Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

mont

Stummioù :

aller

  • 👂 🔗 Bepred e roan un tamm dit da vont d'ar gêr ganit bremañ-souden, ha me a vano an tamm all ganin, ha evel-se...

    Boped roan eun tamm dit te vont te gêr bezom, ha mé vano ’n tamm all genin, ha vêl-sé...

    En tout cas, je te donne un morceau pour aller à la maison (= chez toi), et moi il restera l'autre morceau avec moi (= je garderai l'autre morceau), et comme ça...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz neuze 'ma tremenet ma certificat, ha bet ma certificat ganin, ha goude e oan chomet er gêr peogwir n'houlennen ket mont d'ar skol.

    A fé neuhé ma tréménet me certificat, a bé me certificat genin, a goudé oan chome gêr, pegur n'oulènn ke mon te skol.

    Et alors j'avais passé mon certificat, et j'avais eu mon certificat, et ensuite j'étais restée à la maison, parce que je ne voulais pas aller à l'école.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah, ne blije ket din mont d'ar skol.

    A blijé ke tin mon te skol.

    Ah, je n'aimais pas aller à l'école.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne gleve ket ha ne blije ket dezhañ kaer mont war an hent gant an trakteur ivez.

    Glèwé ket, a blijé ke déañ kèr mon war 'n èn gan trakteur ie.

    Il n'entendait pas, et il n'aimait pas beaucoup aller sur la route avec le tracteur.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ret e vije d'an nen mont eeun te, abalamour d'ober ur regenn eeun.

    Rê(d) vijé (d) nén mon eñven té, bañw t'or rigienn eñven.

    Il fallait aller droit, tiens, pour faire une rangée droite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah beñ, da bemp bloaz, d'ar c'houlz-se neuze 'h ae an nen da bemp bloaz, n'ae ket a-raok.

    A beñ, de bèm pla, de houls-se neuhè hé 'n nén de bèm pla, n'è ke rok.

    Ah ben, à cinq ans. À cette époque, on allait à l'école à cinq ans, pas avant.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Peogwir 'ma... sañset labouret mat e-barzh Trezelan, e oan laket en cinquième e-plas laket en sixième. Ha te a lavar traoù. Mont en cinquième hep ober sixième, ha... Me a oa kollet kompletamant, ah ya.

    Pegur ma... sañset laboure mat ba Trézélan, oan laket en cinquiême plas laket en sixiême. A té lar trew. Mon en cinquiême èb or sixiême, a... Mé oa kollet koñplétaman, a ya.

    Parce que j'avais... paraît-il, bien travaillé à Trézélan, j'avais été mise en cinquième au lieu d'en sixième. Tu parles ! Aller en cinquième sans faire de sixième, et... J'étais complètement perdue.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E-barzh Trezelan, e-barzh ar skolioù bihan evel se e chomez betek daouzek vloaz. Ha goude daouzek vloaz neuze 'h ez pelloc'h, se an hini a oa. Se an hini a oa.

    Bah Trézélen, bah skolio bïen vesé chomès béték dowzek la. A goudé dowzek la neuhé hès pèlloh, zé ni oa. Zé ni oa.

    À Trézélan, dans les petites écoles comme ça,

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E-skeud-se ne blije ket din mont d'ar skol.

    Skeut-sé blijé ke din mon te skol.

    De ce fait, je n'aimais pas aller à l'école.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne blije ket an trakteur dezhañ kement se. Peogwir alies pa 'nije d'ober mont d'arat e vije lavaret dimp kas an trakteur d'ar park ivez.

    Blijé ked 'n trakteur déañ kémé sé. Pegur alies pé nijé d'or mont d'aret vijé lât timp kas 'n trakteur de park ie.

    Il n'aimait pas tant que ça [conduire] le tracteur. Parce que souvent, quand il devait aller labourer, on nous disait de conduire le tracteur au champ.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'Ma ket 'met c'hoant da soagnal tud, ha 'h on amañ, emezon-me, e-barzh ar menaj e-mesk ar saout. Se n'a ket.

    Ma ke mè hoan de soeñgnal tut, a ’h on amañ, moñmé, bah ménach, mèsk e zowt. Ze n’a ket.

    Je ne voulais que soigner des gens, et je suis là, dis-je, à la ferme parmi les vaches. Ça, ça ne va pas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Kit en o koaze.

    [ke no ˈkwɑːze]

    Asseyez-vous.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Mont mat e ra an traoù ?

    [mɔ̃n mɑːd ʁa tʁɛw]

    Ça va ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Me ma c'hwec'h vloaz pa oan aet d'ar skol ha lâret a vez din gwelet a-walc'h eo warnon emezi ! se a lâr din !

    [me ma wɛχ la pe wɑ̃n ɛ də skoːl a lɑːʁ ve dĩː ˈgwɛlə wɑχ ve ˈwaʁnɔ̃ mɛj ze lɑːʁ dĩ]

    Moi j'avais six ans quand j'ai commençé l'école et elle dit que ça se voit sur moi ! elle me dit ça !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 E vanka dezhi mont d'he loch peotramant a vo debret evit an noz gant al louarn.

    [ˈvɑ̃ŋka dɛj vɔ̃n di loʃ peˈtɑ̃mɑ̃n vo ˈdɛbə wi nɔ̃ːs gɑ̃n ˈluaʁn]

    Elle a intérêt à rentrer sinon elle risque d'être mangée par le renard cette nuit.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ale ! Mont mat a ra an traoù abaoe dec'h ?

    [ɑˈle̞ mɔ̃n mɑːd ʁa tʁɛw bwe deχ]

    Salut ! Ça va depuis hier ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Te a oar leun a draoù, kerzh te d'ober !

    [te waʁ lœːn dʁɛw kɛs te doːʁ]

    Toi tu sais pleins de choses, vas-y toi !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 'h an da vont...

    [hɑ̃ də vɔ̃n]

    je vais aller...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne lâre ket pelec'h 'h ae

    ['lɑ:rɛ kət ple̞h ɛ]

    elle ne disait pas où elle allait

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh ! me 'blije ket din mont... mont eno da labourat

    [o - me biˈʒe̞ kə dĩ mɔ̃n mɔ̃nˈeːno də laˈbuːʁət]

    oh ! moi je n'aimais pas aller... y aller travailler

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o vont da belec'h emaint ?

    [vɔ̃n də ble̞h mɛɲ]

    où vont-ils ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 mont da labourat da Blistin

    [mɔ̃n də la'bu:rəd də 'blistin]

    aller travailler à Plistin

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa 'h it da Vear 'h eo da welet...

    [pe hɛt tə 'vear hɛ də 'wɛ:lət]

    quand vous allez à Bear c'est pour aller voir...

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pelec'h eo aet ?

    [ple̞h he ɛt]

    où est-il allé ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma emañ o vont da n'on ket pelec'h du-hont

    [ma mɑ̃ fɔ̃n də nɔ̃ kə pe'le̞h dyən]

    s'il va je ne sais où là-bas

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me n'an ket da sellet

    [me nã kə də 'zɛlət]

    moi je ne vais pas voir

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha 'h a d'ar skol da Vear

    [a hɑ də sko:l də 'vear]

    et elle va à l'école de Bear

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha 'h aemp bemdez gantañ da Vear

    [a hɛm 'bãwnde 'gãntã də 'vear]

    et tous les jours nous allions à Bear avec lui

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 mont ti an dud ha kaozeal

    [mɔ̃n ti ndyt a ko'zeəl]

    aller chez les gens et parler, discuter

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 a-wezhioù 'h ae da Draezhtel

    ['we:ʒo hɛ də 'drɛstɛl]

    parfois il allait à Traezhtel

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ni n'omp ket aet d'an interamant

    [nim nɔ̃m kəd ɛd də ˌnintɛ'rɑmɑ̃n]

    nous nous ne sommes pas allés à l'enterrement

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pet e oamp deus Bear o vont da Loriant ?

    [pe:d wɑ̃m døz ’bear vɔ̃n tə lo’rijən]

    combien étions-nous de Bear à aller à An Oriant ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Soaig 'na lâret din oas bet e-barzh

    [swɑjg na lɑ:rt tĩ waz be barz je]

    Soaig m'avait dit que tu y étais allé [chez lui]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'h aemp 'ba 'r c'hoadoù

    [hɛm bah 'hwɑ:ʒo]

    nous allions dans les bois

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 d'ar c'hastell e oamp aet

    [də ’hɑstəl wɑ̃m ɛt]

    nous étions allés au château

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bet e oa dija a-raok ha goude oa aet da di he merc'h da...

    [bed wa deʒa ro:k a 'gu:de wa ɛd də di i mɛrh də]

    elle avait déjà été [fait un séjour au foyer] et après elle était allée chez sa fille pour...

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o vont d'ar gêr out ?

    [vɔ̃n tə ge̞:r ut]

    tu vas à la maison ?

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 o vont da belec'h out ?

    [vɔ̃n tə ble̞h ut]

    où vas-tu ?

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 mont a ra

    [mɔ̃n ə ra]

    il va

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Jean zo aet da belec'h ?

    [ʒɑ̃ zo ɛt tə ble̞h]

    Jean est allé où ?

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ oa aet da labouret da Bariz

    [ẽ̞: wa ɛt tə la'bu:rət də 'bɑ:ris]

    il était allé travailler à Paris

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ah dam, o vont da belec'h emañ honnezh ivez 'ta ?

    [a dɑ̃m fɔ̃n tə ble̞h mɑ̃ hɔ̃:z ije ta]

    ah dame, où va-t-elle celle-là donc ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 person Bear gwezhall 'h ae da c'hoari voulloù da Gerdanioù

    ['pɛrsɔ̃n 'bear gwe'ʒɑl hɛ də hwɑj 'vulo də ˌge̞rda'nio]

    le curé de Bear autrefois allait jouer aux boules à Kerdaniou

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oamp ket aet evit se ivez

    [wɑ̃m kəd ɛd wit se 'ije]

    nous n'étions pas allés pour ça non plus

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 da belec'h out o vont ?

    [də ble̞h ut fɔ̃n]

    où vas-tu ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'h eomp ti Mari Penn Ar Pont

    [hɑ̃m ti ’mɑi pɛn’pɔ̃n]

    nous allons chez Marie de Penn Ar Pont

    Plûned

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 da vont da dapet...

    [dɔ̃n də 'dɑpəd ə]

    pour aller prendre la [route de]...

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze en ur vont aze

    ['ɑhɛ nɔ̃n vɔ̃n 'ɑhɛ]

    là en allant là [sur la route]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bremañ 'h eomp da vont d'ar c'hrignol

    ['bɔmɑ̃ hɑ̃m dɔ̃:n də 'hri:ɲɔl]

    maintenant nous montons au grenier

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 mont 'ba ar wezenn

    [mõn bar 'weən]

    aller dans l'arbre

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kit tout pelloc'h !

    [kɛt tut 'pɛlɔh]

    éloignez-vous tous !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kerzh pelloc'h !

    [kɛs 'pɛlɔh]

    va plus loin !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kerzh 'ta !

    [kɛs ta]

    vas donc ! [faire un bisou]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kerzh 'ta Yvonne !

    [kɛs ta 'ivon]

    va donc Yvonne !

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kerzh e-kichen Lucienne !

    [kɛs 'kiʃən lysjɛn]

    va à côté de Lucienne !

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kae da labourat !

    [kɛz la'bu:rət]

    vas travailler !

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'ez ket da derriñ anezhañ !

    [nɛs kə də 'dɛĩ neɑ̃]

    ne va pas le casser !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kerzh da gerc'hat anezhañ bremañ !

    [kɛs tə 'gɛrhə neɑ̃ 'bomɑ̃]

    va le chercher maintenant !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kerzh da gerc'hat anezhañ da-unan !

    [kɛs tə 'gɛrhɛ neɑ̃ də'hy:n]

    va le chercher tout seul !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kit dousik bepred emezon-me hañ !

    [kɛd dusik ’bopəd ’mɔ̃mɛ ɑ̃]

    allez-y doucement toujours, avais-je dit ! [façon d'annoncer un décès]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deomp !

    [dɛm]

    allons-y, partons !

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kit da welet hag-eñ on du-hont !

    [kɛt tə 'wɛ:lɛd a'gẽ ɔ̃n 'dyɔ̃n]

    allez voir là-bas si j'y suis !

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kae 'ba ar sal aze

    [kɛ bah zɑ:l 'ɑhɛ]

    va dans la salle là

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'ez ket da welet an tele ?

    [nɛs kə tə wɛ:l ən 'tele]

    tu ne vas pas voir la télé ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eo ket aet c'hoazh ? t'as qu'à faire la tisane hein, tu... lakat a rez ur bern ? ya, lakat a rez ur bern thym e-barzh ? ah oui ! n'eo ket tremenet c'hoazh, ah ben non, se zo kaoz 'na lâret Marchand din ha 'ma repetet se da Chapuis

    [ne̞ kəd ɛ hwas - ... - ’lɑkə ʁe̞z bɛʁn - ja ’lɑkə ʁe̞z bɛʁn tœ̃ baʁs - a wi a ne̞ kə tʁe’me:nə hwɑs a bɛ̃ nɔ̃ - ze zo ko̞:z na lɑ:ʁ maʁʃɑ̃ dĩ a ma ʁe’petə ze də ʃɑpɥi]

    il n'est pas encore parti [mal de gorge] ? t'as qu'à faire la tisane hein, tu... tu mets beaucoup ? oui, tu mets beaucoup de thym de dedans ? ah oui ! ce n'est pas encore passé, ah ben non ! c'est pour ça que Marchand m'avait dit et j'avais répété ça à Chapuis

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... 'h a d'ar c'hafe

    [ha də 'hɑfe]

    ... va au café, au bar

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eont ket da vale war ar c'hampagn ken

    [naɲ cə 'vɑ:le war 'hɑ̃mpaɲ ken]

    ils ne circulent plus en campagne [personnes ivres]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se n'eo ket mont 'ba an dour

    [ze nɛ kə mɔ̃n ban du:r]

    ça ce n'est pas aller dans l'eau [se baigner]

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ya ma ec'h an abred da gousket neuze ne gouskfen...ne gouskin ket mat.

    [ja ma hɑ̃ aˈbʁeː də ˈguskət nœː ˈgusfɑ̃m gusˈki kə mɑːd]

    Oui si je vais tôt me coucher alors je ne dormirais...je ne dormirai pas bien.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 N'ec'h a ket da vale war he dreid ken ?

    [ˈna kə də ˈvɑːle waʁ i dʁɛjd ken]

    Elle ne se balade plus à pied ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Aet eo ar vur e-traoñ gant an doureier hag an avelaj.

    [ɛd ɛ vyːʁ tʁow gãn duˈʁejəʁ a naˈwelaʃ]

    Le mur s'est écroulé à cause des pluies et du vent incessant.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 n'aje ket 'vat !

    ['nɑʃe kə hɑt]

    elle n'irait pas [elle ne voulait pas aller] !

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'aje ket aze !

    ['nɑʃe kəd 'ɑhe]

    elle n'irait pas là [elle ne voulait pas aller] !

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'aen ket d'ober ma brav

    [nɛn kə do:r mə brɑw]

    je n'allais pas faire mon beau

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Gant se n'aio ket a-bell.

    [gãn ze ˈnɛ tʲə bɛl]

    Avec ça il n'ira pas loin. [dans la vie]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 O vont da vreinañ emañ.

    [vɔ̃n də ˈvʁɛɲɑ̃ mɑ̃]

    Il va pourrir.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Aet d'ar foñs.

    [e̞ də vɔ̃s]

    Elle est enfoncée, elle est bien au fond. [litt. « allé au fond »] [dit d'une cheville bien enfoncée]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 mont da goach

    [mɔ̃n də gwɑʃ]

    aller se cacher, se planquer

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Aet eo a-dammoù.

    [ed e̞ ˈdɑ̃mo]

    Il a été mis en pièce, en morceaux. [dans le contexte il a été simplement démonté]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Kit en ho koaze.

    [ke no ˈkwɑze]

    Asseyez-vous, mettez-vous assis.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Aet eo e mil a-dammoù.

    [ɛd e̞ mil ˈdɑ̃mo]

    Il s'est brisé en mille morceaux. [litt. « il est allé en mille morceaux »]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Pelec'h out da vont ?

    Pélèc'h out fon-n ?

    [pe'lɛx ut fõn]

    Où tu vas ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 it pelloc'h !

    [ɛt 'pɛlɔh]

    allez plus loin !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag e oa o vont da... e oa o vont, derc'hen a rae da vont, en ur gaozeal dousik a-hervez

    [a wa vɔ̃n tə wa vɔ̃n dɛrh ə rɛ də vɔ̃n nɔ̃n go’zeəl ’dusic]

    et elle allait à... elle allait, elle continuait d'aller tout en parlant doucement à ce qu'il parait

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'ez ket aze hañ !

    [nes kəd 'ɑze ɑ̃]

    ne va pas là hein !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 deomp da gomañs neuze !

    [dɛm də 'gomɑ̃s 'nœhe]

    allons commencer alors !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 da marc'had Gwengamp ec'h ae

    [də 'mɑrhad 'gwɛɲɔ̃m hɛ]

    elle allait au marché de Gwengamp

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 da gousket out o vont ?

    [də 'guskəd ut fõn]

    tu vas dormir ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 d'ar vered 'h i ?

    [də 've:rɛt hi]

    tu iras au cimetière

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met eno n'ajen ket ken

    [mɛ 'e:no na'ʃɛn kə ken]

    mais là-bas je n'y ai plus mis les pieds [litt. je n'irais plus]

    Gant : Elen ar Gov, ganet e 1931, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Louergad.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an deiz all e oa bet gantañ, digwener, e oa bet gantañ 'ba 'r Lambal, o kerc'hat eu... kerc'hat ur marc'h, ur marc'h antier 'na... a-raok, ha 'na kaset anezhañ da spazhañ da Lambal, hag e oa bet Daniel gantañ o kerc'hat anezhañ

    [nde'ɑl wa be 'gãntã diʁ'gwe:nər - wa be 'gãntã bah lãm'bal - 'kɛ:həd ə 'kɛ:həd ə marχ - ə marχ 'ɛ̃tjəʁ na - ʁo:k a na 'kɑsə neɑ̃ də 'spɑ:hɑ̃ də 'lɑ̃mbal - a wa be da'ɳɛl gɑ̃tɑ̃ 'kɛ:hə neɑ̃]

    l'autre jour il avait été avec lui, vendredi, il avait été à Lamballe avec lui chercher euh... chercher un étalon, il avait un étalon entier... avant, et il l'avait envoyé se faire castrer à Lamballe, et Daniel avait été avec lui le chercher

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kit eu... 'h eomp da vont disheol !

    [ke̞t ə - hɑ̃m də vɔ̃n di'ʃɛwl]

    allez euh... allons à l'ombre !

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kerzh da bisat !

    [ke̞s tə ˈbisət]

    va pisser !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ben oui ! bezañ aet deus ar beure ha chom e-pad an deiz ! ya ! ma vije bet aet just du-se, nompas ober ma komisionoù ganin-me, met ya ! hag eviton-me hag evitout-te ! ha neuze petra 'ma ket lâret dezhi !

    [bɛ wi - ˈbeːɑ̃ ɛd dəs ˈbœːʁə - a ʃo̞m paˑnˈdeː - ja - ma ˈviʃe bed ɛd ʒys ˈdyhe - nɔ̃ˈpaz o̞ːʁ mə ko̞misjɔ̃ːno gəˈnĩme̞ - mɛ ja - a ˈwitɔ̃me̞ a ˈwitutːe̞ - a ˈnœːhe̞ pʁa ma kə ˈlɑːʁəd dɛj - ...]

    ben oui ! il aurait fallu être parti le matin et rester toute la journée ! oui ! si elle était juste allée chez toi, ne pas faire mes commissions avec moi, mais oui ! et pour moi, et pour toi ! et alors, qu'est-ce que je n'avais pas dit !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

partir

  • 👂 🔗 koulskoude n'eo ket diaes da euh... troc'hañ anezhe met ret eo dit euh... dirañsañ (?) anezhe, aze ma ne droc'hez ket nemet a-rez ar wezenn 'teus ezhomm da dennañ anezhi gant an trañch peotramant n'a ket deus an douar, ha neuze 'tez peoc'h, neuze an iliavenn ne sava ket war ar wezenn

    [kus’ku:de nɛ kə ’diɛs tə ə: ’trohə nɛ: mɛ rɛd ɛ did ə di’rɑsə nɛ: ’ɑe ma ’drohɛs kə mɛ ə rɛz ’weən tøz e:m da dɛn nɛj gɑ̃n ən tɾɛ̃jʃ pe’tɑ̃mɑ̃n nɑ kəd dez ən ’duar a ’nœe te pœh ’nœhe ni’ʎɛwən ’zɑ:va kəd war ’werən]

    pourtant ce n'est pas difficile de euh... les couper mais tu dois euh... les arracher (?), là si tu ne fais que les couper au ras du sol, il te faut les arracher avec la houe ou sinon elle ne part pas de la terre, et alors tu as la paix, alors le lierre ne monte pas sur l'arbre

    ???

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o vont out ?

    [fɔ̃n ut]

    tu es parti ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'h eomp da vont diouzhtu evit arriout en avañs

    [hãm tə võn dy’sty wid ’ajut ’navãs]

    partons tout de suite pour que j'arrive en avance

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ben oui ! bezañ aet deus ar beure ha chom e-pad an deiz ! ya ! ma vije bet aet just du-se, nompas ober ma komisionoù ganin-me, met ya ! hag eviton-me hag evitout-te ! ha neuze petra 'ma ket lâret dezhi !

    [bɛ wi - ˈbeːɑ̃ ɛd dəs ˈbœːʁə - a ʃo̞m paˑnˈdeː - ja - ma ˈviʃe bed ɛd ʒys ˈdyhe - nɔ̃ˈpaz o̞ːʁ mə ko̞misjɔ̃ːno gəˈnĩme̞ - mɛ ja - a ˈwitɔ̃me̞ a ˈwitutːe̞ - a ˈnœːhe̞ pʁa ma kə ˈlɑːʁəd dɛj - ...]

    ben oui ! il aurait fallu être parti le matin et rester toute la journée ! oui ! si elle était juste allée chez toi, ne pas faire mes commissions avec moi, mais oui ! et pour moi, et pour toi ! et alors, qu'est-ce que je n'avais pas dit !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 c'hwi zo o vont ?

    [hwi zo fɔ̃n]

    vous partez ?

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ale, 'h amp da vont emezañ

    ['ɑle hɑ̃m tə vɔ̃n 'meɑ̃]

    allez, nous partons dit-il

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'h amp d'ar gêr

    [hɑ̃m tə ge̞:r]

    nous allons à la maison

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aet on !

    [ɛd õ]

    je suis parti !

    Gant : Herve ar Beleg, ganet e 1957 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met ya 'vat, arru int aet tout

    [mɛ ja hɑt ɑj iɲ ɛt tut]

    mais oui bien sûr, ils sont tous partis [ironique, chéquier presque vide]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oan ket e-sell da vont deus ar gêr

    [wɑ̃ŋ kə zɛl də vɔ̃n dəz ge̞:r]

    je n'avais pas l'intention de partir de la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'houlo ket mont deus ar gêr

    ['nu:lo kə mɔ̃n dəz ge̞:r]

    il ne voudra pas partir de la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha goude... goude n'ae ket deus ar gêr

    [a 'gu:de 'gu:de nɛ kəd dəz ge̞:ʁ]

    et après... après elle ne partait pas de la maison

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me n'an ket deus ar gêr

    [me nɑ̃ kə dəz ge̞:ʁ]

    moi je ne quitte pas la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

devenir

  • 🔗 aet eo tanv

    [ɛd ɛ 'tɑ̃:no]

    elle [la crème] s'est liquéfiée [moins épaisse]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aet eo prop sell !

    [ɛd e prɔp sɛl]

    il est devenu propre regarde !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

mourir

  • 🔗 evel-se eo aet

    [və'se hɛw ɛd ɑ̃]

    c'est comme cela qu'il est parti [mort]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aet eo kuit

    [ɛd ɛ kwit]

    il est parti [décédé]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

disparaître

  • 🔗 ar jeuioù all zo aet, tout an dud zo aet kwa

    ['ʒœjo al zo ɛt tun dyd zo ɛt kwa]

    les autres jeux sont partis [ont disparu], tous les gens sont partis [ne viennent plus]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aet eo se, bepred zo, evurusamant zo manet

    [ɛd ɛ ze 'bopə zo ˌevyʁyˈzɑ̃mɑ̃n zo 'mɑ̃:nət]

    ça a disparu, il y en a toujours, heureusement qu'il en reste

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

fonctionner

  • 🔗 hennezh 'h a e-unan

    [hẽ:z a i'hyn]

    il fonctionne tout seul [groupe électrogène]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne vanka ket kalz tra dezhañ da... evit mont

    ['vɑ̃ŋka kə kɑls trɑ deɑ̃ də wid mɔ̃n]

    il ne lui manque pas grand-chose pour... pour fonctionner

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hemañ ac'hanta, ac'h a mat met int n'eont ket mat-kaer

    ['hemɑ̃ 'hɑ̃ntɑ hɑ mɑ:d mɛ hiɲ nɛɲ cə mɑ:t kɛ:r]

    celui-ci, et bien, il fonctionne bien [compteur], mais eux ils ne fonctionnent pas très bien [les administratifs]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'a ket e-unan

    [na kəd i'hyn]

    il ne va pas tout seul [le couvercle de la cafetière ne rentre pas comme il faut]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'a ket mat an traoù ?

    [na kə mɑ:n trɛw]

    les choses ne vont pas bien [ça ne va pas] ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh ya met a-hervez an traoù-se n'eont ket mat hañ, bezañ zo tud ha 'neu... 'neus klevet lâret 'na machinoù da c'horo hag euh... ne oant ket kontant, ar saout n'andurent ket anezhe

    [o ja mɛ 'hɛrwe ntrɛw ze nɛɲ cə mɑ:d ɑ̃ be zo tyd bah vʁo: a nœ nœs 'klɛwə 'lɑ:ʁə na ma'ʃi:no də 'ho̞:ʁo̞ ag ə wɑ̃ɲ ce 'kɔ̃ntɑ̃n zo̞wd nɑ̃'dy:ʁɛɲ cə nɛ:]

    oh oui mais à ce qu'il paraît ces choses-là ne marchent pas bien hein, il y a des gens qui ont... ont entendu dire qu'ils avaient des machines à traire et euh... ils n'étaient pas contents, les vaches ne les supportaient pas

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

consommer

Gwelet an tem Deviñ dour-tan

  • 👂 🔗 koad ac'h a un tamm mat bepred hañ

    [kwɑt ha tɑ̃'mɑd bopəd ɑ̃]

    on consomme beaucoup de bois toujours hein

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bremañ emañ an traoù kousket hañ, ar gwez ha traoù ne sachont ket war mann ebet, met pa gomañsfont ober, hañ, ar re-se ac'h a dour gante hañ

    ['bomɑ̃ mɑ̃ ntɾɛw 'kuskəd ɑ̃ gwẽ̞: a tɾɛw nə 'ʒɛʃɛɲ kəd waʁ mɑ̃n'bet mɛ pe go'mɑ̃sfɔ̃ɲ o̞:ʁ ɑ̃ 'ʁeze ha du:ɹ gɑ̃tɛ hɑ̃]

    maintenant la nature est endormie hein, les arbres et tout, ils ne tirent rien [sur l'eau], mais quand ils commenceront à le faire hein, ceux-là ont besoin d'eau hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi