Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

mankout

Stummioù :

manquer

  • 👂 🔗 Person Trezelan normalamant a-wechoù n'ae ket e lec'h all da lavaret quoi. 'Met ha mank a rafe unan tu bennaket, neuze, 'h ae a-wechoù met heu... Normalamant, an hini a oa 'ba ar barrouz a oa sañset [?] 'ba ar barrouz quoi. Ya.

    ['pɛʁsõn tʁe'zelãn nɔʁma'laːmãn 'we̞:jo ne kə 'lɛχ al də 'laːt kwa] [mɛt a 'mãk ə 'ʁafe 'yn ty be̞'nakət 'nœhe 'he 'we̞:jo me̞dø] [nɔʁma'laːmãn 'niː wa bah 'baːʁus wa 'sãsət ? bah 'baːʁus kwa ja]

    Le curé de Trézélan normalement n'allait pas ailleurs dire [la messe]. À moins qu'il manquait quelqu'un quelque part, alors il y allait parfois, mais heu... Normalement, celui qui était dans la commune était censé [?] dans la commune. Oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ne oa ket bet manket mann

    [wa kə be 'mɑ̃kə mɑ̃n]

    il n'avait manqué de rien

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eus ket bet manket da debriñ

    [nøs kə be 'mɑ̃ŋkəd də 'di:bi]

    on n'a pas manqué de nourriture

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag evel-se 'mamp derc'het e-pad ar brezel, ne oa ket bet manket traoù dimp

    [a və'se nɑ̃m 'dɛrhɛt pad 'bre:zəl wa kə be 'mɑ̃ŋkət trɛw dim]

    et comme ça nous avions tenu pendant la guerre, nous n'avions manqué de rien

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 du-mañ ne vanke ket amann

    ['dymɑ̃ 'vɑ̃ŋkɛ kəd ɑ̃'mɑ̃n]

    chez nous le beurre ne manquait pas

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se a vank dezhi

    [ze vɑ̃ŋg dɛj]

    ça lui manque

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 unan a vank dezhañ

    [yn vɑ̃ŋk teɑ̃]

    il lui en manque un

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 N'eo ket se a vank.

    [ˈnɛ kə ze vɑ̃ŋk]

    Ça n'est pas ça qui manque.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 hag e-pad ar brezel e oamp bet rekouret peogwir... ne oa ket manket mann ebet dimp peogwir... kou... ne oa ket gouloù a-raok, evel-se ne oa ket... 'mamp graet hepañ

    [a pad 'bʁe:zəl wɑ̃m be ʁe'ku:ʁət py'gy:ʁ wa kə 'mɑ̃ŋkə mɑ̃n be tim py'gy:ʁ ku wa kə 'go̞:lo ɹo̞:k və'se wa kə nɑ̃m gwɛt hepɑ̃]

    et pendant la guerre nous avions été favorisés puisque... nous n'avions manqué de rien puisque... le cou... il n'y avait pas de lumière [courant] avant, comme ça il n'y avait pas... nous avions fait sans lui

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eus ket manket dour dezhe na mann ebet

    [nøs kə 'mɑ̃kəd du:ɹ dɛ: na mɑ̃n'bet]

    il ne leur a pas manqué d'eau ni rien

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ec'h arri se da vankiñ

    [hɑj ze də 'vɑ̃ŋkĩ]

    ça arrive à manquer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

intérêt (avoir – à)

  • 🔗 E vanka dezhi mont d'he loch peotramant a vo debret evit an noz gant al louarn.

    [ˈvɑ̃ŋka dɛj vɔ̃n di loʃ peˈtɑ̃mɑ̃n vo ˈdɛbə wi nɔ̃ːs gɑ̃n ˈluaʁn]

    Elle a intérêt à rentrer sinon elle risque d'être mangée par le renard cette nuit.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

falloir

  • 👂 🔗 ne vanka ket dit ankouaat da draoù

    ['vɑŋka kə did ɑ̃ŋ'kwɑ:d də drɛw]

    il ne faut pas que tu oublies tes choses

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eh ben dis donc, e vanko dezhi cheñch hañ !

    [... - ’vɑ̃ko dɛj ʃɛ̃jʃ ɑ̃]

    eh ben dis donc, il faudra qu'elle change hein !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pa 'to fin debriñ da soub emezañ, e vank dit emezañ, sikour ac'hanon emezañ... da dennat ar rodoù diwar ar traksionoù emezañ

    [pa to fin 'di:bĩ də zub meɑ̃ vɑɳ̃g did meɑ̃ 'ʒikur ɑ̃w meɑ̃ də 'dɛnəd ə 'ɾo:ʒo diwar tɾak'sɔ̃jo meɑ̃]

    quand tu auras fini de manger ta soupe dit-il, il faut que tu m'aide dit-il... à enlever les roues des tractions dit-il

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag ar reoù gozh « mankout a ra deskiñ ober mat hañ »

    [a rew'go:z vɑ̃ŋk ə ra 'diskĩ o:r mɑ:d ɑ̃]

    et les anciens « il faut apprendre à bien faire hein »

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ni a oa yaouank d'ar c'houlz-se, ne vezemp ket lesket da vont evel-se betegoût petra a veze, d'ar c'houlz-se e veze... e veze lâret d'an nen « ma gavit bonbon war an hent, ne vanka ket deoc'h debriñ anezhe kar ar re-se zo ampoezonet »

    [nim wa 'jɔwɑ̃ŋg də 'huls:e viʒɛm kə 'lɛskə dɔ̃:n və'se betə'gu:t pɾɑ viʒe də 'huls:e viʒe viʒe lɑ:r tə ne:n ma 'gɑ:vɛd bɔ̃'bɔ̃ war nɛn 'vɑ̃ŋka kə dah 'di:bĩ nɛ: kar ree zo ˌɑ̃mpwe'zɔ̃:nət]

    nous étions jeunes à cette époque-là, on ne nous laissait pas aller comme ça de peur de ce qu'il y avait, à cette époque-là on... on nous disait « si vous trouvez des bonbons sur la route, il ne faut pas que vous les mangiez car ceux-là sont empoisonnés »

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'ma lâret d'am dud da bet eur ec'h arruen kwa, « hag e vanko deoc'h bezañ o c'hortoz ac'hanon emezon-me »

    [ma 'lɑ:rəd dɑ̃m dyd də 'be:dər 'ɑjɛn kwa ɑ 'vɑ̃ŋko dɑh 'beɑ̃ 'hɔrtoz ɑ̃w 'mɔ̃mɛ]

    j'avais dit à mes parents à quelle heure j'arrivais quoi, et il faudra que vous soyez là à m'attendre dis-je

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha 'na lâret ar medesin e vanke din chom er gêr

    [ɑ nɑ 'lɑ:rəd mə'dœsin 'vɑ̃ŋkɛ dĩ ʃɔm ge̞:r]

    et le médecin avait dit qu'il fallait que je reste à la maison

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 mankout a ra dezhañ chom er gêr bremañ da diskuizhañ

    [vɑ̃k ə ʁa deɑ̃ ʃo̞m ge̞:ʁ 'bʁemɑ̃ də dis'kwi:zɑ̃]

    il faut qu'il reste à la maison maintenant pour se reposer

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne vanko ket dit...

    ['vãŋko kə dit]

    il ne faudra pas que tu...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne vanka ket din chom er gêr

    ['vɑ̃ŋka kə dĩ ʃom ge̞:r]

    il ne faut pas que je reste à la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'vanka ket da... 'vanka ket da... d'ar jañdarm gwelet ac'hanomp, peotramant e vefomp aretet

    [vɑ̃'kɑ kəd də - vɑ̃'kɑ kəd də - də 'ʒɑ̃ndaʁm 'gwe̞:lɛd ɑ̃m - pə'tɑ̃mɑ̃n vɔ̃m a'ʁe̞tət]

    il ne faut pas que le... il ne faut pas que le... gendarme nous voit, sinon nous serons arrêtés

    traduction ;)

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne vanka ket dit mont war an hent

    ['vɑ̃ŋka kə dit mɔ̃n war nɛn]

    il ne faut pas que tu ailles sur la route

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne vanko ket dimp hunvreal evit an noz 'ba traoù an noz peotramant 'h eomp da lampat

    ['vɑ̃ŋko kə dim hyn'veəl wi nɔ̃:s ba tɾɛw nɔ̃:s pe'tɑ̃m hɑ̃m tə 'lɑ̃mpət]

    il ne faudra que que nous rêvions cette nuit aux choses de la nuit, sinon nous allons sauter [de peur]

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 d'ar c'houlz-se, an hini yaouankañ a vanke dezhañ mont da lâret « bloavezh mat » d'an hini oa koshoc'h evitañ, na posupl 'nije ket... 'nije ket nemet c'hwec'h miz koshoc'h, eo dezhañ 'h eo da dont da lâret « Bloavezh mat » din

    [də ’hulse ’ni:ni jo’wɑ̃ŋkɑ̃ ’vɑ̃ŋkɛ ’deɑ̃ mɔ̃n tə ’lɑ:rəd blɑwəz’mɑ:d dən n:i wa ’kosɔh ’witɑ̃ na ’posyb niʒe kət niʒe kə mɛ hwɛh mi:s ’kosɔh ɛ ’deɑ̃ hɛ dɔ̃:n tə ’lɑ:rəd blɑwəz’mɑ:t tĩ]

    à cette époque, il fallait que le plus jeune aille dire « bonne année » à celui qui était plus vieux que lui, quand bien même il n'ait... il ne soit que six mois de plus vieux, c'est à lui de venir me dire « bonne année »

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e veze lâret « e vank deoc'h bezañ war-yun »

    [viʒe 'lɑ:rɛt vɑ̃ŋk tah 'beɑ̃ war'jy:n]

    on [nous] disait « il faut que vous soyez à jeun »

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 d'ar c'houlz-se paotr-kaezh, d'ar c'houlz-se e vanke dit mont da souhetiñ ar bloavezh mat d'unan a oa... d'unan gozh hañ

    [də 'hulse pɔt'kɛ:z də 'hulse 'vɑ̃ŋkɛ dit mɔ̃n də zu'eti ə ˌblɑwəz'mɑ:d dyn a wa dyn go:z ɑ̃]

    à cette époque-là, pauvre gars [mon pauvre], à cette époque-là il te fallait aller souhaiter la bonnée année à un qui était... à un ancien

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa vezer oc'h ober e vank ober bien

    [pe vɛ:r ’o:bər vɑ̃ŋg ’o:bər bjɛ̃]

    quand on fait il faut faire bien [maison]

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne vanke ket d'ar c'haraj bezañ... bezañ en he fezh tamm ebet

    [’vɑ̃ŋkɛ kə tə ’kɑɾaʃ ’beɑ̃ ’beɑ̃ ni ve:s tɑ̃m bet]

    il ne fallait pas que la chènevotte soit... soit entière

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aon 'mez e sachfent warne kar ne vanka ket dezhe tennañ...

    ['owən me 'ʒɛʃfɛɲ warnɛ kar 'vɑ̃ŋka kə dɛ: 'tɛnɑ̃]

    j'ai peur qu'ils ne tirent dessus [la barbe] car il ne faut pas qu'ils tirent...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ne vanka ket klemm.

    Vank ka keu klèm.

    [vãŋk ka kø klɛm]

    Il ne faut pas se plaindre.

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ne vanka ket dezhi klemm.

    Vank ka keu dèy klèm.

    [vãŋk ka kø dɛj klɛm]

    Il ne faut pas qu'elle se plaigne.

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

  • 🔗 e vanko deoc'h...

    ['vɑ̃ŋko dɑh]

    il faudra que vous...

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 mankout a ra dit-te kemer d'evañ gant... gant Aleksi

    [vɑ̃ŋk ə ʁa dit:e 'kemɛʁ 'de:vɑ̃ gɑ̃n ə gɑ̃n a'lɛksi]

    il faut que tu prennes à boire avec... avec Alexi

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ah e vanko dezhi... e vo... 'do ezhomm da blegañ hañ

    [a: 'vɑ̃ŋko dɛj vo do e:m də 'ble:gɑ̃ ɑ̃]

    ah il faudra qu'elle... elle devra plier hein [se conformer à son futur emploi]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

rater

  • 👂 🔗 met an deizioù all 'meus manket

    [mɛ 'dejo al mœs 'mɑ̃ŋkət]

    mais les autres jours j'ai raté [club du 3e âge]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne blije ket din manket ma merenn

    [bli'ʒɛ kə dĩ 'mɑ̃ŋkəd mə mɛʁn]

    je n'aimais pas rater mon déjeuner

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar C'hrec'hioù Min, Krec'hioù Min, Krec'h ar Goulm, Krec'h... hopala, aze zo lampet unan neuze, aze zo manket unan

    [ˌhe̞jo ˈmiːn - ˌkɹe̞jo ˈmiːn - ke̞ɹˈgulm - ke̞ɹ - ɔpəˈlɑ - ˌɑˑe zo ˈlɑ̃mpəd yn ˈnœˑe - ˈɑˑe zo ˈmɑ̃ŋkəd yn]

    ar C'hrec'hioù Min, Krec'hioù Min, Krec'h ar Goulm, Krec'h... hopala, aze zo lampet unan neuze, aze zo manket unan

    Bear-Gwenezhan

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

vouloir

  • 👂 🔗 ar sunelloù, an hini a lâr... an hini a vank-me da lâret

    [zy'nelo 'nini lɑ:r 'nini vɑ̃ŋ me də lɑ:rd]

    des traits, ce que dit... que je veux dire moi

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e vanke dezhañ e c'harmje

    ['vɑ̃ŋkɛ 'deɑ̃ 'hɑrmʃe]

    il voulait qu'elle pleure [père tardant à laisser sa fille chez la grand-mère]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hi vanke dezhi mont

    [hi 'vɑ̃ŋkɛ dɛj mɔ̃n]

    elle voulait partir

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... hag e vanke dezhañ mont

    [a 'vɑ̃ŋkɛ deɑ̃ mɔ̃n]

    ... et il voulait y aller

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... e vanke dezhañ plantañ anezhe

    ['vɑ̃ŋkɛ deɑ̃ 'plɑ̃ntɑ̃ nɛ:]

    ... il voulait les planter

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'da ket nemet ur mab hag e vanke dezhañ bezañ medesin

    [da kə mɛ mɑ:b ag e ’vɑ̃ŋkɛ deɑ̃ ’be:ɑ̃ mœ’dœ:sin]

    elle n'avait qu'un fils et il voulait être médecin

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... peogwir e vanke dezhi e vijen ganti

    [py'gy:ʁ 'vɑ̃ŋkɛ dɛj viʒɛn gɑ̃nti]

    ... puisqu'elle voulait que je sois avec elle

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

tromper (se –)

  • 👂 🔗 ma 'h out manket, hi 'deus dizvanket ac'hanout

    [ma hud 'mɑ̃ŋkət hi døz diz'vɑ̃ɳkəd 'ɑ̃:nut]

    si tu t'es trompé, elle t'a détrompé [corrigé]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi