Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
da
Stummioù :
ton, ta, tes
-
🔗 Tintin X eo da vamm-gaer.
[tĩtĩ X e̞ də vãm'gɛːʁ]
Tante X est ta belle-mère.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 e degasi da Coca bihan ganit neuze.
Dièsi de Coca bien genit neuhé.
Tu apporteras ton Coca.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Debr da goan.
[dɛb te gwɑ̃ːn]
Mange ton souper.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ha da vamm a zo un itron, un itron ! Arri eo an itron, an itron bihan ! an itron bihan !
[a te vɑ̃m zo niˈtɾɔ̃n niˈtɾɔ̃n aj ɛ niˈtɾɔ̃n ˈnitɾɔ̃n ˈbiən ˈnitɾɔ̃n ˈbiən]
Et ta mère est une madame, une madame ! Voilà la petite dame, la petite dame !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Fur eo da c'hoar bihan ?
[vyʁ e̞ te hwɑːʁ ˈbiən]
Ta petite sœur est sage ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Muioc'h fur eo da c'hoar bihan evitout neuze ? (T: Sur !) Te a zo ur marmouz bihan neuze !
[myːh vyʁ e̞ te hwɑːʁ ˈbiən witut ˈnœe te zo ˈmɑːʁmus ˈbiən ˈnœe]
Alors ta sœur est plus sage que toi ? (T : Certainement ! ) Alors tu es un petit garnement, un petit fripon, une petite canaille !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Hoñ a lake se 'ba da benn met...
[ɔ̃ː ˈlɑkɛ ze ba tə bɛn mɛ]
Elle te mettait ça en tête mais...
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Da vamm marteze ne oa ket o chom 'ba Bear a-benn neuze c'hoazh (?).
[te vɑ̃m mateː ˈwa kə ʃom ba beːʁ bɛn ˈnœe wɑh]
Ta mère n'habitait pas Bear à ce moment là (?).
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ne teus ket se war da listenn ? branolenn bras.
[ˈtøs kə ze waʁ tə ˈlistən ˈbʁɑ̃nɔ̃n bʁɑːs]
Il n'y a pas ça sur ta liste ? branolenn bras.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Te teus kollet da hent !
[te tøs ˈkolət te hɛn]
Toi tu as perdu ta route ! [ce dit en voyant arriver quelqu'un qui passe rarement]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Te eo fall da daoulagad.
[te ɛ val tə dowˈlɑːga]
Tu ne vois pas clair, tu n'as pas de bons yeux, tu as une mauvaise vue.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
pour
-
👂 🔗 Ret e vo din esa ober unan da welet ivez.
Réd vo din êsa or un de wèlet ie.
Il faudra que j'essaie d'en faire un aussi pour voir.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Bepred e roan un tamm dit da vont d'ar gêr ganit bremañ-souden, ha me a vano an tamm all ganin, ha evel-se...
Boped roan eun tamm dit te vont te gêr bezom, ha mé vano ’n tamm all genin, ha vêl-sé...
En tout cas, je te donne un morceau pour aller à la maison (= chez toi), et moi il restera l'autre morceau avec moi (= je garderai l'autre morceau), et comme ça...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pas d'arat, nann. Nann nann, d'arat ne vije ket ar memes tra, met da hadañ traoù goude.
Pas t'aret nann. Nann nann, d'aret vijé ke mostra, mè da hadañ trèw goudé.
Pas pour labourer, non. Non, pour labourer ce n'était pas pareil, mais pour semer ensuite.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha e vijemp hom-div oc'h ober. Div eur 'mijemp ezhomm da c'horo hañ. Hom saout.
A vijèm om-diw 'h or. Diw eur mijèm émm de horo añ. Om zowt.
Et nous étions toutes les deux à le faire. Il nous fallait deux heures pour traire. Nos vaches.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'Na graet ar salle de traite, neuze e oa aezetoc'h din o c'horo neuze, neuze e oan e-barzh an toull o c'horo, ha neuze, ar saout a vije tro-ha-zro din, ha neuze, ne vije ket ret din plegañ da brañchañ anezhe quoi, se an hini eo an gwashañ. Se an hini a oa an gwashañ, plegañ da brañchañ anezhe.
Na gwèt salle de traite, neuhé oa êsêtoh din horo neuhé, neuhé oan ba ’n toull horo, a neuhé, zowt vijé tro-a-zo din, a neuhé, vijé ke rét tin plégañ de brañchañ nè quoi, zé ni è ’n gwasañ. Zé ni oa ’n gwasañ, plégañ de brañchañ nè.
Il avait fait la salle de traite, donc c'était plus facile pour moi de traire, j'étais dans le trou en train de traire, les vaches étaient tout autour de moi, et donc je n'avais pas besoin de me pencher pour les brancher, c'est ça le pire. C'était ça le pire, se pencher pour les brancher.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Te 'tije tud da sikour ac'hanout.
Té tijé tut de jikour hañout.
Toi, il y avait du monde qui t'aidait.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Me 'ma ket tud da sikour ac'hanon. 2. Ah daon nann.
1. Mé ma ke tut de jikour añoñ. 2. A dañwn nann.
1. Moi je n'avais personne pour m'aider. 2. Ah diable non.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Boñ, da welet pegement e vano ganimp, ma dalvez ar boan ober quoi. Kar ma ra e refomp ur porcherie, ha ma ne ra ket, ne refomp ket, boñ.
Boñ, de wélet pégémen vano genim, ma dal boan or quoi. Ka ma ra réfom porcherie, a ma ra ket, réfom ket.
Bon, pour voir combien il nous restera [combien nous gagnerons d'argent], si ça vaut le coup d'en faire. Car si c'est le cas, nous ferons une porcherie, et si non, nous n'en ferons pas.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ar re-se a oar krapat war ar c'helorn da evañ laezh ya.
Ré-hé oar krape war hélorn da évañ lês, ya.
Ceux-là [les chats] savent monter sur le seau pour boire le lait, oui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
à
-
👂 🔗 (R. : Da biv e oa ar menaj ?) Heu... Da, da X, da ma den. Eñ a oa propriétaire quoi, ya. Hennezh a oa dezhe abaoe a-raok quoi, abaoe e dad, ya. Ya, d'e dad ha d'e vamm... D'e dad ha d'e vamm e oa a-raok, ya.
De, de X, de me dén. Eñ oa propriétaire quoi, ya. Heñ oa dè bwé rok quoi, bwé i dad, ya. Ya, d’i dad a d’i vamm... D’i dad ha d’i vamm oa rok ya.
(R. : À qui était la ferme ?) Heu... à X, à mon mari. Il était propriétaire, oui. Elle était à eux [à sa famille] depuis avant, depuis son père, oui. Oui, elle était à son père et sa mère avant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah beñ, da bemp bloaz, d'ar c'houlz-se neuze 'h ae an nen da bemp bloaz, n'ae ket a-raok.
A beñ, de bèm pla, de houls-se neuhè hé 'n nén de bèm pla, n'è ke rok.
Ah ben, à cinq ans. À cette époque, on allait à l'école à cinq ans, pas avant.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha evel se a-benn fin ar bloaz, neuze, gwir eo, ya, 'ma tremenet ma certificat peogwir ar certificat a vije tremenet da daouzek... da bevarzek vloaz .
A vesé bènn fin bla, neuhe, gwir è, ya, ma tréménet me certificat, pegur certificat vijé tréménet te dowzek... de barzek la.
Et comme ça, pour la fin de l'année, c'est vrai, j'avais passé mon certificat, parce que on passait son certificat à douze... à quatorze ans.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn neuze 'ma lavaret da ma vamm-gaer, bremañ emezon-me 'meump podoù, te ne deski ket goro evel se, emezon-me, me a raio ma-unan.
Bènn neuhé ma lât de me vamm-gèr, brémañ momé meum poujo, té diski ke goro vesé, mome, mé rèi mehun.
À cette époque, j'avais dit à ma belle-mère : Maintenant, dis-je, nous vons des pots [sur la machine à traire], tu n'as pas besoin d'apprendre à traire comme ça, je le ferai seule.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn e oa arri la salle de traite, a-benn neuze 'meump daou-ugent saout da c'horo.
Bènn oa ai la salle de traite, bènn neuhé meum dow-ugen zowt te horo.
Quand la salle de traite est arrivée, on avait quarante vaches à traire.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. 'Tije ur vatezh pe unan bennaket ordin. 2. Ur vatezh, ya. 1. Beñ ya. E-kichen me 'mije den ebet... 2. Unan deus ar bourk a-hont a deue a-wezhioù, pa vije muioc'h d'ober
1. Tijé vates pé un bénnaked ordin. 2. Vates, ya. 1. Beñ ya, kichen mé mijé dén bét. 2. Un deuz bourk awon dé (a)wêjo, pé vijé muoh d'or.
1. Tu avais toujours une servante ou quelqu'un. 2. une servante, oui. 1. Ben oui. Alors que moi je n'avais personne. 2. Quelqu'un du bourg là-bas venait parfois, quand il y avait plus à faire.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Geo pa vije un annoar bennaket da deskiñ, neuze e sikoure ac'hanon.
Gè, pé vijé ’n annwar bénnaket de diski, neuhé jikouré añoñ.
Si, quand il y avait une ou deux génisses à dresser, alors il m'aidait.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Oh laezh a roen d'ar reoù vihan, met bepred e vije ret reiñ maiz dezhe ha e vije ret netaat...
O lêz roèn de réw vien, mè boped vijé rét rèi mais tè, a vijé rét nétaat…
Oh, je donnais du lait aux petits [veaux], mais en tout cas il fallait leur donner du maïs et il fallait nettoyer...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze e roe... 'Meus aon e roe boued d'ar moc'h pe 'meus ket soñj petra.
A neuhé roé... Meuz owen roe bwét te moh, pé meus ke joñj pra.
Et alors il donnait... Je crois qu'il donnait à manger aux cochons ou je ne me rappelle plus quoi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-wezhioù 'h ae d'e verenn da Goad Gourae, e ti e genderv ivez, a-wezhioù 'h ae e lec'h all, se a depante, met anfin, heu, evel se feiz...
Wêjo ’h ê d’i vèrn de Goat-Kourè, ti i ginderf ie, wêjo ’h ê lêc’h all, zé dépañté, mèd añfin, eu, vesé, fé...
Parfois il allait manger le repas de midi à Koad-Gourae, chez son cousin, parfois il allait ailleurs, ça dépendait, mais enfin...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
de
-
👂 🔗 Oh ya, heu, nann, dek a vije peogwir e oa plas da lakat tregont asambles quoi ma kerez e-barzh ar regenn.
O ya, eu, nann, deg vijé, pegur oa plas te laket trégon sam(l)es quoi, ma kées, bah rigienn.
Non, il y en avait dix, puisqu'il y avait la place d'en mettre trente, si tu veux, dans une rangée.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal