Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
geo
Gwelet ar pennad yezhadur [Respont d'ur goulenn nac'h]()
Stummioù :
si
-
👂 🔗 Tap un asied din eta, ha ur gontell. Un asied heu... Hemañ n'eo ket ac'hanen geo ?
Tab eun asiet tin ta, a gontell. Eun asied eu... Hémañ nè ke hann gè ?
Prends-moi une assiette, et un couteau. Une assiette heu... Celle-ci n'est pas d'ici, si ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, n'eo ket gant koaven 'teus graet anezhi ? Ah geo, gant koaven.
Ya, né ke gan koaven teus gwè(t) nèi ? A gè, gan koaven.
Oui, tu ne l'as pas faite avec de la crème ? Ah si, avec de la crème.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Pa oas te yaouank sur a-walc'h ne vije ket familiales a-benn neuze. 2. Bije. 1. Bije ? 2. Bije laouen. 2. Ya ? 2. Ya ! Memestra . Ya. 1. Se n'on ket kat da lavaret hañ, met... 2. Geo.
1. Pé oas té yowañk zur wah vijé ke familiales bènn neuhé. 2. Bijé. 1. Bijé ? 2. Bijé lowen. 1. Ya ? 2. Ya, mostra. Ya. 1. Zé n’on kat te lâred añ, mè... 2. Gè.
1. Toi, quand tu étais jeune, il n'y avais probablement pas d'aides familiales à cette époque. 2. Si. 1. Si ? 2. Bien sur que si. 1. Ah bon ? 2. Oui, quand même. 1. Moi je ne sais pas, mais... 2. Si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Met ne vije ket arri septembre a-benn e vije graet se ? 2. Oh geo. Arri e vije tost septembre. Ya.
1. Mè vijé ked ai septembre bènn vijé gwè sé ? 2. O gè. Ai vijé tost septembre. Ya.
1. Mais on n'était pas en septembre quand on faisait ça ? 2. Oh si. On était presque en septembre. Oui.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. ar re-se 'naint ket ur machin da c'horo ? 2. Ah geo.
1. Ré-zé naint ke machin de horo ? 2. A geo.
Eux n'avaient pas de machine de traite ? 2. Ah si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Ya met 'neaint ket ur machin da c'horo gant podoù dija a-benn neuze ? 2. Ah geo. Geo geo. 1. Ne 'meus ket soñj. 2. A-benn neuze e oa ur machin da c'horo gant podoù. Boa.
1. Ya, mè néaint ked machin de horo gan poujo déjà bènn neuhé ? 2. A gè. Gè gè. 1. Meus ke joñch. 2. Bènn neuhé oa machin de horo gan poujo. Boa.
Oui, mais ils n'avaient pas déjà une machine de traite avec des pots pour alors ? 2. Ah si. 1. Je ne sais plus; 2. Pour alors il y avait une machine de traite avec des pots. Si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Geo da c'horo 'h ae X bepred. 2. N'ae ket avat . 1. Ah ne rae ket ? 2. Geo, pa oa... Geo, a-raok, pa oa goroet gant an dorn, met pas goude.
1. Gè, de horo ’h è X bopet. 2. N’è ke vat. 1. A rè ket ? 2. Gè, pé oa… Gè, rok, pé oa goroet gan dorn, mè pas goudé.
1. Si, X venait traire. 2. Non alors. 1. Ah non ? 2. Si, quand... Si, auparavant, quand on trayait à la main, mais pas après.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
🔗 Ha du-mañ ne c'horoe ket... Geo, X pa oa er gêr a rae, met Y, Y 'na ket bet goroet.
[a ’dumã ho’ʁoːe kət... ge X pə wa ’ge̞:ʁ ʁe me Y Y na kə be go’ʁoːət]
Et chez nous, il ne trayait pas... Si, X quand elle était à l maison le faisait, mais Y n'a jamais trait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Geo, ma arri unan bennak da welet ac'hanon e vin kat da lavaret dezhañ.
Gè, ma haï un bênnak te wèlet añoñ vin kat te lât téañ.
Si, si quelqu'un arrive me voir, je pourrais le lui dire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Geo, pa on chomet er gêr gant Maman goude, pa...
Gé, pé on chome gêr gan Mañmañ goudé, pé...
Si, quand je suis restée à la maison avec Maman, quand...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Geo pa vije un annoar bennaket da deskiñ, neuze e sikoure ac'hanon.
Gè, pé vijé ’n annwar bénnaket de diski, neuhé jikouré añoñ.
Si, quand il y avait une ou deux génisses à dresser, alors il m'aidait.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 geo, amañ e-kichen zo unan aze, hag a zo daou c'hant vloaz marteze
[gɛw 'ɑ̃mɑ̃ 'kiʃən zo yn 'ɑhe a zo dɔw hɑ̃n lɑ: ma'tee]
si, ici à côté, il y en a un [arbre] là, qui a deux cent ans peut-être
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 N'eo ket skrivet div wech memes tra hañ ? (T : Nann.) Geo ? (T : Nann.)
[ˈne̞ kə ˈskʁivə diw weʃ mɔ̃sˈtʁa ɑ̃ː – gɛ]
Il n'y a pas écrit deux fois la même chose hein, (T : Non.) Si ? (T : Non.)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Arri 'neus div... div gamaradez vihan. Pokañ a ra dezhe ha tout hañ, geus geus, n'eo ket diwezhat o temarriñ, arri e ray tu bennaket !
[aj nø diw diw gɑ̃m’ʁɑ:dəs ˈvi:ən ˈpokɑ̃ ʁa dɛ a tud ɑ̃ gø gøs ˈnɛ kə ˈdiwɛː teˈma:ĩ aj ʁɛj ty ˈmnakət]
Il a deux copines, il leur fait des bisous et tout hein, si si, il n'est pas tard, il arrivera quelque part !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Geus me meus kartennoù met ne gredan ket e zo anvioù n'eus ket nemet numeroioù warne.
[gøs me møs kaʁˈteno mɛː gʁeˈdɑ̃ kə zoː ɑ̃ˈnojo ˈnøs kə mɛ ˌnyːmeˈʁojo ˈwaʁnɛ]
Si j'ai pris des cartes mais je ne crois pas qu'il y ait des noms, il n'y a que des numéros dessus.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien