Stummioù : c'holl ; c'hollioù ; goll ; golla ; gollan ; golle ; gollet ; gollfe ; gollfont ; gollo ; gollont ; koll ; kollan ; kollent ; kollet ; kolli ; kollioù ; kollont ; kolloù ;
▶ En-dro d'ar reoù glañv quoi. Ya. Darn anezhe a oa... ma kerez... Kollet o fenn un tamm muioc'h gante, darn all a oa jentiloc'h un tamm, se a depant, a bep sort, quoi.
Dro de réw glañ quoi. Ya. Darn nè oa, ma kées, kolled o vènn tamm muoh gantè. Darn all oa jèntiloh tamm. Zé dépan, bop sort quoi.
M'occuper des malades. Oui. Certains avaient perdu la tête, d'autres étaient plus gentils, ça dépend, il y avait de tout.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Ya avat, 'meus soñj, pa oan dougerez deus X, feiz, 'ma lavaret da X : Ha feiz emezon-me, an trakteur zo fin eviton bremañ evit ur pennad. Kar se a oa kat da vezañ laket ac'hanon da goll anezhañ quoi.
Ya hat, meus choñj, pé oan dougêres deus X, fé, ma laat te X : A fé, moñmé, ’n trakteur zo fin witoñ brœmañ wid pènnat. Ka zé oa kat te véañ laked añw de goll néañ quoi.
Oui, je me rappelle, quand j'étais enceinte de X, j'avais dit à Y : Ma foi, le tracteur c'est fini pour moi pour un moment. Parce que ça c'était susceptible de me faire le perdre.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ ne vo ket kollet
[vo kə 'kolɛt]
il ne sera pas perdu
Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ bro gollet
[bro 'golət]
pays perdu [endroit désertifié]
Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ kollet eo an dud
['koləd ɛ ən dyt]
les gens sont perdus [désorientés]
Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ ni 'meump kollet an alc'hwezioù
[nim mœm 'koləd nal'hwejo]
nous avons perdu les clés
Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)
Koll he bluñv ya.
[kol i blyː ja]
[elle] perd ses plumes oui.
Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)
▶ Met eñ ne blije ket dezhañ koll ivez. Hag a-wechoù e vije bec'h etreze, o-daou. Hola. Ha neuze e vije garmadeg. Neuze ec'h ae da welet e vamm. Neuze e c'harme un tamm bihan pa n'ae ket mat an traoù.
[mɛ hẽ bliʒe kə deã 'kɔl iə – a 'we̞ːʒo viʒe 'beχ 'tʁee o'dow – ola – a nœhe viʒe gaʁ'maːdək – nœhe he̞ də 'weːləd i 'vãm – nœhe 'haʁme tãm 'biən pa ne̞ kə 'maː n'tʁɛw]
Mais il n'aimait pas perdre non plus. Et parfois ils se disputait tous les deux. Hola. Et il y avait des pleurs. Alors il allait voir sa mère et il pleurait un peu parce que ça n'allait pas.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
kollet e vijes bet da-unan
['kolə viʒɛz be də'hyn]
tu te serais perdu tout seul
Jañ-If Bihan, 1946, Lannuon (dastumet gant Tangi)
bremañ ne gollo ket e hent
['bremɑ̃ 'gɔlo kəd i hɛn]
maintenant il ne perdra pas sa route
Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ koll a rafe e hent
[ko̞l ʁafe i hɛn]
il perdrait sa route
Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)
▶ evit ar bloaz zo bet ur bern kolloù
[wid blɑ: zo bed bɛɹn 'koljo]
cette année il y a eu plein de pertes
???
Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)