Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
tremen
Gwelet an temoù Tremen ha An amzer o tremen
Stummioù :
passer
-
👂 🔗 Ha hennezh ne sava ket abred hañ, hennezh a vez eizh eur a-benn e vez o tremen.
A heñ sava ked abréd añ, heñ vé èiz eur bènn vé trémen.
Et lui il ne se lève pas tôt, il est huit heures quand il passe.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met ne oa ket aet da di X diouzhtu, antreet e oa er Veuzit en ur dremen bepred, ha feiz 'na lavaret dezhe e oa o vont da di X da lavaret dezhañ 'na ur paotr bihan ivez ha ac'hanen ha aleshont.
Mèt... oa ked èt de di X dustu, añtréet oa Veuzit non drémen bopet, a fé na lât tè oa von te di X de lât téañ na pot pien ié, a hann a lêson.
Mais il n'était pas allé chez X tout de suite, il était entré au Veuzit en passant, et il leur avait dit qu'il allait chez X lui dire qu'il avait eu un petit garçon aussi, et patati et patata.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Ha hennezh a vije evel un nor warnañ, an toull-se, ha hennezh a vije digoret quoi, ha vije ret dezhe tremen hebiou an toull-se, gant o sac'h, sac'h... 2. Sac'h gwinizh. 1. Sac'h gwinizh war o chouk.
1. A heñ vijé vèl e nor warnañ, 'n toull-zé, a heñ vijé dioret quoi, a vijé rét tè trêmen bu 'n toull-zé, gan o zah, zah… 2. Zah kwinis. 1. Zah kwinis war o chouk.
1. Et il y avait comme une porte à cette entrée, et on l'ouvrait, et ils devaient passer par cette entrée, avec leur sac... 2. Leur sac de froment. 1. Leur sac de froment sur leur dos.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Anfin, ya, ne oas ket da-unan evel se. Nann, kalz reoù all a oa. Tremenet dre aze ivez.
Añfin ya, oas ket tehun vesé. Nann, kales réw all oa. Tréménet dré ahé ie.
Enfin oui, tu n'étais pas la seule comme ça. Non, il y en avait beaucoup d'autres qui en étaient passées par là aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa oan er gêr da bevarzek vloaz ne oa ket trakteur c'hoazh peogwir e vije kaset ar gazeg... 'meus soñj 'h ae an nen da dremen an hou da... war ar patatez.
Pé oan gêr de barzek la oa ke trakteur hoas pegur vijé kaset gazek, meus choñj ’h ê ’n nên de drémen ’n ou de... war patates.
Quand je suis restée à la maison à quatorze, il n'y avait pas encore de tracteur, puisqu'on conduisait la jument. Je me rappelle qu'on allait passer la houe sur les pommes de terre.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah nann, 'ma ket tremenet ma certificat d'étude e-barzh Trezelan, n'eo ket... Ne oa ket se e oa.
A nann, ma ke tréménet me certificat d'étude ba Trézélan, né ke... Oa ke zé oa.
Ah non, je n'avais pas passé mon certificat d'étude à Trézélan, ce n'est pas... Ce n'était pas ça.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 garidenn ar c'had, pleustret eo, oh neuze e tremen alies kwa
[ga’ri:dən hɑt ’plœstəd ɛ meɑ̃ o ’nœe ’dremɛn a’liɛs kwa]
la galerie du lièvre, elle est fréquentée, oh alors il passe souvent quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir e tremen ar rinier kreiztre an ti hag euh... ar siri
[pygyr ’dremɛn ’riɲɛr krɛjste nti: ag ə ’si:ri]
puisque la rivière passe entre la maison et euh... la scierie
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 e tremene se dezhi
[dre'me:nɛ ze dɛj]
ça lui passait
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 marteze e tremeno din
[ma'tehe dre'me:no dĩ]
peut-être que ça me passera
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 amañ ne dremena ket kalz
['ɑ̃mɑ̃ dre'me:na kə kals]
ici, ça ne passe pas beaucoup [peu de passage]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'on ket kat da lâret pelec'h tout 'ta tremenet
[nɔ̃ kɑt tə 'lɑ:rət ple̞h tut ta tre'me:nət]
je ne suis pas capable de dire partout où tu étais passé
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pelec'h partout 'h on bet tremenet
[ple̞h 'partut hɔ̃ be tre'me:nət kwa]
[je sais à peu près] partout où je suis passé
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 tremen
['stremɛn]
passer
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh zo bet tremenet dre aze partout ivez
[hẽ:s so be tre'menət dre 'ɑhe 'pɑrtud 'ije]
celui-là il est passé partout par là aussi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur moto zo o tremen
['moto zo 'tremɛn]
une moto est en train de passer
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 tremen un tamm bara !
['tremɛn tãm 'ba:ra]
passe un morceau de pain !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
plus de
-
👂 🔗 Tremen daou c'hant a dud.
Trémèn dow han dut.
Plus de deux cents personnes.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E oa ur bern tud bepred, peogwir e oa tremen daou c'hant.
Oa bèrn tut popet, pugur oa trémèn dow han.
Il y avait beaucoup de monde en tout cas, pusiqu'il y en avait plus de deux-cents.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha ar familh zo hir, ha evel-se feiz, se a greske quoi. Oh ya, tremen daou c'hant a oa.
A famil zo hir, a vesé fé, zé grèské quoi. O ya, strémèn dow han oa.
Et la famille est grande, et comme ça, ça augmentait [le nombre de personnes à inviter]. Oh oui, il y en avait plus de deux-cents.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn neuze 'ma... N'onn ket avat. Pet vloaz 'ma a-benn neuze ? Feiz tremen tregont vloaz bepred.
Bènn neuhé ma... N’onn ke hat. Péd la ma bènn neuhé ? Fé. Trémen trégon la bopet.
À cette époque j'avais... Je ne sais pas. Quel âge j'avais à cette époque ? Plus de trente ans en tout cas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 honnezh zo tremen kant vloaz
[hɔ̃:s so 'tremɛn kɑ̃n lɑ:]
elle [l'arbre] a plus de cent ans
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
dépasser
-
👂 🔗 ha goude hemañ all 'na tremenet ac'hanon aze ti ar charkutiri « dam ma kar bezañ lâret din ivez emezañ e vijes deut ganin ivez 'ba an oto ! »
[a ’gu:de ’hemal na tɾe’me:nəd ɑ̃w ’ɑ:he ti ʃaʁky’ti:ɾi dɑ̃m ma kɑɾ be ’lɑ:ɾəd dĩ ie meɑ̃ viʒɛs dœd gə’nĩ ie ma ’noto]
et après celui-ci de me dépasser là à la charcuterie « dame, si tu avais bien voulu me dire aussi, dit-il, tu serais venu avec moi dans la voiture dit-il ! »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi