Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

plas

Stummioù :

place

  • 👂 🔗 Ah ya, aze zo plas da skrivañ marteze.

    A ya, ahé zo plas te skwivañ matéé.

    Ah oui, là il y a la place pour écrire peut-être.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh ya, heu, nann, dek a vije peogwir e oa plas da lakat tregont asambles quoi ma kerez e-barzh ar regenn.

    O ya, eu, nann, deg vijé, pegur oa plas te laket trégon sam(l)es quoi, ma kées, bah rigienn.

    Non, il y en avait dix, puisqu'il y avait la place d'en mettre trente, si tu veux, dans une rangée.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Neuze 'h aent en o flas.

    Neuhé 'h ènt 'n o vlas.

    Alors elles allaient à leur place.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Daou-ugent moc'h... daou-ugent krennard ma kerez da wellaat, 'meump plas da lakat kement se, ha neuze 'meump soñjet, ah 'h amp d'ober un esae, 'h amp da wellaat daou-ugent evel se, ha...

    Dow-ugen moh… dow-ugen krènnart, ma kées, de wèllaat, meum plas de laket kémé sé, a neuhé meum joñjet, a, ’h am d’or ’n êsè, ’h am de wèllaat dow-ugen vesé, a…

    Quarante porcs... Quarante jeunes porcs, si tu veux, à engraisser. Nous avions la place d'en mettre autant, et donc nous avons pensé : Ah, nous allons faire un essai, nous allons en engraisser quarante comme ça, et...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne gleve ket kalz met ingal eo. Bepred e vije war ar plas, e vije lavaret, huchet dezhañ petra... ma vije ezhomm da lavaret dezhañ petra a vije ezhomm d'ober quoi.

    Glêwé ke kals, mè ingal è. Bopet vijé war plas, vijé laat, guchet téañ pra... ma vijé émm de laat téañ pra vijé émm d’or quoi.

    Il n'entendait pas bien, mais peu importe. Il était sur place en tout cas, on lui disait, on lui criait ce que... s'il y avait besoin de lui dire ce qu'il fallait faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 n'eus ket a blas e-barzh ken

    [nøs kə blɑs bars ken]

    il n'y a plus de place dedans

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eus ket a blas ken

    [nøs kə blɑs ken]

    il n'y a plus de place

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 abalamour da gaout plasoù

    [blɑ̃m tə gɑ:t 'plɑso]

    dans le but d'avoir des places

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 amañ zo plas da glozañ traoù, amañ zo frankiz

    [’ɑ̃mɑ̃ zo plɑs tə ’glo:zɑ̃ trɛw ’ɑ̃mɑ̃ zo ’vrɑ̃ŋkis]

    ici il y a de la place pour ranger des choses, ici il y a beaucoup d'espace [c'est spacieux]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e vo kaout plas dezhe lec'h all neuze

    [rɛ vo kɑ:t plas tɛ: le̞h al 'nœhe]

    il faudra leur trouver de la place ailleurs alors

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 dam, neuze ne vije ket bet a blas 'ba 'n iliz

    [dɑ̃m 'nœhe viʒe kə be blɑs bah 'ni:lis]

    et bien, alors il n'y aurait pas eu de place dans l'église

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne oa ket a blas 'ba an oto ken

    [wa kə blɑs bah 'noto ken]

    il n'y avait plus de places dans la voiture

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha plas da c'hoari ha traoù

    [a plɑs tə hwɑj a tɾɛw]

    et de la place pour jouer et tout

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pevar blas kwa

    [ˌpɛwaʁˈblɑs kwa]

    quatre places quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 plas d'un den da dremen kwa

    [plɑs tən de:n də 'dɾemɛn kwa]

    de la place pour un homme pour passer quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Met sañset ne oan ket heu... plac'h da vezañ pinijenn kement-se. Ah nann. Nann nann, ma skol a vije mat quoi. Ya. Ma blasoù e-barzh ar skol e vije première pe deuxième karje ordin.

    ma blasoù [mə 'blaʃo]

    Mais normalement je n'étais pas du genre à être en punition tant que ça. Ah non. Non, non, mon école était bonne [= j'avais de bons résultats]. Oui. Mes places à l'école étaient presque toujours première ou deuxième.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

endroit

  • 🔗 'h eo distro an dour deus serten plasoù zo

    [hɛ 'disto ən du:r døz 'sɛrtən 'plɑso zo]

    l'eau est détournée de certains endroits

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bepred a-wezhioù ec'h arru blasoù da...

    ['bopəd 'we:ʒo hɑj 'blɑso də]

    toujours est-il qu'il arrive parfois que des maisons...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne vo ket tommoc'h 'ba ur plas evit 'ba ur plas all

    [vo kə 'to̞mɔh bah plɑs wid ba plɑs al]

    il ne fera pas plus chaud à un endroit qu'à un autre [dans la maison]

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha du-hont 'ma ur plas gast eu... labourat douar a oa evel simant

    [a ’dy:ən ma plɑz gɑst ə la’bu:ɹəd ’du:aɹ wa wɛl ’zimɑ̃n]

    et là-bas c'était un endroit merdique euh... labourer la terre qui était comme du ciment

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'ba ar momed-se e cheñchemp kantonamant alies kwa, a ya ! ya ! 'chomemp ket 'met... ouzhpenn ur miz 'ba pep plas

    [bah 'mo̞məse 'ʃɛ̃ʃɛm kɑ̃nto'nɑ̃mɑ̃n a'li:ɛs kwa - a ja ja - ʃo̞'mɛm kə mɛ spɛn ə mi:s bah pop plas]

    à ce moment-là nous changions souvent de cantonnement quoi, ah oui ! oui ! nous ne restions que... pas plus d'un mois dans chaque endroit

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 peogwir e veze bet deus petore plas, ar plas-mañ-plas, ne oa ket mat, ne oa ket e-lec'h all

    [pə’gu:r viʒe bet dəs ’petɛj plɑs ˌplɑsmɑ̃’plɑs wa kə mɑ:d wa kə le̞h ɑl]

    puisqu'il y en avait de quel endroit, de tel ou tel endroit, ce n'était pas bon, il n'y avait pas ailleurs [de pommes à cidre]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

emploi

  • 👂 🔗 Feiz, darn anezhe a oa re yaouank c'hoazh da vont da labourat ma kerez, da-heul ar baotred a-hend-all d'ar park ha tout an traoù-se, ha evel se feiz e vijent rekouret kaout plas evel se, d'ober un tamm a dout quoi.

    Fé, darn nè oa ré yowank hoas de von de labouret ma kées, de heul botet hèndall de park a tou ’n trèw-sé. A vesé fé vijènt rikouret kaout plas vesé, d’or un tamm dout quoi.

    Ma foi, certains étaient encore trop jeunes pour aller travailler, si tu veux, en compagnie des hommes aux champs et tout, et alors ça les arrangeait d'avoir une place [un emploi] comme ça, à faire un peu de tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal