Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

gleout

Stummioù :

devoir

  • 👂 🔗 Ha eñ a gle en em viret c'hoazh pell a-walc'h. Eñ a gle en em viret c'hoazh

    A eñ glé non viret c’hoas pèll walc’h. Eñ glé non viret c’hoas.

    Et il doit se conserver assez longtemps encore.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met 'ma soñjet : Ah hennezh a gle bezañ mat avat emezon-me. Met... Bezañ 'h eo.

    Mé ma joñjet : a heñ glé béañ mat ha moñmé. Mèt... Béañ hè.

    Mais j'avais pensé : Ah celui-ci doit être bon, dis-je. Mais... c'est le cas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Anfin, n'eus ket mann ebet e-barzh, geus avat, dour, peogwir 'h a dour e-barzh, sur a-walc'h moarvat e gle bezañ e-barzh bepred met anfin, heu...

    Añfin, n'eus ke mann bét bars, geus hat, dour, pegur 'h a dour bars, zur wah mahat glé béañ bars bopet mèd añfin, eu…

    Enfin, il n'y a rien dedans, si, de l'eau, puisque l'eau rentre, il doit bien y en avoir dedans, mais enfin...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 me n'onn ket hag-eñ n'emañ ket ar rozell aze ivez, gleout a ra bezañ

    [me nɔ̃ kə gẽ: mɑ̃ kə ’ro:zəl ’ɑhɛ ije kle ra ’beɑ̃]

    moi je ne sais pas si le racloir à crêpes n'est pas là non plus, il doit l'être

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eh ben aze e klejent bezañ laket un double

    [e bɛ̃ ’ɑhɛ ’kleʃɛɲ ’beɑ̃ ’lɑkəd ɛ̃ dubl]

    eh bien là ils auraient dû mettre un double

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne glefes ket bezañ lâret

    ['glefɛs kə 'beɑ̃ 'lɑ:rət]

    tu n'aurais pas dû dire

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne glefes ket ober se

    ['glefɛs kəd 'o:bər ze]

    tu ne devrais pas faire ça

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... e kleen

    ['hleɛn]

    ... je devais

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se zo bet arri gant reoù all, e glejent bezañ derc'het mat dezhi kwa

    [ze zo bed ɑj gɑ̃n rew ɑl 'gleʃɛɲ be 'dɛrhɛd mɑt tɛj kwa]

    ça c'est arrivé à d'autres, elles auraient dû bien la tenir quoi [jeune femme ivre disparue]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se na gleje ket bezañ

    [ze 'gleʃe kə 'beɑ̃]

    ça ne devrait pas être [ce n'est pas normal]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha ne oarez ket petra a oa ar saout ? oh, e klejen bezañ kerc'het un damm bennaket deoc'h

    [a 'wɑ:rɛs kə prɑ wa zɔwt ɔ 'kleʃɛn be 'kɛrχɛd dɑ̃m mə'nɑkət tɑh]

    et tu ne sais pas ce que c'était que [surveiller] les vaches, j'aurai dû aller vous chercher quelque chose

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 c'hwi a oa gleet deoc'h bet aze 'ba... 'ba... 'ba

    [hwi wa 'gleɛd dɛh be:d 'ɑe ma ma ma]

    vous auriez dû être là à... à... à...

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gleout a ra bezañ unan dindan

    [gle ra 'beɑ̃ yn di'nɑ̃:n]

    il doit il y en avoir un en-dessous

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gleout a rajemp bezañ gelvet le chef

    [kle ə ’rɑʃɛm ’beɑ̃ ’gɛlwɛt lə ʃɛf]

    nous aurions dû appeler le chef

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gleout a rajemp bezañ bet lâret

    [kle 'rɑʃɛm 'beɑ̃ be 'lɑ:rət]

    nous aurions dû dire

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gleout a ra bezañ fin aze bremañ

    [gle rɑ 'beɑ̃ fin 'ɑhe 'bœmɑ̃]

    ça doit être fini là maintenant

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gleout a ra bezañ

    [kle ə ra 'beɑ̃]

    elle doit être...

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gleout a rajen en em diskuizhañ

    [gle 'raʃɛn nɔ̃n dis'kwi:zɑ̃]

    je devrais me reposer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 he den ne gle ket labourat

    [i de:n 'glea kə la'bu:rət]

    son mari ne doit pas travailler

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 diwar nav a gav din a oa 'ba an ekip e klee bezañ c'hwec'h pe seizh deus Bear

    [diwaʁ nɑw gɑf tĩ wa bah 'nekip 'gleɛ 'beɑ̃ hwɛh pe zɛjz dəz 'beaʁ]

    sur neuf je crois qu'il y avait dans l'équipe il devait y en avoir six ou sept de Bear

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aze e gle bezañ bremañ 'vat

    ['ɑhe gle 'beɑ̃ 'bomɑ̃ hat]

    maintenant il doit l'être sans doute

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se a gle bezañ interesant

    [ze gle 'beɑ̃ inte'resən]

    ça doit être intéressant

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha se a gle bezañ kua

    [a ze gle 'beɑ̃ kya]

    et ça doit être ça [le nom] quoi

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hemañ a gle bezañ

    ['hemɑ̃ gle 'beɑ̃]

    ça doit être celui-ci

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hoñ a gle bezañ ma c'hoar

    [hɔ̃: gle ’beɑ̃ mə hwɑ:r]

    celle-là [qui arrive] doit être ma soeur

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e klejes bezañ gelvet anezhañ

    ['gleʃɛs 'beɑ̃ 'gɛwlə neɑ̃]

    tu aurais dû l'appeler

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag e kleje bezañ...

    [a 'gleʃe 'beɑ̃]

    et il devrait être [bien, le film]...

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Jean a gle bezañ graet ivez

    [ʒɑ̃: gle be gwɛd 'ije]

    Jean avait dû avoir changé aussi

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 met Jean a gle bezañ achuet 'ba 'r skol laik ivez

    [mɛ ʒɑ̃ gle 'beɑ̃ a'ʃyəd bah sko:l 'lɑig 'ijə]

    mais Jean doit avoir fini à l'école laïque aussi

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e Prad e kle bezañ ganet

    [prɑ:t gle 'beɑ̃ 'gɑ̃:nət]

    elle doit être née à Prad

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... a gleje an nen goût memestra

    ['kleʃe ne:n gu:d mos'tra]

    ... on devrait savoir quand même

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne gleje ket ober

    ['gleʃe kəd o:r]

    il ne devrait pas faire

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 dec'h e glee bezañ tud

    [deh 'gleɛ 'beɑ̃ tyt]

    hier il devait y avoir du monde

    Gant : Herve ar Beleg, ganet e 1957 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se ne gleje ket bezañ bet graet

    [ze 'gleʃɛ kə 'beɑ̃ be gwɛt]

    ça ça n'aurait pas dû être fait

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e Roazhon e gle bezañ

    ['rɑ̃ɔ̃n gle 'beɑ̃]

    il doit être à Roazhon

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya 'vat, kle a ra bezañ

    [ja vat - kle ɹa 'be:ɑ̃]

    mais oui, ça doit être [ça]

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bepred e kle ober

    ['bopət gle 'o:bər]

    elle doit toujours faire [parler breton]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gleout a ra bezañ unan all

    [gle ra 'beɑ̃ nal]

    il doit y en avoir un autre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Selaou a ra avat, kle a ra ober.

    [ʒi'lɔw ʁa ha – 'kleː ʁa 'ɔːʁ]

    Il écoute, il doit bien le faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Te a gle bezañ bet ur bern labour pa oa bihan ar vugale.

    Té glé béan bét bern labour pé wa bihan vugalé.

    [te gle beã bɛʁn labuʁ pe wa biən vygale]

    Tu as dû avoir beaucoup de travail quand les enfants étaient petits. (paroles rapportées de son mari réalisant la charge de travail que représente les enfants)

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 gleout a ra bezañ

    [kle ra 'beɑ̃]

    ça doit être ça

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se a gle kaout

    [ze gle kɑ:t]

    il doit avoir ça [comme âge]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ a gle goût

    [hẽ: gle gu:t]

    celui-là doit savoir

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gleout a rajes bezañ goullet se gant Nicole

    [kle ’ʁɛʃɛz ’be:ɑ̃ ’gulə 'ze gɑ̃n ni’kɔl]

    tu aurais dû demander à Nicole

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gleout a ra bezañ

    [kle ra 'beɑ̃]

    elle doit être [chez elle en ce moment]

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gleout a ra dont

    [gle ra dɔ̃n]

    il doit venir [en principe]

    Gant : titourer dizanv

    Dastumer : Tangi