Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

mat

Gwelet ivez koulz, gwelloc'h ha gwellañ
Gwelet an tem Ar boued mat

Stummioù :

bon

  • 👂 🔗 Beñ, oblijet eo da vezañ mat peogwir n'eus ket met traoù mat e-barzh. Daon bezañ 'h eo, mat eo avat.

    Beñ, oblijet è de véañ mat pugur neus ke mé trèw mat bars. Daon, béañ hè, mat è ha.

    Ben, il est obligé d'être bon puisqu'il n'y a que de bonnes choses dedans. Dame, il l'est, il est bon.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ma 'mije bet gouvezet e oas o vont d'ober ur machin ken mat se din herie 'mije lavaret da X ha Y... Met penaos 'teus lavaret din bremañ-souden deus X ?

    [ma mije be gu’veət was võn tɔːʁ ’maʃin ken ’mat se dĩ ’heje mije ’lɑːt tə X a Y... me̞ pənos tøs ’lɑːt tĩ bə’zõm døz Y]

    Si j'avais su que tu allais me faire quelque chose d'aussi bon aujourd'hui, j'aurai dit à X et Y... Mais que m'as-tu dit tout à l'heure à propos de Y ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Riwal zo deut gant ur c'hachenn vat.

    Riwal zo deut gan eu c’hachenn vat.

    Riwal est venu avec un bon gâteau.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya kar ma vije bet alkol e-barzh ne vijent ket bet ken mat.

    Ya ka ma vijé béd alkol bars vijènt ke bé kén mat.

    Oui car s'il y avait eu de l'alcool dedans, ils n'auraient pas été aussi bons.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kamaradoù mat e oant chomet quoi.

    Komarado mad oant chomet quoi.

    Ils étaient restés bons amis.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me a deuio digwener da lavaret dit pe vo mat pe ne vo ket.

    Mé dèi digwéner de lât tit pé vo mat pé vo ket.

    Je viendrai vendredi te dire si c'est bon ou pas.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pegeit e oa bet aze ? Oh, ur pennad mat avat.

    Pégèid oa béd ahé ? O pènnad mat hat.

    Combien de temps y avait-elle passé ? Oh, un bon moment.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Div wech ar sizhun, apeupre e vije ribotet. A-blasoù e vije laosket pelloc'h, marteze e vije un tamm bihan muioc'h a amann, met... a-benn neuze ne vije ket ken mat ivez.

    Diw wêch zun, apeuprè, vijé ribotet. Blaso vijé losket pèlloh, matéé vijé tamm bien muoh amann, mèt... Bènn neuhé vijé ke kén mat ie.

    On barattait deux fois par semaine environ. Dans certaines fermes, ils le laissaient un peu plus longtemps, [comme ça] il y avait un peu plus de beurre, mais... pour alors il n'était plus aussi bon.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh Maman a rae krampouezh mat.

    O Maman rê krampous mat.

    Oh Maman faisait des bonnes crêpes.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 traoù mat ha traoù fall

    [tʁɛw mɑːd a tʁɛw vɑl]

    de bonnes et de mauvaises choses

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Debr anezhi, mat eo hañ ?

    [dɛb nɛj mɑːd ɛ ɑ̃]

    Mange-la, c'est bon hein ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ar rodoù a zo fall met ar moteur a zo mat !

    [ˈʁoʒo zo vɑl mɛ ˈmotəʁ zo mɑːd]

    Les jambes sont mauvaises mais le cœur tient bon !

    [litt. « Les roues sont mauvaises mais le moteur est bon ! »]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 N'emañ ket o selaou, n'emañ ket e vamm o selaou evel-se eo mat !

    [ˈmɑ̃ kə ˈʃilow ˈmɑ̃ kə i vɑ̃m ˈʃilow vəˈsɛ mɑːd]

    Elle n'est pas en train d'écouter, sa mère n'est pas en train d'écouter donc c'est bon !

    [elle n'est pas là]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Navet a zo un tamm bihan evel... tamm bihan evel kolza met tamm mat... tamm mat abretoc'h d'ober e fleur.

    [navɛt so tɑ̃m ˈbiən wɛl əː tɑ̃m ˈbiən wɛl ˈkolza mɛ ˈtɑ̃mat ˈtɑ̃mat aˈbretɔχ doːʁ i flœːʁ]

    La navette c'est un peu comme le colza mais beaucoup plus précoce à fleurir.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Eñ a zo ur sistem mat, kerzhel vat e ra se !

    [ẽː zo sistɛm mɑːd ˈkɛʁzəl mɑːd ʁa ze]

    C'est un bon système, une bonne technique, ça marche bien.

    [parler breton à ceux qui font du démarchage téléphonique] 

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 ne oa ket laket traoù mat-kaer da gentañ

    [wa kə 'lɑkət trɛw mat'kɛ:r də 'gentɑ̃]

    on n'avait pas mis de choses [matériaux, produits] très bonnes au début

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar re-se oa mat, minap

    [ə 'reze wa mɑ:t 'minap]

    ceux-là étaient très bons

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'meus ket soñj deus eu... n'eo ket Longwy e oa ? Longwy e oa... e glee bezañ, lec'h e oamp, aze ma souvenir zo muioc'h vat hañ, 'oan ket bet... kalz a devezhioù aze, 'soñj ket din

    [møs kə ʒɔ̃:ʒ dəz ə - ne̞ kə 'lɔ̃ŋgwi wa 'lɔ̃ŋgwi wa 'gle:ɛ 'be:ɑ̃ - le̞h wɑ̃m - 'ɑhɛ mə suvə'niɹ zo ˌmyˑɔh'vɑ:t ɑ̃ - wɑ̃ŋ kə bet - kalz de'we:ʒo 'ɑhɛ ʒɔ̃:ʃ kə dĩ]

    je ne me souviens plus de... ce n'est pas Longwy que c'était ? Longwy c'était... ça devait être, là où nous étions, là mes souvenirs sont meilleurs hein, je n'avais pas été... beaucoup de journées là, je ne pense pas

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ken mat ha me

    [ken mɑ:t a me]

    [parle breton] aussi bien que moi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 N'eo ket mat nemet d'abuziñ an dud !

    [ˈnɛ kə mɑː mɛd aˈbyzi ndyt]

    Elle n'est bonne qu'à faire perdre leur temps aux gens !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Mat eo merenn ?

    [mɑːd ɛ mɛʁn]

    C'est bon ? [à quelqu'un qui mange son repas de midi]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ar rodoù a zo mat met ar moteur a zo fall.

    [ˈʁoʒo zo mɑːd mɛ ˈmotəʁ zo vɑl]

    Les roues [les jambes] sont en bon état mais pas le moteur [le cœur].

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ah neuze eo mat !

    [a ˈnœe e̞ mɑːd]

    Ah alors c'est bon !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

bien

  • 👂 🔗 Ha eviti e oa mat quoi evel se quoi heñ.

    A witi oa mat quoi vesé quoi eñ.

    Et c'était bien comme ça pour elle.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne oa ket brav bezañ e-kichen d'ar skol evel se, evel se e vije gouvezet pegoulz e vije e pinijenn.

    Oa ke braw béañ kichen te skol vesé, vesé vijé gouvéet pégoulz vijé pinijenn.

    Ce n'était pas bien d'être à côté de l'école comme ça, [car] comme ça on [les parents] savaient quand on [les enfants] était punis.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Peogwir 'ma... sañset labouret mat e-barzh Trezelan, e oan laket en cinquième e-plas laket en sixième. Ha te a lavar traoù. Mont en cinquième hep ober sixième, ha... Me a oa kollet kompletamant, ah ya.

    Pegur ma... sañset laboure mat ba Trézélan, oan laket en cinquiême plas laket en sixiême. A té lar trew. Mon en cinquiême èb or sixiême, a... Mé oa kollet koñplétaman, a ya.

    Parce que j'avais... paraît-il, bien travaillé à Trézélan, j'avais été mise en cinquième au lieu d'en sixième. Tu parles ! Aller en cinquième sans faire de sixième, et... J'étais complètement perdue.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'H eo mat din ma 'mije ket bet ezhomm diontañ da vann ebet hañ.

    'h è mat tin ma mijé ke béd émm diontañ de vann béd añ.

    C'était bien si je n'avais pas besoin de lui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ma 'h eo mat deoc'h ho-taou, emeze, feiz avat, nim, nim eo mat dimp, emeze, se a sell ac'hanoc'h bremañ emeze.

    Ma ’h è mat tah o-tow, mè, fé hat, nim, nim è mat tim, mè, zé zèll añoh brœmañ mè.

    Si ça vous convient à tous les deux, ça nous convient à nous, dirent-ils, maintenant ça vous regarde.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Memestra X, n'eo ket posupl. Ne glevez ket ac'hanon, daon gran avat emezañ, me a glev ac'hanout mat.

    Mostra X, n’è ke posup. Glêwes ked añoñ. Dañwn grañ ha méañ, mé glèw hanout mat.

    Quand même X, ce n'est pas possible. Tu ne m'entends pas. Si alors, qu'il dit, je t'entends bien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Mont mat e ra an traoù ?

    [mɔ̃n mɑːd ʁa tʁɛw]

    Ça va ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 me a goache ma avaloù, aze en em gonserve an avaloù mat sell, 'ba 'r greun, ya 'vat

    [me 'gwɑ:ʃɛ ma a'vɑ:lo 'ɑhe nɔ̃n gɔ̃'zɛrvɛ na'vɑ:lo mɑ:t sɛl bar grœ:n jɑ vɑt]

    je cachais mes pommes, là les pommes se conservaient bien tu vois, dans le grain, et bien oui

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Eo en etat vat ya.

    [e̞ netat vɑːd ja]

    Il est bien portant.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 unan tev mat, stummet mat

    [yn tew mat ˈstumət mɑːd]

    [On dit ça de] quelqu'un qui est costaud, bien portant.

    [en etat vat]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ale ! Mont mat a ra an traoù abaoe dec'h ?

    [ɑˈle̞ mɔ̃n mɑːd ʁa tʁɛw bwe deχ]

    Salut ! Ça va depuis hier ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ya ma ec'h an abred da gousket neuze ne gouskfen...ne gouskin ket mat.

    [ja ma hɑ̃ aˈbʁeː də ˈguskət nœː ˈgusfɑ̃m gusˈki kə mɑːd]

    Oui si je vais tôt me coucher alors je ne dormirais...je ne dormirai pas bien.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 se na oa ket mat d'ober hañ

    [ze wa kə mɑ:t to:r ɑ̃]

    ce n'était pas bien à faire

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 er-maez 'neus c'hoant da vont met n'eo ket mat

    [me̞:z nøs hwɑ̃n də vɔ̃n mɛ nɛ kə mɑ:t]

    il veut aller dehors mais ce n'est pas bien [pour lui]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma 'h out arru er gêr eo mat

    [ma hud ɑj ge̞:r ɛ mɑ:t]

    si tu es arrivée à la maison c'est bien [c'est le plus important, l'essentiel]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 En etad vat !

    [ˈnetat vɑːd]

    (Elle est) bien portante ! [de quelqu'un qui a un embonpoint ou qui a bonne mine]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Stummet mat eo !

    [ˈstymə mɑːd ɛ]

    Elle est bien portante ! [de quelqu'un qui a un embonpoint ou qui a bonne mine]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 A debr mat deus he goan ya !

    [dɛːb mɑː døs i gwɑ̃:n ja]

    (Elle) mange bien son souper oui ! [de quelqu'un qui a un embonpoint]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 N'eo ket mat stokañ !

    [ˈnɛ kə mɑːd ˈstokɑ̃]

    N'y touches pas, ça n'est pas bien de toucher, il ne faut pas y toucher. [boutons d'un four]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 « Met, emezon-me, delc'hen a ri mat dezhañ ? » « Ya ya, emezi, me a dalc'ho mat dezhañ, ne sellin ket petra a vi oc'h ober, met... ne vin ket kat d'ober marteze, met me a dalc'ho mat dezhañ ervat. »

    Mèt, moñmé, dèrhèn ri mat téañ ? Ya ya, mèi, mé derho mat téañ. Zèllin ke pra vi ’h or, mèt... Vin k’ kat t’or matéé, mèt mé derho mat téañ vat.

    « Mais, dis-je, tu le tiendras bien ? » « Oui oui, dit-elle, moi je le tiendrai bien, je ne regarderai pas ce que tu feras, mais... Je ne pourrai peut-être pas le faire [regarder], mais je le tiendrai bien. »

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Eñ a zo ur sistem mat, kerzhel vat e ra se !

    [ẽː zo sistɛm mɑːd ˈkɛʁzəl mɑːd ʁa ze]

    C'est un bon système, une bonne technique, ça marche bien.

    [parler breton à ceux qui font du démarchage téléphonique] 

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 'ba he c'honversasion e oa un damm bennaket ha n'ae ket mat hañ

    [ba i ˌgɔ̃vɛʁsaˈsi:ɔ̃n wa ndɑ̃m bə'nɑkəd a nɛ kə mɑ:d ɑ̃]

    dans sa conversation il y avait quelque chose qui n'allait pas

    Gant :

    Dastumer : Tangi

complètement

  • 👂 🔗 arru e oa brein-mat

    [ɑj wa brɛɲ'mɑt]

    il était archi-pourri [cœur de l'arbre]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

très

  • 👂 🔗 Hennezh a vije poner mat.

    Eñ vijé poner mat.

    Il était très lourd.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya. Ya, da gentañ e vije an dud war-lerc'h ar faucheuse. Ha ar faucheuse a derc'he da vont prim mat.

    Ya, ya, de gèntañ vijé 'n dut war-lèrh focheuz. A focheuz dèrhé de von prim mat.

    Oui, d'abord les gens étaient derrière la faucheuse. Et la faucheuse continuait d'avancer rapidement.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Unan bras mat aze ?

    [yn bɾɑːs mat ˈɑe]

    Un très grand là ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ur pezh gwezenn dev-mat

    [ə pe:z 'gweən dew'mɑt]

    un très gros arbre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 enervet mat

    [eˈnɛʁvə mɑːd]

    bien énervé, en colère

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

grand

  • 🔗 ur wezenn vat

    [ə 'weən mɑt]

    un bel arbre

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

gros

  • 👂 🔗 ul levr mat eo

    [ə lɛrv 'mad ɛ]

    c'est un gros livre

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi