Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

lakat

Stummioù :

mettre

  • 👂 🔗 Pegement a sukr 'ta lavaret din 'ta laket ?

    Pégémen suk ta lat tin ta laket ?

    Quelle quantité de sucre m'as-tu dit que tu as mis ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha pegement a ber a lakaez neuze ?

    A pégémen bér lakes neuhé ?

    Et combien de poires y mets-tu alors ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya neuze e c'hallez degas un dra bennaket din da lakat anezhañ warnañ. Abalamour dit da gas da blad ganit d'ar gêr.

    Ya neuhé c’hallès diès ’n dra bennaket tin da lakat néañ warnañ. Bañw tit te gas de blat kenit te gêr.

    Oui alors tu peux m'apporter quelque chose pour mettre dessus. Pour que tu puisses ramener ton plat chez toi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met pa 'ma gwelet penaos e vije laket reoù ha ne ouient ket kaer da vont d'an tableau...

    Mè pé ma gwélet penoz vijé lake réw a ouiènt ke kèr (de) von te tableau.

    Mais quand j'avais vu qu'on envoyait ceux qui ne savaient pas bien au tableau...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha hennezh, hennezh a oa un disque. Ha neuze e vije laket bep a batatezenn e-barzh an disque, ha peogwir e deue en-dro, e deue en-dro neuze, 'nije graet e roudenn a-raok quoi ma kerez, ha evel se bep 'h ae, deue ar rod en-dro neuze... eo an hini e laoske ur batatezenn, patatezenn e-barzh.

    A heñ, heñ oa un disque. A neuzé vijé lake bop e batatézenn bah ’n disque, ha pegur dé ’ndro, dé ’ndro neuhé, ’nijé gwèd i roudenn rok quoi ma kées, a vesé bop dê, bopte dé rod ’ndro neuzé, è ni loské e batatézenn bars.

    Et c'était un disque. Et alors on mettait une pomme de terre dans [chaque compartiment du] disque, et comme il tournait – il avait fait son sillon avant – et comme ça, au fur et à mesure que la roue tournait, elle laissait une pomme de terre dedans.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Neuze e oa ezhomm kirri evel e vije lavaret neuze da... da lakat an ed quoi, peogwir an ed a vije en vrac quoi,

    Neuhé oa émm kirri vèl vijé lât neuhé de... de laket ’n ét quoi, pegur ’n éd vijé en vrac quoi.

    Alors il y avait besoin de charrettes, comme on disait, pour mettre le blé, parce que le blé était en vrac.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha pa vijent laket en o sav evel se, ma kerez, harpet an eil deus eben evel se, aze e sec'hent diouzhtu bepred quoi.

    A pé vijènt laket ’n o za vesé, ma kées, arped ’n èil deus ibên vesé, ahé séhènt dustu bopet quoi.

    Et quand on les mettait debouts comme ça, si tu veux, appuyés les uns contre les autres, ils séchaient rapidement.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne vije ket ezhomm mont e-barzh ar c'hraou da lakat boued dezhe.

    Vijé ked émm mon bah hrow (de) lake bouét tè.

    On n'avait pas besoin d'entrer dans la crèche pour leur mettre à manger.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, ha neuze goude neuze, pa 'meump astennet an hangar neuze, laket deus egile, feiz, 'meump laket ar saout e-barzh.

    Ya, a neuhé goudé neuhé, pé meum astênne ’n hangar neuhé, laket deuz égilé, fé, meum lake zowt bars.

    Oui, et ensuite, quand nous avons agrandi le hangar, qu'on l'a mis contre l'autre, nous y avons mis les vaches.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pa vije laket ar machinoù war bronnoù... ... ar vuoc'h, feiz, hennezh a goroe e-unan quoi. Ha e derc'he d'ober, e derc'he da sachañ goude. Ha feiz evel se e oa kat da surveilh div pe deir pe beder asambles quoi.

    Pé vijé laked machino war bronno… vuh, fé, heñ goroé ihun quoi. A dèrhé d’or, dèrhé de jèchañ goudé. A fé vesé oa kat de survèi diw pé dèr pé béder sam(bl)es quoi.

    Quand on mettait les machins sur les mamelles de la vache, la machine trayait toute seule. Et elle continuait de tirer ensuite. Et comme ça, on pouvait en surveiller deux ou trois ou quatre en même temps.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh ya, heu, nann, dek a vije peogwir e oa plas da lakat tregont asambles quoi ma kerez e-barzh ar regenn.

    O ya, eu, nann, deg vijé, pegur oa plas te laket trégon sam(l)es quoi, ma kées, bah rigienn.

    Non, il y en avait dix, puisqu'il y avait la place d'en mettre trente, si tu veux, dans une rangée.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-benn 'nije roet boued d'ar re-se ha neuze me a oar petra 'nije d'ober, lakat plouz dindan ar saout a vije d'ober ivez ha neuze heu...

    Bènn nijé roe bwét te ré-hé, a neuhé mé oar pra nijé d’ober, lake plous tinan zowt vijé d’or ie, a neuhé eu…

    Pour quand il les avait nourries, et fait tout ce qu'il avait à faire, je ne sais pas, il fallait mettre de la paille sous les vaches aussi et...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Laket e vez tud er-maez.

    [ˈlakə ve tyt me̞ːs]

    On met des gens à la porte, on licencie des gens.

    [au sujet des supressions de postes, des fermetures d’usines] 

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Lakat anezhi etre o-daou neuze.

    [ˈlakə nɛj tʁe o dow ˈnœhe]

    Partage la entre eux-deux alors.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ha me o tapout ur pezh hini paotr, lakat anezhi 'ba... e-mesk ar me... 'ba tom... 'ba euh... ar c'horadenn merien aze, a-benn an noz ne oa ket nemet relegoù xxx (?), tout ya, tout 'da... 'da... 'da debret anezhi, ne oa ket manet nemet euh... re... an eskern... n'eo ket, n'eo ket... me a oar petra int

    [a me ’tɑpə pe’si:ni po̞t ’lɑkə nɛj bah mesk ə mɛ ban tom bah ə hoʁɑn mɛ’ʁjɛn ’ɑe bɛn nɔ̃:z wa kə mɛ ʁe’le:go ? tut ja tud da da da ’dɛ:bə nɛj wa kə ’mɑ̃:nəd mɛd ə ʁe ’ne̞skɛʁn nɛ kə nɛ kə me wɑ:ʁ pɹɑ hiɲ]

    et moi de prendre une grosse [couleuvre], la mettre dans... au milieu des four... dans euh... la fourmilière là, pour le soir il n'était resté que les restes, tout oui, elles l'avaient... avaient... avaient mangée entièrement, il n'était resté que euh... les res... les os... ce n'est pas, ce n'est pas... je ne sais pas ce que c'est

    ???

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Kolza a vije laket evit... evit ar saout da beuriñ.

    [ˈkolza ˈviʒe lɑːk wiː wi zowt də ˈbœːĩ]

    On semait du colza pour...aux vaches pour qu'elles paîssent.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Hoñ a lake se 'ba da benn met...

    [ɔ̃ː ˈlɑkɛ ze ba tə bɛn mɛ]

    Elle te mettait ça en tête mais...

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 na lakez ket anezhe e-barzh ken !

    ['lɑkɛs kə nɛ: bars ken]

    ne les mets plus dedans !

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lakit anezhe en-pign !

    ['lɑkə nɛ: npiɲ]

    suspendez-les !

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 laka anezhe o-daou !

    ['lɑka nɛ: o'dɔw]

    mets les tous les deux !

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lak anezhe evel e kari !

    [lɑk nɛ: wɛl 'kɑ:ri]

    mets-les comme tu voudras !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha lak anezhañ ervat !

    [a lɑk neɑ̃ vɑ:t]

    et mets-le bien !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... laket anezhañ prest d'ober

    ['lɑkə 'neɑ̃ pre̞st to:r]

    ... mis prêt à faire [préparé à fontionner]

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne laka ket se ?

    ['lɑka kə ze]

    il ne met pas ça ?

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 petra a lakont deus Koad Merrot ? bois du Merr... Koad Merrot zo goude, Koad Merrot, eñ zo un tamm...

    [ˌpɹɑ ˈlɑkɛɲ døs ˌkwɑd ˈmɛɹɔt - ... - ˌkwɑd ˈmɛɹɔt so ˌguˑde - ˌkwɑd ˈmɛɹɔt - ˌhẽˑ zo tɑ̃m]

    que mettent-ils à propos de Koad Merrot ? bois du Merr... Koad Merrot est après, c'est un peu...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Kap eo lakat goan diwezhat !

    [kap ɛ ˈlakə kwɑ̃ːn diˈwɛat]

    Elle est capable de retarder le souper ! [de quelqu'un qui fait perdre leur temps aux autres]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Lakat anezhe e-pign !

    [ˈlakə nɛ piɲ]

    [Il faudrait] les pendre ! [les condamner à mort]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

faire

  • 👂 🔗 Honnezh eo nim 'mamp graet anezhi. Anfin, nim 'mamp graet anezhi, 'mamp ket, laket ober anezhi quoi.

    Hoñz è nim mam gwè nèi. Añfin, nim mam gwè nèi, mam ket, laked or nèi quoi.

    Celle-là, c'est nous qui l'avons faite. Enfin, nous l'avons faite, non, fait faire quoi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ar piked zo moaien lakat anezhe da gaozeal

    [’picət so ’mojən ’lɑkə nɛ: də go’zeəl]

    les pies on peut les faire parler

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 1. Ur wezh e oa ur c'hamion oc'h arriet, deus Pontrev. Nann, deus Bear. 2. Deus Bear, ha 'na laket anezhe da c'halompat.

    1. E wéch oa hamion ’h aiet, deus Pontreñ. Nann, deus Béar. 2. Deus Béar, a na lake nè de halompet.

    1. Une fois, il y avait un camion qui arrivait, de Pontrieux. Non, de Bégard. 2. De Bégard, et il les avait fait courir [les vaches].

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 O lakat ar c'hi da bisat emañ. O lakat ar c'hi da bisat emañ. O kas ar c'hi da bisat.

    Lake hi de biset mañ. Kas hi de biset.

    Il fait pisser son chien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met aze ne vez ket ezhomm kalz tra, da lakat ur plac'h da gaout poan. Kar n'eo ket a-walc'h... Heu, skeiñ a ra poan, marteze, met ober a ra poan hemañ ivez.

    [mɛd ’ahe ve kəd ’e̞ːm kals ’tʁaː də ’lakə ’plaχ də ’gãːt ’pwãːn] [ka ’nɛ kə ’waχ] [’skɛjn ʁa ’pwãːn ma’tee mɛ ’ɔːʁ ʁa ’pwãːn ’hemã iə]

    Mais il ne faut pas grand-chose pour faire souffrir une fille. Car ce n'est pas tout de... Heu, frapper ça fait mal, mais celle-ci (en montrant sa tête) fait mal aussi.

    Pour dire que les insultes et les méchancetés peuvent autant faire souffrir que les coups.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Un espes rod a oa en-dro ha neuze, honnezh, ha e serre bep da 'h ae, e droc'he, ar machin a droc'he gwinizh da gentañ, ha neuze ar rod a deue en-dro ha neuze e lakae anezhe da vont e-barzh, da vont e-barzh ar machin, abalamour dezhe da en em serriñ un tamm bihan, ha neuze, goude gant ur fiselenn neuze, ar fiselenn a rae he skoulm quoi, abalamour da derc'hen ar fagodenn quoi, ha neuze goude e skoe anezhe en-dro. Ha neuze e derc'he da vont evel se quoi.

    'N èspes rod oa 'ndro, a neuzé, hoñs, a sèrré bop te 'h ê, drohê, machin drohê gwinis de gèntañ, a neuzé rod dé 'ndro, a neuzé lakê nè de von bars, de von bah machin, bañw tè de non sè(rr)iñ tamm bïen, a neuzé, goudé gan fisélenn neuzé, fisélenn rè i skourm quoi, bañw te dèrhen vagoenn quoi, a neuzé goudé skoé nè 'ndro. A neuzé dèrhé de von vesé quoi.

    Il y avait une sorte de roue autour, et elle ramassait à mesure qu'elle avançait, d'abord la machine coupait le froment, ensuite la roue tournait et le faisait rentrer dans la machine, pour qu'ils soient ramassés, et ensuite la ficelle faisait un noeud, pour maintenir le fagot, et alors elle les expulsait. Et elle continuait comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

faire faire

  • 👂 🔗 n'eo ket se a lako an nen da deskiñ brezhoneg

    [nɛ kə ze ’lɑko nen də ’diskĩ brɛ’zɔ̃:nək]

    ce n'est pas ça qui fera qu'on apprendra le breton

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 De Gaulle 'na laket komañs ober anezhe

    [dø'gol na 'lɑkə 'komɑ̃z o:r nɛ]

    De Gaulle avait commencer à les faire faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lakat egile da gouezhañ

    [’lɑkəd e’gi:le də ’gweɑ̃]

    faire tomber l'autre

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... e lakez ac'hanomp da labourat

    ['lɑkɛz hɑ̃m də la'bu:rət]

    ... tu nous fais travailler [les méninges]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eus ket moaien da lakat ober unan ?

    [nøs kə 'mojən də 'lɑkəd o:r yn]

    il n'est pas possible d'en faire faire une ?

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

appeler

N'eus frazenn ebet c'hoazh.