ya. 1. Beñ ya. E-kichen me 'mije den ebet... 2. Unan deus ar bourk a-hont a deue a-wezhioù, pa vije muioc'h d'ober

    1. Tijé vates pé un bénnaked ordin. 2. Vates, ya. 1. Beñ ya, kichen mé mijé dén bét. 2. Un deuz bourk awon dé (a)wêjo, pé vijé muoh d'or.

    1. Tu avais toujours une servante ou quelqu'un. 2. une servante, oui. 1. Ben oui. Alors que moi je n'avais personne. 2. Quelqu'un du bourg là-bas venait parfois, quand il y avait plus à faire.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Egile a vije oc'h huchal dezhañ, ha xxx (?)... E-kichen evel se ne vije ket ret dezhañ ober ivez kement, pa vije e appareil gantañ met...

    Égilé vijé huchel déañ, a [??]... Kichen vesé vijé ke rêt téañ or ie kémèn, pé vijé i appareil gantañ.

    L'autre lui parlait en criant et [?]... Alors que comme ça il n'y avait pas besoin de crier autant, quand il avait son appareil.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 e-kichen bremañ

    ['kiʃən 'bomɑ̃]

    alors que maintenant

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e-kichen aze 'h eo bet se re brim

    ['kiʃən 'ɑze hɛ bet se re brym]

    alors que là ça s'est passé trop vite

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi